Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

Rummad: Sokiologiezh

23/07/2009 GMT 1

Alison Lurie, Des amis imaginaires, Amerika (1967)

pevarlagad @ 13:57

Des amis imaginaires
Gellet en dije ar romant-man bezan gwall voutin daoust dezhan bezan kempenn ha skrivet gant ur bluenn asur : kavet em eus hirik va amzer betek tro kreiz al levr. Pezh a zo dedennus eo ar fed vije kinniget evel ur studiadenn sokiologel ; un abeg mat da zeskrivan munut oberoù an dud en o endro. Gwelet an tudennoù oc'h en em goll en o itrikoù peuzskiantel zo saoürus. Disliv eo ar sokiologour yaouank a gont an traoù met kenlabourer an dezreveller, Mc Mann, eo bet fardet dezhan ur bersonelezh luziet a-walc'h evit desachan an evezh en un doare plijus eus ar c'hreiz betek ar fin. Koulskoude e kav din e vije bet tu da dennan muioc'h a vouedenn eus ar sonj orin ; ne greder ket c'hoarzhin toutafed, ne c'heller ket chom hep ober kennebeut gwezhioù 'zo... n'eo ket gwall sklaer an ton. 'm eus ket keuz o vezan lennet ar romant, met chom a ran klouar dre vras. Klask a rin lenn traoù all gant ar skrivagnerez diouzh an dro peogwir eo anat e oar petra eo skrivan ur romant. Emichans n'eo ket hennezh e hini gwellan. N'eo bet embannet e galleg nemet 20 vloaz bennak goude ma oa deuet er-maez e Amerika.

09/07/2009 GMT 1

American psycho, Bret Easton Ellis, Amerika (1991)

pevarlagad @ 09:34

American Psycho
Marteze e plij deoc'h follennata ul levr en ur zebriñ pa vezoc'h ho-unan... na zibabit ket hennezh : doñjerus eo ! pell dirak Justine... gant Sade ha me oar ; n'eus nemet Les bienveillantes a vije kenkoulz moarvat. Seul zic'houzañvus pa n'eo ket sterniet an dezrevelloù jahinerezh e framm koñfortus un enklask polis. Spontus eo da lenn, hag un dra zo sur : biken ne sellin ouzh ar film.
Perak kenderc'hel da lenn eta ? Peogwir eo skrivet mat, hag eo ar feulster-se ouzhpenn evit mann. Gant an ostilhoù a implije e Moins que zéro, ar memes doare tudennoù paket 10 vloaz bennak dezho, e kendalc'h ar skrivagner da gritikañ ur gevredigezh, ur sistem n'eus ket plas d'an denelezh enno. Santout a reer en deus desket e vicher etretant ivez : barrek kenañ eo deuet da vezañ war ar skrivañ (n'eo ket ar stummañ frazennoù, ar stummañ soñjoù ne lavaran ket). Un implij dreist a ra eus an adlavarout evit diskouez pegen nebeut a ster o deus ar gerioù da skouer. Treiñ a ra buhez ar penndudenn warni hec'h-unan, ar memes traoù a raio penn-da-benn al levr : sellet ouzh e abadenn-dele diouzh ar mintin, dibab ur preti, flapat gant e vignoned diwar-benn merkoù : n'eus nemet e feulster o kreskiñ tamm-ha-tamm hag o kemer muioc'h-muiañ a blas en dezrevell. Skoüs eo an doare ma tiskouez an oberer koll ar bersonelezh : gant an heñvel m'int gwisket, gant o dremmoù rousaet dinatur, gant an toull m'eo ar pezh a lavaront, ne baouez ket an tudennoù da gemer an eil evit egile, ar pezh a zegas kalzig a fent peogwir eo implijet mat tre gant ar skrivagner a-hed al levr ha pa ne c'hortozer ket. Daoust d'an euzh e vezer douget da c'hoarzhin meur a wezh.
Ouzhpenn ar meskañ tudennoù ez eus un dra heverk o tiskouez n'eo ket tud ken ar re a skriver diwar o fenn : ster ar gerioù, n'o deus talvoudegezh ebet ken e genoù ar re o lavaront. Pe kentoc'h e empenn ar re o resevont. Ar serial-killer ne baouez ket, penn-da-benn al levr, da lavaret e wirionez : Petra 'pije c'hoant d'ober bremañ ? vez goulennet gantañ da skouer, hag e respont : kontant e vijen da flastrañ penn ur plac'h gant ur vorzhol evit gwelout he gwad o strinkañ e pep lec'h, ha den ne daol pled... Ne c'hortoz nemet bezañ selaouet, met n'eus ket tu, er bed emañ o vevañ ennañ ne servij ket ar gerioù da lavaret ken, nemet da flapat diwar-benn roll ar meuzioù.
Daoust da se e seblant gwirion an traoù, e seblant posubl d'al lenner ar pezh a c'hoarvez peogwir eo ur mailh Bret Easton Ellis. Dreist em eus kavet ar fin, pa gont e holl dorfedoù e-barzh responterezh ur mignon ha pa n'em gav e-tal hennezh. Hag ar gerioù diwezhañ, lennet gantañ en ur sal bennak : Sans Issue. Lennet em eus pep tra ouzh gouloù ar frazenn gant Dostoïevski roet e penn kentañ ha kavet en deus din e oa deuet brav kenañ e oberenn gant ar skrivagner. Evit un eil lennadenn avat : 'mo ket, mersi bras !

07/06/2009 GMT 1

Le petit copain, Donna Tartt, Amerika (2003)

pevarlagad @ 21:07

Le petit copain
Kejadennoù 'zo gant levrioù 'zo a c'hell bezañ evel pa vije ur garantez trumm o tihuniñ ennon e-keñver unan bennak. Sed ar pezh a oa c'hoarvezet evidon gant Le petit copain.
Ret eo lavarout ne oan ket engortoz ag ur bennoberenn, nag a netra, e gwirionez : dister e kavan an titl, dister ar golo, emichañs eo tevder al levr 'n oa desachet va evezh ha ne oan ket bet lakaet da dec'hout gant testennig ar pevare pajenn golo... N'em boa klevet anv ar skrivagnerez gwezh ebet a-raok.
Ur marzh ! chomet on war va c'houmoulenn roz a-hed va lennadenn ! Brav eo ar skritur, boemus ar bed a sach ac'hanomp ennañ gant ar resis m'eo, gant ar gwirion m'eo an tudennoù hag an darempredoù etrezo !
Gwelout a ran war ar gwiad eo bet dipitet ar bras eus e lennerien gant Le petit copain o tont 10 vloaz goude he c'hentañ romant Le maître des illusions o doa kavet dispar : evidon eo bet ar c'hontrol. Kavout a ra din eo kalz bravoc'h hennezh, he eil romant eta, daoust ma vijen bet plijet gant an hini all. Kredet em eus bevañ buhez an tudennoù, anavezout ar straed emaint o chom enni evel pa vije va hini. Rebechet e vez ouzh al levr na seveniñ ket ar promesaoù zo en e benn kentañ : n'on ket a-du ; ar re a lavar se n'o deus ket merzet n'emañ ket ar pep pouezusañ en enklask. Skrivet eo en titl koulskoude ! ha c'hoazh : n'eo an titl nemet un digarez evit adkrouiñ ur bed. N'eo ket pouezus an darempredoù etre an daou vugel a-hed al levr kennebeut. Nemet e tiskouez ar fed e teuont da vezañ laosk pe zoken da vont da netra ur c'horntro e buhez ar benndudenn...
Prenet em eus al levr evit e brofañ da unan bennak n'eo ket bet evit e echuiñ. An dud all a anavezan o deus lennet anezhañ a gav kalz gwelloc'h Le maître des illusions. Bremañ 'm eus Le petit copain du-mañ, ha pa zigoran anezhañ eo evel pa splujfen en ur mentad all. Spi 'm eus emañ Donna Tartt o labourat war un trede esparadenn... Ur skrivagnerez n'he deus ket he farez eo.

30/04/2009 GMT 1

Changement de décor (1975), un tout petit monde (1984), Jeu de société (1988), David Lodge, Bro-Saoz

pevarlagad @ 09:05

Changement de décor
Diaes eo krediñ e vo ebat pa weler eus petra zo kaoz : daou gelenner skol-veur, unan eus Bro-Saoz hag unan eus Amerika, a eskemm o fostoù e-pad 6 miz... Koulskoude e vez c'hoarzhet kalz, hag hep en em rediañ : ur ral ! Bez ez eus ur "c'homique de situation" n'heller ket chom klouar razañ... Daoulagad lemm en deus David Lodge, hag ur bluenn ken lemm all pa n'eo ket ponner ar pezh a skriv, goût a ra maneal an elipsoù evit skañvaat e istor hag astenn ar suspens. Plijet on bet kalz gant ar frammadur simetrik : gall a rafe diskuliañ re vuan ar pezh zo da zont, met ne ra ket. En desped da bep tra e chom kazimant gwirheñvel ar romant. Dreist eo.
Un tout petit mondeEn Un tout petit monde e veajer a-hed hag a-dreuz ar bed da heul kelennerien skolveur sot gant kendalc'hioù etrevroadel, ha n'eo ket evit abegoù lenneg peurliesañ. Kalz a fent a zo c'hoazh, ha diskouez a ra ar skrivagner e ampartiz da ziluziañ kement tra dister en deus laosket da gompren da vare pe vare : en trede levrenn vo heñvel, kontañ a ra traoù didalvoud a-wezhioù, ha diwezhatoc'h e vez merzet int alc'hwez un dra bennak. Chom a reer atav war evezh gras d'an degouezhioù-se hag a ro kalz a bebr d'ar romantoù.
Jeu de société

Ne vez ket c'hoarzhet kement e trede levrenn ar rummad. Gwelet a reer bed ar skolioù-meur hag hini an embregerezhioù o stokañ an eil ouzh egile. Kavet em eus mat tre poltred rener an embregerezh er penn kentañ. En un doare soutil (ha nebeutoc'h soutil ivez) e teu eskemmoù d'en em wiad etre an daou benndudenn, ar soñjoù a ra o hent, a cheñch perc'henn tamm-ha-tamm. Diskouez a ra David Lodge kaout ur sell war-gil war e labour, bezañ gouest da lec'hiañ e blas er bed tro-dro. Dedennus eo ken ez eo.
N'em boa lennet netra gant David Lodge a-raok met dizoloet em eus gant ar rummad-se ur skrivagner emaon o vont da glask e zaremprediñ pelloc'h.

Ar C'hrist d'an Amerindianed, Youenn Troal (1963-1964)

pevarlagad @ 09:37

Krist AmerindianedDedennus mat em eus kavet al levr-mañ, dreist-holl en hanterenn gentañ, pa zegouezh ar beleg e bro-Berou, pa sell ouzh ar bed dianav-se gant daoulagad souezhet : deskrivet eo mat pep tra nevez. Ur wezh en em staliet n'eo ket douget kement da zeskrivañ ha domaj eo evit al lenner. Kaozeal a ra muioc'h, neuze, eus e labour a zen a iliz, a zen "dindan-an-iliz" 'm eus c'hoant da skrivañ evel pa gomzer eus un den "dindan ar Stad". Klasket 'vez pegañ e bro-Berou ar mod da ren ar parrezioù e Breizh. Kavet 'm eus farsus merzout eo plegoù labour a ren anezhañ kentoc'h eget feiz. Diskouez a ra bout inervet pe kounnaret a-wezhioù gant an diaes m'eo lakaat an dud da gompren mont en-dro al lidoù. Gwelout a reer mat al labour trevadenniñ graet gant ar gatoliked : ul labour treuzkas jestroù, frammoù, redioù evit plantañ o relijion a-raok ar re all. Evel just ez eus efedoù mat peogwir e tiskouez bezañ warlec'hiet spontus ar c'horn-se eus bro-Berou e levr Youenn Troal. Evit pezh a sell ouzh an dienez, moarvat, evit an daolenn a zepegn eus stad reuzeudik an dud a-hend-all e kav din e c'hell bout bet cheñchet e sell gant ar pezh en deus bevet en e vro a-raok. Breizh a oa bet e-pad pell ar c'horn-frañs da zrevadenniñ evit ar veleien, ur c'horn lec'h ma ne oa nemet speredoù pout o vevañ bern-war-vern gant o loened en o lochoù dirapar...
Ne wel ket Youenn Troal hag e gompagnuned labour o bezañs e Perou evel un degouezh a zegasfe un dra bennak da gement hini. Int a bask ar relijion d'ar reuzeudien, ken reuzeudik ma n'eus netra da dennañ diouto, nemet o lakaat da cheñch ar buanañ ar gwellañ. Santout a reer mat pouez an ensavadur kentoc'h eget ur savboent denel ha personel : diaes da gompren ha da asantiñ dezhañ evidomp. Danvez da brederiañ warnañ a-hed al levr.
Dipitet on ne vije bet embannet nemet an hanter eus an oberenn ; chañsoù bras 'zo ne zeuio ar peurrest biken. Karet 'm bije kaout pep tra war un dro, skrivet un tamm bihanoc'h : n'eo ket diaes da lenn pa vez didroc'het a dammoù bihan, a zeiz da zeiz.

21/01/2009 GMT 1

Diyezh, Jean-Yves Broudic (1993)

pevarlagad @ 09:47

diyezh

Ul levrig iskis ha dibar eo hennezh, skoet on bet o lenn anezhañ. Ar skrivagner a gont penaos en deus bevet an troc'h, ar fed da vezañ bet desavet gant e dud e galleg pa oa o yezh-vamm ar brezhoneg. Ne gont ket dre "me" avat, implijout a ra an trede gour unan evel pa vije distag dioutañ e-unan, o sellet outañ eus a-bell : unan eus efedoù an desevel yezhel iskis-se. Kalz muioc'h a bouez a ro an trede gour unan-se d'e skrid eget p'en dije skrivet dre me, peogwir e c'hell pep hini en em anavezout en un istor zo bet bevet gant kalz a dud, n'eo ket hini un hinienn.
N'eus ket a volontez en em ziskouez, en em lakaat da skouer : tennañ a ra muioc'h d'ur griadenn eget d'ur pennad-kaoz.
Ar skritur zo brav, noazh, soutil ha modern ; savet mat eo bet ar vaketenn p'eo bet laosket plas da lec'hioù gwenn evel kement a draoù n'heller ket lavaret. Enkrezus eo da lenn, ha war un dro e ra vad.
Evidon, bet desavet e galleg gant gallegerien a-vihanig, e vez lennet ha resevet al levr evel m'emañ met treuzkaset war ul live all ouzhpenn. N'hellan ket herzel ouzh pegañ va istor-me war hini ar penndudenn. Peseurt reuz a c'hell degas ar fed e tesavfemp ni, brezhonegerien arnevez, hor bugale en ur yezh n'eo ket hon hini gentañ ? N'eo ket ur gwall afer komz div yezh ouzh ar vugale, pezh zo grevus eo en em rediañ da gomz outo / ganto en ur yezh ne vestroniomp ket a-walc'h evit leuskel hor holl santimantoù da dremen drezi. Amjestr a-walc'h eo an darempredoù etre ar boudoù denel en o yezh-vamm dija... Gouzout a reomp ar reuz a zigas desevel ar vugale e mod-se, a-walc'h a destoù zo bet er c'hantved diwezhañ, Diyezh zo unan anezho ; koulskoude e talc'homp da aberzhiñ hor bugale a volontez vat. M'en dare perak ne vez ket digoret un diviz sirius war ar sujed-se. Betek-henn em eus bet ar santimant ne oa ket politically correct lakaat ar gaoz war se.

02/01/2009 GMT 1

100 petites expériences en psychologie du consommateur, Nicolas Guéguen, Frañs (2005)

pevarlagad @ 09:47

100 expériences psychologie consommateur
Perak e tlefe bezañ glas paperioù treuzvankañ Diwan ?
Sed ur goulenn a vez respontet outi el levr e-touez reoù all...
Kavet ez eus din e oa un nebeut soñjoù mat da adimplijout war ar standoù a bep seurt a glasker rastellat arc'hant o terc'hel anezho : kentoc'h eget marmouziñ ar pezh a weler pa z'eer en ur gourmarc'had bennak, didouezhiañ ar pezh a sell ouzhimp el levr ha leuskel ar peurrest a-gostez.
A-hend-all e c'heller gwiriañ omp gwerzhet gant ar werzherien, siwazh ne vez ket roet ostilhoù evit mont enep d'o doareoù seul eeunoc'h seul efedusoc'h. Diaes chom hep mont da brenañ defotachoù ur wezh an amzer ! O c'houzout mont en-dro an teknikoù hag o anvioù (pied-dans-la porte ; porte-dans-le-nez ha kement 'zo !) eo aesoc'h kas ar werzherien dre bellgomz da sutal koulskoude.
Aes eo al levr da lenn. Kavout a ra din e vez adlavaret re traoù 'zo dre ar frammañ mod amerika : pennad-digeriñ o kinnig ar pezh a zeuio, bouedenn (gant sifroù, honnezh), pennad-klozañ oc'h adlavarout evit un trede gwezh pezh oa bet desket er pennad-digeriñ, ma tisoñjer goude-se eo omp tizhet gant Alzheimer moarvat ?
Ul levr da veveziñ, da amprestiñ el levraoueg kentoc'h eget da brenañ eta.

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust