Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

Rummad: Romantoù

08/10/2009 GMT 1

Treid daouhualet, Kate Roberts, bro-Gembre (1936)

pevarlagad @ 08:14

Troidigezh ar romant-mañ zo deuet er-maez e brezhoneg e 1988.

El levraoueg-kêr e-kichen du-mañ 'm eus diskoachet al levr kaer-mañ n'em boa klevet anv biskoazh anezhañ. Ur golo divalav spontus a c'hell bezañ kaoz e vije c'hoazh e katalog Emgleo Breizh, gwell a se evit ar re zo stag ouzh an diabarzh muioc'h eget ouzh an diavaez.
Istor ur familh paour eus Norzh bro-Gembre eo, tro penn kentañ an XXvet kantved. Kontet eo eus an diabarzh, en ur daoler kalz a bled ouzh santimantoù an dud hep bezañ chuchu. Taolennoù brav-tre a zo a-hed al levr ha dispaket eo eus ar c'hentañ personelezh pep tudenn. Brav ha fromus eo, daoust m'em bije bet keuz e vije bet graet lammoù ken bras en amzer : ober a ra un tammig evel un heuliad danevelloù stag holl ouzh ar memes danvez (ar memes familh) hep na vije heuliet atav ar memes penndudenn. Daoust da se eo dreist, en ur brezhoneg eus ar c'hentañ gant Job Abasq (Didrouz !) daoust ma vije amsklaer frazennoù 'zo dre o hirder alies, abalamour m'int bet troet re feal marteze, n'ouzon ket.
War a seblant eo gwall vrudet Kate Roberts e bro-Gembre, domaj eo ne vije ket bet lakaet e brezhoneg levrioù all ganti ; n'eo ket hennezh he hini brudetañ.

30/09/2009 GMT 1

Glamorama, Bret Easton Ellis, Amerika (1998)

pevarlagad @ 20:45

Glamorama
Lenn Glamorama zo un tammig evel bezañ e-unan dirak ur mell boestad chokoladoù : goût a reer e vor klañv met n'heller ket herzel ouzh debriñ anezho betek an hini diwezhañ. Kregiñ a ra dousig ouzhpenn, c'hwek eo ar penn kentañ, ha pa gomprener eus petra zo kaoz e gwirionez eo re ziwezhat evit paouez !
Ar skrivagner-mañ n'en deus aon rak netra 'toare ; din-me e ro aon bras e ijinadennoù, hep kontañ ar fed int feuls sofkont : un doare en deus da ren e dudennoù a zegas kalz a suspens. Iskis eo, peogwir e tremen en ur metoù n'eo tamm ebet va hini, ha da gentañ e kemeran e levrioù gant ar soñj dispis n'hellin ket intrañ e ved, n'hellin ket bezañ lod e kudennoù dramm, arc'hant, merkoù... e binvidien. Fazian a ran, evel just, ha daoust d'an eur o treiñ n'on ket bet evit pozañ Glamorama e-pad ar 400 pajennad diwezhañ. An diskoulm, dic'hortoz krenn e-keñver al lodenn gentañ, n'eus lakaet ac'hanon da vagañ keuz o vezañ chomet dievezh war ar pezh a seblante din bezañ dister da gentañ, hag a oa pouezus a-benn ar fin, pezh a ziskouez pegen mat eo frammet e romant.
Ul levr evel hennezh zo un taol-pleustr evit al lenner, ur c'hentañ bolodenn ecstasy, distoubañ a ra un eston, ha pa vez douaret e vezer klañv. Dindan gazel-ge e oan betek re e-pad va lennadenn gentañ, me garfe gouzout perak dre un eil hini, siwazh ne vin ket gouest da adlenn anezhañ evit tennañ e vouedenn-danevelliñ dioutañ : kalz re feuls eo evidon. Abalamour da se eo e romant kentañ Moins que zéro va hini muiañ-karet evit poent : ar feulster ennañ a chome psikologel. Lenn a rin ar re all memestra. Ur skrivagner meur eo.

21/09/2009 GMT 1

Boudig an aod, Paol Feval, Frañs (1850)

pevarlagad @ 08:20

Boudig an aod

Emañ an embannadur vrezhonek eus 1987.

Aes eo kompren perak eo bet lakaet meur a levr gant Paol Feval e brezhoneg : lavarout a rae e oa breton ha lorc'h ennañ gant se. Lakaet eo bet war-wel en Boudig an Aod muioc'h eget e levrioù all gantañ marteze. Arouezius eo ar senenn a weler enni ar c'hozh Huon a Vaorever o tiouganiñ diskar Breizh daoust ma tremenfe ar romant tro 1400.
Plijus a-walc'h eo ar romant da lenn, dre m'en deus ar stek Paol Feval evit itrikañ un ober rouestlet a-walc'h, daoust ma vijemp engortoz eus an darvoudoù alies gant ar boaz m'emaomp ouzh an istorioù, etre an tele, al levrioù hag all ! ha kavet en deus din e oa mat an droidigezh graet gant Per Denez hag Ernest ar Barzhig : daoust ma vije aes ar brezhoneg da lenn e teskan gerioù ur wezh an amzer ha plijus eo.
Koulskoude en deus kavet din ivez e oa un tammig re c'hros an tudennoù, re bimpatromet ; dreist-holl ar re a eil renk ; krediñ a rafer bezañ en ur film pe en ur pezh-c'hoari... Soñjet 'm eus e oa marteze gwelloc'h evit bugale eget evit tud gour, met ar pezh a lakfe bugale 8 bloaz da c'hoarzhin n'int ket prest d'e lenn e brezhoneg, ha pa vije lennet dezho ne gomprenfent ket kalz tra en abeg m'eo ret kaout un nebeut gouiziegezh war an Istor evit kompren ar pezh a liamm etrezo ar fermourien hag ar binvidien da skouer. Evel kalz a levrioù brezhoneg eo unan n'en deus publik ebet moarvat.
Nemet evit an dud a zesk, marteze ? Aesoc'h eo kompren un istor emaer engortoz ag an ton hag ar son anezhi ?
Chom a ra atav an endro dispar : Menez Mikael ar Mor, a vez implijet amañ e draezhennoù mouk hag e vanati kement ha kement. Plijusoc'h eo sellet outañ e mod-se eget dre e stalioù diniver a c'hoarielloù nul made in Sina sur !

07/09/2009 GMT 1

Pensées secrètes, David Lodge, Bro-Saoz (2001)

pevarlagad @ 20:01

Pensées secrètes... pe penaos reiñ un titl ne ro ket c'hoant da lenn al levr... krediñ a rafer eo eus ar rummad Harlequin ! E saozneg eo "Thinks..." : gwelloc'h !
Evel just eo an haroz un harozez hag e ouezer kement tra eus e soñjoù, kuzh ha diguzh. Met kement-all a ouezer diwar-benn he c'henlabourer, ha dedennus eo keñveriañ an daou tro ha tro a-hed al levr.
Evel boaz eo frammet mat tre ar romant ha studiet pizh an tudennoù, ar re a eil renk zoken. C'hoarvezout a ra atav e skol-veur Gloucester, ha tremen a ra ur wezh an amzer un dudenn bennak a anavezer dre ur romant all, doare ur serr-lagad, farsus. Mat eo adimplijout un en-dro ha rekipeoù arroutet dija, koulskoude ne gavan ket ar romant-mañ kenkoulz hag an tri 'moa lennet a-raok. N'eus ket kalz a fent ken, hag, a-benn ar fin, nebeutoc'h a awen ivez.
Ne baouezer ket da zeskiñ traoù gant David Lodge : diwar-benn ar skiantoù-anavoud hag ar meiz, ar wezh-mañ. Gant se e chom plijus da lenn atav daoust ma ne vije ket unan eus e romantoù gwellañ moarvat.

29/08/2009 GMT 1

Frederig, Hans Peter Richter, Bro-Alamagn (1961)

pevarlagad @ 20:21

Frederig

Embannet eo bet e brezhoneg evit ar wezh kentañ e 2007. Meur a wezh em boa lennet anezhañ e galleg pa oan bugel, ha soñj 'm eus e veze studiet alies er skolaj d'ar mare-se. Nebeutoc'h e vez lennet bremañ ha domaj eo kar n'en deus ket koshaet tamm ebet : 'm eus aon e klasker reiñ d'ar vugale a-vremañ lennadurioù muioc'h optimist... gwelet em eus zoken en ul lec'h bennak eo bet lod al levr-mañ en ur roll a levrioù a c'houlenne tud 'zo e vijent tennet eus estell al levraouegoù dre'n abeg ma lavarent traoù re sklaer d'ar vugale ! Cheu oa bet, met a-benn ar fin n'eo ket bet lakaet da dalvezout an doare kontrolliñ-se, gwell a se.
Setu perak eo mat tre kavout anezhañ e brezhoneg bremañ.
Taolet em eus muioc'h a evezh ouzh ar framm em lennadenn-diwezhañ-mañ : kontet vez ar fedoù hervez urzh an amzer ; ar fedoù pennañ nemetken, just an darvoudoù a denn ouzh darempredoù Frederig hag an dezreveller. bep tro vez resisaet ar bloavezh e penn ar pennad : mat tre evit kavout e verkoù en Istor, merzout ne oa ket deuet ar gasoni ouzh ar Yuzevien en un taol e 1939 da skouer : n'eo ket anat evit ar vugale. Plijet on bet kalz gant ar fin, em boa soñj anezhi evel just met pas en he munudoù : dreist e kavan al liamm etre linennoù kentañ al levr o tigeriñ war Polycarpe ar c'horrig-liorzh, hag al linennoù diwezhañ ma weler en deus kollet Frederig pep denelezh e spered al lojer a soursi ouzh yec'hed e gorrig plastr hag a ra fae war kelan ar c'hrennard marvet abalamour dezhañ. Eeun eo met efedus spontus.
Heuliet em eus a-dost an tudennoù a eil renk ivez, pezh ne raen ket da 10 vloaz : laouen on bet o c'hellout niveriñ kalz anezho, an holl kazimant war-bouez daou (hag ar bugel dezreveller, e oberoù o vont diouzh tu an nazied pe ar yuzevien, hervez... hep dezhañ pouezañ ar pezh a dalv), ne gemerent ket perzh a galon vat e emdroadur ar politikerezh. Gwelet e vez tud boutin, a emezell er "Parti" evit kaout droedoù sokial, pe evit en em wareziñ peogwir o deus traoù kozh da guzhat da skouer. Pouezus kenañ eo diskouez d'ar vugale pegen lies e oa, hag eo c'hoazh, an Alamaned, tud da gentañ eveldomp ha n'eo ket "enebourien" evel ma reont diouto, tud o klask mirout o denelezh en ur wareziñ o familh.
Kalz a bri a zoujan da seurt oberennoù evit ar vugale : Frederig zo ul levr da lenn hag adlenn da n'eus forzh peseurt oad, a vez from ha kentel da dennañ dioutañ. E savboent neptu hag e skritur eeun ha sklaer a harz outañ da goshaat. Ur bennoberenn eo.

27/08/2009 GMT 1

Amour, Prozac et autres curiosités, Lucia Etxebarria, Bro-Spagn (1997)

pevarlagad @ 07:21

Amour prozac
Lennet e vez buan ha gant ebat, lod eus ar senennoù o vezañ farsus a-walc'h gant ar pell ma kred mont ar skrivagnerez. Plijet on bet gant an didruez m'eo an tudennoù n'eo na mouchet o daoulagad na stagellet o zeodoù.
Koulskoude, n'eo ket tre an doare romantoù a zere ouzh va zemz-spered. Helavar eo ar skritur betek re, o klotañ gant karakterioù eztroet an harozezed, met ponner eo an doare-se da skrivañ ivez. N'eus ket kalz a souezhadennoù en itrik, ha lodennoù 'zo, evel ar fin da skouer, a gavan re sklaer : en un taol eo gouest an tudennoù, gwall gollet a-raok, da sellet ouzh o buhezioù en un doare re objektivel. Re ezpleg eo ar skritur pa c'heller lakaat al lenner da gompren traoù 'zo dre hentoù all ; emzalc'h an dud ha kement 'zo...
N'eus forzh, mat eo e vije deuet al levr-mañ, o kemer tu ar merc'hed a-vremañ, da vezañ ur best-seller ; feminist eo ha ne c'hell ket ober droug e lenn.
C'hoarzhet 'meus va gwalc'h gant ur munudig, un notenn a-berzh an troer, o lakaat ar Paxaràn da "enepkrid" (antispasmodique ?)... setu doareoù d'en em louzaouiñ ur seurt ! :-D

05/08/2009 GMT 1

L'éducation de l'oubli, Angelo Rinaldi, Frañs (1974)

pevarlagad @ 08:41

L'éducation de l'oubli
N'eo nemet tamm-ha-tamm e vezer intret gant ambiañs ispisial ar romant-mañ : ret eo bezañ er stad-spered a oa a-raok ar genrouedad, pa veze anat ne vije plijadur ebet hep pasianted ha gorregezh. An haroz a ya dre me ; deskrivañ a ra tourmantoù munut e vuhez, ha drezo e tamweler tourmantoù bras, direizhderioù bet hag o deus stummet anezhañ evel m'emañ pa gont e istor.
Da gentañ e kave din ne oa netra boutin etrezomp. Deuet on da anavezout anezhañ, ha gant se d'e briziañ. Ne oan ket ken digas en e geñver er fin.
Plijet on bet gant ar skritur, a gavan koshaet koulskoude gant ar bourrus ma kav ar skrivagner troidellat er munudoù : marteze emañ amañ an hoal... Meur a wezh o deus graet soñjoù Jose o hent e-barzh va re, pe kejet gant soñjoù em boa maget a-raok. Plijet on bet gant ar re a blede gant ar skrivañ, n'int ket niverus, met talvoudus. Skoüs eo mennozh ar fin, a chom o ribotat en ho penn ur prantad brav. Ouzhpenn da se 'm eus bet tro d'ober un droiad e Korsika. Plijet on bet dre vras eta. Chañsoù bras a zo ne vo ket heñvel evit ar re a vourr ouzh an oberennoù ober enno, sur int da gavout hir o amzer gant al levr-mañ.

28/07/2009 GMT 1

Ur brezelour e oan..., Donnachadh Mac Domhnaill (2006)

pevarlagad @ 11:06

Ur brezelour e oan

Un eston eo pegen diellet e c'hell bezañ ar romant-mañ. Ha, kaeroc'h 'zo, war sujedoù nebeut anavezet. Tremen a ra er 16vet kantved war inizi bro-Skos : rannañ a reer buhez ur paotrig eus ar mare-se, e zeskadurezh, e hunvreoù, ul lod bras anezho o vont da wir, ha betek m'en dije kuitaet da vat bro e yaouankiz tro e 30 vloaz da zont da vro-frañs er "garde écossaise".
Ar pezh 'm eus kavet mat tre eo ar sell a-ziabarzh : soñjet em eus kalz e kentañ lodenn Tra ma vo mor pe en Gweltaz an inizi. Dont a reer da anavezout mat-tre annezidi al lec'hioù a vev an haroz enno. Dreist eo.
Daoust hag-eñ en deus tennet ur gentel bennak ar skrivagner eus ar pezh a gaver er bajenn 369 : "An dud en em veul, kaer zo, e vez c'hoant o izelaat, kentoc'h eget o uhelaat"... emañ ar romant-mañ e-touez reoù gwellañ ar skrivagner ha n'eo ket bet lakaet tre ha tre dindan e anv : kentañ tro din da welet ! Met n'eus nemet perzhioù mat Madeg e-barzh. Goude se, ne vo ket gwall fin dezhañ paouez da skrivañ romantoù e brezhoneg emichañs. N'eo ket aet ar vammenn da hesk : da vataat, ne lavaran ket.
Ur bemol pe zaou memestra ? Souezhet on bet o kavout e fin al levr bruderezh evit levrioù evit ar re yaouank... n'em bije ket divinet e oa evito daoust d'an tem. Kalz re dev ha re... skiantel eo evit ar grennarded lennerien a-vremañ a gav din.
Hegaset on bet gant kalz a notennoù o lavaret e oa displeget ar ger-mañ-ger er frazenn da heul en destenn. Terriñ a ra red al lenn hep ret, domaj eo. Ne oa ket ezhomm anezho.

23/07/2009 GMT 1

Alison Lurie, Des amis imaginaires, Amerika (1967)

pevarlagad @ 13:57

Des amis imaginaires
Gellet en dije ar romant-man bezan gwall voutin daoust dezhan bezan kempenn ha skrivet gant ur bluenn asur : kavet em eus hirik va amzer betek tro kreiz al levr. Pezh a zo dedennus eo ar fed vije kinniget evel ur studiadenn sokiologel ; un abeg mat da zeskrivan munut oberoù an dud en o endro. Gwelet an tudennoù oc'h en em goll en o itrikoù peuzskiantel zo saoürus. Disliv eo ar sokiologour yaouank a gont an traoù met kenlabourer an dezreveller, Mc Mann, eo bet fardet dezhan ur bersonelezh luziet a-walc'h evit desachan an evezh en un doare plijus eus ar c'hreiz betek ar fin. Koulskoude e kav din e vije bet tu da dennan muioc'h a vouedenn eus ar sonj orin ; ne greder ket c'hoarzhin toutafed, ne c'heller ket chom hep ober kennebeut gwezhioù 'zo... n'eo ket gwall sklaer an ton. 'm eus ket keuz o vezan lennet ar romant, met chom a ran klouar dre vras. Klask a rin lenn traoù all gant ar skrivagnerez diouzh an dro peogwir eo anat e oar petra eo skrivan ur romant. Emichans n'eo ket hennezh e hini gwellan. N'eo bet embannet e galleg nemet 20 vloaz bennak goude ma oa deuet er-maez e Amerika.

09/07/2009 GMT 1

American psycho, Bret Easton Ellis, Amerika (1991)

pevarlagad @ 09:34

American Psycho
Marteze e plij deoc'h follennata ul levr en ur zebriñ pa vezoc'h ho-unan... na zibabit ket hennezh : doñjerus eo ! pell dirak Justine... gant Sade ha me oar ; n'eus nemet Les bienveillantes a vije kenkoulz moarvat. Seul zic'houzañvus pa n'eo ket sterniet an dezrevelloù jahinerezh e framm koñfortus un enklask polis. Spontus eo da lenn, hag un dra zo sur : biken ne sellin ouzh ar film.
Perak kenderc'hel da lenn eta ? Peogwir eo skrivet mat, hag eo ar feulster-se ouzhpenn evit mann. Gant an ostilhoù a implije e Moins que zéro, ar memes doare tudennoù paket 10 vloaz bennak dezho, e kendalc'h ar skrivagner da gritikañ ur gevredigezh, ur sistem n'eus ket plas d'an denelezh enno. Santout a reer en deus desket e vicher etretant ivez : barrek kenañ eo deuet da vezañ war ar skrivañ (n'eo ket ar stummañ frazennoù, ar stummañ soñjoù ne lavaran ket). Un implij dreist a ra eus an adlavarout evit diskouez pegen nebeut a ster o deus ar gerioù da skouer. Treiñ a ra buhez ar penndudenn warni hec'h-unan, ar memes traoù a raio penn-da-benn al levr : sellet ouzh e abadenn-dele diouzh ar mintin, dibab ur preti, flapat gant e vignoned diwar-benn merkoù : n'eus nemet e feulster o kreskiñ tamm-ha-tamm hag o kemer muioc'h-muiañ a blas en dezrevell. Skoüs eo an doare ma tiskouez an oberer koll ar bersonelezh : gant an heñvel m'int gwisket, gant o dremmoù rousaet dinatur, gant an toull m'eo ar pezh a lavaront, ne baouez ket an tudennoù da gemer an eil evit egile, ar pezh a zegas kalzig a fent peogwir eo implijet mat tre gant ar skrivagner a-hed al levr ha pa ne c'hortozer ket. Daoust d'an euzh e vezer douget da c'hoarzhin meur a wezh.
Ouzhpenn ar meskañ tudennoù ez eus un dra heverk o tiskouez n'eo ket tud ken ar re a skriver diwar o fenn : ster ar gerioù, n'o deus talvoudegezh ebet ken e genoù ar re o lavaront. Pe kentoc'h e empenn ar re o resevont. Ar serial-killer ne baouez ket, penn-da-benn al levr, da lavaret e wirionez : Petra 'pije c'hoant d'ober bremañ ? vez goulennet gantañ da skouer, hag e respont : kontant e vijen da flastrañ penn ur plac'h gant ur vorzhol evit gwelout he gwad o strinkañ e pep lec'h, ha den ne daol pled... Ne c'hortoz nemet bezañ selaouet, met n'eus ket tu, er bed emañ o vevañ ennañ ne servij ket ar gerioù da lavaret ken, nemet da flapat diwar-benn roll ar meuzioù.
Daoust da se e seblant gwirion an traoù, e seblant posubl d'al lenner ar pezh a c'hoarvez peogwir eo ur mailh Bret Easton Ellis. Dreist em eus kavet ar fin, pa gont e holl dorfedoù e-barzh responterezh ur mignon ha pa n'em gav e-tal hennezh. Hag ar gerioù diwezhañ, lennet gantañ en ur sal bennak : Sans Issue. Lennet em eus pep tra ouzh gouloù ar frazenn gant Dostoïevski roet e penn kentañ ha kavet en deus din e oa deuet brav kenañ e oberenn gant ar skrivagner. Evit un eil lennadenn avat : 'mo ket, mersi bras !

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust