La loi de nos pères, Scott Turow, Amerika (1996)

N'hellan ket lavaret em bije bet plijadur a-benn kaer en ur lenn al levr-se : kemplezh eo an ereadurezh anezhañ dre m'ez eus un toullad brav a dudennoù pouezus, ha n'eo ket ar yezh hini ur skrivagner meur : daoust ma ne vije netra da rebech outi a-fed stumm, ne vezer ket douget gant ar gerioù ne z'eont ket dreist an itrik. Ouzhpenn-se oan displijet a-walc'h gant stumm ar romant, o treiñ kazimant penn-da-benn tro-dro d'ur prosez, hag a lakae ac'hanon da soñjal e heuliadoù skinwel marc'had-mat 'zo.
Ur wezh lakaet an traoù e plas, bet o kenvevañ buhez bet ur bern tudennoù en o yaouankiz, anavezet gwelloc'h an hiniennoù, eo deuet da vezañ dedennusoc'h-dedennusañ. N'eo ket barzh ar romantour met tennañ a ra mat e spilhed evit pezh a sell ouzh gwriat buhez an dud etrezo, tud disheñvel mat an eil re ouzh ar re all a-fed liv kroc'hen, relijion, metoù. Sikour a ra seurt lennadenn da gompren gwelloc'h istor ar Stadoù Unanet, ar pezh a vez anatoc'h er fin, en ur seurt a hir a bennad-klozañ renet mat-tre hag a ziskoulm mat pep goulenn bet savet kent en ur zigeriñ war-zu dremmwelioù all. Kompren a reer mat an titl er pajennadoù diwezhañ ivez, ar re bouezusañ ha fromusañ forzh penaos (met ne vije ket bet anezho hep ar penn kentañ !) Ur sammad dedennus eo eta, a dalv ar boan kiañ un tamm war an deroù anezhañ evit tañva peurglokted e fin.

digg it
del.icio.us
Plijet bras ma oan bet gant Le monde de Buster gant ar memes skrivagner, n'on ket bet evit chom hep kemer hennezh el levraoueg. N'eo ket daou levr disheñvel mat e gwirionez, o vezañ m'o deus Buster hag Hodder ar memes temz-spered, ha n'eo ket unan boutin. O daou e vevont un tammig e-kichen ar re all hep bezañ anavezet ganto penn-da-benn, ha ne vag nag an eil nag egile an disterañ c'hwervoni ouzh ar re o lak a-gostez. Kenkoulz lavaret n'eo ket gwall realist al levr-mañ, ha koulskoude... daoust ma ne rafe ket kalz a ziforc'h Hodder etre ar vuhez war hun hag an hini war zihun ez eus ur bern munudoù o tiskouez gwirionded an dud hag an traoù tro-dro dezhañ : emzalc'h e dad e-keñver ar sorbiennoù a enroll an tad-kozh...

... pe penaos reiñ un titl ne ro ket c'hoant da lenn al levr... krediñ a rafer eo eus ar rummad Harlequin ! E saozneg eo "Thinks..." : gwelloc'h !



