Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

18/02/2009 GMT 1

Emgann Kergidu, Lan Inizan (1877)

pevarlagad @ 14:46

Emgann Kergidu 1
Daoust ma welan meur a dech fall d'an oberenn-mañ em eus he lennet meur a wezh gant plijadur, lodennoù 'zo anezhi d'an nebeutañ. Ar yezh zo kaoz dreist-holl : leoneg eus ar c'hentañ troc'h ! Evit pezh a sell ouzh an istor eo al lodenn romantaet, da lavaret eo an drederenn gentañ, on bet dedennet ganti. Kontañ a ra Lan Inizan fedoù gwir, met ret eo lavarout en deus stek ur gwir gonter evit o c'hinnig hag ez eo saoürus-kenañ e istorioù.
Emgann Kergidu 2
Siwazh e teuz evezh al lenner tamm-ha-tamm pa vez dilezet ar penndudenn, hag e teu an eil levr da vezañ stambouc'hus da echuiñ gant e brouennoù istorel peget e kerzh an destenn : barnedigezhioù, kanaouennoù, deiziadoù hag anvioù diouzh an druilh, dont a ra da vezañ un diell istorel muioc'h eget (un) Istor da lenn... Talvezout a ra ar boan memestra paneogwir eo bet lakaet e-pad pell evel ar c'hentañ romant embannet e brezhoneg. Plijet en doa kalz d'al lennerien en em anaveze mat e-barzh moarvat, hag adembannet eo bet d'an nebeutañ 4 pe 5 gwezh.

Notennoù

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust