Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

Rummad: Spierezh

30/09/2009 GMT 1

Glamorama, Bret Easton Ellis, Amerika (1998)

pevarlagad @ 20:45

Glamorama
Lenn Glamorama zo un tammig evel bezañ e-unan dirak ur mell boestad chokoladoù : goût a reer e vor klañv met n'heller ket herzel ouzh debriñ anezho betek an hini diwezhañ. Kregiñ a ra dousig ouzhpenn, c'hwek eo ar penn kentañ, ha pa gomprener eus petra zo kaoz e gwirionez eo re ziwezhat evit paouez !
Ar skrivagner-mañ n'en deus aon rak netra 'toare ; din-me e ro aon bras e ijinadennoù, hep kontañ ar fed int feuls sofkont : un doare en deus da ren e dudennoù a zegas kalz a suspens. Iskis eo, peogwir e tremen en ur metoù n'eo tamm ebet va hini, ha da gentañ e kemeran e levrioù gant ar soñj dispis n'hellin ket intrañ e ved, n'hellin ket bezañ lod e kudennoù dramm, arc'hant, merkoù... e binvidien. Fazian a ran, evel just, ha daoust d'an eur o treiñ n'on ket bet evit pozañ Glamorama e-pad ar 400 pajennad diwezhañ. An diskoulm, dic'hortoz krenn e-keñver al lodenn gentañ, n'eus lakaet ac'hanon da vagañ keuz o vezañ chomet dievezh war ar pezh a seblante din bezañ dister da gentañ, hag a oa pouezus a-benn ar fin, pezh a ziskouez pegen mat eo frammet e romant.
Ul levr evel hennezh zo un taol-pleustr evit al lenner, ur c'hentañ bolodenn ecstasy, distoubañ a ra un eston, ha pa vez douaret e vezer klañv. Dindan gazel-ge e oan betek re e-pad va lennadenn gentañ, me garfe gouzout perak dre un eil hini, siwazh ne vin ket gouest da adlenn anezhañ evit tennañ e vouedenn-danevelliñ dioutañ : kalz re feuls eo evidon. Abalamour da se eo e romant kentañ Moins que zéro va hini muiañ-karet evit poent : ar feulster ennañ a chome psikologel. Lenn a rin ar re all memestra. Ur skrivagner meur eo.

09/04/2009 GMT 1

Ruz-bev, Paol ar Meur (1991)

pevarlagad @ 19:44

Chomet on pell o tornata, o follennata, o pigosat el levr-mañ hep gellet gouzout hag-eñ e oa ur romant (evel m'em boa gwelet skrivet en ul lec'h bennak) pe un torkad 3 danevell hir. Ur romant eo, a-benn ar fin. Diaes eo da c'houzout en ur vraslenn peogwir e heuilh meur a benndudenn, e meur a lec'h : ne baouez ket anvioù an tudennoù da cheñch kar niverus int.
Ar pezh a heuilh Paol ar Meur er romant-mañ eo e ijin : un enezenn didud eus ar meurvor Habask (ur menez-tan e gwirionez) a vefe bet ur bagad brezhonegerien oc'h anneziñ warni daou c'hant vloaz 'zo bennak : o fal oa sevel ur porzh evit gellout ehanañ evit aesaat ar veajoù etre Breizh ha Bro-Sina. Kollet e vije bet roud eus an drevadennerien-se pa oa aet d'ar strad al lestr a zlee distreiñ da Vrest da gelaouiñ an dud war an dizoloadenn-se. Disoc'h : un enezennad a-bezh o vrezhonegañ hep ger galleg ebet... Fiskal !
Ur romant avañtur eo dreist-holl. Evel-just eo bet an Amerikaned o lakaat o fri e-barzh ar jeu. Evel-just o deus c'hoant eneziz 'zo d'en em zizober deusouto. Evel just ez eus ur bebrenn pe ziv da bebrañ ar meuz.
Un neuz foutouilhek zo d'an darvoudoù a-wezhioù : Superemsaver, an eil lodenn, zo dic'hortoz a-walc'h ! Da heul ar skrivagner e kantreer e Enez Frañs ar wezh-mañ : Ti ar Brezhoneg e Pariz, da skouer... koulskoude emaer atav e-barzh an istor gent, anavezout a reer Gwenola, unan eus an harozed pennañ ma n'eo ket AN harozez... N'ouzon ket re !
Diluziet e vez kevrinoù 'zo en trede lodenn, ha reoù all a chom a-ispilh... Ha dav eo din anzav n'em eus ket peurgomprenet ar fin, kevrinus a-walc'h.
Labouret eo bet war ar yezh, en un doare lenneg. Dibabet spis eo ar gerioù, n'eo ket ar re aesañ da gompren, met un unvaniezh a zo e-barzh ar stil : n'eo ket displijus daoust ma ne sonfe ket naturel kenañ ar brezhoneg.
Dre vras eo bet ur souezhadenn vrav ar romant-mañ evidon ; kalz a ijin a ziskouez Paol ar Meur kaout ennañ daoust ma chomfe war sujed an emsav, tonkad ar brezhoneg hag all. Ha dre m'eo prederiet gant ar sujedoù-se a sell ouzhimp holl, just a-walc'h, eo dedennus da lenn.

11/03/2009 GMT 1

Un agent qui vous veut du bien, Anthony Burgess, Amerika (1973)

pevarlagad @ 20:26

Un agent qui vous veut du bien

Ur romant spierezh mat tre eo, gant kalz a eil derez, met fent soutil a-walc'h a gav din. An tudennoù zo just un tammig en tu all eus ar pezh a zlefent bezañ en ur romant spierezh ne vefe nemet se... Peadra zo da c'hoarzhin eta, en ur chom gwallzedennet gant an itrik. Ar yezh zo resis ha plijus met klaseloc'h eget en Orange mécanique pe Dernières nouvelles du monde. Dudius kenañ.

25/02/2009 GMT 1

La Compagnie : le grand roman de la CIA, Robert Littell, Amerika (2004)

pevarlagad @ 09:40

La Compagnie
Ne vijen ket bet o lenn ar romant-se va-unan. Prestet eo bet din evit va gwaz, ne blij ket dezhañ lenn romantoù. Lakaet 'm eus va fri e-barzh ha... n'on ket bet evit diskregiñ ! Desket 'm eus ur bern traoù netra nemet en ur heuliañ an tudennoù eus o yaouankiz betek o c'hozhni en ur dremen dre ar mare ma oant bet enrollet er CIA pe er c'hKGB hervez... (ret eo lavaret n'em boa gouiziegezh ebet, memestra). An tudennoù-se a heulier en o c'hefridioù-labour e broioù hag e mareoù stratejik : dont a ra ar romant da gejañ ouzh darvoudoù istorel. N'it ket da soñjal e vije an tudennoù krouet gant Robert Littell un digarez da reiñ ur gentel Istor nemetken : e donkadur dezhañ e-unan en deus pep hini, hag al liammoù gwiadet etrezo er penn kentañ a gaso holl d'un dirouestl bennak a-benn ar fin. Paket e oan da vat en istor, ha badaouet gant stek ar skrivagner : penaos an diaoul en deus gellet labourat gant kement a zielloù, ha chom gwallzedennus ? Ken sachus eo ar romant hag ur thriller dre ma z'eer war-raok. Ha dreist-holl em eus ar santimant da vezañ enbarzhet ur bern titouroù a vanke din evit kompren an disterañ romant spierezh... N'eus ket da dortal, La Compagnie zo unan eus ar gwellañ levrioù 'm bije lennet dindan an 10 vloaz diwezhañ ! Unan eus ar re (rouez e galleg) a brenin un deiz bennak.
Tad ar skrivagner Jonathan Littell (Les bienveillantes) eo Robert Littell : me gav din en deus desket ur bern traoù ar mab digantañ !

21/12/2008 GMT 1

American tabloïd, James Ellroy, Amerika (1995) Kentañ levr an heuliad teir-oberenn "Underworld USA"

pevarlagad @ 09:10

American tabloïd

Bluffet on gant ar romant o tiskouez ur prantad eus Istor Amerika deus an tu teñval, hini ar mafia, ar muntrerien hag all. Ar skrivagner en deus ur stil lemm tre, evel barzhoniel, pezh a ra ur c'hemm mat gant ar sujedoù a bled ganto. Du-pod eo ar bed a gas al lenner ennañ avat, ha taer, ken taer ma vezan lakaet diaes gant e feulster ha m'em eus bet mil boan oc'h echuiñ al levr.

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust