Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

20/01/2009 GMT 1

Plac'hedigoù o lêr rous hag Ifern yen ha merc'hed klouar, Yann Gerven (1995)

pevarlagad @ 21:18

plac'hedigoù o lêr rous

Danevelloù diouzh an druilh, hag ar re-se n'int nemet ar re gentañ embannet peogwir e kendalc'h Yann Gerven da skrivañ. Kalz a blijadur em boa bet o lenn e zanevelloù ar wezh kentañ, peogwir int yaouank ha modern, ha skrivet en ur yezh dezhi ul live hag ur blaz ne gaver gant skrivagner all ebet. P'em boa o adlennet un nebeut bloavezhioù war-lerc'h em boa kavet hegasus lod anezho : krog oan da vout skuizh gant an temoù 'm eus aon.
ifern yen 3

Arabat klask donaat re, m'eo uhel al live gouiziegezh, n'eo ket tre ar memestra gant live an istorioù : pal pennañ ar skrivagner zo lakaat an dud da c'hoarzhin e brezhoneg yac'h, ha dont a ra brav gantañ.
Yann Gerven en deus ur stil dezhañ e-unan a anavezer diouzh ar c'hentañ sell, ha ne vezer ket diwasket en ur lenn e ijinadennoù : n'eus ket kalz a skrivagnerien vrezhonek a c'heller lavaret kement-se diwar o fenn

Soñj 'm eus em boa kavet diaes an danevelloù-se da lenn ar wezh kentañ, goude 3 pe 4 bloaz a gentelioù brezhoneg. Ret eo lavaret ez eus kalz a c'hoarioù-gerioù ha traoù a seurt-se, c'hwitet e vez war lod anezho er c'hentañ lennadenn (Lennet 'p eus mat an titl ? Gwelet 'poa ?)...

Notennoù

N'eus notenn ebet »

Leuskel un notenn


<a href> <em> <blockquote> <strong> <cite> <code> <ul> <li> <dl> <dt> <dd>

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust