Koñchennoù mamm, Koulizh Kedez (1990)
Ne fazian ket war an titl : golo an dastumad eo a zo ur fazi warnañ. Sed un dra hegasus e brezhoneg pa vez ur fazi bennak eo ret gortoz d'an nebeutañ hanter-kant vloaz a-raok bezañ adembannet !
Garv, kriz, hudur, braouac'hus eo an danevelloù-mañ. Ar santimant 'm eus da gompren, da c'houzout eus petra emaer o kaozeal, met n'eo ket gwir atav. Erru fin an danevell e choman gwall nec'het a-wezhioù : seul hegasusoc'h pa ne sklaera ket va goulou un eil lennadenn peurliesañ ! Me gav din eo peogwir e chom peg va spered ouzh ar gerioù eo ret din o ziglorañ an eil war-lerc'h egile : chom a ran war bazenn an dekodiñ. Koll a ran eta neudenn an ober, beuzet e forzh munudoù, aparteoù, serrioù-lagad, blazus met diaes kavout ur ster dezho er stêr war-fiñv a zlefe bezañ an dezrevelliñ.
Ar yezh a implij Koulizh Kedez a zo luziet-kenañ rak en tu-hont d’ar brezhoneg a-vremañ e lak e-barzh krennvrezhoneg, kembraeg, galleg, arabeg hag hebreeg. (Wikipedia) Setu me koñfortet un tamm !
E Mammlazh eo ur ger-arouez eus frazenn diwezhañ an danevell eo bet ret din klask er geriadur : displijusat degouezh...
Pezh a blij din koulskoude eo al labour anat bet graet war ar yezh, ur gwir labour skrivañ ; kenvogalenniñ, kengensonenniñ, kenganañ a ra ar gerioù kenetrezo er c'homz-plaen.
Eñvorennoù toull-bac'h ar skrivagner eo o deus plijet din ar muiañ en torkad, evit ur wezh : surrealist ! A-hend-all, gant ar mogedus m'eo ar ster e lennan hep emouestl, evel pa sellfen ouzh ur c'hampionad echedoù ! Waou ! Pegen barrek ! Da bet eur e echu ?
Ne vez ket foeltret e arc'hant o prenañ levrioù Koulizh Kedez koulskoude, pinvidik int, ha ne vez graet gwezh ebet an dro anezho, atav e c'heller o adlenn.

digg it
del.icio.us