Simple comme Ubuntu : à la découverte de Linux, Didier Roche, Frañs (bep 6 miz)
Pa m'eus kroget da lavaret e vijen kontant da cheñch "système d'exploitation" eo bet profet din al levr-mañ gant mignon gwellañ va urzhiataer : lennet 'm eus anezhañ pa oan gant Windows c'hoazh eta.
Iskis e c'heller kavout, en ur vraslenn, an niver a niverennoù e traoñ ar pajennoù ne servijont da seurt nemet da farsal, an ton bourjiner pe c'hodiser a-wezhioù... Pa vezer o lenn en un tenn e c'hellan asuriñ deoc'h e kaver gras gant ar fent-se : daoust ma vije skrivet al levr evit tud n'int ket gwall varrek war an urzhiataerezh e vije gwall zreinek da lonkañ hep al louzeier-mel-se !
Kalz a berzhioù mat a welan d'al levr-mañ. Lennabl eo, dija, ha kompren a reer madik ar pezh zo e-barzh memes ar wezh kentañ. Displeget mat tre eo. Ha, dreist pep tra, e laosk da gompren pegen entanet eo ar skrivagner gant an ostilh-mañ hag e ro c'hoant da gemer perzh en avañtur ar meiziantoù dieub.
Goude va c'hentañ lennadenn 'm eus lakaet skarzhañ Windows evit mont davet Linux Ubuntu, bloaz pe zaou a zo, ha n'em eus ket bet tro da vagañ keuz. Alies e addigoran al levr-mañ pa choman bout war tra-pe-dra hag e kavan ar respont a fell din e-barzh, peurliesañ : ur gwir dornlevr eo eta. Adlennet 'm eus anezhañ penn-da-benn dec'h (un embannadenn nevesoc'h eta) evit kavout trukloù nevez, traoù aes d'ober ganto ha n'on ket boaz d'ober peogwir 'm boa ket tapet ar pleg c'hozah ; ha me da blegañ korn pep pajenn dedennus... n'eus nemet se e-barzh ken !
Aliañ a ran kement hini a zo dedennet gant Linux met ne gred ket ober gantañ kregiñ gant lennadenn al levr-mañ : tevel a ra ar guriusted ha kelenn ur bern traoù, hep skuizhañ. Ha koulskoude, n'on ket ur mailh war an urzhiataerezh !
Ale, warc'hoazh e kaozein deoc'h diwar-benn dornlevr va yenerez pe hini ar skaoterez du-mañ ;-)

digg it
del.icio.us
Trugarez evit an ali ha gourc'hemennoù evit ho tremen da ubuntu.
Krog e oan d'ober ivez ha me sac'het ha streset gant an diaesterioù kentañ !
Yann | 2009-08-27 - 13:29:28 GMT 1 #
C'hem ! va-unan 'mije ket graet ! ur mignon feal en deus staliet an traoù du-mañ hag a sikour ac'hanon pa choman sac'het. Met tamm ha tamm vez desket en em zibab muioc'h-mui.
Pevarlagad | 2009-08-27 - 20:20:48 GMT 1 #
Gant Firefox emaon (ha Vista). Gorrek eo ken ez eo er mare-mañ e-kichen Chrome ha Safari pa ran gant ma Gmail pe Netvibes. Ken emaon digalonekaet gantañ ! Implijet e vez alies awalc'h gant "ubuntuerien" ma 'm eus soñj mat. Ha c'hwi a ouife petra a vez o meno diwar-benn se ?
Yann | 2009-09-02 - 16:57:27 GMT 1 #
Allas, ne ouezan ket, met marteze e kavoc'h unan bennak da respont deoc'h amañ...
Pevarlagad | 2009-09-03 - 08:05:20 GMT 1 #
Aet eo gwelloc'h an traoù keta ? Dre faot gmail an hini e oa neuze. Kudennoù 'm eus bet ivez er memese koulz.
Ma 'p eus kudennoù c'hoazh, e c'hellfe bezan a-gaoz d'an "ektensionnoù"(hum)ma implijez kalz anezhe. Lazh unan pe ziv evit gwelet hag-en ey a gwelloc'h an traoù.
(digarez eit an tildeioù n'on ket evit o akaat gant an urzhiater emaon oc'h ober ganti)
Bruno | 2009-10-05 - 07:47:56 GMT 1 #