Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

18/06/2009 GMT 1

Moins que zéro, Bret Easton Ellis, Amerika (1985)

pevarlagad @ 09:02

Moins que zéro
Kentañ romant ar skrivagner, mignon da Donna Tartt, eo (hennezh a vountas anezhi da skrivañ) : hini ur paotr yaouank 20 vloaz. Ne vez ket santet e-barzh ar skritur, a zo brav, resis ha didruez. E-barzh an tem e vez avat pa heuilhomp ur studier war e vakañsoù tro Los Angeles lec'h m'emañ e dud o chom, e-touez ar yaouankizoù a-oad gantañ. A fest da fest, a barty da barty, a ostaleri da ostaleri omp kaset eta en amzer-vremañ dre bennadoù berr evel klichedoù ur prantad vakañsoù. Koulskoude n'eus levenez ebet er romant-mañ, kriz spontus eo. An holl dud yaouank-se, paour-kaezh pinvidien ma z'int o ruziañ eus ur poull-neuial prevez d'egile, ne gavont ster ebet d'o buhez a glaskont reiñ ul liv bennak dezhi en ur evañ ha kemer drammoù a bep seurt. Ar garantez, ar marv, ar c'hastaouiñ, ar jahinañ memes a goll eus o nerzh hag eus o ster. Gwall enkrezus eo da lenn eta, daoust ma ne vije ket toull peogwir e vez treuzet ar romant gant goulennoù-bezañs, dister o flas e genoù ul lonker drammet bennak marteze, met a ra un hir a hent e penn al lenner. Ur romant bihan skoüs eo a chomer intret gant e aergelc'h betek mel e eskern ur wezh aet e-barzh. Brrr !

Notennoù

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust