Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

02/07/2009 GMT 1

Tobie Lolness 1 ha 2 : La vie suspendue, Les yeux d'Elisha, Frañs (2006)

pevarlagad @ 09:15

Tobie Lolness 1
Adalek ar pajennoù kentañ e ouezer eo ur bennoberenn ha n'heller ket paouez da lenn a-raok errout er bajenn ziwezhañ. Petra eo Tobie Lolness ? Ur romant moliac'h evit ar grennarded, un tammig evel Harry potter mar karit. Div levrenn a ya d'ober an istor klok, romant kentañ Timothée de Fombelle hag a zo a-hend-all paotr ar c'hoariva, evel Goulc'han Kervella.
An tudennoù a vager santimant evito diouzhtu ; ar bed, ur wezenn-derv vras, n'en deus ket e bar, ha leun a zilammadennoù, "coups de théâtre" zoken, eo an istor. An dra nemetañ zo sur eo e echuo mat an traoù peogwir eo skrivet evit tud yaouank. Fin, sur... alies e koller fiziañs ! E penn kentañ e vezen direnket un tamm gant fent ar skrivagner a gaven lec'hiet fall en itrik enkrezus, met deuet on da soñjal eo ur perzh mat. Dreist eo an istor, un istor a zegas da soñj al lenner maread an eil brezel-bed met ivez kudennoù pemdez an dud a-vremañ evit pezh a sell ouzh an enkadenn ekologel hag ar politikerezh bedel. Karantez ha mignoniezh zo an daou ahel a ren awen ar skrivagner a-hend-all, hag ez eus anezho ouzhpenn evit ar pennharozed, pezh zo dreist.Tobie Lolness 2
Emsav eo bet din lenn diverradenn buhez Timothée de Fombelle evit bezañ war evezh e-keñver traoù 'zo. Tro 'm eus bet da soñjal kalz en darempred a nez ar c'hoariva gant ar skrivañ romantoù. Un implij dreist a ra ar skrivagner eus an daou amañ, gwelout a reer en deus ar stek evit krouiñ divizoù a stlak pe a from : komz a ra sklaer eus galloud hud ar gerioù ; met implij a ra brav ivez yezh ar c'horfoù, gwirion eo santimantoù e dudennoù gant se daoust ma ne vijent nemet ur millimetrad hanter pe zaou a fed ment ; prest e vezer da heuliañ anezhañ n'eus forzh pelec'h ; naturel eo mont da seniñ "gouroloñs" war doenn ur varakenn evit distreiñ evezh ar warded e-pad m'emañ ur familh oc'h achap da skouer !

Levrioù seurt-se a vev pell ennon ; un toullad devezhioù 'vo ret din a-raok kuitaat skeud ar wezenn vras emaon o vousc'hoarzhin mav dindanni, kilhet. Gwell a se.

Notennoù

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust