Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

Rummad: Psikologiezh

13/10/2009 GMT 1

Un'... div, teir..., Awen Kerin (2009)

pevarlagad @ 20:36

Awen Kerin
Souezhus em eus kavet dizoloiñ un dastumad danevelloù e-touez al levrioù a gemero perzh er Priz ar Yaouankiz o tont : betek-henn ne oa bet nemet romantoù. Digempouez e kavan ivez : daoust ha ne vo ket techet ar grennarded da votiñ evit ar skridoù berrañ posubl, aesañ posubl da lenn ? Hag ouzhpenn eo bet skrivet al levr gant peder skrivagnerez disheñvel, pezh a zistero talvoudegezh ar priz e kenkaz vije roet d'al levr-mañ : domaj e kavan.
An holl draoù-se a soñjen a-raok kregiñ e-barzh ; koulskoude em eus kavet mat al levr. Evit un abeg pennañ : kavout a ra din eo kempoell an doare m'eo bet renket ar peder danevell, o tiskouez pep hini un oad disheñvel, kosoc'h-koshañ, e buhez un harozez bennak, disheñvel bep tro ivez. N'ouzon ket hag-eñ eo bet skrivet an danevelloù a-ratozh-kaer evit se, met ur soñj mat eo. Plijet on bet ivez gant an danevelloù o-unan, dreist-holl hini Mai-Ewen, fromus hag en ur yezh n'eus ket blaz ar skol warni, hep bezañ diaes da lenn.
N'on ket sur e vo dedennet ar baotred gant seurt lennegezh : n'eo ket dister, met ret eo bezañ gouest d'en em lakaat e plas ur vaouez, ar pezh ne vez ket goulennet alies gant ar baotred-lennerien, kontrol d'ar merc'hed a c'hell c'hoari pezh n'eus forzh peseurt haroz : un afer a voazamant ! abaoe keit all... met ul levr mat eo, aes da lenn, hag o plediñ gant temz-spered an tudennoù : rouez eo, dreist-holl evit an oadoù-se.

08/10/2009 GMT 1

Treid daouhualet, Kate Roberts, bro-Gembre (1936)

pevarlagad @ 08:14

Troidigezh ar romant-mañ zo deuet er-maez e brezhoneg e 1988.

El levraoueg-kêr e-kichen du-mañ 'm eus diskoachet al levr kaer-mañ n'em boa klevet anv biskoazh anezhañ. Ur golo divalav spontus a c'hell bezañ kaoz e vije c'hoazh e katalog Emgleo Breizh, gwell a se evit ar re zo stag ouzh an diabarzh muioc'h eget ouzh an diavaez.
Istor ur familh paour eus Norzh bro-Gembre eo, tro penn kentañ an XXvet kantved. Kontet eo eus an diabarzh, en ur daoler kalz a bled ouzh santimantoù an dud hep bezañ chuchu. Taolennoù brav-tre a zo a-hed al levr ha dispaket eo eus ar c'hentañ personelezh pep tudenn. Brav ha fromus eo, daoust m'em bije bet keuz e vije bet graet lammoù ken bras en amzer : ober a ra un tammig evel un heuliad danevelloù stag holl ouzh ar memes danvez (ar memes familh) hep na vije heuliet atav ar memes penndudenn. Daoust da se eo dreist, en ur brezhoneg eus ar c'hentañ gant Job Abasq (Didrouz !) daoust ma vije amsklaer frazennoù 'zo dre o hirder alies, abalamour m'int bet troet re feal marteze, n'ouzon ket.
War a seblant eo gwall vrudet Kate Roberts e bro-Gembre, domaj eo ne vije ket bet lakaet e brezhoneg levrioù all ganti ; n'eo ket hennezh he hini brudetañ.

27/08/2009 GMT 1

Amour, Prozac et autres curiosités, Lucia Etxebarria, Bro-Spagn (1997)

pevarlagad @ 07:21

Amour prozac
Lennet e vez buan ha gant ebat, lod eus ar senennoù o vezañ farsus a-walc'h gant ar pell ma kred mont ar skrivagnerez. Plijet on bet gant an didruez m'eo an tudennoù n'eo na mouchet o daoulagad na stagellet o zeodoù.
Koulskoude, n'eo ket tre an doare romantoù a zere ouzh va zemz-spered. Helavar eo ar skritur betek re, o klotañ gant karakterioù eztroet an harozezed, met ponner eo an doare-se da skrivañ ivez. N'eus ket kalz a souezhadennoù en itrik, ha lodennoù 'zo, evel ar fin da skouer, a gavan re sklaer : en un taol eo gouest an tudennoù, gwall gollet a-raok, da sellet ouzh o buhezioù en un doare re objektivel. Re ezpleg eo ar skritur pa c'heller lakaat al lenner da gompren traoù 'zo dre hentoù all ; emzalc'h an dud ha kement 'zo...
N'eus forzh, mat eo e vije deuet al levr-mañ, o kemer tu ar merc'hed a-vremañ, da vezañ ur best-seller ; feminist eo ha ne c'hell ket ober droug e lenn.
C'hoarzhet 'meus va gwalc'h gant ur munudig, un notenn a-berzh an troer, o lakaat ar Paxaràn da "enepkrid" (antispasmodique ?)... setu doareoù d'en em louzaouiñ ur seurt ! :-D

05/08/2009 GMT 1

L'éducation de l'oubli, Angelo Rinaldi, Frañs (1974)

pevarlagad @ 08:41

L'éducation de l'oubli
N'eo nemet tamm-ha-tamm e vezer intret gant ambiañs ispisial ar romant-mañ : ret eo bezañ er stad-spered a oa a-raok ar genrouedad, pa veze anat ne vije plijadur ebet hep pasianted ha gorregezh. An haroz a ya dre me ; deskrivañ a ra tourmantoù munut e vuhez, ha drezo e tamweler tourmantoù bras, direizhderioù bet hag o deus stummet anezhañ evel m'emañ pa gont e istor.
Da gentañ e kave din ne oa netra boutin etrezomp. Deuet on da anavezout anezhañ, ha gant se d'e briziañ. Ne oan ket ken digas en e geñver er fin.
Plijet on bet gant ar skritur, a gavan koshaet koulskoude gant ar bourrus ma kav ar skrivagner troidellat er munudoù : marteze emañ amañ an hoal... Meur a wezh o deus graet soñjoù Jose o hent e-barzh va re, pe kejet gant soñjoù em boa maget a-raok. Plijet on bet gant ar re a blede gant ar skrivañ, n'int ket niverus, met talvoudus. Skoüs eo mennozh ar fin, a chom o ribotat en ho penn ur prantad brav. Ouzhpenn da se 'm eus bet tro d'ober un droiad e Korsika. Plijet on bet dre vras eta. Chañsoù bras a zo ne vo ket heñvel evit ar re a vourr ouzh an oberennoù ober enno, sur int da gavout hir o amzer gant al levr-mañ.

15/07/2009 GMT 1

Enfances, Françoise Dolto, Frañs (1986)

pevarlagad @ 13:08

Enfances
El levr-mañ e vez kontet eñvorennoù eus he yaouankiz gant Françoise Dolto, goulennataet gant he merc'h. Dielfennañ a ra an darvoudoù ouzh skleur he buhez-labour gant ar vugale. Soñjet em eus kalz e eñvorennoù Simone de Beauvoir peogwir int bet desavet un tammig memes mod hag e metoù peuzheñvel ; ouzhpenn eo ganet an div vaouez brudet-se er memes bloavezh, 1908. Uvel e chom Françoise Dolto, koulskoude ar pep heverkañ er pezh a gont eo e oa un den dreist d'ar re all ; ur spered eus ar re lemmañ, un temz-spered eus ar re aesañ p'he deus gouzañvet traoù diaes kenañ en he familh hep barn, war a lavar ! Deuet eo a-benn d'en em zizober eus he familh hep re a zroug ha da heuliañ he hent dezhi hec'h-unan pa ne oa ket ar pezh a c'hortozer diganti. Bamet on chomet dirak hec'h istor. Evit ur vaouez e oa diaes-kenañ dont da vezañ unan bennak er mare-se ; burzhudus eo ar pezh eo deuet a-benn d'ober o loc'hañ gant ken nebeut a chañsoù.

21/06/2009 GMT 1

La puissance des mouches, Lydie Salvayre, Frañs (1995)

pevarlagad @ 10:08

Puissance mouches
Pezh en deus plijet din ar muiañ el levr-mañ eo ar yezh, labouret kalz warni, ur galleg pinvidik hag a sko dres e kreiz bep tro. An eil tra espar eo an ton : douget e vezer da c'hoarzhin gant an objektivel m'eo ar sell en deus an den warnañ e-unan, drouk m'eo gant e arvalien pe gant e wreg, hag an doare m'en deus da gontañ red an darvoudoù zo leun a fent : pa seller pizh e c'heller mousc'hoarzhin da bep frazenn kazimant, ha gwezh ebet n'eo ponner, fent soutil eo. E-keñver itrik n'eo ket gwall orin marteze met bez en deus ar romant-mañ ar perzh dreist da vezañ bet skrivet gant ur bredelfennourez, a oar gwelloc'h eget nikun diouzh ar c'hleñvedoù bredel ha troioù-distroioù ene mabden : gwirheñvel eo, kriz hep mont dreist d'ar gwirvoudel eta.
Gant se e vez lonket aes a-walc'h personelezh orin ar penndudenn dezreveller, ur paour-kaezh den ne oa ket ganet evit se met a zeu d'en em dommañ ouzh lavarennoù ha filozofiezh ar prederour Blaise Pascal.
Diverrus eo hag orin : kavet em eus plijus va lennadenn.

15/06/2009 GMT 1

Ecritures en partage n°8 : Un lieu dans ma vie (2009)

pevarlagad @ 08:51

Un draezenn eo da gentañ-tout al levrig liesyezhek-mañ kenembannet gant Langues du Tonnerre hag ar gazetenn Hopala. Bep bloaz e vez pedet an neb a gar, gant ma vije eus korn-bro Brest, da skrivañ un destenn en e yezh n'eo ket ar galleg. Un tem vez kinniget : "Ul lec'h en ho puhez", ar wezh-mañ, hag e tle pep testenn bout berr dre ma vez embannet tal-ouzh-tal an destenn en e yezh orin hag an droidigezh e galleg. Dornataet e vez da gentañ gant kuriusted rak al liesseurt m'eo ar gerioù, ar skriturioù, lakaet kichen-ha-kichen gras d'an degouezh-se. 30 yezh bennak zo ar bloaz-mañ ha d'ar brezhoneg ur plas a-feson gant 11 testenn. Brav.
En ur stad spered ispisial e tleer bezañ evit lenn al levr penn-da-benn : digor, kurius, evel pa vijer e vakañsoù oc'h ergerzhout ur vro nevez. Plijet on bet gant spered an aozerien p'o deus disklêriet e oa bet skrivet testennoù 'zo gant tud boutin, reoù all gant skrivagnerien, met e oa kevatal an holl destennoù e-keñver dinite. Bommoù denelezh eo a vez profet deomp gant pep hini, en un doare diampart a-wezhioù, pezh a zegas ur vraventez ouzhpenn, evel pa gaver brav tresadenn ur bugel. Kavet 'm eus dreist This room is a railway station, La cuisine de la résidence à Montrouge, El inquilino Damien Gueguen. A-feson em eus kavet ivez komz-plaen rimet Franck Bodenes en En va lokennig plakoplastret. Chomet on o klask reiñ ur ster da Lettres cachées hep gellout kavout an alc'hwez anezhañ met plijet on bet memestra
Dre vras e komz an dud eus lec'hioù a garont, an hini a vevont ennañ bremañ pe aliesoc'hik an hini a vevent ennañ pa oant bihan. Tud all o deus kavet ul lec'h en amzer pe frankaet an dachenn orin. Dreist eo meizañ pegen heñvel omp holl en tu-hont da son ha neuz ar gerioù. Un taol-arnod dedennus e kav din ez eo, lakaat an dud da rannañ ar pezh o disrann, o yezh !

Klasket 'meus un destenn bennak e kembraeg, en aner. Ne vije kembread ebet e bro-Vrest eta ? Ar bloaz a zeu marteze...

07/06/2009 GMT 1

Le petit copain, Donna Tartt, Amerika (2003)

pevarlagad @ 21:07

Le petit copain
Kejadennoù 'zo gant levrioù 'zo a c'hell bezañ evel pa vije ur garantez trumm o tihuniñ ennon e-keñver unan bennak. Sed ar pezh a oa c'hoarvezet evidon gant Le petit copain.
Ret eo lavarout ne oan ket engortoz ag ur bennoberenn, nag a netra, e gwirionez : dister e kavan an titl, dister ar golo, emichañs eo tevder al levr 'n oa desachet va evezh ha ne oan ket bet lakaet da dec'hout gant testennig ar pevare pajenn golo... N'em boa klevet anv ar skrivagnerez gwezh ebet a-raok.
Ur marzh ! chomet on war va c'houmoulenn roz a-hed va lennadenn ! Brav eo ar skritur, boemus ar bed a sach ac'hanomp ennañ gant ar resis m'eo, gant ar gwirion m'eo an tudennoù hag an darempredoù etrezo !
Gwelout a ran war ar gwiad eo bet dipitet ar bras eus e lennerien gant Le petit copain o tont 10 vloaz goude he c'hentañ romant Le maître des illusions o doa kavet dispar : evidon eo bet ar c'hontrol. Kavout a ra din eo kalz bravoc'h hennezh, he eil romant eta, daoust ma vijen bet plijet gant an hini all. Kredet em eus bevañ buhez an tudennoù, anavezout ar straed emaint o chom enni evel pa vije va hini. Rebechet e vez ouzh al levr na seveniñ ket ar promesaoù zo en e benn kentañ : n'on ket a-du ; ar re a lavar se n'o deus ket merzet n'emañ ket ar pep pouezusañ en enklask. Skrivet eo en titl koulskoude ! ha c'hoazh : n'eo an titl nemet un digarez evit adkrouiñ ur bed. N'eo ket pouezus an darempredoù etre an daou vugel a-hed al levr kennebeut. Nemet e tiskouez ar fed e teuont da vezañ laosk pe zoken da vont da netra ur c'horntro e buhez ar benndudenn...
Prenet em eus al levr evit e brofañ da unan bennak n'eo ket bet evit e echuiñ. An dud all a anavezan o deus lennet anezhañ a gav kalz gwelloc'h Le maître des illusions. Bremañ 'm eus Le petit copain du-mañ, ha pa zigoran anezhañ eo evel pa splujfen en ur mentad all. Spi 'm eus emañ Donna Tartt o labourat war un trede esparadenn... Ur skrivagnerez n'he deus ket he farez eo.

14/05/2009 GMT 1

Une mort très douce, Simone de Beauvoir, Frañs (1964)

pevarlagad @ 13:40

Une mort très douce
N'eo ket ur romantig Une mort très douce met un dezrevell, a c'hellfe bezañ ur pennad hir eus buhezskrid Simone de Beauvoir daoust ma vije bet embannet distag. Kontañ a ra ar skrivagnerez devezhioù diwezhañ he mamm, gant forzh munudoù personel, met en ur zigeriñ war brederiadennoù diwar-benn ar marv a dreuz penn pep hini deiz pe zeiz, dreist-holl pa vezer oc'h ambroug unan war e dalaroù. Kavet en deus din e oa ul levr mat, daoust ma vije un tammig poanius da lenn n'eo ket 'blam da stil ar skrivagnerez a gavan direbech, met 'blam d'an tem e-unan.
Ober a ra tro soñjezonoù an hini a chom : ar mall e vije echu, an aon da welet eo echu, ar goulenn a sav : da betra mont ar pellañ posubl ? an eñvorennoù chaoket-dichaoket, ar c'hlask a ster... koll a ra ar c'horf e dalvoudegezh ha war un dro e teu an hini klañv da na vout nemet ur c'horf ken... Darempredoù disheñvel oc'h en em wriat tro-dro d'ar c'horf kozh-se. Kavet em eus dedennus an displegadenn a ginnig ar verc'h d'ar fed n'he dije ket klasket he mamm en em dreiñ war-zu ar relijion, ha hi ken deol he buhez-pad. Ul lodenn vrav eus al levr a brederia diwar-benn ar gaou livet ouzh ar vamm evit reiñ dezhi ar pep retañ d'ar mare-se dezhi da vervel mat : ar spi.
Danvez preder da c'hortoz va zro.

23/04/2009 GMT 1

Raconte-moi une histoire, Chase Collins, Amerika (1992)

pevarlagad @ 14:31

Raconte-moi une histoire
Marteze e kontit istorioù d'ho pugale dija : ma rit, ne servijo ket da galz tra al levr-mañ deoc'h. Va c'hentañ soñj din-me vez atav lenn ul levr dezho ha n'em boa ket kalz a skiant-prenet war ar c'hontañ a-raok : ur sapre dizoloadenn oa bet evidon. Displegañ a ra da betra e talvez ijinañ ho istorioù deoc'h, ha reiñ a ra ur bern kuzulioù hag alioù da lakaat ac'hanoc'h da gregiñ e-barzh. A-viskoazh em eus soñjet eo un hentenn vat evit rannañ ur prantad plijus e brezhoneg gant ar vugale.
N'eo ket anat d'ober e brezhoneg : ret eo bezañ koñsañtret mat. Met en em voazañ a reer tamm-ha-tamm. Plijadur 'vez o vont war-raok.
Un tamm helavar e kavan doare an aozerez da ginnig an traoù met... normal eo, plijout a ra dezhi kontañ istorioù !
Ar pezh zo sur eo e serrer al levr gant ur c'hoant bras d'ober evelti.

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust