Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

Rummad: Bredelfennouriezh

17/04/2009 GMT 1

Par dibar, Yann Fulub Dupuy (2006)

pevarlagad @ 13:19

Par Dibar
Unan eus va levrioù brezhoneg muiañ-karet eo.
Da gentañ e kav din en deus kalz a galon Yann Fulub Dupuy o vezañ skrivet an testeni-se en hor yezh (seul vihan ar bed, seul dost an enebourien...).
Da eil e kav din eo ur skrid pouezus, un tammig a familh gant hini Jean-Yves Broudic Diyezh : ar pezh a ra Yann-Fulub Dupuy "luskoù an ene" pe "buhez vredel an unan" dioutañ. Kavout a ra din e tegas un dra bennak pouezus en hol lennegezh.
D'an trede e plij din peogwir e welan ennañ heñvelidigezhioù gant va istor din-me hag on bet fromet meur a wezh en ur lenn anezhañ.
Rannañ a ran ivez gant ar skrivagner ar soñjoù a eztaol er VIvet pennad, diwar-benn ar brezhoneg hag an tuadur revel. Erru e oan d'ar memes soñjoù nemet ne oa ket diwar-benn an heñvelreviaded nemeto, diwar-benn an holl dud o tont eus ur minorelezh bennak ne lavaran ket. Deuet e oan da soñjal an dra-se peogwir em boa klasket e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù perak e oa peg ar c'hoant ennon da zeskiñ brezhoneg, ha ne gaven respont ebet... betek un 10 vloaz bennak goude bezañ kroget. Me em boa liammet se, evidon, ouzh an desevel em eus bet, hag a oa unan a stourm : a-enep ar grem nukleel, ar boued chimik, an direizhderioù a bep seurt a c'hell bezañ er bed ! Pa oan krennardez ha betek penn kentañ va oad gour em boa ur vuhez eus ar re voutinañ, ha neuze em eus bet c'hoant da adkavout ar spered stourm-se, da vont da vanifestiñ, d'en em gannañ gant tud all. Goude-se eo un afer degouezhioù... Souezhet on bet eta oc'h adkavout ar memes soñj, tamm-pe-damm, e-barzh. Ha sur on ez eus muioc'h a dud eget na greder o teskiñ brezhoneg evit abegoù a seurt-se.
Me gav brav yezh Yann-Fulub Dupuy daoust ma vije diaes da lenn gouez da dud 'zo. Ne verzan ket an dra-se, me soñj din eo dre m'em eus heuliet ur bern kentelioù gantañ ! Ur yezh resis ha barzhoniel eo. N'hellan nemet stouiñ dirak an oberenn-se a gavan dibar.

05/03/2009 GMT 1

Dernières nouvelles du monde, Anthony Burgess, Amerika (1984)

pevarlagad @ 14:09

Dernières nouvelles du monde

Kavout a ra din eo Anthony Burgess ur skrivagner dedennus. Koulskoude, ne ouezan ket re peseurt ster reiñ d'e romant Dernières nouvelles du monde, n'eo ket keleier fresk a zo anv anezho met keleier diwezhañ ar bed. Diheñchet on bet gant ar fed e tremen ar romant e tri frantad disheñvel : tro 1917 (pa vez anv eus Trotski), tro 1938 (pa vez anv eus Freud) hag en amzer da zont evit ar peurrest. Ur romant skiant-faltazi eo en ur mod, unan em eus lennet linennoù bras e itrik n'eus ket gwall bell 'zo e-barzh ul levr (truezek) gant Bernard Werber Le papillon des étoiles : an douar zo o vevañ e zeiziadoù diwezhañ ; un dornad tud a sav un egorlestr evit saveteiñ bruzhunoù eus an denelezh. Dont a ra en-dro Anthony Burgess war buhez daou zen en deus kavet pouezus er c'hantved diwezhañ, hag adskrivañ pe hiraat o buhez evit m'o dije amzer d'en em soñjal war ar pezh o deus degaset d'an denelezh. Dedennus tre em eus kavet ar pezh a selle ouzh Freud, e-keñver Trotski a anavezen nebeutoc'h 'm eus bet poan o terc'hel krog pa veze anv anezhañ. Donezonet eo Anthony Burgess evit deskrivañ fin ar bed ha pajennoù brav-tre zo deuet gantañ war ar sujed-se. Dont a ra a-benn an egorlestr da nijal kuit a-raok ma vije pulluc'het an douar. Ur goude-skrid a echu al levr : daou remziad war-lerc'h emañ bugale-vihan an dornad tud kentañ o vevañ e bourzh an egorlestr atav, ne sellont nemet ouzh o amzer-vremañ hag an holl draoù a gavemp ken pouezus (en o zouez Freud, Trotski ha dizouarañ an egorlestr) zo distummet ha prest da vont diwar-wel en o speredoù. Ul lamm-chouk-e-benn a ra Anthony Burgess gant ar fin-se, evel pa lavarfe d'al lenner hegredik ma oamp : graet 'm eus goap ouzhoc'h, ne oa netra da dennañ eus se, kollet ho peus ho amzer. Iskis a levr eta. Bet em eus bet plijadur oc'h adkavout stil Burgess Orange mécanique (ne skriv ket atav gant ar memes ton), un doare da gemer al lenner da dest evel pa vije un termaji o kinnig ur pezh-c'hoari, gwelet vez o sachañ war fiselennoù e dudennoù evit o lakaat da vont en-dro. Komz a ra lod eus an tudennoù gant gerioù pinvidik ijinet gant ar skrivagner (barrek kenañ e oa war an dra-se : gouzout a rit eo eñ en deus ijinet ar yezh "ragistorel" a ra tud ar film La guerre du feu ganti ?). Koulskoude em eus kavet hir ma amzer a-wezhioù ; alies e vez torret al lusk (a-ratozh) gant cheñchamantoù pennadoù (ha prantadoù istorel) met ivez gant kanaouennoù a gomz kalz e dudennoù drezo ; ha skuizhus e kavan an doare m'en deus da zeskrivañ oberoù e dudennoù evel pa vije leurenner ur pezh-c'hoari. Reiñ a ra d'en em soñjal, sklaer, met pas atav da veajiñ. D'an nebeutañ eo ul levr a zo boued ennañ ha n'on ket sur da vezañ graet tro e binvidigezhioù.

21/01/2009 GMT 1

Diyezh, Jean-Yves Broudic (1993)

pevarlagad @ 09:47

diyezh

Ul levrig iskis ha dibar eo hennezh, skoet on bet o lenn anezhañ. Ar skrivagner a gont penaos en deus bevet an troc'h, ar fed da vezañ bet desavet gant e dud e galleg pa oa o yezh-vamm ar brezhoneg. Ne gont ket dre "me" avat, implijout a ra an trede gour unan evel pa vije distag dioutañ e-unan, o sellet outañ eus a-bell : unan eus efedoù an desevel yezhel iskis-se. Kalz muioc'h a bouez a ro an trede gour unan-se d'e skrid eget p'en dije skrivet dre me, peogwir e c'hell pep hini en em anavezout en un istor zo bet bevet gant kalz a dud, n'eo ket hini un hinienn.
N'eus ket a volontez en em ziskouez, en em lakaat da skouer : tennañ a ra muioc'h d'ur griadenn eget d'ur pennad-kaoz.
Ar skritur zo brav, noazh, soutil ha modern ; savet mat eo bet ar vaketenn p'eo bet laosket plas da lec'hioù gwenn evel kement a draoù n'heller ket lavaret. Enkrezus eo da lenn, ha war un dro e ra vad.
Evidon, bet desavet e galleg gant gallegerien a-vihanig, e vez lennet ha resevet al levr evel m'emañ met treuzkaset war ul live all ouzhpenn. N'hellan ket herzel ouzh pegañ va istor-me war hini ar penndudenn. Peseurt reuz a c'hell degas ar fed e tesavfemp ni, brezhonegerien arnevez, hor bugale en ur yezh n'eo ket hon hini gentañ ? N'eo ket ur gwall afer komz div yezh ouzh ar vugale, pezh zo grevus eo en em rediañ da gomz outo / ganto en ur yezh ne vestroniomp ket a-walc'h evit leuskel hor holl santimantoù da dremen drezi. Amjestr a-walc'h eo an darempredoù etre ar boudoù denel en o yezh-vamm dija... Gouzout a reomp ar reuz a zigas desevel ar vugale e mod-se, a-walc'h a destoù zo bet er c'hantved diwezhañ, Diyezh zo unan anezho ; koulskoude e talc'homp da aberzhiñ hor bugale a volontez vat. M'en dare perak ne vez ket digoret un diviz sirius war ar sujed-se. Betek-henn em eus bet ar santimant ne oa ket politically correct lakaat ar gaoz war se.

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust