Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

Rummad: Bet lakaet e brezhoneg

08/10/2009 GMT 1

Treid daouhualet, Kate Roberts, bro-Gembre (1936)

pevarlagad @ 08:14

Troidigezh ar romant-mañ zo deuet er-maez e brezhoneg e 1988.

El levraoueg-kêr e-kichen du-mañ 'm eus diskoachet al levr kaer-mañ n'em boa klevet anv biskoazh anezhañ. Ur golo divalav spontus a c'hell bezañ kaoz e vije c'hoazh e katalog Emgleo Breizh, gwell a se evit ar re zo stag ouzh an diabarzh muioc'h eget ouzh an diavaez.
Istor ur familh paour eus Norzh bro-Gembre eo, tro penn kentañ an XXvet kantved. Kontet eo eus an diabarzh, en ur daoler kalz a bled ouzh santimantoù an dud hep bezañ chuchu. Taolennoù brav-tre a zo a-hed al levr ha dispaket eo eus ar c'hentañ personelezh pep tudenn. Brav ha fromus eo, daoust m'em bije bet keuz e vije bet graet lammoù ken bras en amzer : ober a ra un tammig evel un heuliad danevelloù stag holl ouzh ar memes danvez (ar memes familh) hep na vije heuliet atav ar memes penndudenn. Daoust da se eo dreist, en ur brezhoneg eus ar c'hentañ gant Job Abasq (Didrouz !) daoust ma vije amsklaer frazennoù 'zo dre o hirder alies, abalamour m'int bet troet re feal marteze, n'ouzon ket.
War a seblant eo gwall vrudet Kate Roberts e bro-Gembre, domaj eo ne vije ket bet lakaet e brezhoneg levrioù all ganti ; n'eo ket hennezh he hini brudetañ.

21/09/2009 GMT 1

Boudig an aod, Paol Feval, Frañs (1850)

pevarlagad @ 08:20

Boudig an aod

Emañ an embannadur vrezhonek eus 1987.

Aes eo kompren perak eo bet lakaet meur a levr gant Paol Feval e brezhoneg : lavarout a rae e oa breton ha lorc'h ennañ gant se. Lakaet eo bet war-wel en Boudig an Aod muioc'h eget e levrioù all gantañ marteze. Arouezius eo ar senenn a weler enni ar c'hozh Huon a Vaorever o tiouganiñ diskar Breizh daoust ma tremenfe ar romant tro 1400.
Plijus a-walc'h eo ar romant da lenn, dre m'en deus ar stek Paol Feval evit itrikañ un ober rouestlet a-walc'h, daoust ma vijemp engortoz eus an darvoudoù alies gant ar boaz m'emaomp ouzh an istorioù, etre an tele, al levrioù hag all ! ha kavet en deus din e oa mat an droidigezh graet gant Per Denez hag Ernest ar Barzhig : daoust ma vije aes ar brezhoneg da lenn e teskan gerioù ur wezh an amzer ha plijus eo.
Koulskoude en deus kavet din ivez e oa un tammig re c'hros an tudennoù, re bimpatromet ; dreist-holl ar re a eil renk ; krediñ a rafer bezañ en ur film pe en ur pezh-c'hoari... Soñjet 'm eus e oa marteze gwelloc'h evit bugale eget evit tud gour, met ar pezh a lakfe bugale 8 bloaz da c'hoarzhin n'int ket prest d'e lenn e brezhoneg, ha pa vije lennet dezho ne gomprenfent ket kalz tra en abeg m'eo ret kaout un nebeut gouiziegezh war an Istor evit kompren ar pezh a liamm etrezo ar fermourien hag ar binvidien da skouer. Evel kalz a levrioù brezhoneg eo unan n'en deus publik ebet moarvat.
Nemet evit an dud a zesk, marteze ? Aesoc'h eo kompren un istor emaer engortoz ag an ton hag ar son anezhi ?
Chom a ra atav an endro dispar : Menez Mikael ar Mor, a vez implijet amañ e draezhennoù mouk hag e vanati kement ha kement. Plijusoc'h eo sellet outañ e mod-se eget dre e stalioù diniver a c'hoarielloù nul made in Sina sur !

15/07/2009 GMT 1

Levr bourzh ar veaj kentañ, Kristol Goulm, bro-Spagn (1492)

pevarlagad @ 12:53

Levr bourzh ar veaj kentañ
Anvioù B. De Las Casas, an hini eo bet adskrivet lodennoù eus levr bourzh Koulm gantañ, ha Filip Oillo, troour ha studiour an embannadur e brezhoneg, zo ken pouezus all el levr-mañ : levr bourzh Koulm n'eus ket anezhañ ken, e gwirionez : dipitus !
Ul labour don ha pizh zo bet graet gant Filip Oillo, a ya d'ober an hanter eus al levr hag an hanter eus e dalvoudegezh ivez : pell emaomp eus skeudenn vrav Depardieu o tizhout aodoù amerika... Stadet vez penaos e oa a-raok, ha pegen distrujet eo bet goude tremenadenn Koulm hag e rentaoù-kont d'ar rouaned. Skoüs eo gwelet penaos e lak an indianed war renk al loened, ha c'hoazh !
Dipitet oan o welet n'eo ket un oberenn glok oa pourchaset deomp, ar veaj kentañ nemetken. Koulskoude ur wezh erruet tro kreiz al levr em boa va gwalc'h gantañ ; teknikel kenañ eo ha randonus a-walc'h da lenn. Aesoc'h vije bet din pa vije bet sklaeroc'h piv a gomz, De Las Casa pe Koulm, o verkañ an diforc'h gant lizherennoù stouet pe dev. Ul levr talvoudus eo evit gwir, met da studial kentoc'h eget da ziverrañ e amzer.

27/06/2009 GMT 1

Mougev an drouiz, Aodh de Blacam, bro-Iwerzhon (tro 1940 ?)

pevarlagad @ 08:57

Deuet eo er-maez ar romant-se, lakaet e brezhoneg gant Ernest ar Barzhig, e 1975 : ur c'haierad A4 eus ar gelaouenn Skol eo, niverenn 60-61, skriverezet. En ul lec'h bennak eo merket e oa bet skrivet ar romant orin e-pad an eil brezel-bed met ne gavan ket an deiziad resis.
Youlek eo ret bezañ evit tapout krog e-barzh, ur wezh ouzhpenn, met n'eus ket keuz da vagañ ur wezh kroget, ur blijus a souezhadenn zo da gaout !
Ur romant evit ar re yaouank eo kentoc'h met dedennus evit an dud gour memestra. Mougev an drouiz eo ur vougev a bigner war-gil en amzer drezi pa vezer o vageal : hervez al lec'h ma tilestrer emaer pell pe bell eus an amzer-vremañ. An dud yaouank en em gav er Grennamzer hag a glask sikour ur roue iwerzhonat da c'hounit enep e arsailherien. Siwazh ne z'a ket ken plaen an traoù eget na fellje dezho !
Leun a ober eo ar romant-mañ, kregiñ a ra buan hag atav e c'hoarvez un dra bennak, ne gaver ket hir e amzer gwezh ebet. Soñjet em eus a-wezhioù e oberennoù kozh a skiant-faltazi pe a voliac'h (doare Rosny-Henañ, HG Wells, Jules Verne...) pa ne veze ket re skiantel ar romantoù, pa ne veze ket ezhomm a abegiñ kement tra graet gant an harozed. Aes eo evit Aodh de Blacam : pa vez ezhomm da dennañ e vez poultr er fuzuilh atav, pa vez da guzhat e kaver atav ur vougev a c'heller stouvañ gant mein a ruilher dirak he genoù... Ne vern : kadourien hael, emgannoù, teñzorioù, euzhviled debrerien tud, pegen dudius eo en em leuskel da vont gant red ar stêr a dremen dindan Mougev an Drouiz.

17/06/2009 GMT 1

Skrapadenn ar paotr a zalc'he koun eus e vuhez kent, Satyajit Ray, Bro-India (1971)

pevarlagad @ 06:50

Skrapadenn ar paotr
Brudet kenañ eo al levrioù en deus skrivet Satyajit Ray evit ar grennarded e bro-India. Kavout a ra din e tenn war un dro da Dintin ha da Sherlock Holmes, gant ar c'hrennard o teskiñ digant e eontr yaouank, hag ar skrivagner lu o lakaat da vousc'hoarzhin, evel Haddock. Dudius kenañ eo ha lennet e vez en un tenn dre ma z'eus suspens a-walc'h en darvoudoù.

Aes eo da lenn peogwir eo dedennus an istor, daoust ma vije gwall gevrinus gerioù 'zo evel ur westerenn da skouer... (Kavet em eus a-benn ar fin, amañ : talvoudus e c'hello bezañ c'hoazh...). Evel just e c'heller ober hep geriadur peogwir eo war munudoù ne zirenkont ket an ober en em gav an diaesamantoù-se peurliesañ. Koulskoude e tistera an destenn, dreist-holl evidomp europeaniz n'anavezomp ket mat an en-dro a vev an tudennoù ennañ : unan eus perzhioù mat al levr o vezañ kinnig ur veaj en ur vro bell.
A-viskoazh em eus kavet e echue en un doare iskis e-keñver ar paotrig a ro e anv d'ar romant : ur wezh diskoachet an torfedour, ne reer ket van outañ ken, ha gwir oa e istor pe get ? Memestra evit an afer teñzor : gwelloc'h disoc'h 'n dije gellet bezañ !
N'eus forzh, ur prantad c'hwek zo bet tremenet o lenn. Spi 'm eus e troio Yann-Varc'h Thorel levrioù all eus ar rummad : niverus int 'toare.

26/05/2009 GMT 1

Ar Priñs Bihan, Antoine de Saint-Exupéry, Frañs (1943)

pevarlagad @ 14:48

Priñs Bihan

Troidigezh vrezhonek kentañ ar best-seller bihan-mañ zo deuet er-maez e 1974 eus ti-embann Preder. An hini 'm eus lennet zo an embannadur nevez (2004), adwelet gant Pierrette Kermoal.
Dedennus e oa al lennadenn-se evidon peogwir eo ul levr a anavezen mat, e galleg, pa oan bihan : lennet e veze deomp, selaouet e veze an istor ganeomp war ur bladenn 33 tro, ha diwezhatoc'h em boa bet va levr din-me hag em boa lennet meur a wezh ivez.
Daoust da se ne oa ket ken fresk-se an eñvor anezhañ em fenn ha tro 'm eus bet da zizoloiñ traoù nevez : cheñchet eo va doare da lenn. Lec'hioù 'zo 'm eus kavet un tammig re eeun, pa ya ar Priñs Bihan a blanedenn da blanedenn da skouer. Traoù 'zo a blije din kalz a-raok, evel dihun ar rozenn, hag a choman etre daou razo bremañ : perzhioù kant dre gant gwregel he deus ar vleunienn-se met... perzhioù fall kentoc'h ! He c'hened n'eo ket mestr warnañ : sed ar perzh mat nemetañ he deus. A-hend-all eo kentoc'h displijus, faeũs, feukidik... souezhet on bet o welet se pa n'em boa ket taolet pled a-raok.
A-hend-all e kav din eo deuet brav gantañ tudenn ar Priñs Bihan, n'eo ket disliv, ha tudenn an dezreveller ivez. Fromet e vezan c'hoazh gant ar gejadenn gant al louarn, ha gant ar fin. Lennet 'vez buan hag aes ; brav eo al levr gant skeudennoù e liv graet gant ar skrivagner e-unan. Laouen e oan o welet ar brezhoneg e-touez ar yezhoù eo bet lakaet enno.
Ur goumoulenn memestra, etre ni hag oabl steredennek Priñs Bihan Preder : ne zouj ket an droidigezh-mañ ouzh unan eus ar perzhioù a ra eus al levr-mañ ur bennoberenn ; ar yezh eeun. Kudenn ebet evidomp-ni tud bras met an dibab geriaoueg, an tech d'ober lenneg marteze, a serr dorioù al lennadenn-mañ ouzh ar vugale eo bet skrivet evito... Koll a ra eus e nerzh abalamour da se, a gav din

08/05/2009 GMT 1

An den a blante gwez, Jean Giono, Frañs (1953)

pevarlagad @ 21:34

L'homme qui plantait des arbres
Nag e karen levrioù Giono pa oan krennardez ! Laouen bras e oan bet o kavet al levrig-mañ war ur stand bennak un nebeut bloavezhioù 'zo. Ur c'hasedig kleved oa gantañ evit gellet selaou an destenn gant sonerezh.
En danevell-mañ e vez kontet istor ur mesaer, ur paotr kozh en deus lakaet en e benn plantañ gwez a-hed e zevezh labour. Dre zegouezh en em gav an daneveller gantañ, ha goude bezañ sellet outañ ur pennadig e ya diwar e vuhez. Pa dremen un toullad bloavezhioù war-lerc'h e stad an disoc'h ...
Ul levr eo a vamer ouzh an natur ennañ : ar gwez, met ivez anien mabden, o reiñ d'al lenner ur c'hannad a fiziañs hag a spi. Plijus eo da lenn met dre ma oa lennegel ar galleg implijet ez eo ivez brezhoneg an droidigezh, gant Garmenig Ihuelloù, deuet er-maez e 1990.

22/04/2009 GMT 1

Winnie-ar-Pou, Alan Alexander Milne, Bro-Saoz (1926)

pevarlagad @ 11:11

Winnie-ar-Pou
An droidigezh vrezhonek, graet gant skipailh Emgleo Breiz, zo deuet er-maez e 1988.

Ul levr evit ar vugale e tlefe bezañ : ijinet gant ar skrivagner en ur sellet ouzh e vab o c'hoari gant e nanarzh. Ar mab, e-unan, e anv Kristofer Robin, a zo lod eus an istor. Emañ o ren war ur bobladig loened a zo o chom en ur c'hoad, en o zouez Winnie, Porhellig, Babig Rou ha kement 'zo. Ar pezh a blij d'ar vugale vihan, sur a-walc'h, eo bezañ gouest da verzout int holl berrboelloc'h egeto, memes ar re en em gav hag a gred dezho emaint o vont da ziluziañ an aferioù... An hini nemetañ o vezañ poellek, en e vod, eo Kristofer Robin.
Dleout a ra bezañ evit ar vugale, eta, ar re vihan zoken, nemet eo kalz re ziaes al levr brezhoneg da lenn dezho a vouezh uhel. Kalz a zivizoù a zo, troc'het-didroc'het evel pa vije bugale o komz, hag ar selaouerien a vez kollet buan. N'eo ket anat da heuliañ pa goll al loened o-unan o neudenn alies... Ar vugale gouest da lenn o-unan ne vezont ket dedennet gant an diabarzh ken.
N'eo ket didalvoud evit kement-se. Ul levr diduellus eo evit ar re vras, bez en deus ur seurt charm saoz, evel Peter Pan da skouer. Sellet en deus pizh ar skrivagner ouzh e vugel hag e restaol mat ar pezh en deus gwelet, gant kalz a zouster hag a deneridigezh. C'hoarzhet e vez en ur welet ar sotonioù a ra al loened gant kement a volontez vad, ha c'hoarzhet muioc'h c'hoazh o keñveriañ o doare da gaozeal gant hini an dud gour : evel ar vugale, e varmouzont hep kompren a-wezhioù, pe e asuront bezañ komprenet p'o deus heuliet o soñjoù un hent dic'hortoz-krenn. Goap a ra ar skrivagner ouzh e geneiled gour war ar memes tro.
Brav tre eo tresadennoù Ernest H. Shepard, orin sur a-walc'h, e gwenn-ha-du, n'heller ket o dispartiañ diouzh an destenn.
Gwelet e vez pegen feal eo tresadenn-bev Disney ouzh an oberenn, pe vije ouzh an tresadennoù pe ouzh an tudennoù, met ar film n'hell bezañ sellet outañ nemet gant ar babigoù, p'eo al levr ur gwir oberenn lennegel.

21/04/2009 GMT 1

Ar morgazh : Babel hag a-dost, Gérard Alle, Frañs (2002)

pevarlagad @ 12:20

Babel hag a-dostN'em eus ket lennet levr all ebet eus ar rummad "Le Poulpe" renet gant Jean-Bernard Pouy ha ne rin ket : n'on ket bet entanet na gant an istor, na gant an ton (poliser lec'hel farsus). Ma plij din al levr-mañ, eo en abeg d'e droidigezh, graet gant Stefan Moal ha deuet eus ar c'hentañ gantañ. N'eus nemet klask treiñ un tamm bihan eus al levr e galleg evit kompren pegen diaes e oa chom peg ouzh an ton ha mirout an holl elfennoù a zo e pep frazenn, e pep pennad... ha keñveriañ ar pezh ho peus graet gant ar pezh a zo bet embannet... bravo, maestro ! Alies e implijan ur bomm bennak eus al levr-mañ evit lakaat al liseidi da gompren petra eo treiñ e gwirionez (ret eo dibab mat peogwir e c'hellfe klemm o zud !).
Me gav din eo bet dibabet lakaat anezhañ e brezhoneg en abeg ma c'hoarvez e-pad gouel ar sinema e Douarnenez : livet mat e vije an ambiañs, hervez. N'on ket evit lavaret, n'on ket bet gwezh ebet.
Evit an istor eo lennabl war an tri c'hard, lakaomp, ha war-lerc'h e kouezh al levr diouzh ho taouarn gant ar sod ma teu da vezañ an istor sektenn hag all... Pfff ! n'eo ket va zres...
Ur perzh mat all en deus memestra : un embannadur divyezhek eo, gant an destenn e galleg ha da heul e brezhoneg (n'eus ket ezhomm da dreiñ al levr evit keñveriañ an daou). An dud a bren holl levrioù ar rummad zo bet rediet da brenañ al lodenn vrezhonek : n'eus hini ebet unyezhek. Talvoudus eo evit lakaat ar brezhoneg war-wel.

10/04/2009 GMT 1

Helgvor ar stêr c'hlas, J.-H. Rosny Henañ, Bro-Veljik (1929)

pevarlagad @ 22:02

HelgvorKentañ embannadur Helgvor du Fleuve Bleu e brezhoneg eo hennezh : deuet er-maez e 1999, 70 vloaz goude an destenn orin eta. Eil oberenn ar skrivagner eo o vezañ bet troet ivez, goude Brezel an tan. M'en dare penaos eo bet graet an dibab treiñ : n'eo ket souezhus evit Brezel an tan, oberenn anavezetañ ar skrivagner, met Helgvor ar stêr c'hlas n'eo ket anavezet e galleg...
Peuriñ a ra an daou romant e-barzh ar memes park, ar ragistor, ha gant kement a ampartiz. Suspens a zo, pa glask an haroz saveteiñ div vaouez kondaonet d'ar marv. Paket e vezer gant red an darvoudoù. Deskrivet mat eo al lec'hioù, arguzennet oberennoù an tudennoù : gouzout a reer ar pezh a santont hag a sonjont, dreist eo. Plijus eo al lennadenn penn-da-benn. Ouzhpenn eo skeudennaouet brav al levr, e liv peurliesañ, moarvat gant skeudennoù an embannadur orin. Ul labour brav ha kempenn zo bet graet gant Hor Yezh. C'hwitet eo an titl avat, war ma meno. E galleg e komprener diouzhtu eo Helgvor anv un den, e brezhoneg n'eo ket anat d'an holl. Me gav din vije bet mat lakaat un titl muioc'h seksi.
Estreget romantoù diwar-benn an "oadvezhioù feuls" en deus skrivet J.-H. Rosny Henañ : kalz a romantoù skiant-faltazi en deus skrivet ivez, d'ur mare ma ne oa ket eus ar ger "skiant-faltazi" c'hoazh ; emañ e-touez ar re o deus diazezet ar jener-se. Marteze hor bo ar chañs da lenn un toullad anezho e brezhoneg ur wezh bennak... Mat e vije peogwir eo ur romantour prizius, leun a skiant hag a ijin.

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust