Skrapadenn ar paotr a zalc'he koun eus e vuhez kent, Satyajit Ray, Bro-India (1971)

Brudet kenañ eo al levrioù en deus skrivet Satyajit Ray evit ar grennarded e bro-India. Kavout a ra din e tenn war un dro da Dintin ha da Sherlock Holmes, gant ar c'hrennard o teskiñ digant e eontr yaouank, hag ar skrivagner lu o lakaat da vousc'hoarzhin, evel Haddock. Dudius kenañ eo ha lennet e vez en un tenn dre ma z'eus suspens a-walc'h en darvoudoù.
Aes eo da lenn peogwir eo dedennus an istor, daoust ma vije gwall gevrinus gerioù 'zo evel ur westerenn da skouer... (Kavet em eus a-benn ar fin, amañ : talvoudus e c'hello bezañ c'hoazh...). Evel just e c'heller ober hep geriadur peogwir eo war munudoù ne zirenkont ket an ober en em gav an diaesamantoù-se peurliesañ. Koulskoude e tistera an destenn, dreist-holl evidomp europeaniz n'anavezomp ket mat an en-dro a vev an tudennoù ennañ : unan eus perzhioù mat al levr o vezañ kinnig ur veaj en ur vro bell.
A-viskoazh em eus kavet e echue en un doare iskis e-keñver ar paotrig a ro e anv d'ar romant : ur wezh diskoachet an torfedour, ne reer ket van outañ ken, ha gwir oa e istor pe get ? Memestra evit an afer teñzor : gwelloc'h disoc'h 'n dije gellet bezañ !
N'eus forzh, ur prantad c'hwek zo bet tremenet o lenn. Spi 'm eus e troio Yann-Varc'h Thorel levrioù all eus ar rummad : niverus int 'toare.

digg it
del.icio.us
N'em eus ket lennet levr all ebet eus ar rummad "Le Poulpe" renet gant Jean-Bernard Pouy ha ne rin ket : n'on ket bet entanet na gant an istor, na gant an ton (poliser lec'hel farsus). Ma plij din al levr-mañ, eo en abeg d'e droidigezh, graet gant Stefan Moal ha deuet eus ar c'hentañ gantañ. N'eus nemet klask treiñ un tamm bihan eus al levr e galleg evit kompren pegen diaes e oa chom peg ouzh an ton ha mirout an holl elfennoù a zo e pep frazenn, e pep pennad... ha keñveriañ ar pezh ho peus graet gant ar pezh a zo bet embannet... bravo, maestro ! Alies e implijan ur bomm bennak eus al levr-mañ evit lakaat al liseidi da gompren petra eo treiñ e gwirionez (ret eo dibab mat peogwir e c'hellfe klemm o zud !).


