Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

Rummad: Galleg ha bet lakaet e galleg

02/01/2009 GMT 1

100 petites expériences en psychologie du consommateur, Nicolas Guéguen, Frañs (2005)

pevarlagad @ 09:47

100 expériences psychologie consommateur
Perak e tlefe bezañ glas paperioù treuzvankañ Diwan ?
Sed ur goulenn a vez respontet outi el levr e-touez reoù all...
Kavet ez eus din e oa un nebeut soñjoù mat da adimplijout war ar standoù a bep seurt a glasker rastellat arc'hant o terc'hel anezho : kentoc'h eget marmouziñ ar pezh a weler pa z'eer en ur gourmarc'had bennak, didouezhiañ ar pezh a sell ouzhimp el levr ha leuskel ar peurrest a-gostez.
A-hend-all e c'heller gwiriañ omp gwerzhet gant ar werzherien, siwazh ne vez ket roet ostilhoù evit mont enep d'o doareoù seul eeunoc'h seul efedusoc'h. Diaes chom hep mont da brenañ defotachoù ur wezh an amzer ! O c'houzout mont en-dro an teknikoù hag o anvioù (pied-dans-la porte ; porte-dans-le-nez ha kement 'zo !) eo aesoc'h kas ar werzherien dre bellgomz da sutal koulskoude.
Aes eo al levr da lenn. Kavout a ra din e vez adlavaret re traoù 'zo dre ar frammañ mod amerika : pennad-digeriñ o kinnig ar pezh a zeuio, bouedenn (gant sifroù, honnezh), pennad-klozañ oc'h adlavarout evit un trede gwezh pezh oa bet desket er pennad-digeriñ, ma tisoñjer goude-se eo omp tizhet gant Alzheimer moarvat ?
Ul levr da veveziñ, da amprestiñ el levraoueg kentoc'h eget da brenañ eta.

29/12/2008 GMT 1

"Assassins" (1994) ha "Sainte-Bob" (2000), Philippe Djian, Frañs

pevarlagad @ 10:02

assassinssainte-bob
Philippe Djian eo an hini en doa skrivet ar romant 37°2 le matin.
An daou levr-mañ a ginnigan asambles peogwir int kentañ ha trede hini un deiroberenn ; hag a-benn ar fin n'eus nemet al liammoù etrezo on dedennet ganto. Istor "Assassins" on bet plijetoc'h ganti eget gant an hini all peogwir ez eus kalzig a suspens, da vareoù 'zo d'an nebeutañ. N'eo ket gwall wirheñvel an darvoudoù a vez kontet deomp met lennet e vez buan hag hep displijadur, hep leuskel ur roud don en eñvor kennebeut. Perak em eus bet c'hoant da gaozeal diwar o fenn neuze ? Peogwir e weler haroz Sainte-Bob, skrivagner anezhañ, o sevel an daou romant kent, en ur vevañ ur vuhez n'he deus ket kalz tra da welet gant an istorioù a gont, er fedoù, met oc'h adimplijout en e zoare dezhañ an dud a zo tro-dro dezhañ evit e levrioù, en ur cheñch anezho pe get hervez ar pezh en deus c'hoant da lakaat anezho da ober pe da skeudenniñ, hervez he c'harantezioù hag e c'hoantoù dial. Kavet em eus farsus diskoachañ al liammoù etre an tudennoù eus an eil levr d'egile. Dreist-holl p'eo anat emañ pell buhez haroz "Sainte-Bob" diouzh buhez ar skrivagner c'hoazh. Ur seurt "mise en abyme" 'zo, graet gant ar skrivagner hep terriñ e benn, diwar c'hoari kentoc'h ! Dedennus.

24/12/2008 GMT 1

Les amoureux de Léonie, Jo Hoestland, Frañs (2003)

pevarlagad @ 09:36

Les amoureux de Léonie
Ur madig a vez lennet disoursi dindan un hantereurvezh bennak, gant tudennoù dreist hag ul loiad bras a fent. Ne c'hortozer ket ar fin, daoust da se e chom gwirheñvel. Ul levrig dreist d'ho tiroufennañ.

Au secours c'est Noël ! Anne Fine, bro Saoz (2003)

pevarlagad @ 09:24

Au secours c'est Noël
Ral a wezh e vezan dipitet gant levrioù an dastumadeg "Neuf" e ti "L'école des loisirs".
Kinnig a ran deoc'h ul levr eus ar c'houlz hiziv...
N'eo ket anat komz eus Nedeleg ha kaout soñjoù nevez ; amañ e c'hoarzher a galon vat koulskoude gant un dastumadeg a boltredoù kreñv o zemz-spered hag un doare dic'hortoz da zisplegañ ha da ziskoulmañ an traoù. Kinnig hol dud an ti gant teir frazenn o deus lavaret war an deiz da skouer (efedus mat).
Talvezout a ra ar boan merzout eo fentus, peogwir e c'hell bout ponner mat al levrioù sañset lakaat bugale an oadoù-se da c'hoarzhin.
N'eo ket gwall dev (137 pajenn) met tremen a reer ur prantad plijus.
Anne Fine he deus skrivet kalz a levrioù evit ar vugale, en o zouez "Madame Doubtfire".

23/12/2008 GMT 1

Il y a un garçon dans les toilettes des filles, Louis Sachar, Amerika (2001)

pevarlagad @ 15:15

Il y a un garçon dans les toilettes des filles

Ur wir ognonenn eo bet al levr-se evidon peogwir em eus leñvet penn-da-benn an istor. Ar pep gwashañ o vezañ pa lak ar paotr er boubellenn al listenn sujedoù en dije c'hoant da gomz diwar o fenn gant ar vaouez a ra war e dro er skol, abalamour m'eo bet flemmet gant teodadoù e c'hoar hag a zo normal, hi !
Sed ar pezh ne gomprenan ket : penaos e c'heller skrivañ evit ar vugale, gant gerioù ken aes, ken eeun, ha skeiñ kalonoù tud gour gant kement a nerzh hag a feulster.
Marzhus e kavan seurt levrioù, peogwir e c'hoarvez un dra bennak da vat etre al lenner ha tudennoù an istor. Ur wir gentel skrivañ e kav din ez eo.

21/12/2008 GMT 1

American tabloïd, James Ellroy, Amerika (1995) Kentañ levr an heuliad teir-oberenn "Underworld USA"

pevarlagad @ 09:10

American tabloïd

Bluffet on gant ar romant o tiskouez ur prantad eus Istor Amerika deus an tu teñval, hini ar mafia, ar muntrerien hag all. Ar skrivagner en deus ur stil lemm tre, evel barzhoniel, pezh a ra ur c'hemm mat gant ar sujedoù a bled ganto. Du-pod eo ar bed a gas al lenner ennañ avat, ha taer, ken taer ma vezan lakaet diaes gant e feulster ha m'em eus bet mil boan oc'h echuiñ al levr.

15/12/2008 GMT 1

Les thanatonautes, Bernard Werber, Frañs (1996)

pevarlagad @ 11:17

Thanatonautes
Erez 'm eus ouzh levrioù Bernard Werber. Koulskoude, n'on ket evit chom hep lenn anezho peogwir e kavan ret gouzout an diabarzh anezho, met ur binijenn eo din o lenn. Sur mat eo Bernard Werber un orin a zen, a blij dezhañ hen diskouez. Diabarzh e levrioù a lak an nen d'en em soñjal war mabden en un doare disheñvel. Met e levrioù zo lakaet ganin e-barzh ar rummad levrioù eo mil gwezh dedennusoc'h lenn traoù diwar o fenn eget al levrioù o-unan.
Kavout a ran dedennus ijinadennoù an aozer, peogwir en deus kalz a ijin, un ijiner eo muioc'h eget ur skrivagner. A-hend-all e levrioù, war ma meno, n'int ket skrivet. N'eus stil ebet dezho, ha eñ ne ziskouez kaout anaoudegezh ebet eus petra eo un dudenn pe un den zoken ; n'eus roudenn ebet a bsikologiezh en e romantoù ha lakaat a ra an tudennoù d'ober un tammig forzh petra gant ma vije c'hwezhet pe dic'hortoz. Teilerezh eo penn-da-benn. Kleuz eo e istorioù, me gav din e tlefe gwerzhañ e ijinadennoù da wir skrivagnerien evit ma vije savet oberennoù gwir ganto.
Savet eo al levr-mañ evel ur senar tele, bommoù traoù all vez gourlakaet etre pennadouigoù an istor. Me gav displijus ar romant da lenn peogwir eo ret hen lenn en un doare paouez-dibaouez. Evidon, braslenn a ran betek kavout ur roudenn bennak evit sikour an istor da vont war-raok.
Ponner e kavan ar yezh ivez.
Setu, graet eo : n'em bo ket d'e lenn div wezh, gwell a se.

13/12/2008 GMT 1

Comment écrire un thriller, André Jute, Amerika (2004)

pevarlagad @ 22:05

comment-ecrire-thriller.jpgKudenn al levr-se eo bezañ bet skrivet gant... ur skrivagner. Evit un dornlevr, n'eo ket efedus. Re helavar, tanavaet an titouroù gant re a frazennoù... ret e vije adsevel ur roll eus an alioù fur da implijout peogwir eo diaes eñvoriñ anezho dindan ur c'hentañ lennadenn.
Perak bezañ bet prenet seurt levr, pa n'emaon ket e sell skrivañ romantoù suspens e mod ebet ? Bet on o urzhiañ levrioù Orson Scott Card o reiñ kuzulioù d'ar skrivagnerien, da gentañ tout peogwir e plij din kalz ar skrivagner, hag e kave din e kavfen enno alc'hwezhioù da gompren huderezh e skridoù. Hennezh 'oa e-kichen, ha savet ennon ar c'hoant da guriuzenniñ...
Gall a ra neuze bezañ lennet evit klask lenn ar romantoù-suspens war meur a live (hini ar suspens, hini ar saverezh) pe, m'oc'h skrivagner, evit tennañ splet eus traoù 'zo...
Ar pezh 'm eus kavet-me dedennus :
- Skrivañ un eurvezh bemdez, kerkent ha kroget an eurvezh, hep renkañ ho purev na netra a-raok (estregedon en dez ezhomm da renkañ e di a-bezh a-raok boulc'hañ gant e labour neuze ? gwelloc'h en em santan !)
- Skrivañ ar muiañ posubl : troc'het 'vo war-lerc'h pezh zo a re
- Chom hep reizhañ e-kerzh skrivañ, mont war-raok kousto pe gousto
D'an nebeutañ e ro c'hoant al levr-se d'en em lakaat da skrivañ, n'eo ket ur perzh fall dija.
N'on ket bet plijet tamm ebet gant ar stil. Daoust hag-eñ e teufe eus an droidigezh ? C'hem. N'in ket da lenn romantoù suspens gantañ, a gav din.

Le maître des illusions, Donna Tartt, Amerika (1993)

pevarlagad @ 21:39

maitre-illusions.jpg

Kelc'hius eo aergelc'h ar romant-se. Anavezout a ra mat Dona tartt korntroioù kalon mab-den. Emaer da vat e kreiz an istor. He skritur pizh ha munut zo eeun ivez. Kalz, kalz a blijadur em eus bet o lenn al levr. Daoust da se e vagan keuz o vezañ dizoloet he eil romant "Le petit copain" a-raok an hini kentañ-mañ ; peogwir e c'hortozen re dioutañ marteze.
War a seblant e teu er-maez ur romant ganti bep... dek vloaz ! 5 bloaz da c'hortoz ne chom ken... amzer 'mo da adlenn an daou kentañ eta...
Plijout a ra din e vefe ur plac'h he dije skrivet oberennoù ken brav ha ken speredek. Pet gwezh 'meus klevet ne oa nemet ar baotred a oa gouest da grouiñ dre anien ? Darbet krediñ, ouzhpenn. Er XXIvet kantved emaomp, n'eo ket e penn an hent e-keñver kevatalded.

12/12/2008 GMT 1

Quand est-ce qu'on arrive, Howard Buten, Amerika (2002)

pevarlagad @ 09:38

Quand est-ce qu'on arrive

Levrioù all gant Howard Buten, Quand j'avais cinq ans je m'ai tué, Le coeur sous le rouleau compresseur ha Monsieur Butterfly, em eus lennet meur a wezh hag a chom em levraoueg evit pell c'hoazh.
Daoust hag-eñ on taget gant ar gozhni ? N'on ket bet plijet kalz gant hennezh, na gant Il faudra bien te couvrir, adtommet eo ar geusteurenn a gav din, ha disteraat a ra huderezh e levrioù kent dizoloiñ e deknik-gwriat.
E mod-se, pa ne beger ket en istor, e c'heller sellet ouzh ar c'hrafoù. Unan mil implijet gantañ eo an diviz bouzarded : unan a lavar un dra bennak d'unan all, hag a "respont" en ur heuliañ e soñjoù dezhañ, ar pezh a zegas d'e soñj pezh zo bet lavaret gant an hini kent. Lakaat a ra da soñjal er c'hoari "ti ar re foll" a reer er c'hreizennoù-vakañsiñ evit ar vugale. Arabat respont d'ar goulenn zo bet savet ouzhoc'h, met d'an hini 'oa bet savet d'unan all a-raozoc'h.
Maneal a ra an diviz bouzarded gant kalz a varzhoniezh.

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust