Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

20/11/2009 GMT 1

Hospitalo sepetaĝa, Walter Klag, Aostria (1990-1991)

pevarlagad @ 09:05

En esperanteg eo al levr-mañ. Talvezout a ra e ditl "An ospital e seizh estaj". Un danevell eo e gwirionez, skrivet en un doare dieub gant an aozer diwar danevell Dino Buzatti Sette Piani, a zo en italianeg el levrig divyezhek (n'em eus ket gellet profitañ eus an divyezhegez-se evit kompren gwelloc'h o vezañ ma ne gomzan ket italianeg, gwelet 'm eus memestra e oa pell testenn orin Sette Piani eus hini Walter Klag).
20 pennadig, berr-kenañ a-wezhioù, a ya d'ober an danevell. Skrivet eo en un doare eeun, gant ur geriaoueg diazez hag ur bern divizoù. Skrivet brav eo dre vras, nemet er fin ma klask Walter Klag, div wezh, fourrañ en e destenn fedoù gwir diwar-benn muntrerien ez eus bet anezho : terriñ a ra al lusk, a-fed istor met ivez a-fed skritur peogwir eo kalz hiroc'h ha diaesoc'h da lenn ar pennadoù-se.
Plijus eo mennozh an danevell (mennozh Dino Buzzati eta) : un den a ya da vezañ soagnet en ur glinikenn. Dre ma n'eo ket grevus e gleñved e loj e seizhvet estaj ar savadur. Seul glañvoc'h, seul izeloc'h, setu reolenn an ti ! Lakaet e vez da ziskenn tamm ha tamm evel ma c'heller soñjal... E rez-an-douar e varver.
Ne oa ket diaes da lenn, graet 'm eus div wezh memestra, an eil gwezh gant ur geriadur evit gwiriañ n'em boa ket treuzkomprenet traoù 'zo.
Tro 'm eus bet da soñjal, en ur lenn an danevell-mañ, n'eus ket da gaout mezh rak ar pezh a vez embannet e brezhoneg. En desped d'e sioù e ya pep skrid, en ur yezh "vihan", da binvidikaat ar bern...

Notennoù

Notennoù(2) »

  1. N'eo ket gawll sklaer e peseurt yezh zo ho levr. An orinal " Dino Buzatti Sette Piani " zo e italianeg, a lavarit.
    Hogen "Hospitalo sepetaĝa Walter Klag ",diyezhek,zo e peseurt diw yezh? ( italianeg / alamaneg / galleg / brezhoneg / pe esperanteg kentoc'h, a son~j din....?

    MICHAEL | 2009-11-20 - 09:42:49 GMT 1 #

  2. Gwir eo n'eo ket sklaer. Esperanteg eo, c'han da resisaat er pennad, trugarez.

    Pevarlagad | 2009-11-20 - 10:12:24 GMT 1 #

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust