L'histoire de Bone, Dorothy Allison, Amerika (1999)

Skrivet eo war ar pevare pajenn golo eo tamm-pe-damm skrid buhez ar skrivagnerez a vez kinniget deomp. Aon em boa e vije un tammig kamm-digamm, oc'h heuliañ red an amzer hep didouezhiañ ar pour eus an trichin. Ne ouezan ket petra zo bet bevet ha petra n'eo ket bet en istor-se, pezh zo sur eo e vez lennet hag eo bet savet evel ur romant. Un tem pennañ zo : un istor karantez eo, n'eo ket eus ar re omp boaz da lenn peurliesañ avat. Paouez a ra al levr da vare disouezhadenn ziwezhañ an harozez e-keñver ar garantez-se
Souezhet on bet ivez gant ar fraezh m'eo chomet e penn ar skrivagnerez petra eo ur bugel, petra a soñj eus ar bed tro-dro dezhañ. Ne soñj ket din e vefe peogwir eo bet bevet an traoù ganti da vat. Gall a reer bevañ traoù kreñv hep bezañ gouest d'o c'hontañ gant ar memes nerzh. Nerzh fedoù romantet o deus e zarvoudoù : sklaeroc'h eget ar wirionez hec'h-unan peogwir eo bet graet plas tro-dro dezho gant labour ar skrivagnerez, evit lakaat ar pep pouezusañ dindan gouloù.
En em liammañ a reer da vat ouzh Bone ha daeroù c'hwerv a vez skuilhet gwezhioù 'zo.
Ul levr skoüs, skrivet mat, da chom hep lenn pa vezer diwasket avat.

digg it
del.icio.us

Pegen plijus gwelet ur vurutelladenn vrezhonek eus al levr-se ! L'Histoire de Bone zo unan eus al levrioù fromusañ 'm eus bet lennet e-kerzh ar bloavezhioù tremenet ha lakaet 'm eus anezhañ e-touez an oberennoù a alian an holl da lenn (nemet ar re izel ar moral gante evel ma lârez !).
Mod all 'm eus aon eo al levr nemetañ gant Dorothy Allison a dalv ar boan bezañ lennet kar Retour à Cayro zo divlaz betek re. Marteze eo diaesoc'h d'ar skrivagnerez ijinañ eget kontañ he buhez.
Fred | 2009-12-01 - 19:17:11 GMT 1 #