Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

02/03/2009 GMT 1

Mari Vorgan, Roparz Hemon (1962)

pevarlagad @ 15:33

Mari Vorgan
Daoust d'an deiziad-embann e oa bet skrivet gant Roparz Hemon e penn kentañ e harlu, e 1947/1948, en ur maread trubuilhet evitañ. Kemer a ra an ton don hag a zere ar gwellañ ouzh e skridoù. Eus bourzh ul lestr e skriv ur mezeg lizhiri karantezus d'e wreg, chomet war zouar gant o merc'hig. Kontañ a ra e veaj, ha muioc'h-mui e ra anv eus ur plac'h yaouank koant eo en em gavet ganti, Levenez. Touellet eo gant ar Vari Vorgan moarvat : a-benn ar fin e anzav ne gar ket mui e wreg. Goude ma vo bet beuzet en un doare kevrinus e vo adkavete gaier, met ne vo ket roet d'ar wreg : anat eo d'an holl en doa kollet e benn ar paour-kaezh mezeg. Liv ar wirionez oa war e gomzoù avat, ha techet eo al lenner da grediñ kentoc'h an hini en deus o skrivet. Hag aet e vije da heul e vorganez e foñs ar mor ?
Daoust ma vije bet skrivet e brezhoneg eeun eo Mari Vorgan un oberenn vrav, unan eus ar re vravañ en dije skrivet Roparz Hemon. Ampart ha kizidig eo an dezrevell, leun a varzhoniezh ken a-fed stumm ken a-fed foñs. Un oberenn vat evit kregiñ da lenn e brezhoneg, hag a vez adlennet gant plijadur diwezhatoc'h.

Notennoù

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust