Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

28/10/2009 GMT 1

Fin din skriva e brezhoneg ?, Mikael Madeg (2009)

pevarlagad @ 08:56

Fin din skriva e brezhoneg

Prenet 'm eus al levr peogwir eo ur stagadenn da "Ur sell a-dreñv war un oberenn", daoust d'ar rentaou-kont flemmus em boa lennet diwar e benn e-barzh "Ya" hag "Al Liamm", ma 'm eus soñj mat, peogwir en em santan bizet war-eeun : bep bloaz ez an da c'houlenn gant ar skrivagner hag-eñ eo bet embannet ur romant bennak nevez gantañ, peogwir e plij din lenn e romantoù dre vras, ha peogwir em eus desket ur bern traoù en ur ober, daoust ma vije anat en e holl skridoù lennegel techoù displijus 'zo (met daoust hag-eñ ne c'heller ket lavaret ar memes tra diwar-benn ar skrivagnerien all, ar re a skriv ouzhpenn ul levr ?). N'on ket a-du gant ar burutelladennoù : me gav din ez eus ur bern traoù gwir el levr-mañ. Abegoù zo da baranoia Mikael Madeg ; n'eo ket ur skrivagner doujet, na karet, gant ar vrezhonegerien, abalamour d'e bersonelezh a gredan, d'e berzhioù kasaüs o kregiñ gant "em..." : emgarantez,... Un emzalc'h bugel eo a-berzh ar vrezhonegerien (ne zeuont ket da vezañ e lennerien dre se) dreist-holl pa weler nag a voued a zo en e levrioù. Ne c'hellan ket muzuliañ ar pezh 'n eus degaset din a-fed brezhoneg, dija, hep kontañ ar sevenadur, ar blijadur da heuliañ e harozed hag ur vousfent soutil ral.
Krediñ a ra listennañ 39 abeg da baouez skrivañ romantoù a-raok lavaret e raio memestra ma peg ennañ, pezh a souetan. Mat eo e vije skrivet du war wenn seurt siliennoù n'int ket aes da bakañ daoust ma vijent damwelet tamm pe damm gant pep hini. Souezhet on bet gant traoù 'zo, da skouer ar fed 'vije feuket gant ar fent vez graet ouzh e bizhoni : alies em eus gwelet anezhañ o c'hoarzhin diwar e goust dezhañ war ar sujed se, war-eeun pe en e levrioù !
Faziañ a ra war ur poent, a gav din : krediñ a reer e vije bet o c'hortoz loreoù evit e oberenn a-hed e vuhez. Koulskoude eo anat din n'eus ket da c'hortoz brud war ur prantad ken berr. M'eo talvoudus e oberenn ne vo gwelet nemet war e lerc'h, ha ne raio nemet kreskiñ gant an amzer. Ne dalv ket kalz tra ar prizioù lennegel, ar pezh a zispleg mat en 10vet kraf, sujed int ouzh ar c'hiz, roet gant tud a rakvarn hervez ar skol-mañ-skol, lakaet tal-ouzh-tal skridoù n'heller ket keñveriañ...
C'hwerv eo soñjezonoù Mikael Madeg gant gwir abeg. Dre zichañs, dont a ra al levrig-mañ just war-lerc'h ur romant mat tre gantañ (sinet Mac Domnhaill). Me gav din eo talvoudus lenn ar pezh en deus da lavaret evit kompren gwelloc'h anezhañ met ivez evit teurel gouloù war bed ar skrivagnerien vrezhoneg : aner, met ret, evit adkemer pozioù Yann-Bêr Piriou...

Notennoù

Notennoù(2) »

  1. Salud dit Pevarlagad
    Un tammig evezhiadenn a garfen ober diwar-benn ar pennad-mañ.
    Diwar-benn MM da gentañ. Daoust hag-eñ peus goulennet digant un niver bras a lennerien perak ne oant ket plijet gant e levrioù evit lâret e oa abalamour da sioù an den e oant displijet o lenn e oberennoù ? Ne gredan ket, en desped d'ar pezh a lârez e vefe ar braz eus al lennerien bugel o spered. An aliesañ ne anavezer ket ar skrivagnerien, a-fed personelezh a fell din lâret. Ha pa reer, ma Doue, ma ne vefe lennet nemet levrioù an dud a blij d'an nen...ne vefe ket lennet kalz tra, brezhoneg pe yezhoù all e vefe !
    Me 'm eus bet lennet, pe klasket ober, eus e levrioù. N'on ket deuet a-benn da lenn betek ar fin ken borodus o c'haven, ha netra da welet gant ma soñj diwar-benn ar skrivagner. Gwir eo n'e garan ket, met evel lennerez, ne ran foutre-kaer gant ar santimant-se. Unan eus ma skrivagnerien muiañ-karet eo Oscar Wilde, ha ne gav ket din e vefen bet mignonez vras gantañ ma 'm bije e anavezet...
    Un dra all am befe c'hoant lâret, evel skrivagnerez an dro-mañ : meur a briz am eus tapet kaout gant ma levrioù ha neuze e c'hellan lâret dit e ro kalon d'an hini a skriv da genderc'hel. Ne gav ket din e vefe tevaet ma daouufern gant ar prizioù-se, pell a se, ha koulskoude, e c'hellan lâret dit, ma lakaez izili ar jurioù da lennerien hep mui ken, lennerien evel ar re all, ne c'hellez ket chom diseblant pa zisplegont dit perak int bet plijet gant da levrioù. Arabat bezañ touellet, digant ar re-se e klevez traoù displijus ivez, burutelladennoù, fazioù kompren a-wechoù, a bep seurt. Met da nebeutañ e tastumez greun evit mont war wellaat, ha kalon evit kenderc'hel. Hep kontañ, hag a-bouez bras eo, e tegas un tammig brud d'an embannerien, hag ar re-se o deus ezhomm bras e vefe skoazellet o labour. Gouzout a rez emichañs pegen bresk eo an embann brezhonek, ha pegen treut eo ar peuriñ, ha neuze ar galloud embann, gant an tiez-embann brezhonek...Gant se, ha me koulskoude o vezañ unan hag a gav gwell chom trankil en he c'horn, ne c'heller ket ober fae war un tamm brud ouzhpenn, kement tra a lak ar brezhoneg da vezañ gwelet pe klevet er mediaoù zo un dra vat evit ar yezh. Ha n'eo ket peogwir e lavar MM e vez roet ar prizioù dre rakvarnadennoù, pe gant "chapelioù" ez eo gwir. Aes eo dezhañ lavaret. Rakdibabet e oa bet ar romant gantañ a vennegez evit priz FR3, ha war al lec'h e oa, pezh a ziskouez ne laka ket e-unan kement a fae warno !
    Krog on da anavezout bremañ un toulladig skrivagnerien, hag holl int tud uvel, prest da zegemer burutelladennoù, da rannañ kaoz gant ar re all diwar-benn o labour, da zisplegañ diesamantoù o labour, hag ar blijadur o devez gant ar skrivañ. N'eus ket unan a gavan otus. 'Pezh ne vir ket da gaout un tamm mat a "ego", met d'am meno e ranker kaout evit krediñ krouiñ, forzh pe dachenn e vefe.

    KarregWenn | 2009-10-28 - 11:30:47 GMT 1 #

  2. Mat ! evel just ez eus abegoù da vezañ displijet gant e levrioù ivez, hervez an dud, hervez al levrioù (me lârfe e talvez ar boan lenn ar re gentañ hag hini Mc Domhnaill dreist-holl), me ivez zo bet displijet bras gant ar pezh a skrive a-wezhioù met... pa vez dozvet "ar gêr villiget" gant Yeun ar Gow e pardoner dezhañ an diabarzh dre m'eo brav e vrezhoneg... me gav gwelloc'h gwellaat va brezhoneg gant n'eus forzh peseurt romant ha memes "emromant" gant MM eget gant "ar gêr villiget"... me gav din n'eo ket reizh an dud en o barnadenn diwar e benn dre vras. Komz a raen dreist-holl eus tud ne lennint ket traoù gantañ, peogwir eo eñ (tud hag a zo plijet, a-hend-all, gant romant Mc Domnhaill). Anavezout a ran ouzhpenn unan, setu perak e lakan se ! Hag a-hend-all, n'on ket souezhet ne vije ket bet dibabet "ur brezelour e oan" gant juri FR3 ha n'eo ket ur juri ispisializet war al lennegezh. Souezhet bras e vijen e vije bet lennet al levr ganto, en abeg m'eo tev. War ar poent-se c'hoazh on a-du gant MM, ha gwelet 'm eus seurt traoù ouzhpenn ur wezh (met piv 'noa bet ar priz ar bloaz-se ? Marteze e oa te, ha neuze, n'en doa ket bet chañs, peogwir ez eus bloavezhioù ma n'eus ket traoù mat hag en dije bet gellet kaout anezhañ). A-hend-all e kavan diaes krediñ en ur juri objektivel pa vez ken kizidig an dud war ar c'hudennoù ortograf ha kement 'zo, pa welez ne vez ket skignet levrioù e skolveurieg gant "Klask", ha traoù seurt-se : ha gouest e vije ar juri, dre m'eo bet lakaet da juri, da lakaat e gredennoù a-gostez ? tud 'zo, marteze, pas an holl atav !
    Ne lavaran ket eo MM ur skrivagner meur, soñjal a ra din e vez barnet re griz, setu tout ! Skrivagnerien vrezhoneg all a weler techoù displijus en o levrioù ha koulskoude ne vez roet nemet pour dezho...

    Pevarlagad | 2009-10-28 - 14:32:39 GMT 1 #

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust