Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

Rummad: Danevelloù

20/11/2009 GMT 1

Hospitalo sepetaĝa, Walter Klag, Aostria (1990-1991)

pevarlagad @ 09:05

En esperanteg eo al levr-mañ. Talvezout a ra e ditl "An ospital e seizh estaj". Un danevell eo e gwirionez, skrivet en un doare dieub gant an aozer diwar danevell Dino Buzatti Sette Piani, a zo en italianeg el levrig divyezhek (n'em eus ket gellet profitañ eus an divyezhegez-se evit kompren gwelloc'h o vezañ ma ne gomzan ket italianeg, gwelet 'm eus memestra e oa pell testenn orin Sette Piani eus hini Walter Klag).
20 pennadig, berr-kenañ a-wezhioù, a ya d'ober an danevell. Skrivet eo en un doare eeun, gant ur geriaoueg diazez hag ur bern divizoù. Skrivet brav eo dre vras, nemet er fin ma klask Walter Klag, div wezh, fourrañ en e destenn fedoù gwir diwar-benn muntrerien ez eus bet anezho : terriñ a ra al lusk, a-fed istor met ivez a-fed skritur peogwir eo kalz hiroc'h ha diaesoc'h da lenn ar pennadoù-se.
Plijus eo mennozh an danevell (mennozh Dino Buzzati eta) : un den a ya da vezañ soagnet en ur glinikenn. Dre ma n'eo ket grevus e gleñved e loj e seizhvet estaj ar savadur. Seul glañvoc'h, seul izeloc'h, setu reolenn an ti ! Lakaet e vez da ziskenn tamm ha tamm evel ma c'heller soñjal... E rez-an-douar e varver.
Ne oa ket diaes da lenn, graet 'm eus div wezh memestra, an eil gwezh gant ur geriadur evit gwiriañ n'em boa ket treuzkomprenet traoù 'zo.
Tro 'm eus bet da soñjal, en ur lenn an danevell-mañ, n'eus ket da gaout mezh rak ar pezh a vez embannet e brezhoneg. En desped d'e sioù e ya pep skrid, en ur yezh "vihan", da binvidikaat ar bern...

12/11/2009 GMT 1

Evel-se e oamp, Herve Herri (1982)

pevarlagad @ 13:27

Evel-se e oamp
Emañ al levr etre an dastumad eñvorennoù hag an danevelloù, o vezañ ma kont ar skrivagner buhez tud all egetañ a-wezhioù. Ar santimant 'm eus bet memestra da lenn e vuhez, daoust ma vije kreizennet an eñvorennoù war tem e labour a vouler. Aes eo da lenn, skrivet en ur brezhoneg lennek "klasel" ma c'heller lavaret, kuit a droiennoù lec'hel met gant ur geriaoueg resis ha spis. Plijadur em eus bet o lenn al levr-mañ peogwir e skeudenn mat tre Breizh an XXvet kantved (penn-da-benn, kazi) er gêrioù. Kalzig a fent zo el levr ivez, mousc'hoarzhet e vez, c'hoarzhet a-wezhioù ! Ur spered didrabas a ziskouez kaout ar skrivagner, hep bezañ pout, ar pezh a lak flour al lennadenn. Skoet on bet gant an diforc'h a ambiañs war ar prantad-labour gwezhall ha bremañ : diaes eo da empentiñ evidomp !
En desped d'e ditl divlaz ha d'e c'holo diamzeriet eo Evel-se e oamp ul levr bourrus a zesker ur bochad traoù ennañ.

30/06/2009 GMT 1

Koñchennoù mamm, Koulizh Kedez (1990)

pevarlagad @ 07:46

Ne fazian ket war an titl : golo an dastumad eo a zo ur fazi warnañ. Sed un dra hegasus e brezhoneg pa vez ur fazi bennak eo ret gortoz d'an nebeutañ hanter-kant vloaz a-raok bezañ adembannet !

Garv, kriz, hudur, braouac'hus eo an danevelloù-mañ. Ar santimant 'm eus da gompren, da c'houzout eus petra emaer o kaozeal, met n'eo ket gwir atav. Erru fin an danevell e choman gwall nec'het a-wezhioù : seul hegasusoc'h pa ne sklaera ket va goulou un eil lennadenn peurliesañ ! Me gav din eo peogwir e chom peg va spered ouzh ar gerioù eo ret din o ziglorañ an eil war-lerc'h egile : chom a ran war bazenn an dekodiñ. Koll a ran eta neudenn an ober, beuzet e forzh munudoù, aparteoù, serrioù-lagad, blazus met diaes kavout ur ster dezho er stêr war-fiñv a zlefe bezañ an dezrevelliñ.

Ar yezh a implij Koulizh Kedez a zo luziet-kenañ rak en tu-hont d’ar brezhoneg a-vremañ e lak e-barzh krennvrezhoneg, kembraeg, galleg, arabeg hag hebreeg. (Wikipedia) Setu me koñfortet un tamm !
E Mammlazh eo ur ger-arouez eus frazenn diwezhañ an danevell eo bet ret din klask er geriadur : displijusat degouezh...
Pezh a blij din koulskoude eo al labour anat bet graet war ar yezh, ur gwir labour skrivañ ; kenvogalenniñ, kengensonenniñ, kenganañ a ra ar gerioù kenetrezo er c'homz-plaen.
Eñvorennoù toull-bac'h ar skrivagner eo o deus plijet din ar muiañ en torkad, evit ur wezh : surrealist ! A-hend-all, gant ar mogedus m'eo ar ster e lennan hep emouestl, evel pa sellfen ouzh ur c'hampionad echedoù ! Waou ! Pegen barrek ! Da bet eur e echu ?
Ne vez ket foeltret e arc'hant o prenañ levrioù Koulizh Kedez koulskoude, pinvidik int, ha ne vez graet gwezh ebet an dro anezho, atav e c'heller o adlenn.

24/06/2009 GMT 1

En ur ruilhañ bili, Roparzh Broudig

pevarlagad @ 08:20

En ur ruilhañ bili

Start eo mont e-barzh, pa groger gant eñvorennoù ne zougont ket o anv en danevell En ur ruilhañ bili. Kavet em eus gwelloc'h Gwionvarc'h ha Taol-planedenn Tomaz bihan, goude-se en deus koazhet va evezh adarre. Koulskoude ez eus traoù dedennus el levr-mañ, pinvidik eo ar brezhoneg ha bez ez eus ur volontez digant ar skrivagner da skrivañ traoù frammet, klask a ra chom war e roudenn ur wezh m'eo partiet war un dodenn bennak hag e teu a-benn eus e daol. Netra da rebech a-ziavaez, nemet ne beger ket enni, n'eo ket gwallzedennus, traken.
Marteze e plijo muioc'h da dud a anavez hiroc'h egedon war sujed ar merdeiñ, ar pesketerezh ha kement-se.
Evidon, klouar e choman.

11/06/2009 GMT 1

Lapous an donvor, Kristian Brisson (1997)

pevarlagad @ 07:28

Lapous an donvor
Goude un taol-arnod fall gant Moger an noz em boa touet ouzhin va-unan ne lennfen ket netra gant Kristian Brisson ken. Koulskoude em eus prenet Lapous an donvor, o krediñ e oa un istor evit ar vugale moarvat, en ur sellet ouzh ar golo.
Evit an dud deuet eo an dastumad danevelloù-mañ ha ret eo din lavarout em eus kavet anezho mat tre. Trist eo ar pep brasañ anezho, o plediñ alies gant seblantoù pe gant ar marv war-eeun. Ar gizidigezh a lak Kristian Brisson en e daolennoù eus an natur tro-dro d'ar mor he deus plijet kalz din, adkavet e vez en e daolennoù eus an dud, eus an darempredoù a ren anezho, karantez-digarantez peurliesañ. Ur wezh an amzer e echu madik an traoù hag e vezer souezhet. Meur a wezh em eus soñjet e danevelloù Geotenn ar Werc'hez en ur lenn an danevelloù-mañ, me gav din ez eus kerentiezh etrezo.
Evel just n'eo ket kaset an darvoudoù gant ul lusk ifern, n'emañ ket ar pouez war an ober. Ur souezhadenn blijus eo bet al levr-mañ evidon koulskoude.

30/05/2009 GMT 1

Truez va Doue, Didrouz (1980)

pevarlagad @ 07:49

Truez va Doue

Iskis a ditl evit desachañ lennerien, dreist-holl bremañ m'eo diamzeret ar golo. Daoust d'an awen relijiel eo gwir lennegezh a gaver en dastumad danevelloù-mañ. Kavet em eus brav tre Al lizher meur peogwir e kav din eo milzin ha soutil an doare ma kas ar skrivagner santimantoù luziet e benndudennoù. Desachañ a ra an evezh war tudennoù ne vije ket bet sellet outo, hag e teu a-benn da interesiñ al lenner d'o flanedenn voutin. Brav eo.
N'int ket holl ken dedennus : Leue ar presbital zo skañvoc'h, da skouer, ha ne zere ket kenkoulz da bluenn Didrouz.
Muioc'h on bet plijet gant Lizhiri pe Ar Vallozh. Nabukodonozor em eus kavet skrivet re vuan met skoüs mennozh ar fin.
Klasel ha plijus eo ar yezh, aes da lenn. Domaj e vije chom harzet gant an titl, un dastumad mat eo.

08/05/2009 GMT 1

An den a blante gwez, Jean Giono, Frañs (1953)

pevarlagad @ 21:34

L'homme qui plantait des arbres
Nag e karen levrioù Giono pa oan krennardez ! Laouen bras e oan bet o kavet al levrig-mañ war ur stand bennak un nebeut bloavezhioù 'zo. Ur c'hasedig kleved oa gantañ evit gellet selaou an destenn gant sonerezh.
En danevell-mañ e vez kontet istor ur mesaer, ur paotr kozh en deus lakaet en e benn plantañ gwez a-hed e zevezh labour. Dre zegouezh en em gav an daneveller gantañ, ha goude bezañ sellet outañ ur pennadig e ya diwar e vuhez. Pa dremen un toullad bloavezhioù war-lerc'h e stad an disoc'h ...
Ul levr eo a vamer ouzh an natur ennañ : ar gwez, met ivez anien mabden, o reiñ d'al lenner ur c'hannad a fiziañs hag a spi. Plijus eo da lenn met dre ma oa lennegel ar galleg implijet ez eo ivez brezhoneg an droidigezh, gant Garmenig Ihuelloù, deuet er-maez e 1990.

20/02/2009 GMT 1

Kenavo ar wech all, Per Denez (2008)

pevarlagad @ 13:31

Kenavo ar wech all

Alies, ma n'eo ket atav, e krogan al levrioù dre ar fin. An destenn gentañ 'm eus lennet el levr eo ar pennad-skrid diwar-benn Gaston Jehannin : n'eo ket didalvoud, met n'en deus ket e blas en un dastumad danevelloù war ma meno. Goude-se em eus adkroget adalek ar penn kentañ ha dav eo lavaret n'on ket bet entanet-entanet gant Madalen kennebeut, perak e ro ar vamm-se he anv d'un danevell n'eus anv nemet eus he mab e-barzh ? N'eo ket diorroet he santadurioù, ha re dost em eus kavet ar fedoù eus ar wirionez c'hoazh. A-vuzul ma lennen em eus kemeret muioc'h-muiañ a blijadur avat, mat eo an danevelloù all. Lipet 'm eus ma mourroù a lennerez en ur vont da heul tudennoù Per Denez war ar pavezioù 'm boa uzet kement a re votoù warno un amzer zo bet !
Chomet on oc'h en em soñjal pellik war an danevell ziwezhañ, War c'hlann an Adour, enni ez a ar skrivagner pelloc'h eget ar gontadenn a garantez, en em lak da brederiañ war dalvoudegezh ar c'harantezioù aet da get e buhez an nen, kavet en deus ar preder-se un heklev em soñjoù-me ha fromet brav on bet. Gant e vrezhoneg kizellet munut e oar Per Denez mont d'ar pep retañ ha stekiñ ouzh kalon an dud, ha se eo a blij din dreist pep tra.

05/02/2009 GMT 1

Temi e variazioni, Yann Doelan (2000)

pevarlagad @ 08:27

Temi e variazioni

Fromet bras e oan bet o lenn al levr-se : ral a wezh e vez embannet e brezhoneg levrioù ken reizh a-fed santimantoù ; kizidik ha taer war un dro. Karantez, spi, dispi, kasoni, kontet en un doare eeun ha naturel a ra e hent betek don ar c'halon, didro. Testennoù brav-tre int, kizellet munud. Ouzhpenn ur wezh on manet oc'h hunvreal e fin un destenn bennak, gwezh antreet gant an anken, gwezh gant ar fent. Pell goude bezañ adserret al levr eo chomet ar gerioù anezhañ hag ar pezh a gontent o kantreal em spered, o tiskouez splann din pegen bresk eo ar vuhez.
Emichañs n'eo ket disi ar brezhoneg e-barzh met ne oan ket bet direnket gant kement-se em c'hentañ lennadenn. Ne zistera ket live an oberenn a gav din. Evel just n'eo ket al levr da zeskiñ dre 'n eñvor evit gwellaat ho prezhoneg met aes eo da lenn ha mat eo evit krouiñ un darempred etre al lenner hag ar skrivagner. A-walc'h eo bet din.

20/01/2009 GMT 1

Plac'hedigoù o lêr rous hag Ifern yen ha merc'hed klouar, Yann Gerven (1995)

pevarlagad @ 21:18

plac'hedigoù o lêr rous

Danevelloù diouzh an druilh, hag ar re-se n'int nemet ar re gentañ embannet peogwir e kendalc'h Yann Gerven da skrivañ. Kalz a blijadur em boa bet o lenn e zanevelloù ar wezh kentañ, peogwir int yaouank ha modern, ha skrivet en ur yezh dezhi ul live hag ur blaz ne gaver gant skrivagner all ebet. P'em boa o adlennet un nebeut bloavezhioù war-lerc'h em boa kavet hegasus lod anezho : krog oan da vout skuizh gant an temoù 'm eus aon.
ifern yen 3

Arabat klask donaat re, m'eo uhel al live gouiziegezh, n'eo ket tre ar memestra gant live an istorioù : pal pennañ ar skrivagner zo lakaat an dud da c'hoarzhin e brezhoneg yac'h, ha dont a ra brav gantañ.
Yann Gerven en deus ur stil dezhañ e-unan a anavezer diouzh ar c'hentañ sell, ha ne vezer ket diwasket en ur lenn e ijinadennoù : n'eus ket kalz a skrivagnerien vrezhonek a c'heller lavaret kement-se diwar o fenn

Soñj 'm eus em boa kavet diaes an danevelloù-se da lenn ar wezh kentañ, goude 3 pe 4 bloaz a gentelioù brezhoneg. Ret eo lavaret ez eus kalz a c'hoarioù-gerioù ha traoù a seurt-se, c'hwitet e vez war lod anezho er c'hentañ lennadenn (Lennet 'p eus mat an titl ? Gwelet 'poa ?)...

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust