
Meneget eo Princess Bride gant Orson Scott Card en e levr Personnages et point de vue : implijout a ra anezhañ en e gentelioù evit lakaat ar studierien da gompren petra eo ur romant luziet e framm. Bet o klask ar romant, eta, evit bezañ ken gouiziek hag int !
Etretant em boa disoñjet un tammig perak em boa pourchaset al levr... paket on bet gant itrikadennoù ar skrivagner e penn kentañ tout. Lavarout a ra bezañ o krennañ ur romant klasel kozh a 300 pajenn bet skrivet gant S. Morgenstern, hag a oa bet lennet dezhañ gant e dad pa oa bihan... biskoazh ne lennan oberennoù krennet pa c'hellan ober gant ar re glok, bet on o klask war ar genrouedad hag-eñ oa tu kavout an oberenn orin neuze ! Ha komprenet, pe kentoc'h deuet da soñj din en-dro, e oan bet touellet... Ar pep tra-se zo ar romant e-unan... gant kontadenn ar briñsez evel-just...
Ar blijadur o lenn an oberenn-se n'eo nemet lenneg, evidon : teurel pled ouzh an ereadurezh, ouzh ampartiz ar frammer... Gwir eo e teu brav gantañ war ar poent-se. Met n'on ket tomm ouzh ar c'hontadennoù diouzh boaz, ha diegi 'm bez o c'hoarzhin gant oberennoù satirik : Princess Bride o vezañ ur gontadenn satirik ne oan ket sot gant red an darvoudoù, kea ! Ha daoust ma vije labour propr, difazi, stilet en ur mod (ar mod a droc'h !), ne saouran ket ar skritur kennebeut : lakaat a ra ac'hanon da soñjal el lennegezh zap-zap a-vremañ, doare Werber... Pailhorennoù tout a-benn bamañ an arvesterien, ha pa skraber, netra... Ur seurt farsadenn eo al levr-mañ penn-da-benn, echuiñ a ra e kreizig-kreiz ar suspens (em embannadur-me, hini ar 25vet deiz-ha-bloaz, e oa ivez pennad kentañ Le bébé de Bouton d'or...)... Un n'ouzon ket petra, dedennus hep bezañ plijus da vat. Talvezout a ra ar boan e lenn evit gouzout, kea !