Fin din skriva e brezhoneg ?, Mikael Madeg (2009)

Prenet 'm eus al levr peogwir eo ur stagadenn da "Ur sell a-dreñv war un oberenn", daoust d'ar rentaou-kont flemmus em boa lennet diwar e benn e-barzh "Ya" hag "Al Liamm", ma 'm eus soñj mat, peogwir en em santan bizet war-eeun : bep bloaz ez an da c'houlenn gant ar skrivagner hag-eñ eo bet embannet ur romant bennak nevez gantañ, peogwir e plij din lenn e romantoù dre vras, ha peogwir em eus desket ur bern traoù en ur ober, daoust ma vije anat en e holl skridoù lennegel techoù displijus 'zo (met daoust hag-eñ ne c'heller ket lavaret ar memes tra diwar-benn ar skrivagnerien all, ar re a skriv ouzhpenn ul levr ?). N'on ket a-du gant ar burutelladennoù : me gav din ez eus ur bern traoù gwir el levr-mañ. Abegoù zo da baranoia Mikael Madeg ; n'eo ket ur skrivagner doujet, na karet, gant ar vrezhonegerien, abalamour d'e bersonelezh a gredan, d'e berzhioù kasaüs o kregiñ gant "em..." : emgarantez,... Un emzalc'h bugel eo a-berzh ar vrezhonegerien (ne zeuont ket da vezañ e lennerien dre se) dreist-holl pa weler nag a voued a zo en e levrioù. Ne c'hellan ket muzuliañ ar pezh 'n eus degaset din a-fed brezhoneg, dija, hep kontañ ar sevenadur, ar blijadur da heuliañ e harozed hag ur vousfent soutil ral.
Krediñ a ra listennañ 39 abeg da baouez skrivañ romantoù a-raok lavaret e raio memestra ma peg ennañ, pezh a souetan. Mat eo e vije skrivet du war wenn seurt siliennoù n'int ket aes da bakañ daoust ma vijent damwelet tamm pe damm gant pep hini. Souezhet on bet gant traoù 'zo, da skouer ar fed 'vije feuket gant ar fent vez graet ouzh e bizhoni : alies em eus gwelet anezhañ o c'hoarzhin diwar e goust dezhañ war ar sujed se, war-eeun pe en e levrioù !
Faziañ a ra war ur poent, a gav din : krediñ a reer e vije bet o c'hortoz loreoù evit e oberenn a-hed e vuhez. Koulskoude eo anat din n'eus ket da c'hortoz brud war ur prantad ken berr. M'eo talvoudus e oberenn ne vo gwelet nemet war e lerc'h, ha ne raio nemet kreskiñ gant an amzer. Ne dalv ket kalz tra ar prizioù lennegel, ar pezh a zispleg mat en 10vet kraf, sujed int ouzh ar c'hiz, roet gant tud a rakvarn hervez ar skol-mañ-skol, lakaet tal-ouzh-tal skridoù n'heller ket keñveriañ...
C'hwerv eo soñjezonoù Mikael Madeg gant gwir abeg. Dre zichañs, dont a ra al levrig-mañ just war-lerc'h ur romant mat tre gantañ (sinet Mac Domnhaill). Me gav din eo talvoudus lenn ar pezh en deus da lavaret evit kompren gwelloc'h anezhañ met ivez evit teurel gouloù war bed ar skrivagnerien vrezhoneg : aner, met ret, evit adkemer pozioù Yann-Bêr Piriou...

digg it
del.icio.us


