Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

Rummad: Danevelloù

30/05/2009 GMT 1

Truez va Doue, Didrouz (1980)

pevarlagad @ 07:49

Truez va Doue

Iskis a ditl evit desachañ lennerien, dreist-holl bremañ m'eo diamzeret ar golo. Daoust d'an awen relijiel eo gwir lennegezh a gaver en dastumad danevelloù-mañ. Kavet em eus brav tre Al lizher meur peogwir e kav din eo milzin ha soutil an doare ma kas ar skrivagner santimantoù luziet e benndudennoù. Desachañ a ra an evezh war tudennoù ne vije ket bet sellet outo, hag e teu a-benn da interesiñ al lenner d'o flanedenn voutin. Brav eo.
N'int ket holl ken dedennus : Leue ar presbital zo skañvoc'h, da skouer, ha ne zere ket kenkoulz da bluenn Didrouz.
Muioc'h on bet plijet gant Lizhiri pe Ar Vallozh. Nabukodonozor em eus kavet skrivet re vuan met skoüs mennozh ar fin.
Klasel ha plijus eo ar yezh, aes da lenn. Domaj e vije chom harzet gant an titl, un dastumad mat eo.

08/05/2009 GMT 1

An den a blante gwez, Jean Giono, Frañs (1953)

pevarlagad @ 21:34

L'homme qui plantait des arbres
Nag e karen levrioù Giono pa oan krennardez ! Laouen bras e oan bet o kavet al levrig-mañ war ur stand bennak un nebeut bloavezhioù 'zo. Ur c'hasedig kleved oa gantañ evit gellet selaou an destenn gant sonerezh.
En danevell-mañ e vez kontet istor ur mesaer, ur paotr kozh en deus lakaet en e benn plantañ gwez a-hed e zevezh labour. Dre zegouezh en em gav an daneveller gantañ, ha goude bezañ sellet outañ ur pennadig e ya diwar e vuhez. Pa dremen un toullad bloavezhioù war-lerc'h e stad an disoc'h ...
Ul levr eo a vamer ouzh an natur ennañ : ar gwez, met ivez anien mabden, o reiñ d'al lenner ur c'hannad a fiziañs hag a spi. Plijus eo da lenn met dre ma oa lennegel ar galleg implijet ez eo ivez brezhoneg an droidigezh, gant Garmenig Ihuelloù, deuet er-maez e 1990.

20/02/2009 GMT 1

Kenavo ar wech all, Per Denez (2008)

pevarlagad @ 13:31

Kenavo ar wech all

Alies, ma n'eo ket atav, e krogan al levrioù dre ar fin. An destenn gentañ 'm eus lennet el levr eo ar pennad-skrid diwar-benn Gaston Jehannin : n'eo ket didalvoud, met n'en deus ket e blas en un dastumad danevelloù war ma meno. Goude-se em eus adkroget adalek ar penn kentañ ha dav eo lavaret n'on ket bet entanet-entanet gant Madalen kennebeut, perak e ro ar vamm-se he anv d'un danevell n'eus anv nemet eus he mab e-barzh ? N'eo ket diorroet he santadurioù, ha re dost em eus kavet ar fedoù eus ar wirionez c'hoazh. A-vuzul ma lennen em eus kemeret muioc'h-muiañ a blijadur avat, mat eo an danevelloù all. Lipet 'm eus ma mourroù a lennerez en ur vont da heul tudennoù Per Denez war ar pavezioù 'm boa uzet kement a re votoù warno un amzer zo bet !
Chomet on oc'h en em soñjal pellik war an danevell ziwezhañ, War c'hlann an Adour, enni ez a ar skrivagner pelloc'h eget ar gontadenn a garantez, en em lak da brederiañ war dalvoudegezh ar c'harantezioù aet da get e buhez an nen, kavet en deus ar preder-se un heklev em soñjoù-me ha fromet brav on bet. Gant e vrezhoneg kizellet munut e oar Per Denez mont d'ar pep retañ ha stekiñ ouzh kalon an dud, ha se eo a blij din dreist pep tra.

05/02/2009 GMT 1

Temi e variazioni, Yann Doelan (2000)

pevarlagad @ 08:27

Temi e variazioni

Fromet bras e oan bet o lenn al levr-se : ral a wezh e vez embannet e brezhoneg levrioù ken reizh a-fed santimantoù ; kizidik ha taer war un dro. Karantez, spi, dispi, kasoni, kontet en un doare eeun ha naturel a ra e hent betek don ar c'halon, didro. Testennoù brav-tre int, kizellet munud. Ouzhpenn ur wezh on manet oc'h hunvreal e fin un destenn bennak, gwezh antreet gant an anken, gwezh gant ar fent. Pell goude bezañ adserret al levr eo chomet ar gerioù anezhañ hag ar pezh a gontent o kantreal em spered, o tiskouez splann din pegen bresk eo ar vuhez.
Emichañs n'eo ket disi ar brezhoneg e-barzh met ne oan ket bet direnket gant kement-se em c'hentañ lennadenn. Ne zistera ket live an oberenn a gav din. Evel just n'eo ket al levr da zeskiñ dre 'n eñvor evit gwellaat ho prezhoneg met aes eo da lenn ha mat eo evit krouiñ un darempred etre al lenner hag ar skrivagner. A-walc'h eo bet din.

20/01/2009 GMT 1

Plac'hedigoù o lêr rous hag Ifern yen ha merc'hed klouar, Yann Gerven (1995)

pevarlagad @ 21:18

plac'hedigoù o lêr rous

Danevelloù diouzh an druilh, hag ar re-se n'int nemet ar re gentañ embannet peogwir e kendalc'h Yann Gerven da skrivañ. Kalz a blijadur em boa bet o lenn e zanevelloù ar wezh kentañ, peogwir int yaouank ha modern, ha skrivet en ur yezh dezhi ul live hag ur blaz ne gaver gant skrivagner all ebet. P'em boa o adlennet un nebeut bloavezhioù war-lerc'h em boa kavet hegasus lod anezho : krog oan da vout skuizh gant an temoù 'm eus aon.
ifern yen 3

Arabat klask donaat re, m'eo uhel al live gouiziegezh, n'eo ket tre ar memestra gant live an istorioù : pal pennañ ar skrivagner zo lakaat an dud da c'hoarzhin e brezhoneg yac'h, ha dont a ra brav gantañ.
Yann Gerven en deus ur stil dezhañ e-unan a anavezer diouzh ar c'hentañ sell, ha ne vezer ket diwasket en ur lenn e ijinadennoù : n'eus ket kalz a skrivagnerien vrezhonek a c'heller lavaret kement-se diwar o fenn

Soñj 'm eus em boa kavet diaes an danevelloù-se da lenn ar wezh kentañ, goude 3 pe 4 bloaz a gentelioù brezhoneg. Ret eo lavaret ez eus kalz a c'hoarioù-gerioù ha traoù a seurt-se, c'hwitet e vez war lod anezho er c'hentañ lennadenn (Lennet 'p eus mat an titl ? Gwelet 'poa ?)...

Bro Leon ennon, Mikael Madeg (1999)

pevarlagad @ 09:57

Aon em boa un tammig rak ar 628 pajenn met n'eo ket bet ur gwall lennadenn evit kelo-se. Dre ma n'eo ket ur romant, met kentoc'h un dastumad eñvorennoù stag ouzh ar barrez-mañ parrez e c'hell bout troc'het al lennadenn a-dammoù pe pigoset e-barzh hervez ho c'hoant.
Da gentañ e tlean lavaret em eus kavet brav an titl hag e plij din kalz ar mennozh, ar geografiezh personel-se. Peg mat eo ouzh ar skrivagner, ar pezh a blij dezhañ, ar pezh a gar... Un testeni eo eus al labour en deus graet war an dachenn o renabliñ anvioù-lec'h, feunteunioù, lesanvioù, gouiziegezh diwar-benn ar c'hleuzioù, o tastum kontadennoù ha kaozioù a bep seurt diwar muzelloù an dud kozh. Gwelout a reer Madeg yaouank o peurzeskiñ e vrezhoneg desket mareoù 'zo, nebeutoc'h yaouank o pourmen gant gwreg ha bugale gwezhioù all... Choarzhet em eus forzh pegement o lenn un dezrevell eus un abadennad labourat en un ti-feurm ; nag a eñvorennoù eus an amzer ma ne gomprenen ar brezhoneg nemet dre skrid. Fars zo bet o tiskoachañ tud a anavezen ivez, pezh a c'hoarvezo da gement brezhoneger emichañs !
Me gav din eo ul levr mat pa ne guzh ket an titl an diabarzh. Skrivañ a ra Madeg diwar e benn, gant ur brezhoneg dreist ha kalz a fent, ha tremen a reer 628 pajenn e kompagnunezh ur c'havandad kozh deuet da vezañ tost tost ouzhomp gant an holl draoù en deus diskuliet d'e lennerien abaoe kement a vloavezhioù.
Pezh n'eus ket plijet din avat eo adkavout lodennoù 'zo eus al levr-se e-barzh oberennoù all gantañ 'm eus prenet diwezhatoc'h. Pet gwezh e vin lakaet da baeañ evit ar memes tra ? Setu, va ger imor evit an deiz... Evel ma welit e c'hell levrioù Madeg kaout un eil efed Kiss Cool : dont a ra e lennerien da vezañ ken skragn hag eñ ;)

07/01/2009 GMT 1

Le second livre de la jungle, Rudyard Kipling, Bro-Saoz (1895)

pevarlagad @ 20:20

Le second livre de la jungle
livre de la jungle
Ma vez anv eus Mowgli c'hoazh e danevelloù 'zo, n'emañ ket e kreiz prederiadennoù an oberour, ha kalz a istorioù all a gaver ivez. Chom a ran bamet gant pluenn Kipling hag ivez rak e anaoudegezh eus mab-den, roet deomp da entent dre loened gouest da gaozeal etrezo. Sebezus eo e gwirionez. Daoust m'em bije lennet al levr e galleg e kav din eo bet troet mat peogwir e c'heller, e tleer, lenn anezhañ en ur saouriñ pep ger, pep frazenn, evel... barzhoniezh un tammig. Kement ha lavaret n'eo ket da lenn en ho sav war gae an ti-gar etre daou dren.
P'emaon ganti e c'hellan lavaret ur ger bennak diwar-benn al levr kentañ : ul levr dreist eo. En tu all eus an itrik bet adkemeret gant Disney ez eus kalz a draoù ouzhpenn, barzhonegoù, kanaouennoù, reolennoù buhez hag all. N'eo ket evit ar vugale kement-se, pe reoù bras nemetken ! Kavout a ra din en deus graet film Disney (unan eus ar re wellañ en e vod) kalz a c'haou d'al levr ; nebeut tre a dud a lenn anezhañ bremañ pa gav dezho e ouezont pezh zo e-barzh dija, met ur fazi eo.
Setu bremañ ouzhpenn 110 vloaz e oa deuet al levrioù-se er-maez (an hini kentañ e 1894), daoust hag-eñ n'eo ket degouezhet en "dachenn voutin" (??) ? Mat e vije lenn anezhañ e brezhoneg sur ! Piv zo 'vont d'ober ?

03/01/2009 GMT 1

Per, Jakez, Yann hag ar re all, Lukian Tangi (1988)

pevarlagad @ 09:20

Per Jakez Yann hag ar re all
Lennet vez digudenn peogwir eo flour ar yezh, ha pinvidik, met ne laosk ket ur roudenn zon er spered. An danevell gentañ, "Unan eus troioù-kamm ar garantez", zo an hini a blij din ar muiañ en torkad, kavout a ran domaj ne vije ket ar re all a-live ganti a-fed ijin. Pezh a rebechan ouzh kalz eus e zanevelloù all eo bezañ re dost eus ar gwirvoud, kavout a ran anezho un disterig re garrez, re frammet, re nebeut a from enno.
Santout a reer un herour da Roparz Hemon a-fed yezh (daoust ma vefe kalz pinvidikoc'h ar geriaoueg a zibab) pezh a gavan-me plijus ; met an awen a vank.

17/12/2008 GMT 1

Hunvre, d'an Hollsent, Pierrette Kermoal (2008)

pevarlagad @ 10:35

hunvre d'an hollsent3
Ul levr marzhus eo, leun a varzhoniezh, kontet gant frazennoù berr-kenañ ha gerioù o-unan a lak ac'hanon da soñjal, a-fed stil, en "Ar follez yaouank" gant Meavenn.
Souezhet on gant an implij skoaz-ouzh-skoaz eus "me" pe "ni" hag "int", marteze eo evit diskouez muioc'h a gerentiezh etre ar skrivagnerez hag he zudennoù gwezhioù 'zo. Bommoù eñvorennoù e seblantont bezañ, un nebeut tachoù lugernus o lufrañ muioc'h eget ar re all en ur vuhez.
N'em eus ket kavet ken lipet ar fin eget ar penn kentañ ; boutinoc'h e teu da vezañ adal m'emañ ar plac'h el lise.
Marvet eo unan bennak, se a ouezer abaoe an titl, met piv an diaoul ez eo ? N'on ket avañsetoc'h goude bezañ lennet al levr. "Hi" o vezañ pe ar vamm, pe ar c'hoar. Gant an elipsoù e chom direspont ar goulenn. Moarvat eo dispis a-ratozh, evel un hunvre just a-walc'h. Tachennoù kevrinus a vez atav en hunvreoù, kregiñ a reont gant tud zo hag a cheñch penn pe oad pe reizh a-vuzul ma ya an noz war-raok. Unan a vank, setu tout, da bep lenner da leuniañ an toull evel ma kar.
N'eus forzh, lakaet on diaes oc'h adserriñ al levr hep bezañ diluziet ar gudenn, un dra bennak a vank, din ivez. Diroudet on un tammig.
A-fed yezh eo aes da lenn, a-boan ma kaver un dornadig gerioù amsklêr : souezhus diouzh perzh an hini he deus lakaet "Ar Priñs bihan" e brezhoneg gant gerioù ken begek.
Ur souezhadenn vrav, ul levr da adlenn.

14/12/2008 GMT 1

An emgav chanter ha danevelloù all, Yann Mikael (2008)

pevarlagad @ 07:27

Goude ul loc'hadenn diaes em eus echuet al levr hep displijadur.
Daou dra zo plijet din el levr : ar fed e anavez ar skrivagner ar galloeg hag e implij anezhañ gwezh ha gwezh all ; hag ar pennadoù a dremen e Aljeria peogwir e lakont ac'hanon da zizoloiñ ul lec'h hag ur mare dianv din.
Kalz muioc'h e tenn al levr-se d'un dastumad eñvorennoù eget d'un torkad danevelloù e gwirionez. Dibab ar skridoù n'eo ket unvan, ha direnket on bet gant ar meskaj buhez-faltazi-kontadennoù.
N'eo ket skrivet fall daoust ma c'hellfer kaout abeg gant dibab ar gerioù moarvat (arnevez alies), n'eo ket kement-se a ziaesa al lenn. Pezh a vank dreist-holl eo an dakenn aour vurzhudus a lak ar vuhez pemdez da vont da lennegezh ; mankout a ra a varzhoniezh, a ijin, e-keñver ar pezh a glaskan.

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust