Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

Rummad: Mojennoù

21/09/2009 GMT 1

Boudig an aod, Paol Feval, Frañs (1850)

pevarlagad @ 08:20

Boudig an aod

Emañ an embannadur vrezhonek eus 1987.

Aes eo kompren perak eo bet lakaet meur a levr gant Paol Feval e brezhoneg : lavarout a rae e oa breton ha lorc'h ennañ gant se. Lakaet eo bet war-wel en Boudig an Aod muioc'h eget e levrioù all gantañ marteze. Arouezius eo ar senenn a weler enni ar c'hozh Huon a Vaorever o tiouganiñ diskar Breizh daoust ma tremenfe ar romant tro 1400.
Plijus a-walc'h eo ar romant da lenn, dre m'en deus ar stek Paol Feval evit itrikañ un ober rouestlet a-walc'h, daoust ma vijemp engortoz eus an darvoudoù alies gant ar boaz m'emaomp ouzh an istorioù, etre an tele, al levrioù hag all ! ha kavet en deus din e oa mat an droidigezh graet gant Per Denez hag Ernest ar Barzhig : daoust ma vije aes ar brezhoneg da lenn e teskan gerioù ur wezh an amzer ha plijus eo.
Koulskoude en deus kavet din ivez e oa un tammig re c'hros an tudennoù, re bimpatromet ; dreist-holl ar re a eil renk ; krediñ a rafer bezañ en ur film pe en ur pezh-c'hoari... Soñjet 'm eus e oa marteze gwelloc'h evit bugale eget evit tud gour, met ar pezh a lakfe bugale 8 bloaz da c'hoarzhin n'int ket prest d'e lenn e brezhoneg, ha pa vije lennet dezho ne gomprenfent ket kalz tra en abeg m'eo ret kaout un nebeut gouiziegezh war an Istor evit kompren ar pezh a liamm etrezo ar fermourien hag ar binvidien da skouer. Evel kalz a levrioù brezhoneg eo unan n'en deus publik ebet moarvat.
Nemet evit an dud a zesk, marteze ? Aesoc'h eo kompren un istor emaer engortoz ag an ton hag ar son anezhi ?
Chom a ra atav an endro dispar : Menez Mikael ar Mor, a vez implijet amañ e draezhennoù mouk hag e vanati kement ha kement. Plijusoc'h eo sellet outañ e mod-se eget dre e stalioù diniver a c'hoarielloù nul made in Sina sur !

11/06/2009 GMT 1

Lapous an donvor, Kristian Brisson (1997)

pevarlagad @ 07:28

Lapous an donvor
Goude un taol-arnod fall gant Moger an noz em boa touet ouzhin va-unan ne lennfen ket netra gant Kristian Brisson ken. Koulskoude em eus prenet Lapous an donvor, o krediñ e oa un istor evit ar vugale moarvat, en ur sellet ouzh ar golo.
Evit an dud deuet eo an dastumad danevelloù-mañ ha ret eo din lavarout em eus kavet anezho mat tre. Trist eo ar pep brasañ anezho, o plediñ alies gant seblantoù pe gant ar marv war-eeun. Ar gizidigezh a lak Kristian Brisson en e daolennoù eus an natur tro-dro d'ar mor he deus plijet kalz din, adkavet e vez en e daolennoù eus an dud, eus an darempredoù a ren anezho, karantez-digarantez peurliesañ. Ur wezh an amzer e echu madik an traoù hag e vezer souezhet. Meur a wezh em eus soñjet e danevelloù Geotenn ar Werc'hez en ur lenn an danevelloù-mañ, me gav din ez eus kerentiezh etrezo.
Evel just n'eo ket kaset an darvoudoù gant ul lusk ifern, n'emañ ket ar pouez war an ober. Ur souezhadenn blijus eo bet al levr-mañ evidon koulskoude.

13/02/2009 GMT 1

Sketla Segobrani, X3 (1923-1925)

pevarlagad @ 11:59

3 den zo skoachet a-dreñv an anv-pluenn kevrinus-mañ : Frañsez Vallée, paotr ar yezhoù hag ar skiantoù, Meven Mordiern, paotr ar skiantoù, hag Emil Ernod, paotr ar yezhoù ivez, arbennigour war ar c'hrennbrezhoneg. Kinnig a reont o romant evel un dornskrid istorel a vije bet dizoloet gant ur breton harluet e bro-Ejipt a-raok ar brezel. Hini ebet eus an aozerien n'en deus skrivet romant all ebet en e vuhez. En desped da bromesaoù ar penn kentañ e vez kollet buan e neudenn gant an istor : a-benn ar fin n'eo nemet un digarez da zibunañ un toullad mojennoù. Ne vez ket heuliet un dudenn resis, ne vez ket gouezet abegoù oberoù an dud. Santet e vez n'ez eus ket unvaniezh etre an tri skrivagner. Pennnadoù 'zo digant pluenn Meven Mordiern zo gouennelour kenañ... Daoust ma vije bet meneget gant Roparz Hemon evel unan eus pennoberoù al lennegezh vrezhonek etre 1918 ha 1925, n'eus ket tres ur gwir romant war an oberenn-se ; teuc'h eo ken ez eo... Unan eus va eñvorennoù lennadennoù spontusañ e brezhoneg sur.

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust