Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

23/11/2009 GMT 1

Soner, Yann Meur, Frañs (2002)

pevarlagad @ 09:21

Soner

Petra eo al levr-mañ ma n'eo ket un dastumad eñvorennoù kreizennet war ar vicher ? En e blas e vije bet e-kichen d'an hini 'meus lennet n'eus ket pell 'zo e dastumad "Ar vicher ha Breizh" krouet gant Al Liamm. N'eo ket bet skrivet war-eeun e brezhoneg, avat, daoust ma vije kaoz alies eus ar brezhoneg e-barzh, o vezañ m'eo brezhoneger an aozer ha tomm ouzh ar yezh... komzet nemetken ? ...bet eo Stefan Moal oc'h en em silañ en e groc'hen, hag e tisoñjer eo bet troet al levr gant an naturel ma teu e droidigezh. Labour brav tre.
Skoet on bet gant taolenn al levr er penn kentañ anezhañ : aozet mat eo, gant titloù harmonizet etrezo, hag ur c'hromm oc'h heuliañ ur soñj resis, un diorren bennak : gant ar gwir labour a skrivagner-se 'oan engortoz ag un oberenn lennegeloc'h. N'eo ket skrivet fall met ne ra nemet heuliañ red an amzer evel n'eus forzh peseurt dastumad eñvorennoù. Plijus kenañ eo da lenn daoust ma ne vije ket kalz traoù nevez da zeskiñ evit unan a anavez ar metoù-se tamm-pe-damm dija. Kavet 'n eus din e skrive kalzig war un ton diskouez, evel pa vije c'hoazh war al leurenn : chom a ra a-ziavaez en ur ober van da vezañ "soñjet" : e gwirionez ne ra nemet implijout klichedoù diwar-benn an idantelezh ha gwiskañ ar groc'hen-soner a ijiner e oar gwiskañ. N'eus forzh, lennet vez aes, c'hoarzhet 'vez, hag anavezet tud 'zo e-ser tremen. N'eus ket ezhomm muioc'h evit tremen ur prantad-lenn plijus.

Notennoù

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust