Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

Rummad: Moliac'h

20/11/2009 GMT 1

Hospitalo sepetaĝa, Walter Klag, Aostria (1990-1991)

pevarlagad @ 09:05

En esperanteg eo al levr-mañ. Talvezout a ra e ditl "An ospital e seizh estaj". Un danevell eo e gwirionez, skrivet en un doare dieub gant an aozer diwar danevell Dino Buzatti Sette Piani, a zo en italianeg el levrig divyezhek (n'em eus ket gellet profitañ eus an divyezhegez-se evit kompren gwelloc'h o vezañ ma ne gomzan ket italianeg, gwelet 'm eus memestra e oa pell testenn orin Sette Piani eus hini Walter Klag).
20 pennadig, berr-kenañ a-wezhioù, a ya d'ober an danevell. Skrivet eo en un doare eeun, gant ur geriaoueg diazez hag ur bern divizoù. Skrivet brav eo dre vras, nemet er fin ma klask Walter Klag, div wezh, fourrañ en e destenn fedoù gwir diwar-benn muntrerien ez eus bet anezho : terriñ a ra al lusk, a-fed istor met ivez a-fed skritur peogwir eo kalz hiroc'h ha diaesoc'h da lenn ar pennadoù-se.
Plijus eo mennozh an danevell (mennozh Dino Buzzati eta) : un den a ya da vezañ soagnet en ur glinikenn. Dre ma n'eo ket grevus e gleñved e loj e seizhvet estaj ar savadur. Seul glañvoc'h, seul izeloc'h, setu reolenn an ti ! Lakaet e vez da ziskenn tamm ha tamm evel ma c'heller soñjal... E rez-an-douar e varver.
Ne oa ket diaes da lenn, graet 'm eus div wezh memestra, an eil gwezh gant ur geriadur evit gwiriañ n'em boa ket treuzkomprenet traoù 'zo.
Tro 'm eus bet da soñjal, en ur lenn an danevell-mañ, n'eus ket da gaout mezh rak ar pezh a vez embannet e brezhoneg. En desped d'e sioù e ya pep skrid, en ur yezh "vihan", da binvidikaat ar bern...

19/10/2009 GMT 1

Mevelien an urzh 3 - Mestr an tremen, Yann-Fañch Jacq (2009)

pevarlagad @ 11:54

Mestr an tremen

Levr diwezhañ an heuliad teir levrenn Mevelien an urzh eo hennezh. Mont a ra mat gant an eil hini, o vezañ ma kendalc'h ar penndudennoù da bourmen en amzer, pezh a ro tro d'al lenner da vevañ fedoù pouezus 'zo eus an Istor.
N'on ket tik gant an itrik daoust ma ne vije ket fall : re a ober 'zo evidon, o lazhañ kement tra all. An tudennoù a anavezer abaoe teir levrenn zo estrañjourien evidomp c'hoazh, ur c'horf o deus, ket a ene. Meneg zo eus karantez, eus mignoniezh, met chom a ra e stad ar gerioù, ne vez ket bevet na gant an tudennoù na gant al lenner. Kregiñ a ra mat tre al levr koulskoude, desachet e vez an evezh diouzhtu, siwazh ne zalc'h ket war an hirder hag e c'heller enoeiñ daoust ma vije strilh war an ober.
Dipitus e kavan ar fin dreist holl, n'eo ket bet gouest ar skrivagner da adpakañ e holl rikoù en e sac'h a-raok mont kuit ; kontrol da se e tigor war tudennoù all c'hoazh... ur fin evit an trede levrenn n'eo ken, ouzhpenn : ret vije bet lakaat an tudennoù da zistreiñ en o metoù orin, pa ne vije nemet dre ar soñj, evit gellout muzuliañ an hent graet.
Ma, n'eo ket displijus da lenn kennebeut, dre m'eo aes hag a-vremañ. Klouar e choman, traken.

Comment écrire de la fantasy et de la science-fiction, Orson Scott Card, Amerika (1990)

pevarlagad @ 11:29

Comment écrireDiaes 'vije bet din chom diseblant dirak al levr-mañ, skrivet gant unan eus ar skrivagnerien em eus ar brasañ doujañs evito, gant ar pell e vezer kaset gant e ijinadennoù.
Unan eus gwellañ perzhioù al levr-mañ eo stil Orson Scott Card : ha pa vije en ul levr n'eus istor ebet ennañ e chom plijus tre da lenn, dont a ra a-benn ar skrivagner da fourrañ ur bern istorigoù diwar-benn e vuhez ha geneliezh e romantoù, ha da implijout ur bern skouerioù a-hend-all, tennet eus al lennegezh emañ o kaozeal diwar he fenn. En ul lec'h bennak e lak anezhañ e-unan da farouell o klask gwerzhañ un dra bennak d'an dremenidi war ar marc'had, ha gwir eo e c'hell e don tostaat eus se a-wezhioù, gant ar sklaer hag eeun m'eo e lavar, met dreist pep tra eo ar santimant a chom hini ul lennadenn blijus ha didaktik.
N'on ket sur e vije un hentenn beurvat evit en em lakaat da skrivañ avat, daoust ma n'em bije netra da rebech ouzh ar c'huzulioù a ro : ar fed e vijent kontet kentoc'h eget listennet a lak diaes an implij anezho. Kalz a guzulioù damheñvel kinniget en un doare berroc'h em eus kavet n'eus ket pell 'zo war lec'hienn ar gazetenn Solaris. E levr Orson Scott Card n'em eus ket kavet dedennus, kennebeut, ar c'huzulioù o tennañ d'ar c'hempouez etre ar vuhez familh hag al labour skrivañ, pe an alioù leun a furnez (met ken anat...) diwar-benn merañ an arc'hant a zeu diwar al labour graet (marteze eo ivez dre ma ne c'hell ket dedennañ seurt traoù skrivagner brezhoneg ebet...). Plijout a ra din, koulskoude, keñveriañ sevenadur ar Stadoù-Unanet gant hon hini.
Desket e vez a bep seurt, diwar-benn ar soñjoù, an itrik, an tudennoù hag o fsikologiezh (daoust ma ne vije ket ken aes hag ar pezh a ziskouez, eñ hag en deus ar stek evit se !), ar savboent... d'am c'hentañ lennadenn em boa kavet un tammig enoeüs ar pajennoù niverus diwar-benn an diforc'h etre skiant-faltazi ha moliac'h, met a-benn ar fin e kav din e teuont a-reizh, talvoudus eo gouzout ar pezh emaer oc'h ober ! Alies e chomen etre daou e oberennoù Orson Scott Card hag a dremen en ur bed a seblant bezañ krennamzerel da gentañ (un tammig evel en Enez ar Vertuz Youenn Olier).
Dedennus kenañ e kavan al levr-mañ gant Orson Scott Card evit kompren gwelloc'h an oberennoù skiant-faltazi pe moliac'h a blij din kement, intrañ un tammig muioc'h huderezh al levrioù-beajiñ-meur-se. Lennet e vez levr didaktik Orson Scott Card meur a wezh, digudenn, gant an niver a draoù dedennus a zo e-barzh. Talvezout a ra ar boan e brenañ.

02/07/2009 GMT 1

Tobie Lolness 1 ha 2 : La vie suspendue, Les yeux d'Elisha, Frañs (2006)

pevarlagad @ 09:15

Tobie Lolness 1
Adalek ar pajennoù kentañ e ouezer eo ur bennoberenn ha n'heller ket paouez da lenn a-raok errout er bajenn ziwezhañ. Petra eo Tobie Lolness ? Ur romant moliac'h evit ar grennarded, un tammig evel Harry potter mar karit. Div levrenn a ya d'ober an istor klok, romant kentañ Timothée de Fombelle hag a zo a-hend-all paotr ar c'hoariva, evel Goulc'han Kervella.
An tudennoù a vager santimant evito diouzhtu ; ar bed, ur wezenn-derv vras, n'en deus ket e bar, ha leun a zilammadennoù, "coups de théâtre" zoken, eo an istor. An dra nemetañ zo sur eo e echuo mat an traoù peogwir eo skrivet evit tud yaouank. Fin, sur... alies e koller fiziañs ! E penn kentañ e vezen direnket un tamm gant fent ar skrivagner a gaven lec'hiet fall en itrik enkrezus, met deuet on da soñjal eo ur perzh mat. Dreist eo an istor, un istor a zegas da soñj al lenner maread an eil brezel-bed met ivez kudennoù pemdez an dud a-vremañ evit pezh a sell ouzh an enkadenn ekologel hag ar politikerezh bedel. Karantez ha mignoniezh zo an daou ahel a ren awen ar skrivagner a-hend-all, hag ez eus anezho ouzhpenn evit ar pennharozed, pezh zo dreist.Tobie Lolness 2
Emsav eo bet din lenn diverradenn buhez Timothée de Fombelle evit bezañ war evezh e-keñver traoù 'zo. Tro 'm eus bet da soñjal kalz en darempred a nez ar c'hoariva gant ar skrivañ romantoù. Un implij dreist a ra ar skrivagner eus an daou amañ, gwelout a reer en deus ar stek evit krouiñ divizoù a stlak pe a from : komz a ra sklaer eus galloud hud ar gerioù ; met implij a ra brav ivez yezh ar c'horfoù, gwirion eo santimantoù e dudennoù gant se daoust ma ne vijent nemet ur millimetrad hanter pe zaou a fed ment ; prest e vezer da heuliañ anezhañ n'eus forzh pelec'h ; naturel eo mont da seniñ "gouroloñs" war doenn ur varakenn evit distreiñ evezh ar warded e-pad m'emañ ur familh oc'h achap da skouer !

Levrioù seurt-se a vev pell ennon ; un toullad devezhioù 'vo ret din a-raok kuitaat skeud ar wezenn vras emaon o vousc'hoarzhin mav dindanni, kilhet. Gwell a se.

27/06/2009 GMT 1

Mougev an drouiz, Aodh de Blacam, bro-Iwerzhon (tro 1940 ?)

pevarlagad @ 08:57

Deuet eo er-maez ar romant-se, lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig, e 1975 : ur c'haierad A4 eus ar gelaouenn Skol eo, niverenn 60-61, skriverezet. En ul lec'h bennak eo merket e oa bet skrivet ar romant orin e-pad an eil brezel-bed met ne gavan ket an deiziad resis.
Youlek eo ret bezañ evit tapout krog e-barzh, ur wezh ouzhpenn, met n'eus ket keuz da vagañ ur wezh kroget, ur blijus a souezhadenn zo da gaout !
Ur romant evit ar re yaouank eo kentoc'h met dedennus evit an dud gour memestra. Mougev an drouiz eo ur vougev a bigner war-gil en amzer drezi pa vezer o vageal : hervez al lec'h ma tilestrer emaer pell pe bell eus an amzer-vremañ. An dud yaouank en em gav er Grennamzer hag a glask sikour ur roue iwerzhonat da c'hounit enep e arsailherien. Siwazh ne z'a ket ken plaen an traoù eget na fellje dezho !
Leun a ober eo ar romant-mañ, kregiñ a ra buan hag atav e c'hoarvez un dra bennak, ne gaver ket hir e amzer gwezh ebet. Soñjet em eus a-wezhioù e oberennoù kozh a skiant-faltazi pe a voliac'h (doare Rosny-Henañ, HG Wells, Jules Verne...) pa ne veze ket re skiantel ar romantoù, pa ne veze ket ezhomm a abegiñ kement tra graet gant an harozed. Aes eo evit Aodh de Blacam : pa vez ezhomm da dennañ e vez poultr er fuzuilh atav, pa vez da guzhat e kaver atav ur vougev a c'heller stouvañ gant mein a ruilher dirak he genoù... Ne vern : kadourien hael, emgannoù, teñzorioù, euzhviled debrerien tud, pegen dudius eo en em leuskel da vont gant red ar stêr a dremen dindan Mougev an Drouiz.

07/06/2009 GMT 1

Les guerres du miroir 1 ha 2 : Alyss en exil, Le spectre de la reine, Frank Beddor, Amerika (2006, 2007)

pevarlagad @ 21:51

Alice en exil
Un heuliad teir levrenn eo sañset bezañ met n'eus nemet div evit poent. C'hoant 'm eus bet da lakaat va fri e-barzh evit daou abeg : poltred Alyss war ar golo, brav kenañ, dezhi un dremm leun a bersonelezh hag a gevrinoù ; hag an ti-embann, Bayard, n'em bez disouezhadenn ebet gantañ diouzh boaz, pep tra a gavan mat ganto pe vije ar c'hazetennoù evit an holl oadoù bugale pe vije al levrioù.
Ar wezh-mañ ez eus manket un dramm bennak d'ar rekipe avat !
Hoalet e oan gant an tem : bez e vije bet eus Alice, hini bro ar Marzhoù, e gwirionez, nemet e vije bet distreset hec'h istor, en hor bed-ni, gant ul Lewis Carroll n'en dije ket kredet ar pezh a gonte dezhi, hag en dije implijet he dezrevelloù dre gomz da awenañ ur gontadenn chuchu evit ar bugaligoù... AR soñj dreist eo er rummad-mañ. Siwazh e vije bet mat da Frank Beddor gwerzhañ e soñj d'ur gwir skrivagner, a soñjan. Schlak ! Snif ! Dao ! Aiou ! Smack ! Nag ur senario... an tudennoù n'heller ket en em stagañ outo, ha pa vije Alyss zoken. A-benn ar fin en deus muioc'h a gorf hag a ene ar "chapelier" (an "toker" ? N'eo ket "tocard", añ !) un dudenn a eil renk eta, eget an harozez...
Spectre reine
Met penaos tridal evit tudennoù ne zeuer ket a-benn da anavezout daoust d'hor c'hoant... N'eus ket fazioù yezh, met n'eo ket dedennus ; darnijal a ra an daoulagad a-us d'al linennoù hep kavout abeg ebet d'o saouriñ. Va c'hoant nemeti : bout echuet ganti, ha gellet tremen d'un dra bennak nevez.
Dipitus eo pa weler pegen pinvidik en dije gellet bezañ an adlennadenn-se eus pennoberenn Lewis Carroll.
Evit ar vugale eo, emezoc'h-c'hwi ! adalek 9 bloaz sañset... Lakaomp, marteze e plijo dezho, ar baotred dreist-holl peogwir n'eus koulz lavaret nemet dezrevelloù emgannoù e-barzh, met ne ziverkan ket va soñj kentañ : ul levr fall eo pa ne c'hell ket magañ ijin an holl. Dipitus.
Lenn a rin an trede hini koulskoude. Piv 'oar ? Marteze emañ ar skrivagner o c'hortoz an diskoulm evit dispakañ e arm kuzh !
Produer ar film Mary à tout prix, ur film 'moa c'hoarzhet kalz dirazañ, eo frank Beddor : Les guerres du miroir zo e levrioù kentañ.

26/05/2009 GMT 1

Ar Priñs Bihan, Antoine de Saint-Exupéry, Frañs (1943)

pevarlagad @ 14:48

Priñs Bihan

Troidigezh vrezhonek kentañ ar best-seller bihan-mañ zo deuet er-maez e 1974 eus ti-embann Preder. An hini 'm eus lennet zo an embannadur nevez (2004), adwelet gant Pierrette Kermoal.
Dedennus e oa al lennadenn-se evidon peogwir eo ul levr a anavezen mat, e galleg, pa oan bihan : lennet e veze deomp, selaouet e veze an istor ganeomp war ur bladenn 33 tro, ha diwezhatoc'h em boa bet va levr din-me hag em boa lennet meur a wezh ivez.
Daoust da se ne oa ket ken fresk-se an eñvor anezhañ em fenn ha tro 'm eus bet da zizoloiñ traoù nevez : cheñchet eo va doare da lenn. Lec'hioù 'zo 'm eus kavet un tammig re eeun, pa ya ar Priñs Bihan a blanedenn da blanedenn da skouer. Traoù 'zo a blije din kalz a-raok, evel dihun ar rozenn, hag a choman etre daou razo bremañ : perzhioù kant dre gant gwregel he deus ar vleunienn-se met... perzhioù fall kentoc'h ! He c'hened n'eo ket mestr warnañ : sed ar perzh mat nemetañ he deus. A-hend-all eo kentoc'h displijus, faeũs, feukidik... souezhet on bet o welet se pa n'em boa ket taolet pled a-raok.
A-hend-all e kav din eo deuet brav gantañ tudenn ar Priñs Bihan, n'eo ket disliv, ha tudenn an dezreveller ivez. Fromet e vezan c'hoazh gant ar gejadenn gant al louarn, ha gant ar fin. Lennet 'vez buan hag aes ; brav eo al levr gant skeudennoù e liv graet gant ar skrivagner e-unan. Laouen e oan o welet ar brezhoneg e-touez ar yezhoù eo bet lakaet enno.
Ur goumoulenn memestra, etre ni hag oabl steredennek Priñs Bihan Preder : ne zouj ket an droidigezh-mañ ouzh unan eus ar perzhioù a ra eus al levr-mañ ur bennoberenn ; ar yezh eeun. Kudenn ebet evidomp-ni tud bras met an dibab geriaoueg, an tech d'ober lenneg marteze, a serr dorioù al lennadenn-mañ ouzh ar vugale eo bet skrivet evito... Koll a ra eus e nerzh abalamour da se, a gav din

09/05/2009 GMT 1

A liù el loér hag er stéred, Iwan an Diberder ha Stéphanie Guillaume (1913 da 1916)

pevarlagad @ 22:05

A liù el loér hag er stéred
Dastumet eo bet ar c'hontadennoù-se etre 1913 ha 1916, met n'int bet embannet nemet e 2000, gant ar CRBC.
Ret eo derc'hel krog mat evit mont e-barzh al levr abalamour m'eo bet doujet ouzh skritur orin Diberder. Hennezh a yae da welet ar gonterez, Stéphanie Guillaume, evit notenniñ ar pezh a ijine a-ratozh-kaer evitañ. Kalz a ijin he doa, hag a laoske da bourmen war vorioù leun a sirened ha war douaroù annezet gant ozeganned.
Plijet on gant al levr-mañ evit meur a abeg : ar yezh, da gentañ, n'on ket gwall zilu gant ar gwenedeg met kavout a ra din eo ur sapre ostilh evit donaat, ha gant an doare-skrivañ implijet e kreder klevet an tudennoù o komz : dreist eo. Ouzhpenn-se e kav din eo dreist ivez evit intrañ ar gevredigezh gozh, pa seller ouzh an darempredoù a sav etre ar boudoù dreistnaturel hag an dud, o doareoù d'en em lojañ, da gaozeal, ar pezh a gont evito, hag all. Gant se e veze desachet va evezh dreist pep tra.
N'eus nemet un nebeut pajennadoù d'ober pep kontadenn, pezh a c'hell aesaat al lenn pa ne vezer ket boazet ouzh ar skritur, met goude ur prantad ne vez ket taolet pled ken. Ral a wezh e echu mat an istorioù (siwazh ?) met bliv ha gwirion int. Kavet vez ouzhpenn titouroù diwar-benn ar skrivagner, ar gonterez hag an dastum e-barzh al levr.
Talvezout a ra ar boan da vezañ lennet meur a wezh (ur wezh echuet ar 74 kontadenn eo bet ankouaet ar re gentañ, gall a reer adkregiñ neuze :-)...)

06/05/2009 GMT 1

Les chroniques de Narnia : levrenn 1.2.3.4.5.6.7, Clive Staples Lewis, Bro-Iwerzhon (1950 da 1956)

pevarlagad @ 07:07

Narnia1

Souezhet on bet o welet ne oa ket bet skrivet al levrioù en urzh m'int sañset bezañ lennet : splann e teu da vezañ an doare m'en deus Lewis da blantañ e-kerzh e istor daveoù o kas d'ul levr vo lennet diwezhatoc'h. Dedennus eo heuliañ diorrañ e ijin :

Narnia2

. 1950 : Le Lion, la Sorcière blanche et l'Armoire magique, levrenn 2
. 1951 : Le Prince Caspian, levrenn 4
. 1952 : L'Odyssée du passeur d'aurore, levrenn 5
. 1953 : Le Fauteuil d'argent, levrenn 6
. 1954 : Le Cheval et son écuyer, levrenn 3
. 1955 : Le Neveu du magicien, levrenn 1
. 1956 : La Dernière Bataille, levrenn 7

Narnia3

Bez ez eus un dra espar el levrioù-mañ : an doare kaer en deus ar skrivagner da zepegn diabarzh an dud, dre ar pezh a santont. N'en deus ket e bar evit reiñ un drivliadenn a levenez, a vam, a geuz, a spi, a fiziañs... Ar pennad a weler ennañ Aslan o krouiñ e ved zo unan eus ar bravañ 'mije lennet biskoazh. E meur a lec'h e chomer bamet rak e ampartiz da gompren kalon ar vugale, pe an dud, dre vras. Ur skrivagner meur eo evidon, dezhañ un ijin boemus servijet gant gerioù eus an eeunañ o reiñ livioù tanavañ kalon mab-den. Kontrol da levrioù Tolkien n'eo ket enkrezus e saga, marteze eo abalamour da se ne vez ket lennet gant an dud gour, met me gav Le monde de Narnia soutil tre.
Narnia4

Gouzout a ran ez eus kalz a dud o sevel a-enep al levrioù-se : re intret a gristenelezh, a lavar lod. Koulskoude n'eus ket anv eus se : an tudennoù o-unan a gont istorioù a anavezomp mat dre m'hon eus klevet anezho gant tudennoù all e mareoù all : me gav din e lak ur seurt kenvreuriezh etre ar skrivagner hag al lenner, aes eo deomp kompren p'omp bet desavet memes mod, ni hag eñ... netra da welet gant ur romant moral ! Met gwir eo e teu ar sinoù da vezañ anatoc'h-anatañ betek bezañ re splann er 7vet levrenn, pa ya Narnia da netra hag e lak al leon an holl voudoù da dremen dirazañ, hag hervez ma sellont eeun outañ en e zaoulagad e tremenont pe a-zehoù pe a-gleiz...
Narnia5
Dibar e kavan personelezeh Aslan, doue hollc'halloudus e karg eus ar justis ha tad madelezhus war un dro, aesoc'h da lonkañ a berzh ul leon jentil eget a-berzh ur c'hozhiad barvek pintet war ur goumoulenn jodek doare Michel-Ange a gav din...
Narnia6
Un digarez a gaver a-berzh an embanner e-keñver ar ster gouennelour a c'heller reiñ d'an trede levrenn lec'h m'emañ ar re zu (ar re cGalormen) ar re zroug : kavout a ran mat e vije bet lakaet se. Lavaret e vez ivez eo seksist Lewis hag aze, n'hellan ket nac'h, skoüs eo an abegoù a ro evit displegañ ne c'hell ket Suzanne dont da Narnia ken : skeudenn un amzer sur a-walc'h met dipitus memestra... war ar poent-se eo diaesoc'h digareziñ anezhañ e fin al levr... Pep treitourezh, pep si zo bet pardonet da Edmund pe da Eustache, met ar fed e teufe Suzanne da vezañ emskiant eus he sekselezh en ur goshaat, da se n'eus remed ebet, serret eo dezhi dorioù Narnia da viken... start !
Narnia7

Ma vez lakaet se a-gostez, hag e tle bezañ, amzer da lenn, eo Les chroniques de Narnia ur sapre pennoberenn, aes da lenn ez-vihan (tro 8-9 bloaz) ha magus evit an dud gour ivez. Gant gerioù simpl e oar CS Lewis kas pell ar preder.

27/04/2009 GMT 1

Bed Alastaaïr, Klervi Ily (2007)

pevarlagad @ 08:35

Bed Alastaaïr
Ar pep gwellañ tout el levr-mañ eo ar pennad kentañ, a lak al lenner en un ambiañs enkrezus diouzhtu. N'eo ket ken lipet ar peurrest avat. Mat eo an istor, oc'h implijout boudoù fantastik deuet da vezañ klasel : korr, elf, aerouant, boudiged... Ijinet mat eo anvioù an tudennoù. Plijout a ra din e vije an haroz un harozez, ne c'hoarvez nemet ral a wezh. Lennet vez gant plijadur daoust ma ne vije ket ar yezh eus ar bravañ : santout a reer eo ur yezh estren a-wezhioù. N'eo ket ur rebech a ran, just ur stadañ : fiziañs em eus o do youl an dud yaouank-flamm a skriv al levrioù-se da vont donoc'h en o anaoudegezh eus ar yezh, en dazont.
Tapet en doa Bed Alastaaïr an eil Priz ar Yaouankiz 2007.

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust