Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

Rummad: Skiant-faltazi

19/10/2009 GMT 1

Mevelien an urzh 3 - Mestr an tremen, Yann-Fañch Jacq (2009)

pevarlagad @ 11:54

Mestr an tremen

Levr diwezhañ an heuliad teir levrenn Mevelien an urzh eo hennezh. Mont a ra mat gant an eil hini, o vezañ ma kendalc'h ar penndudennoù da bourmen en amzer, pezh a ro tro d'al lenner da vevañ fedoù pouezus 'zo eus an Istor.
N'on ket tik gant an itrik daoust ma ne vije ket fall : re a ober 'zo evidon, o lazhañ kement tra all. An tudennoù a anavezer abaoe teir levrenn zo estrañjourien evidomp c'hoazh, ur c'horf o deus, ket a ene. Meneg zo eus karantez, eus mignoniezh, met chom a ra e stad ar gerioù, ne vez ket bevet na gant an tudennoù na gant al lenner. Kregiñ a ra mat tre al levr koulskoude, desachet e vez an evezh diouzhtu, siwazh ne zalc'h ket war an hirder hag e c'heller enoeiñ daoust ma vije strilh war an ober.
Dipitus e kavan ar fin dreist holl, n'eo ket bet gouest ar skrivagner da adpakañ e holl rikoù en e sac'h a-raok mont kuit ; kontrol da se e tigor war tudennoù all c'hoazh... ur fin evit an trede levrenn n'eo ken, ouzhpenn : ret vije bet lakaat an tudennoù da zistreiñ en o metoù orin, pa ne vije nemet dre ar soñj, evit gellout muzuliañ an hent graet.
Ma, n'eo ket displijus da lenn kennebeut, dre m'eo aes hag a-vremañ. Klouar e choman, traken.

Comment écrire de la fantasy et de la science-fiction, Orson Scott Card, Amerika (1990)

pevarlagad @ 11:29

Comment écrireDiaes 'vije bet din chom diseblant dirak al levr-mañ, skrivet gant unan eus ar skrivagnerien em eus ar brasañ doujañs evito, gant ar pell e vezer kaset gant e ijinadennoù.
Unan eus gwellañ perzhioù al levr-mañ eo stil Orson Scott Card : ha pa vije en ul levr n'eus istor ebet ennañ e chom plijus tre da lenn, dont a ra a-benn ar skrivagner da fourrañ ur bern istorigoù diwar-benn e vuhez ha geneliezh e romantoù, ha da implijout ur bern skouerioù a-hend-all, tennet eus al lennegezh emañ o kaozeal diwar he fenn. En ul lec'h bennak e lak anezhañ e-unan da farouell o klask gwerzhañ un dra bennak d'an dremenidi war ar marc'had, ha gwir eo e c'hell e don tostaat eus se a-wezhioù, gant ar sklaer hag eeun m'eo e lavar, met dreist pep tra eo ar santimant a chom hini ul lennadenn blijus ha didaktik.
N'on ket sur e vije un hentenn beurvat evit en em lakaat da skrivañ avat, daoust ma n'em bije netra da rebech ouzh ar c'huzulioù a ro : ar fed e vijent kontet kentoc'h eget listennet a lak diaes an implij anezho. Kalz a guzulioù damheñvel kinniget en un doare berroc'h em eus kavet n'eus ket pell 'zo war lec'hienn ar gazetenn Solaris. E levr Orson Scott Card n'em eus ket kavet dedennus, kennebeut, ar c'huzulioù o tennañ d'ar c'hempouez etre ar vuhez familh hag al labour skrivañ, pe an alioù leun a furnez (met ken anat...) diwar-benn merañ an arc'hant a zeu diwar al labour graet (marteze eo ivez dre ma ne c'hell ket dedennañ seurt traoù skrivagner brezhoneg ebet...). Plijout a ra din, koulskoude, keñveriañ sevenadur ar Stadoù-Unanet gant hon hini.
Desket e vez a bep seurt, diwar-benn ar soñjoù, an itrik, an tudennoù hag o fsikologiezh (daoust ma ne vije ket ken aes hag ar pezh a ziskouez, eñ hag en deus ar stek evit se !), ar savboent... d'am c'hentañ lennadenn em boa kavet un tammig enoeüs ar pajennoù niverus diwar-benn an diforc'h etre skiant-faltazi ha moliac'h, met a-benn ar fin e kav din e teuont a-reizh, talvoudus eo gouzout ar pezh emaer oc'h ober ! Alies e chomen etre daou e oberennoù Orson Scott Card hag a dremen en ur bed a seblant bezañ krennamzerel da gentañ (un tammig evel en Enez ar Vertuz Youenn Olier).
Dedennus kenañ e kavan al levr-mañ gant Orson Scott Card evit kompren gwelloc'h an oberennoù skiant-faltazi pe moliac'h a blij din kement, intrañ un tammig muioc'h huderezh al levrioù-beajiñ-meur-se. Lennet e vez levr didaktik Orson Scott Card meur a wezh, digudenn, gant an niver a draoù dedennus a zo e-barzh. Talvezout a ra ar boan e brenañ.

24/05/2009 GMT 1

Les particules élémentaires, Michel Houellebecq, Frañs (1998)

pevarlagad @ 21:55

Particules élémentaires

Kavout a ra din eo ur romant mat e meur a geñver : skrivet mat gant ur yezh ne zesach ket an evezh warni e pled gant meur a zanvez, oc'h achap war-zu ar prederouriezh lies gwezh. Boued 'zo evit al lenner eta. Kouklskoude, an danvez skizofren hag e hanter-vreur trellet gant ar seks em eus kavet diaes en em dommañ outo... An daou benndudenn a vije ur skeudenn eus drougvezañs hor c'hevredigezh war an dud. Posubl eo, met soñjet 'm eus e vije bet kreñvoc'h o foltred pa vije bet tud normaloc'h tro-dro dezho ivez. Skoet on bet e meur a lec'h gant prederiadennoù em eus kavet reizh pe orin, hervez, deskrivadur stad diabarzh Michel pa ya he mignonez diganti da skouer, pe c'hoazh plas ha talvoudegezh ar merc'hed, ar glaskerien ; ar pennad diwar-benn kemmadurioù don ar gevredigezh er penn kentañ... Ar pezh em eus kavet diaes dreist-holl eo gwiriañ e oa ul lodenn vrav a draoù bevet gant ar skrivagner en e daou benndudenn. O c'houzout an dra-se on tuet da welet kentoc'h ur seurt psikanaliz gwisket (gant ampartiz) gant dilhad un oberenn faltazi, evit klask reiñ ur ster d'ur vuhez reuzeudik evit pezh a sell ouzh an eskemmoù denel a bep seurt, ha ne blij ket din kement eget ur faltazienn savet munut.
Daoust ma vije roet planedenn kement tudenn da c'houzout a-benn ar fin, ne choman ket gant santimant un dra peurechu. War ar pezh a lavar unan eus an tudennoù, e vije Brave New World Aldous Huxley ar bed gwellañ a c'hellfer bevañ ennañ, war-bouez un nebeut munudoù. Ha kompren a reer eo ar pezh a zeu ar bed da vezañ a-benn ar fin. Ma oa un hurlink evit Huxley n'eo ket unan evit Houellebecq 'toare : e dudennoù oa partiet ken fall er vuhez ma ne oa tra ebet evit o saveteiñ nemet an emlazh pe ar c'habestr-louzoù. N'eo ket gwall joaũs da lenn daoust ma tiskouezfe kaout kalzig a fent lec'hioù 'zo... intret eo a yenijenn (skiantel ?). Evidon, ezhomm 'mo da lenn traoù all gant ar skrivagner evit ober va soñj da vat diwar-benn e oberennoù, ar pezh a gomprenan eus an den o lenn al levr-mañ ne blij ket din nemeur.

09/05/2009 GMT 1

Penn ar veaj, Yann-Fulup Dupuy (2005)

pevarlagad @ 08:25

Penn ar veaj

An nebeutañ a c'heller lavaret eo n'eo ket ur romant klasel. Dibabet en deus ar skrivagner ar skiant-faltazi evit dibunañ ur meni kontadenn filozofel a c'heller reiñ ouzhpenn ur ster dezhi. N'eo ket boued chaoket a zo pasket deomp, ar pezh a gavan plijus. N'emañ ket en e blas al levr er rummad-mañ (levrioù bihan Keit Vimp Bev) evit meur a abeg : re ziaes eo al live yezh evit ar vugale skoliataet e brezhoneg ; n'eus ket a-walc'h a ober e-keñver ar pezh a c'hortozont hag amsklêr eo ster an destenn evito. Me 'm eus kavet mat a-walc'h, dic'hortoz, dedennus.

04/05/2009 GMT 1

Metalikazh, Treveur (2006)

pevarlagad @ 07:39

Metalikazh
Mont a ra ar romant-mañ a-enep da dech gwan ar romantoù brezhoneg dre vras, ar senario. Tu kreñv al levr eo, er c'hontrol, un istor luziet, ijinet mat, eo ret chom tolpet e soñjoù warni evit chom hep koll an neudenn... Ur romant skiant-faltazi eo pa seller a-dost, met tremen a ra muioc'h en amzerioù tremenet pe a-vremañ p'emañ ar veaj en amzer e kreiz ar preder. Ar soñj a blij din ar muiañ eo an doare m'eo enbarzhet ar pezh a ouezer eus ar Roue Stevan diouganer e-barzh an istor. An tudennoù a c'heller krediñ enno hag a grou darempredoù etrezo un tamm. Kavet em eus farsus hini ar vamm-gozh. Pezh a vank un tammig, war ma meno, met n'on ket ur paotr ha marteze eo kentoc'h ul levr evit ar baotred, eo ur studi spisoc'h anezho, gouzout muioc'h ar pezh a santont en un doare hiniennel. Da skouer pa lavar ar plac'h eo bet krouget he daou vreur an derc'hent e kav din n'eo ket gwall wirion. Un dra bennak en he emzalc'h, d'an nebeutañ, a zlefe diskouez ne chom ket diseblant. A-hend-all 'm eus kavet mat ar fin eildiwezhañ, ha pa vijemp bet touellet ? hag ar fin ivez.
Domaj eo ne vije ket bet peurlipet an embann, ur bern fazioù poentadur, barrennoù-stag hag all a zo en destenn.
Bet en doa Metalikazh ar priz kentañ er rummad 4vare-3de klas evit Priz ar Yaouankiz 2006.

06/04/2009 GMT 1

Naig ha morvil an egor, Envel Kervoas (2004)

pevarlagad @ 10:37

Naig ha morvil an egor

Bez e oa al levr-mañ, skrivet evit skolajidi, e-touez ar re gentañ o koñkouriñ evit Priz ar yaouankiz. N'en doa bet priz ebet peogwir e oa uhel al live ar bloaz-se, koulskoude e lakaan anezhañ e-touez ar re wellañ skrivet evit an degouezh-se.
Pezh a blij din dreist-holl eo ar bed krouet gant ar skrivagner : doare skiant-faltazi 1950, gant fuzeennoù hag all. Kregiñ a ra pep pennad gant un tok o lavaret petra vo an darvoudoù pennañ o c'hoarvezout : lakaet 'n eus ac'hanon da soñjal e XP15 en feu ha levrioù seurt-se. Evel-just e sikour ivez ar skolajidi da gompren, pezh n'eo ket dister : diaesoc'h eo dezho en em silañ e bedoù n'int ket engortoz eus ar pezh a gavint e-barzh... Aes eo da lenn daoust ma vije pinvidik a-walc'h ar geriaoueg. Ijinet mat eo an istor a gav din. Kavet en deus din e oa digempouez un tamm : kregiñ a ra dousig gant kalzig a zeskrivadurioù ha meritet en dije ar fin da vezañ diorroet muioc'h, e-keñver santimantoù da skouer. N'eo ket anat d'ar skrivagnerien merañ an hirder evit chom hep mont en tu all d'an niver a sinoù rekis evit ar genstrivadeg moarvat.
Domaj e kavan n'en dije ket kendalc'het Envel Kervoas da skrivañ romantoù. Danvez ur skrivagner zo ennañ, gant perzhioù pedagogel ouzhpenn. Kalz a ijin en deus. N'eo ket ur c'hwitadenn e romant kentañ, pell a se. Emichañs e adkemero e bluenn ur wezh bennak evit pourchas boued nevez d'al lennerien. Aesoc'h e vo dezhañ ober gant muioc'h a bajennoù moarvat : gwell a se evidomp.

18/03/2009 GMT 1

Le papillon des étoiles, Bernard Werber (2006)

pevarlagad @ 20:36

Le papillon des étoiles

Skiant-faltazi skañv, new-age ha skrivet fall. Metafizik marc'hadmat.
Domaj eo peogwir ez eus soñjoù dedennus e-barzh. M'en dare perak e vez plijet kement a dud gant romantoù Bernard Werber... Evidon n'int nemet pailhorennoù : neuz, golo, pajennoù, brud ur romant o deus, n'eo ket fall ar soñj diazez... ha... flop ! Bep tro 'm bez ar santimant da ziglorañ ur vi goullo...
N'eus ket kalz a romantoù 'm bije kas outo met reoù an den-se zo e-barzh...
Amprestet 'm boa ul levr gant Musso el levraoueg ar bloaz paseet. Ur c'henderv dezhañ e tle bezañ. Netra da lenn. Zap, zap, zap ! Un euzh.
N'hellan ket herzel da soñjal n'o deus bet ar paourkaezh lennerien a blij dezho seurt traoù lennet nemet kazetenn Mickey a-raok...

16/03/2009 GMT 1

E penn an hent, Youenn Olier (1981)

pevarlagad @ 08:57

E penn an hent
En amzer-dazont emaomp : an dispac'h breizhad n'eo ket bet biskoazh ken feuls. Kontet eo an istor hervez daou savboent disheñvel : hini un dezreveller, Loeiz Dibreder, skrivagner, a gont penaos e tilez ur mignon dezhañ e familh evit mont davet ur strollad emsaverien a gavo e varv ganto ; ha deizlevr Gwenole Riou, an emsaver, a glask sklêrijennañ ar fedoù dre an diabarzh, en ur bouezañ war an tu psikologel ha speredel. Stumm an deizlevr en deus permetet d'ar skrivagner leuskel muioc'h a c'houlennoù eget a respontoù d'an displegadenn-se avat. Mat eo : n'eo ket gwenn pe du mabden, gwenn HA du eo, e zibaboù n'int ket anat atav... Emañ Gwenole Riou, evel pep tudenn ijinet gant Youenn Olier, oc'h horjellañ diehan etre ar feiz kristen hag an netra. Petra eo ar garantez ? Perak reiñ e vuhez evit an emsav, ne vije ket evit skoachañ diaesterioù diabarzh an nen ? Perak en em gannañ evit ur bobl ne garer ket ?... Evel ma weler eo Gwenole Riou unan a blij dezhañ terriñ e benn gant goulennoù a sell ouzh ster e vuhez. Ne dorr ket re hini al lennerien avat, dedennus eo ar romant daoust ma ne vije ket lusket espar, reiñ a ra boued d'en em soñjal.
Soñj 'm eus pegen diaes em boa kavet yezh Youenn Olier pa 'm boa lennet ar romant evit ar wezh kentañ. Gerioù resis a implij, e vrezhoneg zo a live uhel. Muioc'h a skiant eget a santoud zo en e yezh alies avat. Kompren a reer ar gerioù, met an doare ma vezont lakaet kichen-ha-kichen e brezhoneg a c'hell bezañ souezhus hag a redia al lenner da dremen dre ar galleg en e benn evit peurgompren a-wezhioù. Kement a oberennoù en deus skrivet ma z'eus amzer d'en em voazañ, ha ne vezer ket direnket ken goude ur prantad.

05/03/2009 GMT 1

Dernières nouvelles du monde, Anthony Burgess, Amerika (1984)

pevarlagad @ 14:09

Dernières nouvelles du monde

Kavout a ra din eo Anthony Burgess ur skrivagner dedennus. Koulskoude, ne ouezan ket re peseurt ster reiñ d'e romant Dernières nouvelles du monde, n'eo ket keleier fresk a zo anv anezho met keleier diwezhañ ar bed. Diheñchet on bet gant ar fed e tremen ar romant e tri frantad disheñvel : tro 1917 (pa vez anv eus Trotski), tro 1938 (pa vez anv eus Freud) hag en amzer da zont evit ar peurrest. Ur romant skiant-faltazi eo en ur mod, unan em eus lennet linennoù bras e itrik n'eus ket gwall bell 'zo e-barzh ul levr (truezek) gant Bernard Werber Le papillon des étoiles : an douar zo o vevañ e zeiziadoù diwezhañ ; un dornad tud a sav un egorlestr evit saveteiñ bruzhunoù eus an denelezh. Dont a ra en-dro Anthony Burgess war buhez daou zen en deus kavet pouezus er c'hantved diwezhañ, hag adskrivañ pe hiraat o buhez evit m'o dije amzer d'en em soñjal war ar pezh o deus degaset d'an denelezh. Dedennus tre em eus kavet ar pezh a selle ouzh Freud, e-keñver Trotski a anavezen nebeutoc'h 'm eus bet poan o terc'hel krog pa veze anv anezhañ. Donezonet eo Anthony Burgess evit deskrivañ fin ar bed ha pajennoù brav-tre zo deuet gantañ war ar sujed-se. Dont a ra a-benn an egorlestr da nijal kuit a-raok ma vije pulluc'het an douar. Ur goude-skrid a echu al levr : daou remziad war-lerc'h emañ bugale-vihan an dornad tud kentañ o vevañ e bourzh an egorlestr atav, ne sellont nemet ouzh o amzer-vremañ hag an holl draoù a gavemp ken pouezus (en o zouez Freud, Trotski ha dizouarañ an egorlestr) zo distummet ha prest da vont diwar-wel en o speredoù. Ul lamm-chouk-e-benn a ra Anthony Burgess gant ar fin-se, evel pa lavarfe d'al lenner hegredik ma oamp : graet 'm eus goap ouzhoc'h, ne oa netra da dennañ eus se, kollet ho peus ho amzer. Iskis a levr eta. Bet em eus bet plijadur oc'h adkavout stil Burgess Orange mécanique (ne skriv ket atav gant ar memes ton), un doare da gemer al lenner da dest evel pa vije un termaji o kinnig ur pezh-c'hoari, gwelet vez o sachañ war fiselennoù e dudennoù evit o lakaat da vont en-dro. Komz a ra lod eus an tudennoù gant gerioù pinvidik ijinet gant ar skrivagner (barrek kenañ e oa war an dra-se : gouzout a rit eo eñ en deus ijinet ar yezh "ragistorel" a ra tud ar film La guerre du feu ganti ?). Koulskoude em eus kavet hir ma amzer a-wezhioù ; alies e vez torret al lusk (a-ratozh) gant cheñchamantoù pennadoù (ha prantadoù istorel) met ivez gant kanaouennoù a gomz kalz e dudennoù drezo ; ha skuizhus e kavan an doare m'en deus da zeskrivañ oberoù e dudennoù evel pa vije leurenner ur pezh-c'hoari. Reiñ a ra d'en em soñjal, sklaer, met pas atav da veajiñ. D'an nebeutañ eo ul levr a zo boued ennañ ha n'on ket sur da vezañ graet tro e binvidigezhioù.

22/01/2009 GMT 1

Enez ar rod, Zavier Langleiz (tro 1940)

pevarlagad @ 21:59

Enez ar rod
Degas a ran da soñj ar re o dije disoñjet n'eo ket Enez ar Rod ar c'hentañ romant skiant-faltazi e brezhoneg : Roparz Hemon en doa embannet unan e 1927, leuskel a ran ac'hanoc'h da zivinout pehini (n'eo ket atav ar memes re a zle labourat, na petra 'ta !).
An eil romant skiant faltazi e brezhoneg eo eta.
N'eo ket dre zegouezh moarvat e lak Langleiz un tem keltiek kozh, hini ar gêr beuzet, da stern e romant.
Ur plac'h yaouank, Liliana, aet d'ar strad e-pad ur peñse, a zihun en un enezenn dindan ar mor, dezhi annezidi iskis o doareoù. Kerkent ha ganet e vez tennet o ene diganto. Liliana a glask tec'hout kuit. N'eo ket war an ober eo kreizennet ar romant : taolenniñ an enezenn a fell d'ar skrivagner dreist-holl, a-benn diskouez d'al lenner ez eus harzoù d'ar skiant hag ez eo aner klask krouiñ e-lerc'h ar C'hrouer.
N'eo ket skrivet fall al levr, brav eo ar brezhoneg ennañ ha buhezek ar skritur daoust ma vije kasaũs ar stil, leun a bikoù-estlamm evel skrivadenn ur skoliad. Goular em eus kavet an istor avat. N'eo ket fetis a-walc'h an harozez, ne heulier ket a-dost he buhez kuzh ha n'anavezer ket don he santimantoù. Ouzhpenn eo bet komprenet tezenn ar skrivagner goude ar c'hard kentañ ha n'eus nemet an taolennoù o cheñch, randonus eo...
N'eus ket bet c'hoazh kalz a skrivagnerien vrezhoneg o plediñ gant romantoù skiant-faltaziek hag hini Langleiz zo, lakaomp, e-touez an tri gwellañ c'hoazh !

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust