Ar c'hraken, Jakez-Erwan Mouton (2009)
N'eo ket nevez an tem, met plijus e vez atav lenn istorioù morviled hag adkavout roudoù Atlantiz. Dre vras eo deuet brav gant Jakez-Erwan Mouton ur wezh ouzhpenn, daoust ma kavfe din eo lipetoc'h ar penn kentañ eget ar fin e-keñver ar mor a draoù a oa da ginnig d'ar mare-se. Perak n'on ket kendrec'het penn-da-benn neuze, perak e kav din eo ul levr mat ha n'eo ket unan dispar ? Emichañs e teu eus ar ment, re voan e-keñver ar vouedenn oa er sujed, met ivez eus an doare m'eo tretet an haroz. An den nemetañ a reomp anaoudegezh gantañ tamm-pe-damm eo Nillsens, ha chom a ra diwar-c'horre.
Ar santimant em eus eo bezañ lennet un tamm senario dedennus-tre ha n'eo ket bet diorroet ennañ tu denel an tudennoù : gant se eo diaes bezañ lod en istor. Skrivet eo en ur yezh plijus ha pinvidik hep bezañ re ziaes, ha plijus eo ivez gellout fiziañ er skrivagner evit pezh a sell ouzh an deskrivadurioù istorel. Kavet em eus mat tre ar pennad-klozañ o lec'hiañ mat pep tudenn, al lenner zoken : stek a zo.
Ul levr brav e gwenn-ha-du eo en ur mod : ne vank nemet un nebeut trivliadennoù d'e livañ.

digg it
del.icio.us

" N'eo ket nevez an tem..." Hag-eñ e vefe unan " The Kraken wakes " ( ar C'hraken dihun ) gant John Wyndham? Al levr-mañ, kentañ skrivet e Saozneg, zo ganin.
MICHAEL | 2009-12-11 - 19:25:57 GMT 1 #
N'anavezan ket hennezh ; soñjal a raen e l'Atlantide gant Pierre Benoît hag en ur bern traoù all, bannoù treset, istorioù skiant-faltazi evit ar re yaouank 'm eus lennet, ha disoñjet o anvioù war-lerc'h...
Pevarlagad | 2009-12-11 - 20:59:37 GMT 1 #
http://www.amazon.co.uk/Kraken-Wakes-John-Wyndham/dp/0140010750/ref=sr_1_2?ie=UTF8&s=books&qid=1260561880&sr=1-2
( Ul liamm war Amazon.co.uk evit al levr-mañ. ) [ Ul linenn hepken ]
http://www.amazon.fr/Kraken-Wakes-John-Wyndham/dp/0140010750/ref=sr_1_1?ie=UTF8&qid=1260562061&sr=8-1
( Hag.. war Amazon.fr ) [ Ul linenn hepken, ivez ]
MICHAEL | 2009-12-11 - 21:12:56 GMT 1 #