Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

Rummad: Lennegezh evit ar re yaouank (brezhoneg)

19/10/2009 GMT 1

Mevelien an urzh 3 - Mestr an tremen, Yann-Fañch Jacq (2009)

pevarlagad @ 11:54

Mestr an tremen

Levr diwezhañ an heuliad teir levrenn Mevelien an urzh eo hennezh. Mont a ra mat gant an eil hini, o vezañ ma kendalc'h ar penndudennoù da bourmen en amzer, pezh a ro tro d'al lenner da vevañ fedoù pouezus 'zo eus an Istor.
N'on ket tik gant an itrik daoust ma ne vije ket fall : re a ober 'zo evidon, o lazhañ kement tra all. An tudennoù a anavezer abaoe teir levrenn zo estrañjourien evidomp c'hoazh, ur c'horf o deus, ket a ene. Meneg zo eus karantez, eus mignoniezh, met chom a ra e stad ar gerioù, ne vez ket bevet na gant an tudennoù na gant al lenner. Kregiñ a ra mat tre al levr koulskoude, desachet e vez an evezh diouzhtu, siwazh ne zalc'h ket war an hirder hag e c'heller enoeiñ daoust ma vije strilh war an ober.
Dipitus e kavan ar fin dreist holl, n'eo ket bet gouest ar skrivagner da adpakañ e holl rikoù en e sac'h a-raok mont kuit ; kontrol da se e tigor war tudennoù all c'hoazh... ur fin evit an trede levrenn n'eo ken, ouzhpenn : ret vije bet lakaat an tudennoù da zistreiñ en o metoù orin, pa ne vije nemet dre ar soñj, evit gellout muzuliañ an hent graet.
Ma, n'eo ket displijus da lenn kennebeut, dre m'eo aes hag a-vremañ. Klouar e choman, traken.

13/10/2009 GMT 1

Un'... div, teir..., Awen Kerin (2009)

pevarlagad @ 20:36

Awen Kerin
Souezhus em eus kavet dizoloiñ un dastumad danevelloù e-touez al levrioù a gemero perzh er Priz ar Yaouankiz o tont : betek-henn ne oa bet nemet romantoù. Digempouez e kavan ivez : daoust ha ne vo ket techet ar grennarded da votiñ evit ar skridoù berrañ posubl, aesañ posubl da lenn ? Hag ouzhpenn eo bet skrivet al levr gant peder skrivagnerez disheñvel, pezh a zistero talvoudegezh ar priz e kenkaz vije roet d'al levr-mañ : domaj e kavan.
An holl draoù-se a soñjen a-raok kregiñ e-barzh ; koulskoude em eus kavet mat al levr. Evit un abeg pennañ : kavout a ra din eo kempoell an doare m'eo bet renket ar peder danevell, o tiskouez pep hini un oad disheñvel, kosoc'h-koshañ, e buhez un harozez bennak, disheñvel bep tro ivez. N'ouzon ket hag-eñ eo bet skrivet an danevelloù a-ratozh-kaer evit se, met ur soñj mat eo. Plijet on bet ivez gant an danevelloù o-unan, dreist-holl hini Mai-Ewen, fromus hag en ur yezh n'eus ket blaz ar skol warni, hep bezañ diaes da lenn.
N'on ket sur e vo dedennet ar baotred gant seurt lennegezh : n'eo ket dister, met ret eo bezañ gouest d'en em lakaat e plas ur vaouez, ar pezh ne vez ket goulennet alies gant ar baotred-lennerien, kontrol d'ar merc'hed a c'hell c'hoari pezh n'eus forzh peseurt haroz : un afer a voazamant ! abaoe keit all... met ul levr mat eo, aes da lenn, hag o plediñ gant temz-spered an tudennoù : rouez eo, dreist-holl evit an oadoù-se.

28/07/2009 GMT 1

Ur brezelour e oan..., Donnachadh Mac Domhnaill (2006)

pevarlagad @ 11:06

Ur brezelour e oan

Un eston eo pegen diellet e c'hell bezañ ar romant-mañ. Ha, kaeroc'h 'zo, war sujedoù nebeut anavezet. Tremen a ra er 16vet kantved war inizi bro-Skos : rannañ a reer buhez ur paotrig eus ar mare-se, e zeskadurezh, e hunvreoù, ul lod bras anezho o vont da wir, ha betek m'en dije kuitaet da vat bro e yaouankiz tro e 30 vloaz da zont da vro-frañs er "garde écossaise".
Ar pezh 'm eus kavet mat tre eo ar sell a-ziabarzh : soñjet em eus kalz e kentañ lodenn Tra ma vo mor pe en Gweltaz an inizi. Dont a reer da anavezout mat-tre annezidi al lec'hioù a vev an haroz enno. Dreist eo.
Daoust hag-eñ en deus tennet ur gentel bennak ar skrivagner eus ar pezh a gaver er bajenn 369 : "An dud en em veul, kaer zo, e vez c'hoant o izelaat, kentoc'h eget o uhelaat"... emañ ar romant-mañ e-touez reoù gwellañ ar skrivagner ha n'eo ket bet lakaet tre ha tre dindan e anv : kentañ tro din da welet ! Met n'eus nemet perzhioù mat Madeg e-barzh. Goude se, ne vo ket gwall fin dezhañ paouez da skrivañ romantoù e brezhoneg emichañs. N'eo ket aet ar vammenn da hesk : da vataat, ne lavaran ket.
Ur bemol pe zaou memestra ? Souezhet on bet o kavout e fin al levr bruderezh evit levrioù evit ar re yaouank... n'em bije ket divinet e oa evito daoust d'an tem. Kalz re dev ha re... skiantel eo evit ar grennarded lennerien a-vremañ a gav din.
Hegaset on bet gant kalz a notennoù o lavaret e oa displeget ar ger-mañ-ger er frazenn da heul en destenn. Terriñ a ra red al lenn hep ret, domaj eo. Ne oa ket ezhomm anezho.

27/06/2009 GMT 1

Mougev an drouiz, Aodh de Blacam, bro-Iwerzhon (tro 1940 ?)

pevarlagad @ 08:57

Deuet eo er-maez ar romant-se, lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig, e 1975 : ur c'haierad A4 eus ar gelaouenn Skol eo, niverenn 60-61, skriverezet. En ul lec'h bennak eo merket e oa bet skrivet ar romant orin e-pad an eil brezel-bed met ne gavan ket an deiziad resis.
Youlek eo ret bezañ evit tapout krog e-barzh, ur wezh ouzhpenn, met n'eus ket keuz da vagañ ur wezh kroget, ur blijus a souezhadenn zo da gaout !
Ur romant evit ar re yaouank eo kentoc'h met dedennus evit an dud gour memestra. Mougev an drouiz eo ur vougev a bigner war-gil en amzer drezi pa vezer o vageal : hervez al lec'h ma tilestrer emaer pell pe bell eus an amzer-vremañ. An dud yaouank en em gav er Grennamzer hag a glask sikour ur roue iwerzhonat da c'hounit enep e arsailherien. Siwazh ne z'a ket ken plaen an traoù eget na fellje dezho !
Leun a ober eo ar romant-mañ, kregiñ a ra buan hag atav e c'hoarvez un dra bennak, ne gaver ket hir e amzer gwezh ebet. Soñjet em eus a-wezhioù e oberennoù kozh a skiant-faltazi pe a voliac'h (doare Rosny-Henañ, HG Wells, Jules Verne...) pa ne veze ket re skiantel ar romantoù, pa ne veze ket ezhomm a abegiñ kement tra graet gant an harozed. Aes eo evit Aodh de Blacam : pa vez ezhomm da dennañ e vez poultr er fuzuilh atav, pa vez da guzhat e kaver atav ur vougev a c'heller stouvañ gant mein a ruilher dirak he genoù... Ne vern : kadourien hael, emgannoù, teñzorioù, euzhviled debrerien tud, pegen dudius eo en em leuskel da vont gant red ar stêr a dremen dindan Mougev an Drouiz.

17/06/2009 GMT 1

Skrapadenn ar paotr a zalc'he koun eus e vuhez kent, Satyajit Ray, Bro-India (1971)

pevarlagad @ 06:50

Skrapadenn ar paotr
Brudet kenañ eo al levrioù en deus skrivet Satyajit Ray evit ar grennarded e bro-India. Kavout a ra din e tenn war un dro da Dintin ha da Sherlock Holmes, gant ar c'hrennard o teskiñ digant e eontr yaouank, hag ar skrivagner lu o lakaat da vousc'hoarzhin, evel Haddock. Dudius kenañ eo ha lennet e vez en un tenn dre ma z'eus suspens a-walc'h en darvoudoù.

Aes eo da lenn peogwir eo dedennus an istor, daoust ma vije gwall gevrinus gerioù 'zo evel ur westerenn da skouer... (Kavet em eus a-benn ar fin, amañ : talvoudus e c'hello bezañ c'hoazh...). Evel just e c'heller ober hep geriadur peogwir eo war munudoù ne zirenkont ket an ober en em gav an diaesamantoù-se peurliesañ. Koulskoude e tistera an destenn, dreist-holl evidomp europeaniz n'anavezomp ket mat an en-dro a vev an tudennoù ennañ : unan eus perzhioù mat al levr o vezañ kinnig ur veaj en ur vro bell.
A-viskoazh em eus kavet e echue en un doare iskis e-keñver ar paotrig a ro e anv d'ar romant : ur wezh diskoachet an torfedour, ne reer ket van outañ ken, ha gwir oa e istor pe get ? Memestra evit an afer teñzor : gwelloc'h disoc'h 'n dije gellet bezañ !
N'eus forzh, ur prantad c'hwek zo bet tremenet o lenn. Spi 'm eus e troio Yann-Varc'h Thorel levrioù all eus ar rummad : niverus int 'toare.

26/05/2009 GMT 1

Ar Priñs Bihan, Antoine de Saint-Exupéry, Frañs (1943)

pevarlagad @ 14:48

Priñs Bihan

Troidigezh vrezhonek kentañ ar best-seller bihan-mañ zo deuet er-maez e 1974 eus ti-embann Preder. An hini 'm eus lennet zo an embannadur nevez (2004), adwelet gant Pierrette Kermoal.
Dedennus e oa al lennadenn-se evidon peogwir eo ul levr a anavezen mat, e galleg, pa oan bihan : lennet e veze deomp, selaouet e veze an istor ganeomp war ur bladenn 33 tro, ha diwezhatoc'h em boa bet va levr din-me hag em boa lennet meur a wezh ivez.
Daoust da se ne oa ket ken fresk-se an eñvor anezhañ em fenn ha tro 'm eus bet da zizoloiñ traoù nevez : cheñchet eo va doare da lenn. Lec'hioù 'zo 'm eus kavet un tammig re eeun, pa ya ar Priñs Bihan a blanedenn da blanedenn da skouer. Traoù 'zo a blije din kalz a-raok, evel dihun ar rozenn, hag a choman etre daou razo bremañ : perzhioù kant dre gant gwregel he deus ar vleunienn-se met... perzhioù fall kentoc'h ! He c'hened n'eo ket mestr warnañ : sed ar perzh mat nemetañ he deus. A-hend-all eo kentoc'h displijus, faeũs, feukidik... souezhet on bet o welet se pa n'em boa ket taolet pled a-raok.
A-hend-all e kav din eo deuet brav gantañ tudenn ar Priñs Bihan, n'eo ket disliv, ha tudenn an dezreveller ivez. Fromet e vezan c'hoazh gant ar gejadenn gant al louarn, ha gant ar fin. Lennet 'vez buan hag aes ; brav eo al levr gant skeudennoù e liv graet gant ar skrivagner e-unan. Laouen e oan o welet ar brezhoneg e-touez ar yezhoù eo bet lakaet enno.
Ur goumoulenn memestra, etre ni hag oabl steredennek Priñs Bihan Preder : ne zouj ket an droidigezh-mañ ouzh unan eus ar perzhioù a ra eus al levr-mañ ur bennoberenn ; ar yezh eeun. Kudenn ebet evidomp-ni tud bras met an dibab geriaoueg, an tech d'ober lenneg marteze, a serr dorioù al lennadenn-mañ ouzh ar vugale eo bet skrivet evito... Koll a ra eus e nerzh abalamour da se, a gav din

13/05/2009 GMT 1

Marc'heger ar Gergoad, Yeun ar Gow (dastumet gantañ tro 1910)

pevarlagad @ 16:26

Marc'heger ar gergoad

Ur gontadenn glasel eo, bet lakaet dre skrid gant Yeun ar Gow en ur yezh saoürus. Plijus eo da lenn eta, pa vourrer ouzh ar c'hontadennoù. Me n'on ket gwall zedennet gant an danvez met gwir eo eo brav ar brezhoneg e-barzh ha n'eus ket hirderioù spontus evel en Ar gêr villiget, na pennadoù relijiuz war-bouez ur frazenn pe ziv. Me soñj din eo mat da reiñ d'ar vugale ivez (pe... da gentañ ?).

11/05/2009 GMT 1

Argantael ha tro Breizh, Garmenig Ihuelloù (2005)

pevarlagad @ 07:25

Argantael ha tro Breizh
Ken randonus em eus kavet al levr-mañ m'eo bet darbet din renkañ anezhañ hep bezañ echuet d'e lenn. Barboterezh tout, o veuziñ diremed an itrik... Daoust d'ar roll er penn kentañ, n'heller ket anavezout an tudennoù an eil re diouzh ar re all, re niverus ha re heñvel ma z'int, ha da bep hini e anv-bihan breizhek. Ma lavaran ouzhpenn ne varc'hegan ket e komprenoc'h perak em eus kavet gwall hiiiiiiiiiiiiir va lennadenn. Un ibil fall, a gav din, er rummad Argantael... ne oa ket heñvel an daou levr kent... hag ouzhpenn, n'eo ket memes ment : n'heller ket o renkañ o-zri kichen-ha-kichen ! Grrr !
Evel just, ma ne lennit nemet evit pinvidikaat ho prezhoneg, e kavoc'h peadra puilh e-barzh. Ur roll eus ar gerioù rannyezhel (Kerne-Uhel) zo er fin, ha n'eo ket ral e vije displeget ar ger-mañ-ger gant un notennig e traoñ ar bajenn.

09/05/2009 GMT 1

Penn ar veaj, Yann-Fulup Dupuy (2005)

pevarlagad @ 08:25

Penn ar veaj

An nebeutañ a c'heller lavaret eo n'eo ket ur romant klasel. Dibabet en deus ar skrivagner ar skiant-faltazi evit dibunañ ur meni kontadenn filozofel a c'heller reiñ ouzhpenn ur ster dezhi. N'eo ket boued chaoket a zo pasket deomp, ar pezh a gavan plijus. N'emañ ket en e blas al levr er rummad-mañ (levrioù bihan Keit Vimp Bev) evit meur a abeg : re ziaes eo al live yezh evit ar vugale skoliataet e brezhoneg ; n'eus ket a-walc'h a ober e-keñver ar pezh a c'hortozont hag amsklêr eo ster an destenn evito. Me 'm eus kavet mat a-walc'h, dic'hortoz, dedennus.

04/05/2009 GMT 1

Metalikazh, Treveur (2006)

pevarlagad @ 07:39

Metalikazh
Mont a ra ar romant-mañ a-enep da dech gwan ar romantoù brezhoneg dre vras, ar senario. Tu kreñv al levr eo, er c'hontrol, un istor luziet, ijinet mat, eo ret chom tolpet e soñjoù warni evit chom hep koll an neudenn... Ur romant skiant-faltazi eo pa seller a-dost, met tremen a ra muioc'h en amzerioù tremenet pe a-vremañ p'emañ ar veaj en amzer e kreiz ar preder. Ar soñj a blij din ar muiañ eo an doare m'eo enbarzhet ar pezh a ouezer eus ar Roue Stevan diouganer e-barzh an istor. An tudennoù a c'heller krediñ enno hag a grou darempredoù etrezo un tamm. Kavet em eus farsus hini ar vamm-gozh. Pezh a vank un tammig, war ma meno, met n'on ket ur paotr ha marteze eo kentoc'h ul levr evit ar baotred, eo ur studi spisoc'h anezho, gouzout muioc'h ar pezh a santont en un doare hiniennel. Da skouer pa lavar ar plac'h eo bet krouget he daou vreur an derc'hent e kav din n'eo ket gwall wirion. Un dra bennak en he emzalc'h, d'an nebeutañ, a zlefe diskouez ne chom ket diseblant. A-hend-all 'm eus kavet mat ar fin eildiwezhañ, ha pa vijemp bet touellet ? hag ar fin ivez.
Domaj eo ne vije ket bet peurlipet an embann, ur bern fazioù poentadur, barrennoù-stag hag all a zo en destenn.
Bet en doa Metalikazh ar priz kentañ er rummad 4vare-3de klas evit Priz ar Yaouankiz 2006.

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust