Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

01/05/2009 GMT 1

Lomig Boulomig, Youenn Brenn (2007)

pevarlagad @ 09:25

Lomig Boulomig

A-viskoazh em eus soñjet e oa dibabet fall-put an titl, peseurt skolajiad a yafe da lenn ul levr anvet e mod-se ! Lesanv ar paotr eo, met kentoc'h unan e-barzh e familh, seurt lesanvioù vez graet goap diouto er skolaj ! Dre chañs eo deuet brav tresadenn ar golo gant Christophe Babonneau, emichañs e ziverk ar soñj kentañ hag e vroud al lennerien d'ober o choaz.
N'eo ket unan fall. Plijet on bet gant aergelc'h familh ar paotr. Kavout a ra din e lak re a amzer an istor a-raok loc'hañ : digempouez eo al levr a-gaozenn da se. Evel just e vez ezhomm da zeskrivañ, da lakaat al lenner e-barzh ar jeu, met dleout a ra bezañ graet a-hed al levr, evel ma tle drammoù an itrik bezañ e go adalek ar bajenn gentañ. N'em eus ket santet se el levr-mañ. Stardet eo an darvoudoù e fin al levr, hag adalek ma krogont n'eus ket nemeur eus ambiañs ar penn kentañ. Deskrivet eo an traoù diwar-c'horre un tamm a gav din.
Mat eo an tem, atav, a-vremañ, ha stag ouzh buhez ar skolajidi.
Skrivet eo mat ha gant ur brezhoneg pinvidik hep bezañ diaes da gompren. Un dra nemetken 'n eus chifet ac'hanon war ar poent-se : an implij hardi a ra ar skrivagner eus an trifik. (...) Diouzh gwelet e kredfer eo dalc'het en e lavar, pezh n'eo ket gwir. An tri c'hard anezho d'an nebeutañ a c'hellfe bout erlec'hiet gant ur pik. Ur seurt "tik" skritur eo, aes da gas kuit gant an urzhiataerioù bremañ, diouzh c'hoant.
Kinniget e 2008 evit Priz ar Yaouankiz en doa tapet Lomig Boulomig ar priz kentañ er rummad 6vet-5vet klas.

Notennoù

Notennoù(3) »

  1. "boulomig" evel "laoulanig", "blodig" (al lesano roet gand tad-koz Lomig el leorig), "glesker", hag e-ze, zo lesanoiou karantezuz roet gand ar mammou (dreist-oll) d'o hrouadur, ha n'eo ket dismegañsuz tamm ebed... Gwir eo ne vez desket seurt tra el leoriou, red eo anavezout ar brezoneg komzet.

    eul leor evid ar vugale eo... ha dibabet ganto (gand 60% deuz lennerien ar 6ved klas e-touez leoriou all) ; ne vez ket skrivet evid ar vugale evel ma vez greet evid an dud deut (= oadourien e brezoneg "arnevez")

    a-hend all on ali ganeoh evid ar rebechou all : re zifonn e krog an istor, re a bikou-arsav (= "trifik" ganeoh ? N'am eus kavet ar ger-ze e geriadur ebed). Dre ziouer a amzer an hini eo, pa n'am eus ket gallet ober gwelloh ; ar re a glask skriva e brezoneg n'int ket tud a vicher, skriva a reont eur wech echu ganto da hounid "o zamm kreun"

    mersi deoh memez tra evid boud kemeret amzer da lenn al leorig beteg penn... War vihanna e ya an niver a lennerien e brezoneg, 'm eus aon, siwaz.

    eskuzit ahanon ivez evid ma doare skriva, med boaz on d'ober gand ar "skolveurieg", daoust m'eo bet embannet al leor e "peurunvan"... ne ran van ebed : ar pez a gont evidon eo danvez ar skridou.

    a-hend all emaon o teski baskeg ("nire blog" a zinifi "ma blog") ; "urte oroz Xiberoalat noa euskararen ikasteko" (=beb bloaz e yan d'ar Soule evid deski baskeg)

    gand ma gwella soñjou

    Youn (pe Youenn pe Erwan) Brenn

    Brenn | 2009-05-18 - 21:29:32 GMT 1 #

  2. Ya, kompren a ran pezh a dalv, pezh a gavan eo e ra re "babig" dres d'ur mare m'o deus c'hoant ar grennarded da vezañ lakaet kentoc'h da vras, seurt lesanvioù eo gwelloc'h dezho ne vije ket graet ganto dirak o mignoned, ne gav ket deoc'h ? N'eo ket al lesanv a gavan fall met ar fed e vije bet lakaet da ditl.

    Pevarlagad | 2009-05-18 - 21:47:35 GMT 1 #

  3. faote a re din kinnig eun titl hag a "stlak" ! seul verroh, seul welloh ; "Lomig Boulomig" a zone brao, a gave din ; ne vern ket.

    A-viskoaz e vez(e) greet gand lesanoiou du-mañ, eur seurt doare da anavezoud, da zigemer an den eo ; 'memez mod, ne vez ket greet gand "aotrou" pe "intron" ganeom, nemed evid ober goap, evid "skrignal", da skwer : "hennez zo eun aotrou bremañ, ne oar ket mui brezoneg anehañ !".

    Disheñvel ken-ken eo evidon bed ar brezoneg diouz hini ar galleg, setu perag ne deuan ket a-benn da drei ma danevellou brezoneg e galleg... ar hontrol mik deuz skrivagnerien ampart, giz P.J. Helias pe Youenn Gwernig da skwer, a ouie ober kenkoulz gand an diou yez (Youenn Gwernig a ouie ober gand 3 yez zoken)

    Brenn | 2009-05-19 - 13:26:40 GMT 1 #

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust