Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

Rummad: Saozneg

17/06/2009 GMT 1

Skrapadenn ar paotr a zalc'he koun eus e vuhez kent, Satyajit Ray, Bro-India (1971)

pevarlagad @ 06:50

Skrapadenn ar paotr
Brudet kenañ eo al levrioù en deus skrivet Satyajit Ray evit ar grennarded e bro-India. Kavout a ra din e tenn war un dro da Dintin ha da Sherlock Holmes, gant ar c'hrennard o teskiñ digant e eontr yaouank, hag ar skrivagner lu o lakaat da vousc'hoarzhin, evel Haddock. Dudius kenañ eo ha lennet e vez en un tenn dre ma z'eus suspens a-walc'h en darvoudoù.

Aes eo da lenn peogwir eo dedennus an istor, daoust ma vije gwall gevrinus gerioù 'zo evel ur westerenn da skouer... (Kavet em eus a-benn ar fin, amañ : talvoudus e c'hello bezañ c'hoazh...). Evel just e c'heller ober hep geriadur peogwir eo war munudoù ne zirenkont ket an ober en em gav an diaesamantoù-se peurliesañ. Koulskoude e tistera an destenn, dreist-holl evidomp europeaniz n'anavezomp ket mat an en-dro a vev an tudennoù ennañ : unan eus perzhioù mat al levr o vezañ kinnig ur veaj en ur vro bell.
A-viskoazh em eus kavet e echue en un doare iskis e-keñver ar paotrig a ro e anv d'ar romant : ur wezh diskoachet an torfedour, ne reer ket van outañ ken, ha gwir oa e istor pe get ? Memestra evit an afer teñzor : gwelloc'h disoc'h 'n dije gellet bezañ !
N'eus forzh, ur prantad c'hwek zo bet tremenet o lenn. Spi 'm eus e troio Yann-Varc'h Thorel levrioù all eus ar rummad : niverus int 'toare.

15/06/2009 GMT 1

Ecritures en partage n°8 : Un lieu dans ma vie (2009)

pevarlagad @ 08:51

Un draezenn eo da gentañ-tout al levrig liesyezhek-mañ kenembannet gant Langues du Tonnerre hag ar gazetenn Hopala. Bep bloaz e vez pedet an neb a gar, gant ma vije eus korn-bro Brest, da skrivañ un destenn en e yezh n'eo ket ar galleg. Un tem vez kinniget : "Ul lec'h en ho puhez", ar wezh-mañ, hag e tle pep testenn bout berr dre ma vez embannet tal-ouzh-tal an destenn en e yezh orin hag an droidigezh e galleg. Dornataet e vez da gentañ gant kuriusted rak al liesseurt m'eo ar gerioù, ar skriturioù, lakaet kichen-ha-kichen gras d'an degouezh-se. 30 yezh bennak zo ar bloaz-mañ ha d'ar brezhoneg ur plas a-feson gant 11 testenn. Brav.
En ur stad spered ispisial e tleer bezañ evit lenn al levr penn-da-benn : digor, kurius, evel pa vijer e vakañsoù oc'h ergerzhout ur vro nevez. Plijet on bet gant spered an aozerien p'o deus disklêriet e oa bet skrivet testennoù 'zo gant tud boutin, reoù all gant skrivagnerien, met e oa kevatal an holl destennoù e-keñver dinite. Bommoù denelezh eo a vez profet deomp gant pep hini, en un doare diampart a-wezhioù, pezh a zegas ur vraventez ouzhpenn, evel pa gaver brav tresadenn ur bugel. Kavet 'm eus dreist This room is a railway station, La cuisine de la résidence à Montrouge, El inquilino Damien Gueguen. A-feson em eus kavet ivez komz-plaen rimet Franck Bodenes en En va lokennig plakoplastret. Chomet on o klask reiñ ur ster da Lettres cachées hep gellout kavout an alc'hwez anezhañ met plijet on bet memestra
Dre vras e komz an dud eus lec'hioù a garont, an hini a vevont ennañ bremañ pe aliesoc'hik an hini a vevent ennañ pa oant bihan. Tud all o deus kavet ul lec'h en amzer pe frankaet an dachenn orin. Dreist eo meizañ pegen heñvel omp holl en tu-hont da son ha neuz ar gerioù. Un taol-arnod dedennus e kav din ez eo, lakaat an dud da rannañ ar pezh o disrann, o yezh !

Klasket 'meus un destenn bennak e kembraeg, en aner. Ne vije kembread ebet e bro-Vrest eta ? Ar bloaz a zeu marteze...

18/01/2009 GMT 1

The Talented Mr. Ripley, Patricia Highsmith, Amerika (1955)

pevarlagad @ 10:05

The talented mr ripley

Gall a reer lavarout e kont ar romant-mañ istor un den o koll sont war-zu ar follentez, pa oa normal e penn kentañ ha muntrer er fin....
Brudet eo Patricia Highsmith evit he romantoù-polis psikologel : pizh eo studiet diabarzh e benndudenn. Sed ar pezh a lak al lenner diaes a gav din : na pegen tanav ar vevenn etre a-raok ha war-lerc'h ; soñjal ha bezañ graet...
Gwallzedennus eo al lennadenn betek ar fin ur wezh m'emaer e-barzh da vat, n'eo ket anat e penn kentañ peogwir n'eo ket hunvreoù Tom Ripley tost eus va re hag e kavan reuzeudik a-walc'h bed an dud binvidik a zeu a-benn da intrañ a-benn ar fin. Pezh zo souezhus eo an doare ma teu a-benn da seveniñ ha da guzhat e dorfed, e meur a geñver e kav din eo un afer chañs e teufe a-benn, eo peogwir e oar en em ober eus an degouezhioù : en se emañ tost eus pep hini, n'eo ket ur muntrer a-vicher, se eo a sklas kalon Yann lenner.
Pa glozer al levr eo mestr The talented Mr Ripley war pep tra, ne vo ket dizoloet biken, ne vo ket a justis. N'eo ket ur romant-polis klasel e-keñver ar re all, deuet eo da vezañ klasel dre m'eo dibar avat.

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust