L'Espéranto de poche, Klaus Dahmann, Thomas Pusch, emb. Assimil, Frañs (2009)
Gant viruz ar grip o tostaat em eus divizet nompaz mervel sot, setu perak em eus lakaet va fri el levr bihan-mañ. Ouzhpenn ur gudenn zo gant ar yezh esperanto evit unan n'anavez ket anezhi : un anv droch he deus ; droch e c'hell bezañ da welet pe da glevet ivez gant ar gerioù gwall eeun zo enni : ha ne vijer ket oc'h ober goap ac'hanoc'h ? hag ouzhpenn em eus bet an dichañs, em buhez, d'en em gavout gant ur bern esperantegerien n'em gleven ket ganto... Peadra zo d'en em c'houlenn, eta, perak e talc'h da vevañ ha da vezañ difennet gant kement-se a dud.
Gwalc'het eo bet va c'huriusted gant al levr-mañ. N'eo ket un hentenn glok, gwall skañv eo, mat d'ober ur vrav a dañva koulskoude. Div lodenn a ya d'ober al levr : ul lodenn a vez kinniget ar yezhadur enni (honnezh zo klok a-walc'h moarvat : sañset eo yezhadur an esperanto bezañ eus ar skañvañ tout) ; hag unan all, ur wezh m'ho peus paket ar sistem, da ginnig degouezhioù pleustrek : en aerborzh, war ar maez, er stal, ha kement 'zo). Plijet on bet gant an elfennoù sevenadurel, mat tre da baskañ ar B.A. BA d'ar re ne ouezont ket ur siseurt war ar sujed, eveldon : da betra deskiñ ? Gant piv kaozeal ? Petra ober gant ar yezh ? hag all. Diskouez a ra an hentenn skañv-mañ bezañ troet war-zu an dud yaouank kentoc'h ha kavet e vez ivez ur bern kuzulioù sot a-walc'h war an doare d'en em ren pa veajer da skouer.
Plijet kalz on bet gant ar yezh a-benn ar fin. En doare ma komprenan an traoù e vije en esperanteg un ostilh aes ober gantañ evit en em goñsoliñ da chom hep gellet deskiñ holl yezhoù ar bed : ar re ne zesker ket a c'heller mont e darempred war-eeun gant tud a gomz anezho dre hanterouriezh an esperanteg. Evel just ne servijo nemet da gaozeal gant esperantegerien all ; pezh a ra ur seurt kleub bedel : n'eo ket disheñvel eus kleub ar vrezhonegerien e Breizh. Met perak pas ? Bremañ 'm eus c'hoant da zeskiñ : c'han da adlenn va levrig en ur zeskiñ anezhañ dre 'n eñvor... An distro-skol eo, poent stagañ gant al labour-penn !

digg it
del.icio.us
Ho plog am eus dizoloet hiziv. Brav-kenañ eo. Lenn a ran goustadig e brezhoneg c'hoazh, met ur poelladenn talvoudus hag ur plijadur eo lenn ar blog-mañ.
N'anavezon ket al levr-mañ (L'espéranto de poche). Met an esperanteg a ouzon mat. Ya, sur awalc'h! Ur yezh plijus eo hervezon, hag aes tre. Komz a rit esperanteg un tammig bremañ neuze? Evit deskiñ hiroc'h diwar-benn an esperanteg, al lec'hienn http://br.lernu.net a zo eus ar c'hentañ, gant ur bern kentelioù, geriadurioù, poelladennoù, ur forom hag all. Ha troet eo bet en ur bern yezhoù, un tammig e brezhoneg zoken.
Vian taglibron mi malkovris hodiaŭ. Ĝi tre belas. Mi ankoraŭ legas malrapide en la bretona, sed legi ĉi tiun taglibron estas utila ekzerco kaj plezuro.
Mi ne konas ĉi tiun libron (L'espéranto de poche). Sed Esperanton mi ja konas. Estas miaopinie agrabla lingvo, kaj facilega. Ĉu vi do nun parolas Esperanton? Por lerni pli pri Esperanto, la retejo http://eo.lernu.net bonegas, kun multaj kursoj, vortaroj, ekzercoj, forumo, ktp. Kaj ĝi estas tradukita en multaj lingvoj, eĉ iomete en la bretona lingvo.
A galon / Amike.
dominiko | 2009-10-04 - 16:59:41 GMT 1 #
Dankon al vi. Ni parolis pro Lernu jam Dominique : mi estas Leonez. Mi lernas via korektojn nun. Ĝis baldaux !
Pevarlagad | 2009-10-04 - 18:26:28 GMT 1 #
[...] mi estas Leonez [...]
Ne ouien ket. Pebezh kendegouezh! Bihan eo bed ar vrezhonegerien neuze.
Mi tute ne sciis. Kia koincidenco! Malgranda do estas la mondo de la bretonistoj.
Ken ar c'hentañ / Ĝis.
dominiko | 2009-10-04 - 21:50:41 GMT 1 #