Such were the days..., Mikael Madeg (1996)

En daou levr-se en deus lakaet e brezhoneg hag adkempennet Mikael Madeg e zeizlevr war daou vloavezh, en e studioù uhel just goude e vachelouriezh.
Ne c'hoarvez koulz lavaret seurt ebet... sevel diouzh ar mintin, heuliañ kentelioù, labourat pe en em zibab hep en ober (pezh a ra, 'toare), mont da gousket. Lakaat e soñj en ur plac'h. Hep mont pelloc'h.
N'eo ket displijus da lenn, en em voazañ a reer o leuskel e zaoulagad da flourañ al linennoù hep na rafe an empenn striv ebet evit kompren tra pe dra. Dre chañs on plijet gant yezh Mikael Madeg, a-hend-all e vije bet diaes din kas va lennadenn betek ar fin koulskoude, en tu all da 500 pajenn 'zo en holl. Echuiñ a ra an eil levrenn gant ur pennad-klozañ ne gredan ger ebet anezhañ : dispakañ a ra ar skrivagner e ijin en div bajenn ziwezhañ... netra da welet gant doare ar peurrest.

Ne baouez ket Mikael Madeg da lavaret eo aes evitañ, n'en deus ket ezhomm da labourat evit dont a-benn : n'eo nemet dre ziegi n'en gra ket. N'em eus poan ebet o krediñ se. Setu perak on dipitet o welet n'en deus ket graet ar striv da droc'hañ an hirderioù, da urzhiañ e soñjoù un disterig, ha, perak pas, da implijout an holl draoù bevet-se da awenañ skridoù all. N'en deus ket graet aze labour ar skrivagner : petra 'zo mat, petra n'eo ket, evit an hini a lenno ? Embannet en deus e zeizlevr evel pa vije pezh ur mirdi, hep krediñ e douch... Awen en dez pa fell dezhañ, ur stil gwir, kapasiteoù d'ober gwelloc'h... Perak e ra fae Mikael Madeg ouzh e lennerien ?

digg it
del.icio.us
