Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

08/10/2009 GMT 1

Treid daouhualet, Kate Roberts, bro-Gembre (1936)

pevarlagad @ 08:14

Troidigezh ar romant-mañ zo deuet er-maez e brezhoneg e 1988.

El levraoueg-kêr e-kichen du-mañ 'm eus diskoachet al levr kaer-mañ n'em boa klevet anv biskoazh anezhañ. Ur golo divalav spontus a c'hell bezañ kaoz e vije c'hoazh e katalog Emgleo Breizh, gwell a se evit ar re zo stag ouzh an diabarzh muioc'h eget ouzh an diavaez.
Istor ur familh paour eus Norzh bro-Gembre eo, tro penn kentañ an XXvet kantved. Kontet eo eus an diabarzh, en ur daoler kalz a bled ouzh santimantoù an dud hep bezañ chuchu. Taolennoù brav-tre a zo a-hed al levr ha dispaket eo eus ar c'hentañ personelezh pep tudenn. Brav ha fromus eo, daoust m'em bije bet keuz e vije bet graet lammoù ken bras en amzer : ober a ra un tammig evel un heuliad danevelloù stag holl ouzh ar memes danvez (ar memes familh) hep na vije heuliet atav ar memes penndudenn. Daoust da se eo dreist, en ur brezhoneg eus ar c'hentañ gant Job Abasq (Didrouz !) daoust ma vije amsklaer frazennoù 'zo dre o hirder alies, abalamour m'int bet troet re feal marteze, n'ouzon ket.
War a seblant eo gwall vrudet Kate Roberts e bro-Gembre, domaj eo ne vije ket bet lakaet e brezhoneg levrioù all ganti ; n'eo ket hennezh he hini brudetañ.

Notennoù

Notennoù(4) »

  1. " Traed mewn cyffion " ( Treid e-barzh hualoù ) embannet da gentañ e Kembraeg e 1936 gant Gwas, Aberystwyth.

    " Feet in chains " ( Treid e chadennoù ),[ troidigezh gant John Idris Jones ] embannet da gentañ e Saozneg e miz Here 1977 gant John Jones Cardiff Ltd.

    MICHAEL | 2009-10-08 - 09:59:10 GMT 1 #

  2. Kate Roberts: Born: 1891; Died: 1985; Place of Birth: Rhosgadfan, Caernarfonshire, Wales.

    MICHAEL | 2009-10-08 - 10:22:45 GMT 1 #

  3. Dreist, trugarez. Cheñchet em eus bremañ. Alies em bez mizer o kavout deiziad kentañ embannadur al levrioù troet, m'en dare perak ne vez ket meneget e pep embannadur dre ret !

    Pevarlagad | 2009-10-08 - 11:49:30 GMT 1 #

  4. Siwazh, n'emañ ket an daveoù ganin, met troet e voe unan pe div eus he marvailhoù berr gant Ronan Huon hag embannet war Al Liamm gwechall. Ganin ez eus bet troet daou benad diwar Te yn y Grug, hag embannet int bet war Al Lanv.

    An ti ma oa bet ganet ha desavet KR zo bet adsavet evel ma oa gwechall ha deuet eo da vezañ mirdi bremañ, ha kreizenn sevandurel, a gav din: http://www.flickr.com/photos/bara-koukoug/4023576380/

    Rhisiart | 2009-10-19 - 13:20:24 GMT 1 #

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust