The Talented Mr. Ripley, Patricia Highsmith, Amerika (1955)
Gall a reer lavarout e kont ar romant-mañ istor un den o koll sont war-zu ar follentez, pa oa normal e penn kentañ ha muntrer er fin....
Brudet eo Patricia Highsmith evit he romantoù-polis psikologel : pizh eo studiet diabarzh e benndudenn. Sed ar pezh a lak al lenner diaes a gav din : na pegen tanav ar vevenn etre a-raok ha war-lerc'h ; soñjal ha bezañ graet...
Gwallzedennus eo al lennadenn betek ar fin ur wezh m'emaer e-barzh da vat, n'eo ket anat e penn kentañ peogwir n'eo ket hunvreoù Tom Ripley tost eus va re hag e kavan reuzeudik a-walc'h bed an dud binvidik a zeu a-benn da intrañ a-benn ar fin. Pezh zo souezhus eo an doare ma teu a-benn da seveniñ ha da guzhat e dorfed, e meur a geñver e kav din eo un afer chañs e teufe a-benn, eo peogwir e oar en em ober eus an degouezhioù : en se emañ tost eus pep hini, n'eo ket ur muntrer a-vicher, se eo a sklas kalon Yann lenner.
Pa glozer al levr eo mestr The talented Mr Ripley war pep tra, ne vo ket dizoloet biken, ne vo ket a justis. N'eo ket ur romant-polis klasel e-keñver ar re all, deuet eo da vezañ klasel dre m'eo dibar avat.

digg it
del.icio.us

pevar lagad d'ar marc'h dall , n'eo ket ?
Dedennus e vez ar pezh a zo skrivet ganeoc'h.
morvan | 2009-01-18 - 12:39:09 GMT 1 #
C'ha c'ha, se'ni eo ! deuet eo ganeoc'h : ur gazeg fringus on ! ;)
Pevarlagad | 2009-01-19 - 08:21:55 GMT 1 #
... ha son~jal a raen, hag-en~ lunedou' oa ganit, marteze?
( " four-eyes " lesanv, n 'eo ket brav-kaer e Saozneg.)
MICHAEL | 2009-03-14 - 18:54:15 GMT 1 #
Ya, lunedoù 'm eus, evel kalz a lennerien touet. Setu perak !
Pevarlagad | 2009-03-14 - 20:41:07 GMT 1 #