Mevelien an urzh 3 - Mestr an tremen, Yann-Fañch Jacq (2009)
Levr diwezhañ an heuliad teir levrenn Mevelien an urzh eo hennezh. Mont a ra mat gant an eil hini, o vezañ ma kendalc'h ar penndudennoù da bourmen en amzer, pezh a ro tro d'al lenner da vevañ fedoù pouezus 'zo eus an Istor.
N'on ket tik gant an itrik daoust ma ne vije ket fall : re a ober 'zo evidon, o lazhañ kement tra all. An tudennoù a anavezer abaoe teir levrenn zo estrañjourien evidomp c'hoazh, ur c'horf o deus, ket a ene. Meneg zo eus karantez, eus mignoniezh, met chom a ra e stad ar gerioù, ne vez ket bevet na gant an tudennoù na gant al lenner. Kregiñ a ra mat tre al levr koulskoude, desachet e vez an evezh diouzhtu, siwazh ne zalc'h ket war an hirder hag e c'heller enoeiñ daoust ma vije strilh war an ober.
Dipitus e kavan ar fin dreist holl, n'eo ket bet gouest ar skrivagner da adpakañ e holl rikoù en e sac'h a-raok mont kuit ; kontrol da se e tigor war tudennoù all c'hoazh... ur fin evit an trede levrenn n'eo ken, ouzhpenn : ret vije bet lakaat an tudennoù da zistreiñ en o metoù orin, pa ne vije nemet dre ar soñj, evit gellout muzuliañ an hent graet.
Ma, n'eo ket displijus da lenn kennebeut, dre m'eo aes hag a-vremañ. Klouar e choman, traken.

digg it
del.icio.us

http://keit-vimp-bev.info/mestr_br
Al liamm evit al luc'hskeudenn.
MICHAEL | 2009-10-19 - 15:34:58 GMT 1 #
Farsus eo, bet e oan war lec'hienn KVB da glask ar skeudenn ha n'em boa ket kavet anezhi... gwir eo oan bet ganet ur sadorn ! trugarez atav !
Pevarlagad | 2009-10-19 - 17:24:09 GMT 1 #
Gwir eo, n'eo ket aes da gavout:
Al levriou' nevez all zo dindan " Priz ar yaouankiz 2010 ".
Hogen al levr-mañ zo an hini nevez UNAN evit 2010 dindan " evit ar re grenn ".
Pevar levr nevez zo dindan " Priz ar vugale 2010 " ha 4 nevez dindan " evit ar re vihan"
Hogen mann ebed dindan " evit ar re vras ".
Marteze hoc'h anv e vefe bet " c'hwec'hlagad ". Pevar n'int ket a-walc'h.
An hevelep e vo evidon: Ar medesin a lavare din d'an Dilun-mañ ar c'h-glaucoma zo ganin.
MICHAEL | 2009-12-11 - 22:34:10 GMT 1 #
:-( Ne vo ket kalz tra moarvat, klevet 'meus e veze operet digudenn gant disoc'hoù mat bremañ.
Ar wezh a zeu e sellin e pep kolonenn neuze !
Trugarez.
Pevarlagad | 2009-12-12 - 09:28:04 GMT 1 #