Helgvor ar stêr c'hlas, J.-H. Rosny Henañ, Bro-Veljik (1929)
Kentañ embannadur Helgvor du Fleuve Bleu e brezhoneg eo hennezh : deuet er-maez e 1999, 70 vloaz goude an destenn orin eta. Eil oberenn ar skrivagner eo o vezañ bet troet ivez, goude Brezel an tan. M'en dare penaos eo bet graet an dibab treiñ : n'eo ket souezhus evit Brezel an tan, oberenn anavezetañ ar skrivagner, met Helgvor ar stêr c'hlas n'eo ket anavezet e galleg...
Peuriñ a ra an daou romant e-barzh ar memes park, ar ragistor, ha gant kement a ampartiz. Suspens a zo, pa glask an haroz saveteiñ div vaouez kondaonet d'ar marv. Paket e vezer gant red an darvoudoù. Deskrivet mat eo al lec'hioù, arguzennet oberennoù an tudennoù : gouzout a reer ar pezh a santont hag a sonjont, dreist eo. Plijus eo al lennadenn penn-da-benn. Ouzhpenn eo skeudennaouet brav al levr, e liv peurliesañ, moarvat gant skeudennoù an embannadur orin. Ul labour brav ha kempenn zo bet graet gant Hor Yezh. C'hwitet eo an titl avat, war ma meno. E galleg e komprener diouzhtu eo Helgvor anv un den, e brezhoneg n'eo ket anat d'an holl. Me gav din vije bet mat lakaat un titl muioc'h seksi.
Estreget romantoù diwar-benn an "oadvezhioù feuls" en deus skrivet J.-H. Rosny Henañ : kalz a romantoù skiant-faltazi en deus skrivet ivez, d'ur mare ma ne oa ket eus ar ger "skiant-faltazi" c'hoazh ; emañ e-touez ar re o deus diazezet ar jener-se. Marteze hor bo ar chañs da lenn un toullad anezho e brezhoneg ur wezh bennak... Mat e vije peogwir eo ur romantour prizius, leun a skiant hag a ijin.

digg it
del.icio.us
