Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

23/03/2009 GMT 1

Marvailhoù ar sav-heol, dibabet ha troet gant Makoto Noguchi (1991)

pevarlagad @ 20:21

Marvailhoù sav-heol
Graet eo ar c'hontadennoù evit bezañ selaouet. Plijet on bet kalz o lenn ar re-se avat. Skañv ha lemm int, leun a fent hag a furnez, ha dezho temoù dibar. Lakaet int bet e brezhoneg war-eeun diwar ar japaneg gant an aozer, bet desket brezhoneg gantañ. Mesket eo mat an divizoù hag an dezrevelliñ enno, bev int, ha kempouez : n'eus ket enno eus an hirderioù a c'heller kavout e kontadennoù Luzel da skouer.
Gras 'm eus kavet e oant aes da lenn : e rummad levrioù Skol al louarn An Here n'eo ket gwir atav ! N'eo ket ponner brezhoneg makoto Noguchi, n'eo ket leun a berifrazennoù ; resis kentoc'h, ha dre se, bourrus.
Brav eo ar golo hag an tresadennoù a sikour d'en em lakaat en ambiañs.
Kavout a ra din eo ul levr n'en deus ket kollet e dalvoudegezh en ur goshaat.

Notennoù

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust