Princess Bride, William Goldman, Amerika (1973)

Meneget eo Princess Bride gant Orson Scott Card en e levr Personnages et point de vue : implijout a ra anezhañ en e gentelioù evit lakaat ar studierien da gompren petra eo ur romant luziet e framm. Bet o klask ar romant, eta, evit bezañ ken gouiziek hag int !
Etretant em boa disoñjet un tammig perak em boa pourchaset al levr... paket on bet gant itrikadennoù ar skrivagner e penn kentañ tout. Lavarout a ra bezañ o krennañ ur romant klasel kozh a 300 pajenn bet skrivet gant S. Morgenstern, hag a oa bet lennet dezhañ gant e dad pa oa bihan... biskoazh ne lennan oberennoù krennet pa c'hellan ober gant ar re glok, bet on o klask war ar genrouedad hag-eñ oa tu kavout an oberenn orin neuze ! Ha komprenet, pe kentoc'h deuet da soñj din en-dro, e oan bet touellet... Ar pep tra-se zo ar romant e-unan... gant kontadenn ar briñsez evel-just...
Ar blijadur o lenn an oberenn-se n'eo nemet lenneg, evidon : teurel pled ouzh an ereadurezh, ouzh ampartiz ar frammer... Gwir eo e teu brav gantañ war ar poent-se. Met n'on ket tomm ouzh ar c'hontadennoù diouzh boaz, ha diegi 'm bez o c'hoarzhin gant oberennoù satirik : Princess Bride o vezañ ur gontadenn satirik ne oan ket sot gant red an darvoudoù, kea ! Ha daoust ma vije labour propr, difazi, stilet en ur mod (ar mod a droc'h !), ne saouran ket ar skritur kennebeut : lakaat a ra ac'hanon da soñjal el lennegezh zap-zap a-vremañ, doare Werber... Pailhorennoù tout a-benn bamañ an arvesterien, ha pa skraber, netra... Ur seurt farsadenn eo al levr-mañ penn-da-benn, echuiñ a ra e kreizig-kreiz ar suspens (em embannadur-me, hini ar 25vet deiz-ha-bloaz, e oa ivez pennad kentañ Le bébé de Bouton d'or...)... Un n'ouzon ket petra, dedennus hep bezañ plijus da vat. Talvezout a ra ar boan e lenn evit gouzout, kea !

digg it
del.icio.us

http://bittergrace.files.wordpress.com/2008/09/princessbride.jpg
Al luc'hskeudenn n'eo ket klok.
Setu a-us al liamm eviti.
MICHAEL | 2009-04-13 - 10:43:36 GMT 1 #
Petra a dalv "klok" evidoc'h ? Lennet vez mat war va skramm... Lennet em eus ar romant e galleg, lakaat a ran golo an embannadenn c'halleg eta. Honnezh eo em eus lennet dres. An hini a ginnigit din zo an hini saozneg.
Pevarlagad | 2009-04-13 - 12:19:19 GMT 1 #
Digarez. Son~j a raen, e oa e Soazneg, blam' ar titl.
Koulskoude al luc'hskeudenn zo ganti al lein ( 1/3 ), hepken evidon ( ha tud all ivez marteze?).
Marteze, esaeit digor ar bajenn evel ur " outsider " / unan bennak-all? ( hep en em skrivan~?)
Evel-hen ivez evit al luc'hskeudenn all.
MICHAEL | 2009-04-14 - 18:10:14 GMT 1 #
N'on ket evit gwelet ar gudenn. Cheñchet 'm eus ar skeudenn evit unan all heñvel, marteze vo gwelloc'h ???
Pevarlagad | 2009-04-14 - 20:07:12 GMT 1 #
Ya, eo mat breman~. Trugarez. Digarez evit ar gudenn-man~, evit ur gudenn vihan~ hepken.
X . Michael.
MICHAEL | 2009-04-15 - 20:23:33 GMT 1 #