Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

Rummad: Relijion

30/05/2009 GMT 1

Truez va Doue, Didrouz (1980)

pevarlagad @ 07:49

Truez va Doue

Iskis a ditl evit desachañ lennerien, dreist-holl bremañ m'eo diamzeret ar golo. Daoust d'an awen relijiel eo gwir lennegezh a gaver en dastumad danevelloù-mañ. Kavet em eus brav tre Al lizher meur peogwir e kav din eo milzin ha soutil an doare ma kas ar skrivagner santimantoù luziet e benndudennoù. Desachañ a ra an evezh war tudennoù ne vije ket bet sellet outo, hag e teu a-benn da interesiñ al lenner d'o flanedenn voutin. Brav eo.
N'int ket holl ken dedennus : Leue ar presbital zo skañvoc'h, da skouer, ha ne zere ket kenkoulz da bluenn Didrouz.
Muioc'h on bet plijet gant Lizhiri pe Ar Vallozh. Nabukodonozor em eus kavet skrivet re vuan met skoüs mennozh ar fin.
Klasel ha plijus eo ar yezh, aes da lenn. Domaj e vije chom harzet gant an titl, un dastumad mat eo.

27/05/2009 GMT 1

Koroll ar Marv hag ar Vuhez, Zavier Langleiz, Georges Arnoux (1938)

pevarlagad @ 08:58

Koroll ar marv hag ar vuhez
Kavet em eus mat al levrig-mañ da zigor-kalon, da c'hortoz e tapin krog en Ar Seiz Breur ! N'eus ket kalz tra da lenn, met dedennus eo. Ur pezh-c'hoari eo gant ar Marv personekaet (an Ankou) hag ar Vuhez ivez : ur plac'h yaouank koant. Kinniget e vez pep hini, hag e teu a-benn an Ankou da lakaat ar Vuhez da gompren ez eus ur fin eviti. Kuitaat a ra ar bed-mañ a galon vat p'eo sur ez eus ar Baradoz war-lerch, hag e gwirionez e weler anezhi oc'h erruout e-barzh. An destenn en deus lakaet ac'hanon da soñjal e testennoù 'zo gant Paul Claudel, lennegel hag intret a feiz war un dro. Brav eo, eeun met ampart. Gwerzennaouet eo an destenn brezhonek penn-da-benn, pa n'eo ket an hini gallek, troet gant Langleiz e-unan. Goude bezañ lennet an destenn e brezhoneg penn-da-benn em eus kavet dedennus keñveriañ an destenn orin gant an droidigezh ; evel bep gwezh pa vez graet an droidigezh gant an aozer e c'heller merzout diforc'hioù bras lec'hioù 'zo, ha dedennus eo klask gouzout perak eo bet graet ar cheñchamantoù. Ar pep hewelusañ en oberenn-mañ eo ger ar fin : ar Baradoz, troet e galleg gant ur berrgomz : Ah ! ...Je vois ! Lakaet en deus ac'hanon d'en em soñjal war statud hag emdroadur an div yezh, perak eo ar Baradoz ur ger brav en destenn vrezhonek, hag ur ger gros (evit adkemer pezh a lavar Erwan Vallerie en digoradur, diwar-benn ar marv) e galleg ? Marteze peogwir en deus ar galleg ur pezh mell amzer-dremenet lennegel hag en deus uzet tamm-ha-tamm gerioù pe droiennoù 'zo, kontrol d'ar brezhoneg emañ e lennegezh en e yaouankiz flamm... Gall a reer c'hoazh envel an traoù dre o anv ha chom war ul live lennegel, pa vez ret, evit ar galleg, implijout frazennoù c'hwezhet un disterig, eskemm plas d'an adjektivoù evit ober cheuc'h, traoù e mod-se !
Kement hag ober em eus lennet ar gevrollenn gant Georges Arnoux da heul. Awen breizhek ebet enni : emañ war lañs sonerezh c'hall an XXvet kantved doare Debussy, Honegger... ha brav. Ne ouezer ket hag-eñ e oa bet krouet pe get an oberenn, hag e peseurt bloavezh : domaj eo. Ne zlefe ket bezañ gwall ziaes da seniñ en-dro gant dezrevellerien, d'an nebeutañ, n'eus ket kalz a sonerien, ha n'eo ket re deknik, met ret vije d'ar mestr laz-seniñ harpañ an dezrvellerien evit loc'hañ mat, diaes e c'hell bezañ dezho gouzout pelec'h eo erru an traoù.
Ul levr plijus eo peogwir eo liesseurt ar pezh a gaver e-barzh, plijus ivez peogwir eo bet aozet mat tre gant an embanner, brav eo da welet ha da lenn, n'eus fazi ebet e neblec'h nag en destenn nag er gevrollenn, hag ez eus ivez titouroù talvoudus diwar-benn an aozerien hag ul levrlennadurezh klok eus oberennoù Langleiz. Hennezh 'oa ur mailh e kement tra a bake krog ennañ : reiñ a ra c'hoant d'e anavezout gwelloc'h.

12/02/2009 GMT 1

Enez ar Vertuz, Yec'hann Marion (1790)

pevarlagad @ 08:41

Emañ kentañ embannadurioù an destenn c'halleg orin eus 1677 evit doare. Aon bras 'm boa e vije dilennabl ! Souezhet on bet : Kavet en deus din en doa tres ur gwir romant, daoust ma vije berr. Ur paotr yaouank a ya da welet ur mignon dezhañ. Kavout a ra dezhañ en em zistro diouzh Doue. Skrivañ a ra ul lizher dezhañ evit diskouez dezhañ pegen bras eo e fazi. Respont a ra ar pec'hedour eo a-du gantañ, en doa heuliet hentoù fall, met komprenet en deus mat bremañ m'eo deuet en-dro eus ur veaj emañ o paouez ober. Kregiñ a ra dezrevell an utopiezh neuze : Pignet eo war ur vag asambles gant tud all evit mont da enez ar vertuz, un enezenn emañ an holl vertuzioù personelekaet warni. Vertuzioù, met ar sioù melezour ivez, pezh a lak ar veaj da vezañ arvarus a-walc'h... Evel just eo ur gontadenn voral ken ez eo ha n'em eus ket kemeret ar boan da lenn an notennoù relijiel a yae gant an destenn gant ar sklaer ma oa ar pezh a felle d'ar skrivagner diskouez d'e lennerien... Met kavet em eus dedennus an destenn e-unan, ur gwir stil zo d'ar yezh a ziver en un doare naturel dindan bluenn Marion ; pinvidik-mat eo ar geriaoueg. Kalz a ijin a zo e deskrivadurioù an enez, ar palezioù, an ardamezioù pe an dud o-unan, gwezh fesonet mat ha du en diabarzh, gwezh dister da welet ha leun a berzhioù mat e gwirionez... Soñjet em eus e tlee bezañ gwall skoet an dud a lenne an dra-se, evel ma c'hellent bezañ skoet gant taolennoù an tad Maner... N'on ket souezhet e vije bet embannet lies gwezh hag en dije laosket ur roudenn zon e spered an dud.
Anv zo eus al levr-se en An Aotrou Bimbochet e Breizh gant Roparz Hemon. Amprestet en deus Olier titl ar romantig-mañ da lakaat d'e romant skiant-faltazi. N'eo ket gwall hir da lenn ha talvezout a ra ar boan, evit kompren gwelloc'h ar pezh a zo deuet war-lerc'h paneveken.

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust