Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

Rummad: Fent

15/06/2009 GMT 1

Ecritures en partage n°8 : Un lieu dans ma vie (2009)

pevarlagad @ 08:51

Un draezenn eo da gentañ-tout al levrig liesyezhek-mañ kenembannet gant Langues du Tonnerre hag ar gazetenn Hopala. Bep bloaz e vez pedet an neb a gar, gant ma vije eus korn-bro Brest, da skrivañ un destenn en e yezh n'eo ket ar galleg. Un tem vez kinniget : "Ul lec'h en ho puhez", ar wezh-mañ, hag e tle pep testenn bout berr dre ma vez embannet tal-ouzh-tal an destenn en e yezh orin hag an droidigezh e galleg. Dornataet e vez da gentañ gant kuriusted rak al liesseurt m'eo ar gerioù, ar skriturioù, lakaet kichen-ha-kichen gras d'an degouezh-se. 30 yezh bennak zo ar bloaz-mañ ha d'ar brezhoneg ur plas a-feson gant 11 testenn. Brav.
En ur stad spered ispisial e tleer bezañ evit lenn al levr penn-da-benn : digor, kurius, evel pa vijer e vakañsoù oc'h ergerzhout ur vro nevez. Plijet on bet gant spered an aozerien p'o deus disklêriet e oa bet skrivet testennoù 'zo gant tud boutin, reoù all gant skrivagnerien, met e oa kevatal an holl destennoù e-keñver dinite. Bommoù denelezh eo a vez profet deomp gant pep hini, en un doare diampart a-wezhioù, pezh a zegas ur vraventez ouzhpenn, evel pa gaver brav tresadenn ur bugel. Kavet 'm eus dreist This room is a railway station, La cuisine de la résidence à Montrouge, El inquilino Damien Gueguen. A-feson em eus kavet ivez komz-plaen rimet Franck Bodenes en En va lokennig plakoplastret. Chomet on o klask reiñ ur ster da Lettres cachées hep gellout kavout an alc'hwez anezhañ met plijet on bet memestra
Dre vras e komz an dud eus lec'hioù a garont, an hini a vevont ennañ bremañ pe aliesoc'hik an hini a vevent ennañ pa oant bihan. Tud all o deus kavet ul lec'h en amzer pe frankaet an dachenn orin. Dreist eo meizañ pegen heñvel omp holl en tu-hont da son ha neuz ar gerioù. Un taol-arnod dedennus e kav din ez eo, lakaat an dud da rannañ ar pezh o disrann, o yezh !

Klasket 'meus un destenn bennak e kembraeg, en aner. Ne vije kembread ebet e bro-Vrest eta ? Ar bloaz a zeu marteze...

Pennduig ma c'hazhez, Herri ar Borgn (2004)

pevarlagad @ 07:40

Pennduig ma c'hazez
Kontrol d'ar pezh a c'hellfer krediñ diouzh ar c'hentañ sell, n'eo ket ul levr evit ar vugale tamm ebet. Evel Moc'h-gouez Kenekan e vez renket gant ar romantoù defod da c'houzout 'ba peseurt rummad lakaat an dezrevelloù iskis-se ! En honnezh e lenner un diviz etre Pennduig hag he mestr. Ar gazhez, dre he c'hlemmoù hag he gourc'hemennoù, a lak ar skilf war ar pezh a ya a-dreuz er bed met, dreist-holl, a lak er gouloù munudoù eürus bezañs mabden ha... mabloen ? E-kerzh al lennadenn e teuer da anavezout gwelloc'h ar skrivagner hag e filozofiezh eus ar vuhez, emgannoù hag all. Mard eo dibreder an ton, n'eo ket dibreder al levr. Ober a ra dave d'ur bern traoù, lec'hioù, oberennoù, ur wezh pe ziv n'on ket bet evit kompren eus petra 'oa kaoz met farsus e vez atav peogwir ez eus kalz a fent. Bourrus eo da lenn, en ur gwenedeg pemdez saoürus gant ur bern c'hoarioù-gerioù. N'emañ ket ar fin, taoloù pav Pennduig, tre gant ar memes ton, n'eo ket ar c'hazh a gaoz met ar mestr, anat. Sklaer eo e teu aes ar gerioù dezhañ dindan e bluenn. Mousc'hoarzhus, kempouez ha didrabas, plijus eo kavandenn Herri ar Borgn.

30/04/2009 GMT 1

Changement de décor (1975), un tout petit monde (1984), Jeu de société (1988), David Lodge, Bro-Saoz

pevarlagad @ 09:05

Changement de décor
Diaes eo krediñ e vo ebat pa weler eus petra zo kaoz : daou gelenner skol-veur, unan eus Bro-Saoz hag unan eus Amerika, a eskemm o fostoù e-pad 6 miz... Koulskoude e vez c'hoarzhet kalz, hag hep en em rediañ : ur ral ! Bez ez eus ur "c'homique de situation" n'heller ket chom klouar razañ... Daoulagad lemm en deus David Lodge, hag ur bluenn ken lemm all pa n'eo ket ponner ar pezh a skriv, goût a ra maneal an elipsoù evit skañvaat e istor hag astenn ar suspens. Plijet on bet kalz gant ar frammadur simetrik : gall a rafe diskuliañ re vuan ar pezh zo da zont, met ne ra ket. En desped da bep tra e chom kazimant gwirheñvel ar romant. Dreist eo.
Un tout petit mondeEn Un tout petit monde e veajer a-hed hag a-dreuz ar bed da heul kelennerien skolveur sot gant kendalc'hioù etrevroadel, ha n'eo ket evit abegoù lenneg peurliesañ. Kalz a fent a zo c'hoazh, ha diskouez a ra ar skrivagner e ampartiz da ziluziañ kement tra dister en deus laosket da gompren da vare pe vare : en trede levrenn vo heñvel, kontañ a ra traoù didalvoud a-wezhioù, ha diwezhatoc'h e vez merzet int alc'hwez un dra bennak. Chom a reer atav war evezh gras d'an degouezhioù-se hag a ro kalz a bebr d'ar romantoù.
Jeu de société

Ne vez ket c'hoarzhet kement e trede levrenn ar rummad. Gwelet a reer bed ar skolioù-meur hag hini an embregerezhioù o stokañ an eil ouzh egile. Kavet em eus mat tre poltred rener an embregerezh er penn kentañ. En un doare soutil (ha nebeutoc'h soutil ivez) e teu eskemmoù d'en em wiad etre an daou benndudenn, ar soñjoù a ra o hent, a cheñch perc'henn tamm-ha-tamm. Diskouez a ra David Lodge kaout ur sell war-gil war e labour, bezañ gouest da lec'hiañ e blas er bed tro-dro. Dedennus eo ken ez eo.
N'em boa lennet netra gant David Lodge a-raok met dizoloet em eus gant ar rummad-se ur skrivagner emaon o vont da glask e zaremprediñ pelloc'h.

19/04/2009 GMT 1

Blaz an holen, Filip Oillo (1996)

pevarlagad @ 16:22

Blaz an holen
Pour ha trichin 'm eus da reiñ d'ar romant brud-mat-mañ.
A-du on gant ar gourc'hemennoù a vez roet dezhañ peurliesañ : modern eo, plijus eo ar yezh anezhañ, kalz a fent zo ennañ, war se, netra da lavaret, tremen a reer prantadoù plijus gantañ.
Met daoust hag-eñ eo ur romant e gwirionez ?
Entanet e oan bet gant istor karantez ar penn kentañ : ne bad nemet 86 pajenn allas. Goude-se eo un istor all penn-da-benn : dreist em eus kavet an arguzenn anezhi : ur paotr a ya da zastum brezhoneg bev diwar muzelloù tud kozh a lip o loa a vuzul ma kuita anezho, dre zegouezh... ur soñj mat. Ar justis a lak e grabanoù war ar paotr. Ha setu eñ kaset d'an toull-bac'h : n'eo ket farsus tamm ebet ken, cheñchet eo an ton penn-da-benn. N'eus ket blaz an traoù bevet war ar pezh a gont Filip Oillo er bomm-se (gwell a se evitañ moarvat). En un doare dic'hortoz e vez dieubet hag ez a da Afrika : un istor all a grog adarre. Hag honnezh ne vo echuet biken, a gav din, prometet ma oa bet 14 bloaz zo un eil levrenn e anv : C'hwezh ar pebr...
Traoù peget etrezo, hep unvaniezh a don, hep haroz en dije perzhioù dezhañ e-unan : ar romant n'eo nemet ur skrid-diskouez, n'eus foñs ebet ennañ. Santout a reer e oa peadra, pinvidigezhioù en egin, setu perak e oa bet roet ar priz Langleiz dezhañ e 1995 moarvat, met n'en deus ket enoret ar skrivagner ar brud vat bet roet dezhañ un tamm re abred, marteze...
Fin, n'eo ket marv c'hoazh, arabat koll kalon ;-)

08/04/2009 GMT 1

Princess Bride, William Goldman, Amerika (1973)

pevarlagad @ 12:51

Princess Bride 25

Meneget eo Princess Bride gant Orson Scott Card en e levr Personnages et point de vue : implijout a ra anezhañ en e gentelioù evit lakaat ar studierien da gompren petra eo ur romant luziet e framm. Bet o klask ar romant, eta, evit bezañ ken gouiziek hag int !
Etretant em boa disoñjet un tammig perak em boa pourchaset al levr... paket on bet gant itrikadennoù ar skrivagner e penn kentañ tout. Lavarout a ra bezañ o krennañ ur romant klasel kozh a 300 pajenn bet skrivet gant S. Morgenstern, hag a oa bet lennet dezhañ gant e dad pa oa bihan... biskoazh ne lennan oberennoù krennet pa c'hellan ober gant ar re glok, bet on o klask war ar genrouedad hag-eñ oa tu kavout an oberenn orin neuze ! Ha komprenet, pe kentoc'h deuet da soñj din en-dro, e oan bet touellet... Ar pep tra-se zo ar romant e-unan... gant kontadenn ar briñsez evel-just...
Ar blijadur o lenn an oberenn-se n'eo nemet lenneg, evidon : teurel pled ouzh an ereadurezh, ouzh ampartiz ar frammer... Gwir eo e teu brav gantañ war ar poent-se. Met n'on ket tomm ouzh ar c'hontadennoù diouzh boaz, ha diegi 'm bez o c'hoarzhin gant oberennoù satirik : Princess Bride o vezañ ur gontadenn satirik ne oan ket sot gant red an darvoudoù, kea ! Ha daoust ma vije labour propr, difazi, stilet en ur mod (ar mod a droc'h !), ne saouran ket ar skritur kennebeut : lakaat a ra ac'hanon da soñjal el lennegezh zap-zap a-vremañ, doare Werber... Pailhorennoù tout a-benn bamañ an arvesterien, ha pa skraber, netra... Ur seurt farsadenn eo al levr-mañ penn-da-benn, echuiñ a ra e kreizig-kreiz ar suspens (em embannadur-me, hini ar 25vet deiz-ha-bloaz, e oa ivez pennad kentañ Le bébé de Bouton d'or...)... Un n'ouzon ket petra, dedennus hep bezañ plijus da vat. Talvezout a ra ar boan e lenn evit gouzout, kea !

02/04/2009 GMT 1

Kañfarded milin ar wern, Fañch Peru (2008)

pevarlagad @ 08:13

Kañfarded milin ar wern
Prenet em eus al levr peogwir on bet touellet gant e c'holo, damheñvel e stil ouzh hini Teñzor Run ar Gow adembannet n'eus ket pell 'zo gant Skol Vreizh : titl liesliv, hag ar meneg a gañfarded... Diwar dizh em eus kredet e oa ur romant nevez evit krennarded, pezh n'eo ket. Droug 'oa ennon war-lerc'h ! Lennet 'm eus anezhañ koulskoude. Ha gant plijadur : gros eo ar bourdoù un tamm, "telefonet" meur a wezh, met war un dro int naturel, poblek. Kredet 'vije eo bet skrivet evit lakaat ar re gozh da c'hoarzhin, pezh ne ra ket sur a-walc'h : pet anezho a oar lenn e brezhoneg ?
N'eo ket evit krennarded eo bet skrivet kennebeut, ne glot ket ouzh kodoù ar stil, (lonkañ a ra kalzig an daou gañfard, sklaer eo pa seller MAT ouzh ar golo) koulskoude m'en dare ma n'eo ket int a c'hoarzhfe ar muiañ o lenn se.
Gwirion eo an ambiañs, du-mañ en em santer, ur perzh dreist eo ; ha Fañch Peru, ma n'eo ket paotr an itrikoù luziet, n'eus ket par dezhañ evit testeniañ brezhoneg yac'h bro-Dreger gant e bluenn. Gant se n'em eus ket keuz ouzh va frenadenn a-benn ar fin, marteze en em lakin da lenn traoù all gantañ... (un a priori em boa goude bezañ lennet dre red Bugel ar c'hoad er skolveur...). Skañv eo, berr, ha brav a-fed yezh.

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust