La philosophie pour les nuls, Christian Godin, Frañs (2006)
"Da lakaat etre daouarn an holl" a c'heller lenn war ar golo. Ur pezh mell gaou : ar vugale, ar gozhidi, ar maouezed gwan o do poan o lenn anezhañ gant ar ponner m'eo : 1025 g ! ret bezañ motivet mat ! Grrr...
En abeg da se em eus tremenet kalz a amzer o lenn anezhañ, diouzh an noz hepken pa ne oan ket evit e zougen d'am heul e pep lec'h.
Ul levr talvoudus eo bet evidon pa n'anavezen ket kalz tra war ar sujed. Ur seurt Istor eus ar filozofiezh eo. Anat eo en deus klasket an oberer bezañ eeun, met ar pezh a gomz diwar e benn n'eo ket, ha chomet on nec'het a-wezhioù o klask heuliañ hentoù soñjoù tud 'zo ! Souezhet on bet alies, gant mennozhioù Sartre da skouer, n'eo ket e mod-se e ijinen anezho goude bezañ bet lennet un nebeut levrioù lennegel gantañ en va yaouankiz (La nausée ha Huis-clos, a soñjan), emichañs n'em boa intentet netra d'ar mare-se. Iskis eo peogwir e pegen a-wezhioù ouzh un arguzenn bennak hag nebeut goude ouzh unan kontrol. Ur skiant gwall luziet eo ar prederouriezh a gav din, ha n'eo ket al levr-mañ n'eus troet va soñj. Diamen e kaven traoù 'zo ivez.
Spered an dastumad eo farsal, skrivañ war un ton skañv : hep se n'em bije ket gellet mont betek fin moarvat. Koulskoude n'on ket bet plijet re gant fent ar skrivagner, ur fent gros, dindan ar gouriz alies, re nebeut lennegel en ur mod. E stil ivez a gaven amsklaer gwezhioù 'zo, ret lenn meur a wezh lod eus ar frazennoù. Ur ster o doa bewezh, met pas diouzh ar c'hentañ sell.
Mat eo teurel ur sell ledan war an danvez. Hogen n'eo ket a-walc'h lenn ur wezh al levr-se evit kompren ar prederouriezh : boued zo e-barzh, met diaes da ziazezañ. Me soñj din e vije da lenn meur a wezh a-raok tremen da draoù luzietoc'h war sujedoù pisoc'h.

digg it
del.icio.us
Diaes 'vije bet din chom diseblant dirak al levr-mañ, skrivet gant unan eus ar skrivagnerien em eus ar brasañ doujañs evito, gant ar pell e vezer kaset gant e ijinadennoù.
Gant viruz ar grip o tostaat em eus divizet nompaz mervel sot, setu perak em eus lakaet va fri el levr bihan-mañ. Ouzhpenn ur gudenn zo gant ar yezh esperanto evit unan n'anavez ket anezhi : un anv droch he deus ; droch e c'hell bezañ da welet pe da glevet ivez gant ar gerioù gwall eeun zo enni : ha ne vijer ket oc'h ober goap ac'hanoc'h ? hag ouzhpenn em eus bet an dichañs, em buhez, d'en em gavout gant ur bern esperantegerien n'em gleven ket ganto... Peadra zo d'en em c'houlenn, eta, perak e talc'h da vevañ ha da vezañ difennet gant kement-se a dud.




Kudenn al levr-se eo bezañ bet skrivet gant... ur skrivagner. Evit un dornlevr, n'eo ket efedus. Re helavar, tanavaet an titouroù gant re a frazennoù... ret e vije adsevel ur roll eus an alioù fur da implijout peogwir eo diaes eñvoriñ anezho dindan ur c'hentañ lennadenn.
