Je suis Hodder, Bjarne Reuter, Danmark (1998)
Plijet bras ma oan bet gant Le monde de Buster gant ar memes skrivagner, n'on ket bet evit chom hep kemer hennezh el levraoueg. N'eo ket daou levr disheñvel mat e gwirionez, o vezañ m'o deus Buster hag Hodder ar memes temz-spered, ha n'eo ket unan boutin. O daou e vevont un tammig e-kichen ar re all hep bezañ anavezet ganto penn-da-benn, ha ne vag nag an eil nag egile an disterañ c'hwervoni ouzh ar re o lak a-gostez. Kenkoulz lavaret n'eo ket gwall realist al levr-mañ, ha koulskoude... daoust ma ne rafe ket kalz a ziforc'h Hodder etre ar vuhez war hun hag an hini war zihun ez eus ur bern munudoù o tiskouez gwirionded an dud hag an traoù tro-dro dezhañ : emzalc'h e dad e-keñver ar sorbiennoù a enroll an tad-kozh...
Pinvidik e kavan e dudennoù a eil renk : gouzout a ra chom hep reiñ alc'hwez o zemz-spered diouzhtu : tudenn Filip amañ da skouer. Mont a ra un disterig re bell a-wezhioù, kuit da leuskel al lenner da grediñ emañ o lenn traoù gwir... arabat disoñjal eo un arvest, traoù marzhus, arabat kouezhañ e pej ar wirionez rik !
Plijus eo kavanded Hodder hag an holl dudennoù diheñchet tamm-pe-damm a vev tro-dro dezhañ, kontet eo gant kalz a varzhoniezh ha gant fent ivez. N'em eus ket kavet gwall zedennus an arguzenn, istor ar voudig, met ne vern, bed Bjarne Reuter dre vras a gavan marzhus ha dibar. N'on ket souezhet en dije gounezet ur bern prizioù lennegel evit e oberennoù evit ar yaouankiz.

digg it
del.icio.us
