Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

Rummad: Buhezskridoù

12/11/2009 GMT 1

Evel-se e oamp, Herve Herri (1982)

pevarlagad @ 13:27

Evel-se e oamp
Emañ al levr etre an dastumad eñvorennoù hag an danevelloù, o vezañ ma kont ar skrivagner buhez tud all egetañ a-wezhioù. Ar santimant 'm eus bet memestra da lenn e vuhez, daoust ma vije kreizennet an eñvorennoù war tem e labour a vouler. Aes eo da lenn, skrivet en ur brezhoneg lennek "klasel" ma c'heller lavaret, kuit a droiennoù lec'hel met gant ur geriaoueg resis ha spis. Plijadur em eus bet o lenn al levr-mañ peogwir e skeudenn mat tre Breizh an XXvet kantved (penn-da-benn, kazi) er gêrioù. Kalzig a fent zo el levr ivez, mousc'hoarzhet e vez, c'hoarzhet a-wezhioù ! Ur spered didrabas a ziskouez kaout ar skrivagner, hep bezañ pout, ar pezh a lak flour al lennadenn. Skoet on bet gant an diforc'h a ambiañs war ar prantad-labour gwezhall ha bremañ : diaes eo da empentiñ evidomp !
En desped d'e ditl divlaz ha d'e c'holo diamzeriet eo Evel-se e oamp ul levr bourrus a zesker ur bochad traoù ennañ.

29/08/2009 GMT 1

Frederig, Hans Peter Richter, Bro-Alamagn (1961)

pevarlagad @ 20:21

Frederig

Embannet eo bet e brezhoneg evit ar wezh kentañ e 2007. Meur a wezh em boa lennet anezhañ e galleg pa oan bugel, ha soñj 'm eus e veze studiet alies er skolaj d'ar mare-se. Nebeutoc'h e vez lennet bremañ ha domaj eo kar n'en deus ket koshaet tamm ebet : 'm eus aon e klasker reiñ d'ar vugale a-vremañ lennadurioù muioc'h optimist... gwelet em eus zoken en ul lec'h bennak eo bet lod al levr-mañ en ur roll a levrioù a c'houlenne tud 'zo e vijent tennet eus estell al levraouegoù dre'n abeg ma lavarent traoù re sklaer d'ar vugale ! Cheu oa bet, met a-benn ar fin n'eo ket bet lakaet da dalvezout an doare kontrolliñ-se, gwell a se.
Setu perak eo mat tre kavout anezhañ e brezhoneg bremañ.
Taolet em eus muioc'h a evezh ouzh ar framm em lennadenn-diwezhañ-mañ : kontet vez ar fedoù hervez urzh an amzer ; ar fedoù pennañ nemetken, just an darvoudoù a denn ouzh darempredoù Frederig hag an dezreveller. bep tro vez resisaet ar bloavezh e penn ar pennad : mat tre evit kavout e verkoù en Istor, merzout ne oa ket deuet ar gasoni ouzh ar Yuzevien en un taol e 1939 da skouer : n'eo ket anat evit ar vugale. Plijet on bet kalz gant ar fin, em boa soñj anezhi evel just met pas en he munudoù : dreist e kavan al liamm etre linennoù kentañ al levr o tigeriñ war Polycarpe ar c'horrig-liorzh, hag al linennoù diwezhañ ma weler en deus kollet Frederig pep denelezh e spered al lojer a soursi ouzh yec'hed e gorrig plastr hag a ra fae war kelan ar c'hrennard marvet abalamour dezhañ. Eeun eo met efedus spontus.
Heuliet em eus a-dost an tudennoù a eil renk ivez, pezh ne raen ket da 10 vloaz : laouen on bet o c'hellout niveriñ kalz anezho, an holl kazimant war-bouez daou (hag ar bugel dezreveller, e oberoù o vont diouzh tu an nazied pe ar yuzevien, hervez... hep dezhañ pouezañ ar pezh a dalv), ne gemerent ket perzh a galon vat e emdroadur ar politikerezh. Gwelet e vez tud boutin, a emezell er "Parti" evit kaout droedoù sokial, pe evit en em wareziñ peogwir o deus traoù kozh da guzhat da skouer. Pouezus kenañ eo diskouez d'ar vugale pegen lies e oa, hag eo c'hoazh, an Alamaned, tud da gentañ eveldomp ha n'eo ket "enebourien" evel ma reont diouto, tud o klask mirout o denelezh en ur wareziñ o familh.
Kalz a bri a zoujan da seurt oberennoù evit ar vugale : Frederig zo ul levr da lenn hag adlenn da n'eus forzh peseurt oad, a vez from ha kentel da dennañ dioutañ. E savboent neptu hag e skritur eeun ha sklaer a harz outañ da goshaat. Ur bennoberenn eo.

21/08/2009 GMT 1

Me a zalc'ho, Ivona Galbrun (1987)

pevarlagad @ 09:53

Me a zalc'ho

O kontañ hec'h eñvorennoù emañ ar vaouez el levr. Dedennus eo war meur a boent, ouzhpenn ma oa brezhonegerez vat. Ganet e 1904 e Pariz, eo bet dedennet a-viskoazh, e karantez zoken, gant Breizh, hag oberiant eo bet war meur a dachenn a-hed he buhez. Reiñ a ra munudoù diwar-benn an dañsoù er c'helc'hioù keltiek hag er gevredigezh he deus anavezet, ar Goursez... Pezh 'm eus kavet dedennus eo e ra he buhez evel ul liamm etre ur bern traoù 'm eus klevet anv anezho hep o lec'hiañ atav resis en amzer pe en o en-dro, da skouer : statud ar brezhoneg er skol, harlu brezhonegerien an Emsav e Pariz e-pad an eil brezel-bed, darempredoù gant Roparz Hemon pe Jef Le Penven a anavezan evel sonaozer met ne ouien ket en doa bet d'ober gant an dud-se ; skol Sant Erwan a santer mat enni egin ar skolioù Diwan da zont, ha kement 'zo... Evel just n'em bije ket graet ar memes dibaboù egeti, alies, met a-benn ar fin eo se pinvidigezh al levr, diskouez buhez unan evel m'eo bet, hep rakvarn. Teurel a ra sklêrijenn war istor an emsav.
A-hend-all, paneve ar vouedenn, ha daoust ma vije pinvidik ar brezoneg, n'eo ket gwall hoalus da lenn peogwir n'eo ket frammet gwall vat ; ober a ra monedoneoù en amzer, pezh n'eo ket gwall fur evit unan n'eo ket skrivagner. N'he doa ket bet amzer da beurlipat. Domaj eo ivez ne vije ket diskouezet kement luc'hskeudenn a zeskriv munut e korf al levr.
Ivona Galbrun he deus bevet an XXvet kantved en e bezh, kazimant, o loc'hañ eus ar gevredigezh kozh en ur dreuziñ an daou vrezel-bed. Marvet eo e 1985. Ur blanedenn espar o deus bet seurt tud ha lenn o buhezioù zo evidon kement hag heuliañ ur gentel Istor : kelennus. Plijadur 'zo !

15/07/2009 GMT 1

Enfances, Françoise Dolto, Frañs (1986)

pevarlagad @ 13:08

Enfances
El levr-mañ e vez kontet eñvorennoù eus he yaouankiz gant Françoise Dolto, goulennataet gant he merc'h. Dielfennañ a ra an darvoudoù ouzh skleur he buhez-labour gant ar vugale. Soñjet em eus kalz e eñvorennoù Simone de Beauvoir peogwir int bet desavet un tammig memes mod hag e metoù peuzheñvel ; ouzhpenn eo ganet an div vaouez brudet-se er memes bloavezh, 1908. Uvel e chom Françoise Dolto, koulskoude ar pep heverkañ er pezh a gont eo e oa un den dreist d'ar re all ; ur spered eus ar re lemmañ, un temz-spered eus ar re aesañ p'he deus gouzañvet traoù diaes kenañ en he familh hep barn, war a lavar ! Deuet eo a-benn d'en em zizober eus he familh hep re a zroug ha da heuliañ he hent dezhi hec'h-unan pa ne oa ket ar pezh a c'hortozer diganti. Bamet on chomet dirak hec'h istor. Evit ur vaouez e oa diaes-kenañ dont da vezañ unan bennak er mare-se ; burzhudus eo ar pezh eo deuet a-benn d'ober o loc'hañ gant ken nebeut a chañsoù.

30/06/2009 GMT 1

Koñchennoù mamm, Koulizh Kedez (1990)

pevarlagad @ 07:46

Ne fazian ket war an titl : golo an dastumad eo a zo ur fazi warnañ. Sed un dra hegasus e brezhoneg pa vez ur fazi bennak eo ret gortoz d'an nebeutañ hanter-kant vloaz a-raok bezañ adembannet !

Garv, kriz, hudur, braouac'hus eo an danevelloù-mañ. Ar santimant 'm eus da gompren, da c'houzout eus petra emaer o kaozeal, met n'eo ket gwir atav. Erru fin an danevell e choman gwall nec'het a-wezhioù : seul hegasusoc'h pa ne sklaera ket va goulou un eil lennadenn peurliesañ ! Me gav din eo peogwir e chom peg va spered ouzh ar gerioù eo ret din o ziglorañ an eil war-lerc'h egile : chom a ran war bazenn an dekodiñ. Koll a ran eta neudenn an ober, beuzet e forzh munudoù, aparteoù, serrioù-lagad, blazus met diaes kavout ur ster dezho er stêr war-fiñv a zlefe bezañ an dezrevelliñ.

Ar yezh a implij Koulizh Kedez a zo luziet-kenañ rak en tu-hont d’ar brezhoneg a-vremañ e lak e-barzh krennvrezhoneg, kembraeg, galleg, arabeg hag hebreeg. (Wikipedia) Setu me koñfortet un tamm !
E Mammlazh eo ur ger-arouez eus frazenn diwezhañ an danevell eo bet ret din klask er geriadur : displijusat degouezh...
Pezh a blij din koulskoude eo al labour anat bet graet war ar yezh, ur gwir labour skrivañ ; kenvogalenniñ, kengensonenniñ, kenganañ a ra ar gerioù kenetrezo er c'homz-plaen.
Eñvorennoù toull-bac'h ar skrivagner eo o deus plijet din ar muiañ en torkad, evit ur wezh : surrealist ! A-hend-all, gant ar mogedus m'eo ar ster e lennan hep emouestl, evel pa sellfen ouzh ur c'hampionad echedoù ! Waou ! Pegen barrek ! Da bet eur e echu ?
Ne vez ket foeltret e arc'hant o prenañ levrioù Koulizh Kedez koulskoude, pinvidik int, ha ne vez graet gwezh ebet an dro anezho, atav e c'heller o adlenn.

24/06/2009 GMT 1

En ur ruilhañ bili, Roparzh Broudig

pevarlagad @ 08:20

En ur ruilhañ bili

Start eo mont e-barzh, pa groger gant eñvorennoù ne zougont ket o anv en danevell En ur ruilhañ bili. Kavet em eus gwelloc'h Gwionvarc'h ha Taol-planedenn Tomaz bihan, goude-se en deus koazhet va evezh adarre. Koulskoude ez eus traoù dedennus el levr-mañ, pinvidik eo ar brezhoneg ha bez ez eus ur volontez digant ar skrivagner da skrivañ traoù frammet, klask a ra chom war e roudenn ur wezh m'eo partiet war un dodenn bennak hag e teu a-benn eus e daol. Netra da rebech a-ziavaez, nemet ne beger ket enni, n'eo ket gwallzedennus, traken.
Marteze e plijo muioc'h da dud a anavez hiroc'h egedon war sujed ar merdeiñ, ar pesketerezh ha kement-se.
Evidon, klouar e choman.

15/06/2009 GMT 1

Ecritures en partage n°8 : Un lieu dans ma vie (2009)

pevarlagad @ 08:51

Un draezenn eo da gentañ-tout al levrig liesyezhek-mañ kenembannet gant Langues du Tonnerre hag ar gazetenn Hopala. Bep bloaz e vez pedet an neb a gar, gant ma vije eus korn-bro Brest, da skrivañ un destenn en e yezh n'eo ket ar galleg. Un tem vez kinniget : "Ul lec'h en ho puhez", ar wezh-mañ, hag e tle pep testenn bout berr dre ma vez embannet tal-ouzh-tal an destenn en e yezh orin hag an droidigezh e galleg. Dornataet e vez da gentañ gant kuriusted rak al liesseurt m'eo ar gerioù, ar skriturioù, lakaet kichen-ha-kichen gras d'an degouezh-se. 30 yezh bennak zo ar bloaz-mañ ha d'ar brezhoneg ur plas a-feson gant 11 testenn. Brav.
En ur stad spered ispisial e tleer bezañ evit lenn al levr penn-da-benn : digor, kurius, evel pa vijer e vakañsoù oc'h ergerzhout ur vro nevez. Plijet on bet gant spered an aozerien p'o deus disklêriet e oa bet skrivet testennoù 'zo gant tud boutin, reoù all gant skrivagnerien, met e oa kevatal an holl destennoù e-keñver dinite. Bommoù denelezh eo a vez profet deomp gant pep hini, en un doare diampart a-wezhioù, pezh a zegas ur vraventez ouzhpenn, evel pa gaver brav tresadenn ur bugel. Kavet 'm eus dreist This room is a railway station, La cuisine de la résidence à Montrouge, El inquilino Damien Gueguen. A-feson em eus kavet ivez komz-plaen rimet Franck Bodenes en En va lokennig plakoplastret. Chomet on o klask reiñ ur ster da Lettres cachées hep gellout kavout an alc'hwez anezhañ met plijet on bet memestra
Dre vras e komz an dud eus lec'hioù a garont, an hini a vevont ennañ bremañ pe aliesoc'hik an hini a vevent ennañ pa oant bihan. Tud all o deus kavet ul lec'h en amzer pe frankaet an dachenn orin. Dreist eo meizañ pegen heñvel omp holl en tu-hont da son ha neuz ar gerioù. Un taol-arnod dedennus e kav din ez eo, lakaat an dud da rannañ ar pezh o disrann, o yezh !

Klasket 'meus un destenn bennak e kembraeg, en aner. Ne vije kembread ebet e bro-Vrest eta ? Ar bloaz a zeu marteze...

14/05/2009 GMT 1

Une mort très douce, Simone de Beauvoir, Frañs (1964)

pevarlagad @ 13:40

Une mort très douce
N'eo ket ur romantig Une mort très douce met un dezrevell, a c'hellfe bezañ ur pennad hir eus buhezskrid Simone de Beauvoir daoust ma vije bet embannet distag. Kontañ a ra ar skrivagnerez devezhioù diwezhañ he mamm, gant forzh munudoù personel, met en ur zigeriñ war brederiadennoù diwar-benn ar marv a dreuz penn pep hini deiz pe zeiz, dreist-holl pa vezer oc'h ambroug unan war e dalaroù. Kavet en deus din e oa ul levr mat, daoust ma vije un tammig poanius da lenn n'eo ket 'blam da stil ar skrivagnerez a gavan direbech, met 'blam d'an tem e-unan.
Ober a ra tro soñjezonoù an hini a chom : ar mall e vije echu, an aon da welet eo echu, ar goulenn a sav : da betra mont ar pellañ posubl ? an eñvorennoù chaoket-dichaoket, ar c'hlask a ster... koll a ra ar c'horf e dalvoudegezh ha war un dro e teu an hini klañv da na vout nemet ur c'horf ken... Darempredoù disheñvel oc'h en em wriat tro-dro d'ar c'horf kozh-se. Kavet em eus dedennus an displegadenn a ginnig ar verc'h d'ar fed n'he dije ket klasket he mamm en em dreiñ war-zu ar relijion, ha hi ken deol he buhez-pad. Ul lodenn vrav eus al levr a brederia diwar-benn ar gaou livet ouzh ar vamm evit reiñ dezhi ar pep retañ d'ar mare-se dezhi da vervel mat : ar spi.
Danvez preder da c'hortoz va zro.

17/04/2009 GMT 1

Par dibar, Yann Fulub Dupuy (2006)

pevarlagad @ 13:19

Par Dibar
Unan eus va levrioù brezhoneg muiañ-karet eo.
Da gentañ e kav din en deus kalz a galon Yann Fulub Dupuy o vezañ skrivet an testeni-se en hor yezh (seul vihan ar bed, seul dost an enebourien...).
Da eil e kav din eo ur skrid pouezus, un tammig a familh gant hini Jean-Yves Broudic Diyezh : ar pezh a ra Yann-Fulub Dupuy "luskoù an ene" pe "buhez vredel an unan" dioutañ. Kavout a ra din e tegas un dra bennak pouezus en hol lennegezh.
D'an trede e plij din peogwir e welan ennañ heñvelidigezhioù gant va istor din-me hag on bet fromet meur a wezh en ur lenn anezhañ.
Rannañ a ran ivez gant ar skrivagner ar soñjoù a eztaol er VIvet pennad, diwar-benn ar brezhoneg hag an tuadur revel. Erru e oan d'ar memes soñjoù nemet ne oa ket diwar-benn an heñvelreviaded nemeto, diwar-benn an holl dud o tont eus ur minorelezh bennak ne lavaran ket. Deuet e oan da soñjal an dra-se peogwir em boa klasket e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù perak e oa peg ar c'hoant ennon da zeskiñ brezhoneg, ha ne gaven respont ebet... betek un 10 vloaz bennak goude bezañ kroget. Me em boa liammet se, evidon, ouzh an desevel em eus bet, hag a oa unan a stourm : a-enep ar grem nukleel, ar boued chimik, an direizhderioù a bep seurt a c'hell bezañ er bed ! Pa oan krennardez ha betek penn kentañ va oad gour em boa ur vuhez eus ar re voutinañ, ha neuze em eus bet c'hoant da adkavout ar spered stourm-se, da vont da vanifestiñ, d'en em gannañ gant tud all. Goude-se eo un afer degouezhioù... Souezhet on bet eta oc'h adkavout ar memes soñj, tamm-pe-damm, e-barzh. Ha sur on ez eus muioc'h a dud eget na greder o teskiñ brezhoneg evit abegoù a seurt-se.
Me gav brav yezh Yann-Fulub Dupuy daoust ma vije diaes da lenn gouez da dud 'zo. Ne verzan ket an dra-se, me soñj din eo dre m'em eus heuliet ur bern kentelioù gantañ ! Ur yezh resis ha barzhoniel eo. N'hellan nemet stouiñ dirak an oberenn-se a gavan dibar.

14/04/2009 GMT 1

Eur bloavez truillog, Mikael Madeg (2006)

pevarlagad @ 08:00

Eur bloavez truillog

Ur romant eo, sañset, evit ma ne glemmo ket an dud a zo anv anezho e-barzh hag a anavezer diboan marteze ! hag evit un nebeut ijinadennoù pe mankoù a-ratozh n'int ket gwall ziaes da ziskoachañ. Pell 'zo eo Mikael Madeg penndudenn kement "romant" a lak da embann, pezh a gavan domaj. Dreist-holl war ar sujed kizidig m'eo an disparti etre gwaz ha gwreg : daoust ma tiskouezfe fent a-walc'h, n'hell ket herzel ouzh e c'hwervoni d'en em ziskouez war un dro. Ar pep gwashañ eo ez eus mil boan o vagañ kamaradiezh pe kendruez ouzh an haroz. Truez, ne lavaran ket.
Lakaet vez diaes al lenner oc'h ober e selletaer ha mat pell 'zo. Netra da rebech ouzh ar stumm a-hend-all, ar stil skrivañ zo plijus ha skañv : setu perak e kendalc'han da lenn e holl "romantoù"... met... mirit 'm eus, a gav din.

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust