
N'on ket tik gant al levrioù psikologiezh ; ur wezh an amzer e lennan unan bennak peogwir e vez prestet din, evit magañ ar gaoz. Sed pezh a zo bet c'hoarvezet ar wezh-mañ (met piv an diaoul a c'hellfe mont da brenañ ul levr gant ur vaouez disi o sellet ouzhoc'h gant un tres ken amoed war ar golo ???).
Diaes e vez din en em lakaat e-barzh 'blam d'ar stil un tammig eeun ha didaktik evit chom hep lavaret kentelius...
Met evit ur wezh, em eus kavet dedennus hennezh, L'intelligence du coeur.
Loc'hañ a ra an oberourez eus ar fed e c'heller muzuliañ ar QI, met pas ar fed da vezañ gouest da liammañ darempredoù aes ha don gant an dud ; koulskoude eo un donezon n'heller ket dioueriñ evit ober e dreuz er vuhez en deiz a-hiziv. Klask a ra neuze, en ur seurt "yezhadur" eus an trivliadennoù, reiñ ar roudoù diazez a bermet da gaout ul live diazez war ar poent-se. Speredek em eus kavet he soñjoù hag he c'hinnigoù dre vras. Talvoudus evit an hurusenn a blac'h a ouezan bezañ !!! (kavet 'm eus ar ger brav-se e romant diwezhañ Evenou)...
Ar gudenn eo pa adserrit al levr. Ret vije rannañ ar pezh a santit gant an dud met ne reont ket foutr ouzhoc'h ! E e... ma, un utopiezh brav e oa memestra !
Evit pezh a sell ouzh an eil levr eo heñvel a-walc'h ouzh an hini kentañ (bommoù bras anezhañ o vezañ meneget e-barzh zoken) met kreizennet war an diaes m'eo an darempredoù etre tud ha bugale. Kavet em eus dedennus anezhañ peogwir e kinnig Isabelle Filliozat digeriñ e zaoulagad war ar pezh ez eo an darempredoù da vat, n'eo ket ar pezh a zlefent bezañ. N'eo ket ral ne garfe ket unan eus an dud ar bugel-mañ-bugel, da skouer. Ne dalv netra asuriñ ar c'hontrol : ret eo asantiñ d'ar fed-se ha lakaat gerioù war ar pezh a vez, forzh penaos, santet gant an holl, a-benn diluziañ ar gudenn. Ur bern skouerioù tennet eus he labour a sikologiez he deus lakaet, sikour a ra ivez da geñveriañ ho kudennoù gant reoù ar re all ha da relativizañ en ur mod.
Kemeret em eus amzer d'en em soñjal un tammig war ar fed e c'hellen lenn levrioù Isabelle Filliozat ha pas reoù all (unan all oa bet prestet din war un dro met n'em eus ket gellet e echuiñ). Da respont em eus kavet e oa peogwir ez eus heñvelidigezhioù etrezomp. Graet he deus studioù hir, lent eo chomet e-pad pell hag ul lennerez touet eo eveldon ! Tamm-ha-tamm eo 'm eus rastellet ar munudoù-se en he levrioù. Farsus em eus kavet.