Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

Rummad: Istor

19/11/2009 GMT 1

L'invitée, Simone de Beauvoir, Frañs (1943)

pevarlagad @ 23:08

L'invitée
Iskis kenañ e oa al levr-mañ da lenn ha sebezet on chomet pa m'eus bet serret anezhañ, o vezañ ma ne ouien tamm ebet eus petra e kaozee e gwirionez. Kinnig a ra ar skrivagnerez ur c'houblad karantezus, met dieub, a ziskouez kaout un emzalc'h modern-kenañ (skiant-faltaziek zoken bremañ m'omp aet war-gil a-fed moral abaoe ar bloavezhioù 70...) : e mod-se e c'hell pep hini mont da welet tu pe du, bevañ un avañtur bennak, ha distreiñ d'e gile da gontañ dezhañ troioù-distroioù e galon. Met pa ya an avañtur da sirius evit unan pe egile e vrañsell kempouez ar garantez hag e lak anezhi en arvar. Kement-se o tremen just a-raok an eil brezel-bed : ur ral eo lenn seurt skridoù diwar-benn ar prantad-mañ eus an Istor. Koulskoude e santer, en doare m'eo skrivet, en deus koshaet al levr a-fed foñs un disterig. Deskrivet eo munut-munut an disterañ soñj a dreuz empenn an tri fenndudenn hanter (un triad, e kreiz ar jeu, ha Gerbert da lakaat traoù 'zo er gouloù), ken munut ma chomen alvaonet o soñjal el labour ijinañ hag e resisded karakter pep tudenn.
En em laosket on da vont gant red an darvoudoù, pe an nann-darvoudoù kentoc'h, ha kavet mat a-benn ar fin met iskis kenañ, netra da welet gant ar romantoù amerikan a lennan diouzh boaz, dibosubl din deskrivañ gant gerioù eeun eus petra oa kaoz. Plijet on bet dre vras daoust m'em eus kavet hirig al levr un tamm... ha n'eo nemet en ur glask ur skeudenn evit va fennad em eus kavet, e Wikipedia, an alc'hwez evit kompren ar pezh 'moa lennet.
N'eo ket "L'invitée" ur gwir romant : deskrivet e vez ennañ an darempred a oa etre Sartre, Simone de Beauvoir hag Olga. Krog e oa ar skrivagnerez da sevel en he romant he soñjezon a brederouriez evit ar pezh a sell ouzh kann an emskiantoù etrezo hag ouzh posublted, pe get, ar c'hemm-ouzh-kemm. [L'Invitée est publié en 1943. Elle y décrit, à travers des personnages imaginaires, la relation entre Sartre, Olga et elle-même, tout en élaborant sa réflexion philosophique concernent la lutte entre les consciences et les possibilités de la réciprocité.]

Ne blij ket re din gouzout re a draoù diwar-benn al levrioù emaon o vont da lenn, met santout a ran 'mije tennet muioc'h eus va lennadenn pa 'mije gouezet kement-se a-raok. N'eus forzh, talvezout a rae ar boan memestra, ha savet ennon c'hoant bras da c'houzout muioc'h diwar-benn Simone de Beauvoir a oa, war a welan, ur plac'h a-benn ! (hag "a benn"...)

29/08/2009 GMT 1

Frederig, Hans Peter Richter, Bro-Alamagn (1961)

pevarlagad @ 20:21

Frederig

Embannet eo bet e brezhoneg evit ar wezh kentañ e 2007. Meur a wezh em boa lennet anezhañ e galleg pa oan bugel, ha soñj 'm eus e veze studiet alies er skolaj d'ar mare-se. Nebeutoc'h e vez lennet bremañ ha domaj eo kar n'en deus ket koshaet tamm ebet : 'm eus aon e klasker reiñ d'ar vugale a-vremañ lennadurioù muioc'h optimist... gwelet em eus zoken en ul lec'h bennak eo bet lod al levr-mañ en ur roll a levrioù a c'houlenne tud 'zo e vijent tennet eus estell al levraouegoù dre'n abeg ma lavarent traoù re sklaer d'ar vugale ! Cheu oa bet, met a-benn ar fin n'eo ket bet lakaet da dalvezout an doare kontrolliñ-se, gwell a se.
Setu perak eo mat tre kavout anezhañ e brezhoneg bremañ.
Taolet em eus muioc'h a evezh ouzh ar framm em lennadenn-diwezhañ-mañ : kontet vez ar fedoù hervez urzh an amzer ; ar fedoù pennañ nemetken, just an darvoudoù a denn ouzh darempredoù Frederig hag an dezreveller. bep tro vez resisaet ar bloavezh e penn ar pennad : mat tre evit kavout e verkoù en Istor, merzout ne oa ket deuet ar gasoni ouzh ar Yuzevien en un taol e 1939 da skouer : n'eo ket anat evit ar vugale. Plijet on bet kalz gant ar fin, em boa soñj anezhi evel just met pas en he munudoù : dreist e kavan al liamm etre linennoù kentañ al levr o tigeriñ war Polycarpe ar c'horrig-liorzh, hag al linennoù diwezhañ ma weler en deus kollet Frederig pep denelezh e spered al lojer a soursi ouzh yec'hed e gorrig plastr hag a ra fae war kelan ar c'hrennard marvet abalamour dezhañ. Eeun eo met efedus spontus.
Heuliet em eus a-dost an tudennoù a eil renk ivez, pezh ne raen ket da 10 vloaz : laouen on bet o c'hellout niveriñ kalz anezho, an holl kazimant war-bouez daou (hag ar bugel dezreveller, e oberoù o vont diouzh tu an nazied pe ar yuzevien, hervez... hep dezhañ pouezañ ar pezh a dalv), ne gemerent ket perzh a galon vat e emdroadur ar politikerezh. Gwelet e vez tud boutin, a emezell er "Parti" evit kaout droedoù sokial, pe evit en em wareziñ peogwir o deus traoù kozh da guzhat da skouer. Pouezus kenañ eo diskouez d'ar vugale pegen lies e oa, hag eo c'hoazh, an Alamaned, tud da gentañ eveldomp ha n'eo ket "enebourien" evel ma reont diouto, tud o klask mirout o denelezh en ur wareziñ o familh.
Kalz a bri a zoujan da seurt oberennoù evit ar vugale : Frederig zo ul levr da lenn hag adlenn da n'eus forzh peseurt oad, a vez from ha kentel da dennañ dioutañ. E savboent neptu hag e skritur eeun ha sklaer a harz outañ da goshaat. Ur bennoberenn eo.

21/08/2009 GMT 1

Me a zalc'ho, Ivona Galbrun (1987)

pevarlagad @ 09:53

Me a zalc'ho

O kontañ hec'h eñvorennoù emañ ar vaouez el levr. Dedennus eo war meur a boent, ouzhpenn ma oa brezhonegerez vat. Ganet e 1904 e Pariz, eo bet dedennet a-viskoazh, e karantez zoken, gant Breizh, hag oberiant eo bet war meur a dachenn a-hed he buhez. Reiñ a ra munudoù diwar-benn an dañsoù er c'helc'hioù keltiek hag er gevredigezh he deus anavezet, ar Goursez... Pezh 'm eus kavet dedennus eo e ra he buhez evel ul liamm etre ur bern traoù 'm eus klevet anv anezho hep o lec'hiañ atav resis en amzer pe en o en-dro, da skouer : statud ar brezhoneg er skol, harlu brezhonegerien an Emsav e Pariz e-pad an eil brezel-bed, darempredoù gant Roparz Hemon pe Jef Le Penven a anavezan evel sonaozer met ne ouien ket en doa bet d'ober gant an dud-se ; skol Sant Erwan a santer mat enni egin ar skolioù Diwan da zont, ha kement 'zo... Evel just n'em bije ket graet ar memes dibaboù egeti, alies, met a-benn ar fin eo se pinvidigezh al levr, diskouez buhez unan evel m'eo bet, hep rakvarn. Teurel a ra sklêrijenn war istor an emsav.
A-hend-all, paneve ar vouedenn, ha daoust ma vije pinvidik ar brezoneg, n'eo ket gwall hoalus da lenn peogwir n'eo ket frammet gwall vat ; ober a ra monedoneoù en amzer, pezh n'eo ket gwall fur evit unan n'eo ket skrivagner. N'he doa ket bet amzer da beurlipat. Domaj eo ivez ne vije ket diskouezet kement luc'hskeudenn a zeskriv munut e korf al levr.
Ivona Galbrun he deus bevet an XXvet kantved en e bezh, kazimant, o loc'hañ eus ar gevredigezh kozh en ur dreuziñ an daou vrezel-bed. Marvet eo e 1985. Ur blanedenn espar o deus bet seurt tud ha lenn o buhezioù zo evidon kement hag heuliañ ur gentel Istor : kelennus. Plijadur 'zo !

28/07/2009 GMT 1

Ur brezelour e oan..., Donnachadh Mac Domhnaill (2006)

pevarlagad @ 11:06

Ur brezelour e oan

Un eston eo pegen diellet e c'hell bezañ ar romant-mañ. Ha, kaeroc'h 'zo, war sujedoù nebeut anavezet. Tremen a ra er 16vet kantved war inizi bro-Skos : rannañ a reer buhez ur paotrig eus ar mare-se, e zeskadurezh, e hunvreoù, ul lod bras anezho o vont da wir, ha betek m'en dije kuitaet da vat bro e yaouankiz tro e 30 vloaz da zont da vro-frañs er "garde écossaise".
Ar pezh 'm eus kavet mat tre eo ar sell a-ziabarzh : soñjet em eus kalz e kentañ lodenn Tra ma vo mor pe en Gweltaz an inizi. Dont a reer da anavezout mat-tre annezidi al lec'hioù a vev an haroz enno. Dreist eo.
Daoust hag-eñ en deus tennet ur gentel bennak ar skrivagner eus ar pezh a gaver er bajenn 369 : "An dud en em veul, kaer zo, e vez c'hoant o izelaat, kentoc'h eget o uhelaat"... emañ ar romant-mañ e-touez reoù gwellañ ar skrivagner ha n'eo ket bet lakaet tre ha tre dindan e anv : kentañ tro din da welet ! Met n'eus nemet perzhioù mat Madeg e-barzh. Goude se, ne vo ket gwall fin dezhañ paouez da skrivañ romantoù e brezhoneg emichañs. N'eo ket aet ar vammenn da hesk : da vataat, ne lavaran ket.
Ur bemol pe zaou memestra ? Souezhet on bet o kavout e fin al levr bruderezh evit levrioù evit ar re yaouank... n'em bije ket divinet e oa evito daoust d'an tem. Kalz re dev ha re... skiantel eo evit ar grennarded lennerien a-vremañ a gav din.
Hegaset on bet gant kalz a notennoù o lavaret e oa displeget ar ger-mañ-ger er frazenn da heul en destenn. Terriñ a ra red al lenn hep ret, domaj eo. Ne oa ket ezhomm anezho.

15/07/2009 GMT 1

Levr bourzh ar veaj kentañ, Kristol Goulm, bro-Spagn (1492)

pevarlagad @ 12:53

Levr bourzh ar veaj kentañ
Anvioù B. De Las Casas, an hini eo bet adskrivet lodennoù eus levr bourzh Koulm gantañ, ha Filip Oillo, troour ha studiour an embannadur e brezhoneg, zo ken pouezus all el levr-mañ : levr bourzh Koulm n'eus ket anezhañ ken, e gwirionez : dipitus !
Ul labour don ha pizh zo bet graet gant Filip Oillo, a ya d'ober an hanter eus al levr hag an hanter eus e dalvoudegezh ivez : pell emaomp eus skeudenn vrav Depardieu o tizhout aodoù amerika... Stadet vez penaos e oa a-raok, ha pegen distrujet eo bet goude tremenadenn Koulm hag e rentaoù-kont d'ar rouaned. Skoüs eo gwelet penaos e lak an indianed war renk al loened, ha c'hoazh !
Dipitet oan o welet n'eo ket un oberenn glok oa pourchaset deomp, ar veaj kentañ nemetken. Koulskoude ur wezh erruet tro kreiz al levr em boa va gwalc'h gantañ ; teknikel kenañ eo ha randonus a-walc'h da lenn. Aesoc'h vije bet din pa vije bet sklaeroc'h piv a gomz, De Las Casa pe Koulm, o verkañ an diforc'h gant lizherennoù stouet pe dev. Ul levr talvoudus eo evit gwir, met da studial kentoc'h eget da ziverrañ e amzer.

12/05/2009 GMT 1

Daerou dre ar goueleh, Jeffrey Shaw, Bro-Ganada (2004)

pevarlagad @ 20:21

Daerou dre ar goueleh
Plijet on bet gant trede romant Jeffrey Shaw dre vras. Me gav din eo an oberenn nemeti a anavezan, e brezhoneg, o c'hoarvezout e Afrika ar Su, n'eo ket dister dija. Koulskoude on bet dipitet un tammig, war un dro. Kontet e vez un istor met ne vez ket dielfennet a-walc'h personelezh an tudennoù evel ma c'hortozer vije graet en ur romant. Prientet eo mat ar suspens, met n'eo ket lusket mat er fin, ober a ra flop un tamm, re aes eo divinout red an darvoudoù. A-wezhioù e kav din ez eus un tamm re a zisplegadennoù, a draoù adlavaret. Kavout a ran skuizhus ar gourimplij a ra ar skrivagner eus ar pik-estlamma ivez : reiñ a ra ul liv skol d'ar frazennoù, n'int ket gwall skañv gant se... Daoust d'ar pep tra se e chom dedennus al levr da lenn, aes, anat. Badiner e chom Jeffrey Shaw memes war ar sujedoù grevus : n'eo ket torr-penn, hag ezhomm bras zo eus seurt oberennoù gwezhioù 'zo.

14/04/2009 GMT 1

Diougan Ketzalkoatl, Jakez-Erwan Mouton (2007)

pevarlagad @ 20:56

Diougan Ketzalkoatl
Trellet e vez an daoulagad gant ar golo met arabat kaout aon, ne sked ket al lizherennoù e-barzh ! ha ne goust ket re ger kennebeut...
Diaes eo bet din en em staliañ e-barzh an istor peogwir e vesken an daou benndudenn er penn kentañ, n'eo ket sklaer atav piv zo o kaozeal... Met ur wezh lañset, nag a blijadur ! Dedennus eo an darvoudoù ha stag mat an itrik ouzh an Istor, war-bouez ur munudig... ar spagnoled eo a bak o fegement...!
Kontet eo brav, gant suspens a-wezhioù, hag en ur veskañ a-zoare taolennoù istorel ha planedenn an haroz. Un haroz un tammig digig, treuzwelus, met n'heller ket ober gwelloc'h dindan ken nebeut a bajennoù moarvat. Kalz a ober a zo (kevrinoù, kefridi, skrapadeg, muntridi-lid, emgannoù...), met gouzout a oar ivez Jakez-Erwan Mouton ober un tard evit leuskel al lenner da zizoloiñ ar bigi armet kaer pe an natur : e ved zo gwirion ha buhezek.
Si pennañ ar romant eo ez a decrescendo un tamm a-fed skritur : lipet brav eo ar penn kentañ, gant ur pennad-digeriñ luziet (istor e-barzh an istor) met ne vez ket adimplijet mat e dudennoù evit klozañ al levr : domaj eo.
Ne gav ket din e vije mat paouraat un oberenn evit lakaat anezhi da glotañ gant un niver a bajennoù resis pe me 'oar : ma ne ya ket evit ar genstrivadeg-mañ (Priz ar Yaouankiz) ez eus prizioù all... Me gav din e vije gouest Jakez-Erwan Mouton da vont pelloc'h gant e soñjoù, da ziorren muioc'h, en ur vataat kalz e levrioù. E vrezhonek pinvidik hag e ouiziegezhioù istorel ne vezont ket priziet atav gant ar skolajidi hervez o zalvoudegezh. Perak n'em lakfe ket da skrivañ evit an dud deuet un deiz bennak ?

13/04/2009 GMT 1

An deiz hirgortozet, Gégé Gwenn (2007)

pevarlagad @ 08:10

An deiz hirgortozet
N'on ket bet entanet gant ar romant, daoust ma kavfen kalz a berzhioù mat dezhañ. Marteze e tiskouez bezañ muioc'h un testeni Istor eget ur romant, hag a-wezhioù e kaven hir va amzer o lenn. Gwirion eo an aergelc'h e-keñver stourmoù sokial ha lakaat a ra da advevañ ur maread resis (1980), met war un dro n'eo ket gwallzedennus. Fentus e oa anavezout tud e-barzh : Bernez Tangi, Youenn Gwernig... Kalz a ampartiz a ziskouez Gégé Gwenn er senennoù karantez, met ar re-se zo peget war-c'horre ar romant evel pa ne vefent ket lod dioutañ ; tevel a ra libido an haroz kerkent hag aet ar plac'h diwar-wel, hag ar plac'h ne servij nemet da c'hoariell : nebeut a van a reer ouzh he buhez, ouzh he istor, an haroz zoken ne implij anezhi nemet evel un dra kazimant. Me gav din n'eo ket mesket mat an drammoù war ar sujed-se. Er c'hontrol, pezh em eus kavet plijus eo hollvezañs ar sonerezh : amañ emañ penn-da-benn, a-wezhioù bommoù o nijal, a-wezhioù pozioù ur ganaouenn, se a sikour brav da adkrouiñ un aergelc'h bet.
Ar gudenn pennañ evidon eo e vezer en ur bed paotred ne vev nemet paotred ennañ ; me 'm eus poan o vont e-barzh. Ar memes diaesamant em boa bet gant Piv a glevo, romant kentañ Herve Ar Gall. Gwelout a ran meur a dra heñvel etre an daou.
Din da c'houzout e oa romant kentañ Gégé Gwenn, normal eo ne vije ket peurvat ; deuet eo mat gantañ dre vras. 3 romant all a zeuio da glokaat hennezh : ur pezh-mell gronikenn a vo a-benn ar fin. Mall zo warnon gwelet an disoc'h, ha spi 'm eus ivez e skrivo traoù muioc'h faltaziek war-lerc'h peogwir en deus ur brav a daol-pluenn.

Gall a rit klevet Gege Gwenn o kaozeal diwar-benn e levr skrivet hag ar re da zont amañ. Farsus eo, ouzhpenn !

10/04/2009 GMT 1

Helgvor ar stêr c'hlas, J.-H. Rosny Henañ, Bro-Veljik (1929)

pevarlagad @ 22:02

HelgvorKentañ embannadur Helgvor du Fleuve Bleu e brezhoneg eo hennezh : deuet er-maez e 1999, 70 vloaz goude an destenn orin eta. Eil oberenn ar skrivagner eo o vezañ bet troet ivez, goude Brezel an tan. M'en dare penaos eo bet graet an dibab treiñ : n'eo ket souezhus evit Brezel an tan, oberenn anavezetañ ar skrivagner, met Helgvor ar stêr c'hlas n'eo ket anavezet e galleg...
Peuriñ a ra an daou romant e-barzh ar memes park, ar ragistor, ha gant kement a ampartiz. Suspens a zo, pa glask an haroz saveteiñ div vaouez kondaonet d'ar marv. Paket e vezer gant red an darvoudoù. Deskrivet mat eo al lec'hioù, arguzennet oberennoù an tudennoù : gouzout a reer ar pezh a santont hag a sonjont, dreist eo. Plijus eo al lennadenn penn-da-benn. Ouzhpenn eo skeudennaouet brav al levr, e liv peurliesañ, moarvat gant skeudennoù an embannadur orin. Ul labour brav ha kempenn zo bet graet gant Hor Yezh. C'hwitet eo an titl avat, war ma meno. E galleg e komprener diouzhtu eo Helgvor anv un den, e brezhoneg n'eo ket anat d'an holl. Me gav din vije bet mat lakaat un titl muioc'h seksi.
Estreget romantoù diwar-benn an "oadvezhioù feuls" en deus skrivet J.-H. Rosny Henañ : kalz a romantoù skiant-faltazi en deus skrivet ivez, d'ur mare ma ne oa ket eus ar ger "skiant-faltazi" c'hoazh ; emañ e-touez ar re o deus diazezet ar jener-se. Marteze hor bo ar chañs da lenn un toullad anezho e brezhoneg ur wezh bennak... Mat e vije peogwir eo ur romantour prizius, leun a skiant hag a ijin.

26/03/2009 GMT 1

Ar 5 skoed a Vreizh, Evelyne Brisou-Pellen, Frañs (1993)

pevarlagad @ 09:24

Ar pemp skoed a vreizh
Embannadur brezhonek al levrenn gentañ zo eus 2006. Embannet e oa bet Les cinq écus de Bretagne hag al levr da heul Les portes de Vannes e 1993 e galleg. Tro em boa bet da lenn anezho d'ar mare-se. E-barzh romantoù Evelyne Brisou-Pellen emaint e-touez ar re wellañ war ma meno. Ar skrivagnerez-se zo ispisializet war ar romantoù istorel evit ar yaouankiz : gall a reoc'h bizitañ he lec'hienn amañ. Ur souezh an niver a romantoù a zo deuet ganti ! Kalzig anezho o plediñ gant danvez Breizh : laouen on e vije krog Mark Kerrain en lakaat anezho e brezhoneg. Perzh dibar Evelyne Brisou-Pellen eo ar resis m'eo he dielloù, gall a reer fiziout enni evit deskiñ mat an Istor.
E 1469 emaomp, e Roazhon dreist-holl. Un emzivadez a ya davet he zad-kozh n'anavez ket : ar familh nemetañ a chom dezhi. Leun a gevrinoù en em ziskuilh, siwazh ne ra an istor nemet kregiñ, ha chomet eo sac'het an eil lodenn en un tu bennak etre an troer, an ti-embann ha me oar... Ur wezh ouzhpenn e chom al lenner e fri war ar gloued. Daoust hag-eñ vo tu da gaout ar fin ur wezh bennak ?
Plijus eo da lenn, met n'on ket evit herzel da soñjal eo re ziaes ar yezh evit krennarded divyezhek. Sañset eo bezañ mat evit ar 6vet pe 5vet klas... P'o do tizhet ar vugale al live rekis evit peurgompren an istor ne vint ket dedennet gant an danvez ken... Sed kudenn meur a levr evito e brezhoneg.
Evit ar re vras eo plijus tre, atav, ha deskiñ a reer gerioù.
En dazont e karfen e vije troet Le mystère de la nuit des pierres, an hini a blij din ar muiañ, moliac'h un disterig...

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust