Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

Dielloù: Ebrel 2009

30/04/2009 GMT 1

Changement de décor (1975), un tout petit monde (1984), Jeu de société (1988), David Lodge, Bro-Saoz

pevarlagad @ 09:05

Changement de décor
Diaes eo krediñ e vo ebat pa weler eus petra zo kaoz : daou gelenner skol-veur, unan eus Bro-Saoz hag unan eus Amerika, a eskemm o fostoù e-pad 6 miz... Koulskoude e vez c'hoarzhet kalz, hag hep en em rediañ : ur ral ! Bez ez eus ur "c'homique de situation" n'heller ket chom klouar razañ... Daoulagad lemm en deus David Lodge, hag ur bluenn ken lemm all pa n'eo ket ponner ar pezh a skriv, goût a ra maneal an elipsoù evit skañvaat e istor hag astenn ar suspens. Plijet on bet kalz gant ar frammadur simetrik : gall a rafe diskuliañ re vuan ar pezh zo da zont, met ne ra ket. En desped da bep tra e chom kazimant gwirheñvel ar romant. Dreist eo.
Un tout petit mondeEn Un tout petit monde e veajer a-hed hag a-dreuz ar bed da heul kelennerien skolveur sot gant kendalc'hioù etrevroadel, ha n'eo ket evit abegoù lenneg peurliesañ. Kalz a fent a zo c'hoazh, ha diskouez a ra ar skrivagner e ampartiz da ziluziañ kement tra dister en deus laosket da gompren da vare pe vare : en trede levrenn vo heñvel, kontañ a ra traoù didalvoud a-wezhioù, ha diwezhatoc'h e vez merzet int alc'hwez un dra bennak. Chom a reer atav war evezh gras d'an degouezhioù-se hag a ro kalz a bebr d'ar romantoù.
Jeu de société

Ne vez ket c'hoarzhet kement e trede levrenn ar rummad. Gwelet a reer bed ar skolioù-meur hag hini an embregerezhioù o stokañ an eil ouzh egile. Kavet em eus mat tre poltred rener an embregerezh er penn kentañ. En un doare soutil (ha nebeutoc'h soutil ivez) e teu eskemmoù d'en em wiad etre an daou benndudenn, ar soñjoù a ra o hent, a cheñch perc'henn tamm-ha-tamm. Diskouez a ra David Lodge kaout ur sell war-gil war e labour, bezañ gouest da lec'hiañ e blas er bed tro-dro. Dedennus eo ken ez eo.
N'em boa lennet netra gant David Lodge a-raok met dizoloet em eus gant ar rummad-se ur skrivagner emaon o vont da glask e zaremprediñ pelloc'h.

29/04/2009 GMT 1

An dervenn, Mich Beyer (2007)

pevarlagad @ 13:09

An dervenn

N'eus ket kalz tra da rebech ouzh ar romantig-mañ : sur eo ar yezh, klasel an tem (ur paotr yaouank a dec'h eus e di evit klask an tad n'en deus ket anavezet), renet mat red an darvoudoù. Pezh zo, ar re-se n'eus ket ur mor anezho, me gav din e tlefe bezañ kentoc'h ur romant psikologel. Ha war se, ne gavan ket va gwalc'h. Kavout a ra din eo re eeun patrom ar familh habask a vev ar paotr ennañ, re blaen an darempredoù etrezañ hag e vreur, divlaz an tudennoù pennañ, kea. Plijus eo an droiad e Euskadi alato... N'eo ket ul levr fall, pell a se, met e-touez reoù Mich Beyer 'm eus lennet betek-henn eo an hini a blij din an nebeutañ.
An dervenn en doa tapet an eil Priz ar Yaouankiz 2008 er rummad 4vare-3de klas

28/04/2009 GMT 1

Oberenn glok, Anjela Duval (2000)

pevarlagad @ 08:07

Oberenn glok
Ne blij ket din al levrioù kaer, nag al levrioù ker, met ret eo anzav eo deuet brav gant an holl dud o deus kenlabouret evit kas ar raktres-se da benn. Pezh 'n eus desachet va evezh eo kentoc'h ar fed vije klok, e c'hellfen kavout pep tra e-barzh, me ha n'anaveze seurt ebet diwar-benn Anjela Duval ha n'em boa lennet netra ganti a-raok se kazimant. Labour sirius zo bet graet, renket mat eo an traoù gant meur a zaolenn evit adkavout aes ar pezh a glasker, hag ivez gant ur mor a ditouroù diwar-benn he buhez, hec'h engouestl, hag all, asambles gant pennadoù skrivet gant an dud a gare anezhi. Sklaer eo ez eus kalz a ouiziegezh da dennañ eus ar pep tra-se.
Plijadur 'm eus bet o sellet ouzh ar fotoioù ivez, reoù 'zo tiskouez hec'h endro, met dreist-holl ar re a vez gwelet warno tud a anavezer bremañ dindan dremmoù all : ur sikour eo da gompren dibaboù pe hent tud 'zo ; n'en deus ket an nevezvrezhoneger an alc'houez da zisplegañ pep tra a-wezhioù.
E-keñver skridoù Anjela on bet souezhet gant live barzhonegoù 'zo, hag ivez gant ar c'homz-plaen. Ar skeudenn a oa en va fenn goude pezh 'm boa klevet a oa hini ur barzhonegaj un tamm chuchu. A-wezhioù e vez re eeun, a-wezhioù e vez re relijiel, pe re voutin, gwir eo. Frazennoù 'zo a c'hellfe bezañ lamet kuit en ur skañvaat an traoù, hep disteraat ar varzhoneg. Met dre vras em eus bet ur souezhadenn vrav, on bet tizhet ha fromet gant ar pezh he doa c'hoant da rannañ ganeomp. A-hed ar pajennoù en deus kresket va istim ha va doujañs eviti, rak al labour he deus kaset da benn. Ur blanedenn dreistordinal he deus bet, a gav din.
N'on ket tost ouzh ar relijion, ne garan ket ar chas, ha kavout a ran an emgannoù politikel un tammig e-maez ar c'hiz : gwir nerzh ar varzhez zo en natur, en darempred he doa gant he en-dro naturel, he doujañs ouzh an holl loened, he sell bamet rak marzhoù ar bed. Pep hini a sant seurt traoù ur wezh an amzer, evidon oa kentoc'h trivliadennoù va yaouankiz ha n'o deus kuitaet anezhi morse, brav e kavan. Santout a reer hec'h ene o tridal.
Unan eus va barzhonegoù muiañ-karet ? Eur marzhus. Kemer a ra amzer d'ober un tard d'ur mare na vez ket graet diouzh boaz ha da sellet pizh ouzh ar momed-se. Dispar eo.
Ur rebech 'm eus d'ober ouzh ar seurt bibl-mañ : n'eo ket graet evit bezañ lennet. Eviti da vezañ brav, re bonner eo, n'heller nag e zougen nag e zigeriñ hep harpañ war ur pezh arrebeurri bennak. Me soñj din e vo chomet serr e ti meur a hini, o kinklañ al levraoueg. Domaj eo.

27/04/2009 GMT 1

Bed Alastaaïr, Klervi Ily (2007)

pevarlagad @ 08:35

Bed Alastaaïr
Ar pep gwellañ tout el levr-mañ eo ar pennad kentañ, a lak al lenner en un ambiañs enkrezus diouzhtu. N'eo ket ken lipet ar peurrest avat. Mat eo an istor, oc'h implijout boudoù fantastik deuet da vezañ klasel : korr, elf, aerouant, boudiged... Ijinet mat eo anvioù an tudennoù. Plijout a ra din e vije an haroz un harozez, ne c'hoarvez nemet ral a wezh. Lennet vez gant plijadur daoust ma ne vije ket ar yezh eus ar bravañ : santout a reer eo ur yezh estren a-wezhioù. N'eo ket ur rebech a ran, just ur stadañ : fiziañs em eus o do youl an dud yaouank-flamm a skriv al levrioù-se da vont donoc'h en o anaoudegezh eus ar yezh, en dazont.
Tapet en doa Bed Alastaaïr an eil Priz ar Yaouankiz 2007.

26/04/2009 GMT 1

Brezel an erevent / Hudour an tour du, Marianna Donnart ha Moran Dipode (2005 ha 2006)

pevarlagad @ 17:33

Brezel an erevent
Un istor plijus da lenn en ur bed moliac'h da vat emañ en o bleud an daou skrivagner ennañ. N'eo ket kempouez an awen a-hed al levr, santout a reer a-wezhioù emaer tost da chom bout, da skouer pa chom an harozed da c'hortoz er vougev, amzer dezho da lemmañ o c'hreionoù moarvat. Koulskoude eo mat a-walc'h an disoc'h, gant un ton skañv a-walc'h hag a oar ivez plantañ tristidigezh el lenner pa vez ret.

Hudour an tour du

N'eus ket kalz a amzer evit diorren an traoù en ul levr nemetañ : Hudour an tour du a zeu da heul Brezel an erevent eta. Un istor all eo penn-da-benn pa oa kloz ha kloz mat an hini gentañ, ha n'eo ket kenkoulz an arguzenn, milimplijet e oberennoù all ha dreist-holl re aes da zivinout : n'eus ket ur mor a dudennoù a c'heller teurel diskred warno. Dudius e chom koulskoude.

Daou vloaz diouzh renk o deus gounezet al levrioù-se ar priz kentañ e Priz ar Yaouankiz : diouzh ar c'hiz eo an oberennoù heroic-faltazi e-touez ar re yaouank, ha pa vezont skrivet gant liseidi o deus dres al live dereat evit bezañ lennet hep skuizhañ gant ar vugale divyezhek. Me soñj din eo un dra vat e vije embannet seurt traoù, evit broudañ anezho da lenn, da skrivañ, ha reiñ ur skeudenn yaouankoc'h eus al lennegezh vrezhonek n'eo ket gwall zarempredet gant ar vugale a oar ar yezh, koulskoude.

23/04/2009 GMT 1

Raconte-moi une histoire, Chase Collins, Amerika (1992)

pevarlagad @ 14:31

Raconte-moi une histoire
Marteze e kontit istorioù d'ho pugale dija : ma rit, ne servijo ket da galz tra al levr-mañ deoc'h. Va c'hentañ soñj din-me vez atav lenn ul levr dezho ha n'em boa ket kalz a skiant-prenet war ar c'hontañ a-raok : ur sapre dizoloadenn oa bet evidon. Displegañ a ra da betra e talvez ijinañ ho istorioù deoc'h, ha reiñ a ra ur bern kuzulioù hag alioù da lakaat ac'hanoc'h da gregiñ e-barzh. A-viskoazh em eus soñjet eo un hentenn vat evit rannañ ur prantad plijus e brezhoneg gant ar vugale.
N'eo ket anat d'ober e brezhoneg : ret eo bezañ koñsañtret mat. Met en em voazañ a reer tamm-ha-tamm. Plijadur 'vez o vont war-raok.
Un tamm helavar e kavan doare an aozerez da ginnig an traoù met... normal eo, plijout a ra dezhi kontañ istorioù !
Ar pezh zo sur eo e serrer al levr gant ur c'hoant bras d'ober evelti.

22/04/2009 GMT 1

Winnie-ar-Pou, Alan Alexander Milne, Bro-Saoz (1926)

pevarlagad @ 11:11

Winnie-ar-Pou
An droidigezh vrezhonek, graet gant skipailh Emgleo Breiz, zo deuet er-maez e 1988.

Ul levr evit ar vugale e tlefe bezañ : ijinet gant ar skrivagner en ur sellet ouzh e vab o c'hoari gant e nanarzh. Ar mab, e-unan, e anv Kristofer Robin, a zo lod eus an istor. Emañ o ren war ur bobladig loened a zo o chom en ur c'hoad, en o zouez Winnie, Porhellig, Babig Rou ha kement 'zo. Ar pezh a blij d'ar vugale vihan, sur a-walc'h, eo bezañ gouest da verzout int holl berrboelloc'h egeto, memes ar re en em gav hag a gred dezho emaint o vont da ziluziañ an aferioù... An hini nemetañ o vezañ poellek, en e vod, eo Kristofer Robin.
Dleout a ra bezañ evit ar vugale, eta, ar re vihan zoken, nemet eo kalz re ziaes al levr brezhoneg da lenn dezho a vouezh uhel. Kalz a zivizoù a zo, troc'het-didroc'het evel pa vije bugale o komz, hag ar selaouerien a vez kollet buan. N'eo ket anat da heuliañ pa goll al loened o-unan o neudenn alies... Ar vugale gouest da lenn o-unan ne vezont ket dedennet gant an diabarzh ken.
N'eo ket didalvoud evit kement-se. Ul levr diduellus eo evit ar re vras, bez en deus ur seurt charm saoz, evel Peter Pan da skouer. Sellet en deus pizh ar skrivagner ouzh e vugel hag e restaol mat ar pezh en deus gwelet, gant kalz a zouster hag a deneridigezh. C'hoarzhet e vez en ur welet ar sotonioù a ra al loened gant kement a volontez vad, ha c'hoarzhet muioc'h c'hoazh o keñveriañ o doare da gaozeal gant hini an dud gour : evel ar vugale, e varmouzont hep kompren a-wezhioù, pe e asuront bezañ komprenet p'o deus heuliet o soñjoù un hent dic'hortoz-krenn. Goap a ra ar skrivagner ouzh e geneiled gour war ar memes tro.
Brav tre eo tresadennoù Ernest H. Shepard, orin sur a-walc'h, e gwenn-ha-du, n'heller ket o dispartiañ diouzh an destenn.
Gwelet e vez pegen feal eo tresadenn-bev Disney ouzh an oberenn, pe vije ouzh an tresadennoù pe ouzh an tudennoù, met ar film n'hell bezañ sellet outañ nemet gant ar babigoù, p'eo al levr ur gwir oberenn lennegel.

21/04/2009 GMT 1

Ar morgazh : Babel hag a-dost, Gérard Alle, Frañs (2002)

pevarlagad @ 12:20

Babel hag a-dostN'em eus ket lennet levr all ebet eus ar rummad "Le Poulpe" renet gant Jean-Bernard Pouy ha ne rin ket : n'on ket bet entanet na gant an istor, na gant an ton (poliser lec'hel farsus). Ma plij din al levr-mañ, eo en abeg d'e droidigezh, graet gant Stefan Moal ha deuet eus ar c'hentañ gantañ. N'eus nemet klask treiñ un tamm bihan eus al levr e galleg evit kompren pegen diaes e oa chom peg ouzh an ton ha mirout an holl elfennoù a zo e pep frazenn, e pep pennad... ha keñveriañ ar pezh ho peus graet gant ar pezh a zo bet embannet... bravo, maestro ! Alies e implijan ur bomm bennak eus al levr-mañ evit lakaat al liseidi da gompren petra eo treiñ e gwirionez (ret eo dibab mat peogwir e c'hellfe klemm o zud !).
Me gav din eo bet dibabet lakaat anezhañ e brezhoneg en abeg ma c'hoarvez e-pad gouel ar sinema e Douarnenez : livet mat e vije an ambiañs, hervez. N'on ket evit lavaret, n'on ket bet gwezh ebet.
Evit an istor eo lennabl war an tri c'hard, lakaomp, ha war-lerc'h e kouezh al levr diouzh ho taouarn gant ar sod ma teu da vezañ an istor sektenn hag all... Pfff ! n'eo ket va zres...
Ur perzh mat all en deus memestra : un embannadur divyezhek eo, gant an destenn e galleg ha da heul e brezhoneg (n'eus ket ezhomm da dreiñ al levr evit keñveriañ an daou). An dud a bren holl levrioù ar rummad zo bet rediet da brenañ al lodenn vrezhonek : n'eus hini ebet unyezhek. Talvoudus eo evit lakaat ar brezhoneg war-wel.

20/04/2009 GMT 1

Diougan Gwenc'hlan, Per Denez (1979)

pevarlagad @ 07:53

Diougan Gwenc'hlan
Erru eo kozh golo ar romant, ne ro ket c'hoant da brenañ anezhañ ken. Domaj eo, kar kavout a ra din eo ur romant mat. Marteze e c'hell tud 'zo kavout diaes mont e-barzh romantoù Per Denez : pa vez follennataet anezho ne weler nemet pajennadoù ha pajennadoù komz-plaen, gall a ra seblantout gwall unton diouzh sellet. E vod eo, ha plijus eo da lenn. Taolenniñ a ra munut buhez ar penndudenn, hag e-barzh ar romant-mañ ez eus ivez ur bern traoù diwar-benn bro-Gembre peogwir e tremen an traoù du-hont : dreist eo.
N'heller ket gouzout, da welet an titl, peseurt doare istor vo kontet deomp. Un istor a-vremañ eo gant un haroz n'eo ket unan e gwirionez : un den gour, o ren ur vuhez sioul gant e wreg : buhez ur c'hozhiad e gwirionez, nemet emañ e bed al labour c'hoazh paneogwir e talc'h ur stal. Kontañ a ra e istor d'al lenner en ur gemer anezhañ da dest, hag en ur aozañ kalzig a suspens. Un istor spesoù eo.
Gouezet en deus Per Denez krouiñ un aergelc'h a-zoare tro-dro d'an darvoudoùigoù (ne c'hoarvez ket ur mor a draoù ). Dudius eo da lenn, ha skrivet mat en ur yezh deuet da vezañ klasel. Unan eus e wellañ romantoù eo.

19/04/2009 GMT 1

Blaz an holen, Filip Oillo (1996)

pevarlagad @ 16:22

Blaz an holen
Pour ha trichin 'm eus da reiñ d'ar romant brud-mat-mañ.
A-du on gant ar gourc'hemennoù a vez roet dezhañ peurliesañ : modern eo, plijus eo ar yezh anezhañ, kalz a fent zo ennañ, war se, netra da lavaret, tremen a reer prantadoù plijus gantañ.
Met daoust hag-eñ eo ur romant e gwirionez ?
Entanet e oan bet gant istor karantez ar penn kentañ : ne bad nemet 86 pajenn allas. Goude-se eo un istor all penn-da-benn : dreist em eus kavet an arguzenn anezhi : ur paotr a ya da zastum brezhoneg bev diwar muzelloù tud kozh a lip o loa a vuzul ma kuita anezho, dre zegouezh... ur soñj mat. Ar justis a lak e grabanoù war ar paotr. Ha setu eñ kaset d'an toull-bac'h : n'eo ket farsus tamm ebet ken, cheñchet eo an ton penn-da-benn. N'eus ket blaz an traoù bevet war ar pezh a gont Filip Oillo er bomm-se (gwell a se evitañ moarvat). En un doare dic'hortoz e vez dieubet hag ez a da Afrika : un istor all a grog adarre. Hag honnezh ne vo echuet biken, a gav din, prometet ma oa bet 14 bloaz zo un eil levrenn e anv : C'hwezh ar pebr...
Traoù peget etrezo, hep unvaniezh a don, hep haroz en dije perzhioù dezhañ e-unan : ar romant n'eo nemet ur skrid-diskouez, n'eus foñs ebet ennañ. Santout a reer e oa peadra, pinvidigezhioù en egin, setu perak e oa bet roet ar priz Langleiz dezhañ e 1995 moarvat, met n'en deus ket enoret ar skrivagner ar brud vat bet roet dezhañ un tamm re abred, marteze...
Fin, n'eo ket marv c'hoazh, arabat koll kalon ;-)

18/04/2009 GMT 1

Da fall ha da viken, Yann-Fañch Jacq (2001)

pevarlagad @ 20:18

Da fall ha da viken
Eil romant-polis Yann-Fañch Jacq zo ur seurt polar klasel, doare heuliadoù tele : ur gêriadenn sioul, ur skol eo tremenet holl dud ar biojoù enni, maouezed kozh o ranellat, paotr al lizhiri o lizherat, mamm o poaniat, bugel o klask un tad... Mont a reer eus an eil tudenn d'egile a-hed al levr. Savet mat eo an itrik, nemet e tiviner un tammig re vuan piv eo an drougoberer : n'eus ket ur mor a dudennoù alato ! Ha m'eo diaes kompren e abegoù eo moarvat peogwir n'int ket gwirheñvel-gwirheñvel... Evel istor ar faktour a ra fazioù-skrivañ euzhus ; n'ouzon ket e peseurt bro e tremen an traoù met e frañs, atav, vije diaes bezañ bet ar c'hoñkour en ur ober kement-se a fazioù !
N'eo ket fall, n'eo ket peurvat ivez : ne vezer ket paket penn-da-benn gant an istor, o c'hedal m'emaer skoilh pe skoilh da zont war-wel er frammadur... Skoulmet ha diskoulmet eo mat a-benn ar fin met santout a reer n'eo ket Yann-Fañch Jacq ur skrivagner romantoù-polis a vicher, daoust ma teufe a-benn da lakaat suspens en e istor. Dipitus em eus kavet ar fin ivez e-keñver an istor karantez etre ar paotr hag ar plac'h.
Diverrañ a ra an amzer memestra, evel un telefilm, rik !

17/04/2009 GMT 1

Par dibar, Yann Fulub Dupuy (2006)

pevarlagad @ 13:19

Par Dibar
Unan eus va levrioù brezhoneg muiañ-karet eo.
Da gentañ e kav din en deus kalz a galon Yann Fulub Dupuy o vezañ skrivet an testeni-se en hor yezh (seul vihan ar bed, seul dost an enebourien...).
Da eil e kav din eo ur skrid pouezus, un tammig a familh gant hini Jean-Yves Broudic Diyezh : ar pezh a ra Yann-Fulub Dupuy "luskoù an ene" pe "buhez vredel an unan" dioutañ. Kavout a ra din e tegas un dra bennak pouezus en hol lennegezh.
D'an trede e plij din peogwir e welan ennañ heñvelidigezhioù gant va istor din-me hag on bet fromet meur a wezh en ur lenn anezhañ.
Rannañ a ran ivez gant ar skrivagner ar soñjoù a eztaol er VIvet pennad, diwar-benn ar brezhoneg hag an tuadur revel. Erru e oan d'ar memes soñjoù nemet ne oa ket diwar-benn an heñvelreviaded nemeto, diwar-benn an holl dud o tont eus ur minorelezh bennak ne lavaran ket. Deuet e oan da soñjal an dra-se peogwir em boa klasket e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù perak e oa peg ar c'hoant ennon da zeskiñ brezhoneg, ha ne gaven respont ebet... betek un 10 vloaz bennak goude bezañ kroget. Me em boa liammet se, evidon, ouzh an desevel em eus bet, hag a oa unan a stourm : a-enep ar grem nukleel, ar boued chimik, an direizhderioù a bep seurt a c'hell bezañ er bed ! Pa oan krennardez ha betek penn kentañ va oad gour em boa ur vuhez eus ar re voutinañ, ha neuze em eus bet c'hoant da adkavout ar spered stourm-se, da vont da vanifestiñ, d'en em gannañ gant tud all. Goude-se eo un afer degouezhioù... Souezhet on bet eta oc'h adkavout ar memes soñj, tamm-pe-damm, e-barzh. Ha sur on ez eus muioc'h a dud eget na greder o teskiñ brezhoneg evit abegoù a seurt-se.
Me gav brav yezh Yann-Fulub Dupuy daoust ma vije diaes da lenn gouez da dud 'zo. Ne verzan ket an dra-se, me soñj din eo dre m'em eus heuliet ur bern kentelioù gantañ ! Ur yezh resis ha barzhoniel eo. N'hellan nemet stouiñ dirak an oberenn-se a gavan dibar.

16/04/2009 GMT 1

Emgannoù Duncan O'Hara, Pierre-Emmanuel Marais (2008)

pevarlagad @ 20:50

Emgannoù duncan o'hara
Gant ar bloavezh, 1341, e c'hellfer krediñ eo ur romant istorel, met n'eo ket : kentoc'h unan moliac'h, pa vez roet kalz a blas d'an hudouriezh. Sellet e vez a-gorn ouzh an troioù-hud gant ar pep brasañ eus tudennoù ar romant, nemet ar re bennañ, ar sorserez yaouank a zo o teskiñ mestroniañ he galloudoù, ha Duncan O'Hara, he c'henderv. Ar romantig en deus ar perzh mat da dremen e Breizh er Grennamzer ha da lakaat lec'hioù ha tud anavezet e-barzh ar jeu. Bez ez eus kalz a ober, a gann, pe vije etre brezelourien pe etre hudourien, met mignoniezh ivez, ha karantez, hag istorioù familh zoken : ur romant klok a-walc'h eo a-benn ar fin ! Ijinet mat evit lakaat en o bleud kement ar baotred hag ar merc'hed. Ne gaver ket hir e amzer, dont a ra brav an darvoudoù an eil re goude ar re all : Pierre-Emmanuel Marais a oar c'hwezhañ lusk en e istor, ha dreist em eus kavet anezhi peogwir en deus kalz a ijin hag e lak ar grennamzer da vevañ en un doare bev daoust ma ne vije ket gwall hir an oberenn.
N'eo ket diaes da lenn ha ne welan ket fazioù brezhoneg, met ne gavan ket flour kenañ ar yezh, hep kaout netra resis da rebech outi. Efedus eo, met pas "santet", defod frekantiñ al lennegezh vrezhoneg marteze, n'on ket evit lavaret... Met n'eo nemet ur munudig, ur romant mat tre eo e-touez re an dastumad-se evit ar grennarded, hag hep mar emañ e-touez ar re wellañ ar bloaz-mañ.
N'eo ket skrivet e vo un heuliad bennak met digor eo ar fin : spi 'm eus e kaso Pierre-Emmanuel Marais pelloc'h e harozed. N'eo ket peurechu ar c'hest !

14/04/2009 GMT 1

Diougan Ketzalkoatl, Jakez-Erwan Mouton (2007)

pevarlagad @ 20:56

Diougan Ketzalkoatl
Trellet e vez an daoulagad gant ar golo met arabat kaout aon, ne sked ket al lizherennoù e-barzh ! ha ne goust ket re ger kennebeut...
Diaes eo bet din en em staliañ e-barzh an istor peogwir e vesken an daou benndudenn er penn kentañ, n'eo ket sklaer atav piv zo o kaozeal... Met ur wezh lañset, nag a blijadur ! Dedennus eo an darvoudoù ha stag mat an itrik ouzh an Istor, war-bouez ur munudig... ar spagnoled eo a bak o fegement...!
Kontet eo brav, gant suspens a-wezhioù, hag en ur veskañ a-zoare taolennoù istorel ha planedenn an haroz. Un haroz un tammig digig, treuzwelus, met n'heller ket ober gwelloc'h dindan ken nebeut a bajennoù moarvat. Kalz a ober a zo (kevrinoù, kefridi, skrapadeg, muntridi-lid, emgannoù...), met gouzout a oar ivez Jakez-Erwan Mouton ober un tard evit leuskel al lenner da zizoloiñ ar bigi armet kaer pe an natur : e ved zo gwirion ha buhezek.
Si pennañ ar romant eo ez a decrescendo un tamm a-fed skritur : lipet brav eo ar penn kentañ, gant ur pennad-digeriñ luziet (istor e-barzh an istor) met ne vez ket adimplijet mat e dudennoù evit klozañ al levr : domaj eo.
Ne gav ket din e vije mat paouraat un oberenn evit lakaat anezhi da glotañ gant un niver a bajennoù resis pe me 'oar : ma ne ya ket evit ar genstrivadeg-mañ (Priz ar Yaouankiz) ez eus prizioù all... Me gav din e vije gouest Jakez-Erwan Mouton da vont pelloc'h gant e soñjoù, da ziorren muioc'h, en ur vataat kalz e levrioù. E vrezhonek pinvidik hag e ouiziegezhioù istorel ne vezont ket priziet atav gant ar skolajidi hervez o zalvoudegezh. Perak n'em lakfe ket da skrivañ evit an dud deuet un deiz bennak ?

Eur bloavez truillog, Mikael Madeg (2006)

pevarlagad @ 08:00

Eur bloavez truillog

Ur romant eo, sañset, evit ma ne glemmo ket an dud a zo anv anezho e-barzh hag a anavezer diboan marteze ! hag evit un nebeut ijinadennoù pe mankoù a-ratozh n'int ket gwall ziaes da ziskoachañ. Pell 'zo eo Mikael Madeg penndudenn kement "romant" a lak da embann, pezh a gavan domaj. Dreist-holl war ar sujed kizidig m'eo an disparti etre gwaz ha gwreg : daoust ma tiskouezfe fent a-walc'h, n'hell ket herzel ouzh e c'hwervoni d'en em ziskouez war un dro. Ar pep gwashañ eo ez eus mil boan o vagañ kamaradiezh pe kendruez ouzh an haroz. Truez, ne lavaran ket.
Lakaet vez diaes al lenner oc'h ober e selletaer ha mat pell 'zo. Netra da rebech ouzh ar stumm a-hend-all, ar stil skrivañ zo plijus ha skañv : setu perak e kendalc'han da lenn e holl "romantoù"... met... mirit 'm eus, a gav din.

13/04/2009 GMT 1

An deiz hirgortozet, Gégé Gwenn (2007)

pevarlagad @ 08:10

An deiz hirgortozet
N'on ket bet entanet gant ar romant, daoust ma kavfen kalz a berzhioù mat dezhañ. Marteze e tiskouez bezañ muioc'h un testeni Istor eget ur romant, hag a-wezhioù e kaven hir va amzer o lenn. Gwirion eo an aergelc'h e-keñver stourmoù sokial ha lakaat a ra da advevañ ur maread resis (1980), met war un dro n'eo ket gwallzedennus. Fentus e oa anavezout tud e-barzh : Bernez Tangi, Youenn Gwernig... Kalz a ampartiz a ziskouez Gégé Gwenn er senennoù karantez, met ar re-se zo peget war-c'horre ar romant evel pa ne vefent ket lod dioutañ ; tevel a ra libido an haroz kerkent hag aet ar plac'h diwar-wel, hag ar plac'h ne servij nemet da c'hoariell : nebeut a van a reer ouzh he buhez, ouzh he istor, an haroz zoken ne implij anezhi nemet evel un dra kazimant. Me gav din n'eo ket mesket mat an drammoù war ar sujed-se. Er c'hontrol, pezh em eus kavet plijus eo hollvezañs ar sonerezh : amañ emañ penn-da-benn, a-wezhioù bommoù o nijal, a-wezhioù pozioù ur ganaouenn, se a sikour brav da adkrouiñ un aergelc'h bet.
Ar gudenn pennañ evidon eo e vezer en ur bed paotred ne vev nemet paotred ennañ ; me 'm eus poan o vont e-barzh. Ar memes diaesamant em boa bet gant Piv a glevo, romant kentañ Herve Ar Gall. Gwelout a ran meur a dra heñvel etre an daou.
Din da c'houzout e oa romant kentañ Gégé Gwenn, normal eo ne vije ket peurvat ; deuet eo mat gantañ dre vras. 3 romant all a zeuio da glokaat hennezh : ur pezh-mell gronikenn a vo a-benn ar fin. Mall zo warnon gwelet an disoc'h, ha spi 'm eus ivez e skrivo traoù muioc'h faltaziek war-lerc'h peogwir en deus ur brav a daol-pluenn.

Gall a rit klevet Gege Gwenn o kaozeal diwar-benn e levr skrivet hag ar re da zont amañ. Farsus eo, ouzhpenn !

11/04/2009 GMT 1

Such were the days..., Mikael Madeg (1996)

pevarlagad @ 20:05

Such were the days
En daou levr-se en deus lakaet e brezhoneg hag adkempennet Mikael Madeg e zeizlevr war daou vloavezh, en e studioù uhel just goude e vachelouriezh.
Ne c'hoarvez koulz lavaret seurt ebet... sevel diouzh ar mintin, heuliañ kentelioù, labourat pe en em zibab hep en ober (pezh a ra, 'toare), mont da gousket. Lakaat e soñj en ur plac'h. Hep mont pelloc'h.
N'eo ket displijus da lenn, en em voazañ a reer o leuskel e zaoulagad da flourañ al linennoù hep na rafe an empenn striv ebet evit kompren tra pe dra. Dre chañs on plijet gant yezh Mikael Madeg, a-hend-all e vije bet diaes din kas va lennadenn betek ar fin koulskoude, en tu all da 500 pajenn 'zo en holl. Echuiñ a ra an eil levrenn gant ur pennad-klozañ ne gredan ger ebet anezhañ : dispakañ a ra ar skrivagner e ijin en div bajenn ziwezhañ... netra da welet gant doare ar peurrest.
We thought would never end
Ne baouez ket Mikael Madeg da lavaret eo aes evitañ, n'en deus ket ezhomm da labourat evit dont a-benn : n'eo nemet dre ziegi n'en gra ket. N'em eus poan ebet o krediñ se. Setu perak on dipitet o welet n'en deus ket graet ar striv da droc'hañ an hirderioù, da urzhiañ e soñjoù un disterig, ha, perak pas, da implijout an holl draoù bevet-se da awenañ skridoù all. N'en deus ket graet aze labour ar skrivagner : petra 'zo mat, petra n'eo ket, evit an hini a lenno ? Embannet en deus e zeizlevr evel pa vije pezh ur mirdi, hep krediñ e douch... Awen en dez pa fell dezhañ, ur stil gwir, kapasiteoù d'ober gwelloc'h... Perak e ra fae Mikael Madeg ouzh e lennerien ?

10/04/2009 GMT 1

Helgvor ar stêr c'hlas, J.-H. Rosny Henañ, Bro-Veljik (1929)

pevarlagad @ 22:02

HelgvorKentañ embannadur Helgvor du Fleuve Bleu e brezhoneg eo hennezh : deuet er-maez e 1999, 70 vloaz goude an destenn orin eta. Eil oberenn ar skrivagner eo o vezañ bet troet ivez, goude Brezel an tan. M'en dare penaos eo bet graet an dibab treiñ : n'eo ket souezhus evit Brezel an tan, oberenn anavezetañ ar skrivagner, met Helgvor ar stêr c'hlas n'eo ket anavezet e galleg...
Peuriñ a ra an daou romant e-barzh ar memes park, ar ragistor, ha gant kement a ampartiz. Suspens a zo, pa glask an haroz saveteiñ div vaouez kondaonet d'ar marv. Paket e vezer gant red an darvoudoù. Deskrivet mat eo al lec'hioù, arguzennet oberennoù an tudennoù : gouzout a reer ar pezh a santont hag a sonjont, dreist eo. Plijus eo al lennadenn penn-da-benn. Ouzhpenn eo skeudennaouet brav al levr, e liv peurliesañ, moarvat gant skeudennoù an embannadur orin. Ul labour brav ha kempenn zo bet graet gant Hor Yezh. C'hwitet eo an titl avat, war ma meno. E galleg e komprener diouzhtu eo Helgvor anv un den, e brezhoneg n'eo ket anat d'an holl. Me gav din vije bet mat lakaat un titl muioc'h seksi.
Estreget romantoù diwar-benn an "oadvezhioù feuls" en deus skrivet J.-H. Rosny Henañ : kalz a romantoù skiant-faltazi en deus skrivet ivez, d'ur mare ma ne oa ket eus ar ger "skiant-faltazi" c'hoazh ; emañ e-touez ar re o deus diazezet ar jener-se. Marteze hor bo ar chañs da lenn un toullad anezho e brezhoneg ur wezh bennak... Mat e vije peogwir eo ur romantour prizius, leun a skiant hag a ijin.

09/04/2009 GMT 1

Ruz-bev, Paol ar Meur (1991)

pevarlagad @ 19:44

Chomet on pell o tornata, o follennata, o pigosat el levr-mañ hep gellet gouzout hag-eñ e oa ur romant (evel m'em boa gwelet skrivet en ul lec'h bennak) pe un torkad 3 danevell hir. Ur romant eo, a-benn ar fin. Diaes eo da c'houzout en ur vraslenn peogwir e heuilh meur a benndudenn, e meur a lec'h : ne baouez ket anvioù an tudennoù da cheñch kar niverus int.
Ar pezh a heuilh Paol ar Meur er romant-mañ eo e ijin : un enezenn didud eus ar meurvor Habask (ur menez-tan e gwirionez) a vefe bet ur bagad brezhonegerien oc'h anneziñ warni daou c'hant vloaz 'zo bennak : o fal oa sevel ur porzh evit gellout ehanañ evit aesaat ar veajoù etre Breizh ha Bro-Sina. Kollet e vije bet roud eus an drevadennerien-se pa oa aet d'ar strad al lestr a zlee distreiñ da Vrest da gelaouiñ an dud war an dizoloadenn-se. Disoc'h : un enezennad a-bezh o vrezhonegañ hep ger galleg ebet... Fiskal !
Ur romant avañtur eo dreist-holl. Evel-just eo bet an Amerikaned o lakaat o fri e-barzh ar jeu. Evel-just o deus c'hoant eneziz 'zo d'en em zizober deusouto. Evel just ez eus ur bebrenn pe ziv da bebrañ ar meuz.
Un neuz foutouilhek zo d'an darvoudoù a-wezhioù : Superemsaver, an eil lodenn, zo dic'hortoz a-walc'h ! Da heul ar skrivagner e kantreer e Enez Frañs ar wezh-mañ : Ti ar Brezhoneg e Pariz, da skouer... koulskoude emaer atav e-barzh an istor gent, anavezout a reer Gwenola, unan eus an harozed pennañ ma n'eo ket AN harozez... N'ouzon ket re !
Diluziet e vez kevrinoù 'zo en trede lodenn, ha reoù all a chom a-ispilh... Ha dav eo din anzav n'em eus ket peurgomprenet ar fin, kevrinus a-walc'h.
Labouret eo bet war ar yezh, en un doare lenneg. Dibabet spis eo ar gerioù, n'eo ket ar re aesañ da gompren, met un unvaniezh a zo e-barzh ar stil : n'eo ket displijus daoust ma ne sonfe ket naturel kenañ ar brezhoneg.
Dre vras eo bet ur souezhadenn vrav ar romant-mañ evidon ; kalz a ijin a ziskouez Paol ar Meur kaout ennañ daoust ma chomfe war sujed an emsav, tonkad ar brezhoneg hag all. Ha dre m'eo prederiet gant ar sujedoù-se a sell ouzhimp holl, just a-walc'h, eo dedennus da lenn.

Savoir revivre, Jacques Massacrier, Frañs (1973)

pevarlagad @ 13:33

Savoir revivre
Al levr-mañ zo unan eus ar re em eus lennet an aliesañ abaoe m'on gouest da lenn. Gant va breur e sellemp ouzh ar skeudennoù hag e lennemp ar pennadoù a gavemp dedennus : seblantout a rae deomp e oa pep tra e-barzh evit bevañ evel Robinson war un enezenn didud, pe c'hoazh evel ar Robinsoned a vro-Suis a blije deomp kalz. Kaligrafiet eo bet gant ar skrivagner penn-da-benn ha skeudennaouet gantañ ivez : bamet e oamp dirak e ampartiz, sklaer eo e skritur eus ar penn kentañ betek ar fin gant nebeut tre a gemmoù, ur souezh !
Ur skouerenn anezhañ em boa adkavet e levraoueg va zad un nebeut bloavezhioù 'zo ha kavet em eus farsus kenañ e adlenn !
Un hentenn evit hippied eo... Mont a ra war gement tachenn a zo da ziskouez penaos en em zibab e-unan, kaout an diazezoù d'en em dennañ gant e di, e liorzh, ar fardañ boued, al louzaouiñ, ober war-dro al loened... a bep seurt loened, ret eo gouzout : desket e vez ennañ penaos lartaat maligorned gant bleud en ur voest, a-benn debriñ anezho war-lerc'h ! Diazezoù ar gwilioudiñ er gêr, yoga, astrologiezh pe astronomiezh : gwelout a reer ar pezh a gave pouezus hon tud a "zistroe d'an douar" ! Deuet da vras em eus implijet dreist-holl an displegadennoù diwar-benn ar gwriat pe ar boutaouiñ ; n'ez a ket pell met reiñ a ra ur soñj eus ar pezh a c'heller ober. Unan eus ar pennadoù farsusañ war ma meno eo an hini ma tiskouezer penaos kivijañ krec'hen loened :-D
Aet eo an traoù war-raok war tachennoù 'zo : ar privezioù sec'h da skouer, gwelloc'h eget pod-kambr Massacrier a gav din... A-hend-all e tisalian deoc'h heuliañ e rekipeoù keginañ ha n'em bije ket kalz muioc'h a fiziañs en e louzeier eget en reoù Loeiz ar Floc'h... Met mat eo atav al levr da lakaat an nen da hunvreal, ur seurt oberenn arz eo ouzhpenn bezañ un testeni eus un amzer ma vage kalz a dud hunvreoù a seurt-se ! Ma n'ho peus ket ar chañs da vezañ un hippie kozh pe mab unan e c'hellit "follennata" anezhañ penn-da-benn war ar rouedad : amañ ; gant e lizherennoù brav, e dresadennoù hag all... ha marteze e vezoc'h kurius da c'houzout petra eo deuet an aozer da vezañ, pe ar pezh a lavar an dud diwar-benn e levr. Dreist eo.

08/04/2009 GMT 1

Princess Bride, William Goldman, Amerika (1973)

pevarlagad @ 12:51

Princess Bride 25

Meneget eo Princess Bride gant Orson Scott Card en e levr Personnages et point de vue : implijout a ra anezhañ en e gentelioù evit lakaat ar studierien da gompren petra eo ur romant luziet e framm. Bet o klask ar romant, eta, evit bezañ ken gouiziek hag int !
Etretant em boa disoñjet un tammig perak em boa pourchaset al levr... paket on bet gant itrikadennoù ar skrivagner e penn kentañ tout. Lavarout a ra bezañ o krennañ ur romant klasel kozh a 300 pajenn bet skrivet gant S. Morgenstern, hag a oa bet lennet dezhañ gant e dad pa oa bihan... biskoazh ne lennan oberennoù krennet pa c'hellan ober gant ar re glok, bet on o klask war ar genrouedad hag-eñ oa tu kavout an oberenn orin neuze ! Ha komprenet, pe kentoc'h deuet da soñj din en-dro, e oan bet touellet... Ar pep tra-se zo ar romant e-unan... gant kontadenn ar briñsez evel-just...
Ar blijadur o lenn an oberenn-se n'eo nemet lenneg, evidon : teurel pled ouzh an ereadurezh, ouzh ampartiz ar frammer... Gwir eo e teu brav gantañ war ar poent-se. Met n'on ket tomm ouzh ar c'hontadennoù diouzh boaz, ha diegi 'm bez o c'hoarzhin gant oberennoù satirik : Princess Bride o vezañ ur gontadenn satirik ne oan ket sot gant red an darvoudoù, kea ! Ha daoust ma vije labour propr, difazi, stilet en ur mod (ar mod a droc'h !), ne saouran ket ar skritur kennebeut : lakaat a ra ac'hanon da soñjal el lennegezh zap-zap a-vremañ, doare Werber... Pailhorennoù tout a-benn bamañ an arvesterien, ha pa skraber, netra... Ur seurt farsadenn eo al levr-mañ penn-da-benn, echuiñ a ra e kreizig-kreiz ar suspens (em embannadur-me, hini ar 25vet deiz-ha-bloaz, e oa ivez pennad kentañ Le bébé de Bouton d'or...)... Un n'ouzon ket petra, dedennus hep bezañ plijus da vat. Talvezout a ra ar boan e lenn evit gouzout, kea !

07/04/2009 GMT 1

En tu all da vor Breizh, Yvon Mauffret, Frañs (1982)

pevarlagad @ 12:42

En tu all da vor Breizh
Embannadur brezhonek al levr, troet gant Mikael Madeg, zo deuet er-maez e ti An Here rummad Levrioù skol al louarn e 1989. Bet em eus ar souezhadenn da anavezout el levr-mañ ur romant em boa lennet pa oan bihan hag en doa plijet kalz din, daoust ma ne ouien ket d'ar mare-se petra na pelec'h 'oa Breizh ! Une audacieuse expédition oa an titl orin. An haroz, ur paotrig gak, a lak e anv da vont da werzhañ ognon gant ar joniged. Dre e blanedenn e vez deskrivet munut buhez ar joniged, diaesamantoù ar paotrig war e labour : lent eo, ha dalc'het en e gaoz, hag ouzhpenn ne oar ket ar soazneg... Peadra da bep bugel d'en em lakaat en e blas ! Dont a ra a-benn d'en em dennañ koulskoude, met ne echu ket aze an istor. Dedennus tre eo, fromus a-wezhioù, ha desket e vez ur bern traoù en ur gaout ebat o lenn. Pezh 'zo, troet eo diwar ar galleg, ur galleg cheuc'h un tamm, ha dre se, pinvidik a-fed geriaoueg, daoust ma n'en dije ket Mikael Madeg dibabet ur yezh re luziet... 'm eus aon eo diaes kenañ da lenn evit bugale divyezhek an oadoù eo an istor evito (skolajidi). Ne vern : n'eo ket chuchu, ha gall a ra bezañ lennet diwezhatoc'h. An dud gour memes a gavo o c'hont e-barzh.

06/04/2009 GMT 1

Naig ha morvil an egor, Envel Kervoas (2004)

pevarlagad @ 10:37

Naig ha morvil an egor

Bez e oa al levr-mañ, skrivet evit skolajidi, e-touez ar re gentañ o koñkouriñ evit Priz ar yaouankiz. N'en doa bet priz ebet peogwir e oa uhel al live ar bloaz-se, koulskoude e lakaan anezhañ e-touez ar re wellañ skrivet evit an degouezh-se.
Pezh a blij din dreist-holl eo ar bed krouet gant ar skrivagner : doare skiant-faltazi 1950, gant fuzeennoù hag all. Kregiñ a ra pep pennad gant un tok o lavaret petra vo an darvoudoù pennañ o c'hoarvezout : lakaet 'n eus ac'hanon da soñjal e XP15 en feu ha levrioù seurt-se. Evel-just e sikour ivez ar skolajidi da gompren, pezh n'eo ket dister : diaesoc'h eo dezho en em silañ e bedoù n'int ket engortoz eus ar pezh a gavint e-barzh... Aes eo da lenn daoust ma vije pinvidik a-walc'h ar geriaoueg. Ijinet mat eo an istor a gav din. Kavet en deus din e oa digempouez un tamm : kregiñ a ra dousig gant kalzig a zeskrivadurioù ha meritet en dije ar fin da vezañ diorroet muioc'h, e-keñver santimantoù da skouer. N'eo ket anat d'ar skrivagnerien merañ an hirder evit chom hep mont en tu all d'an niver a sinoù rekis evit ar genstrivadeg moarvat.
Domaj e kavan n'en dije ket kendalc'het Envel Kervoas da skrivañ romantoù. Danvez ur skrivagner zo ennañ, gant perzhioù pedagogel ouzhpenn. Kalz a ijin en deus. N'eo ket ur c'hwitadenn e romant kentañ, pell a se. Emichañs e adkemero e bluenn ur wezh bennak evit pourchas boued nevez d'al lennerien. Aesoc'h e vo dezhañ ober gant muioc'h a bajennoù moarvat : gwell a se evidomp.

02/04/2009 GMT 1

Kañfarded milin ar wern, Fañch Peru (2008)

pevarlagad @ 08:13

Kañfarded milin ar wern
Prenet em eus al levr peogwir on bet touellet gant e c'holo, damheñvel e stil ouzh hini Teñzor Run ar Gow adembannet n'eus ket pell 'zo gant Skol Vreizh : titl liesliv, hag ar meneg a gañfarded... Diwar dizh em eus kredet e oa ur romant nevez evit krennarded, pezh n'eo ket. Droug 'oa ennon war-lerc'h ! Lennet 'm eus anezhañ koulskoude. Ha gant plijadur : gros eo ar bourdoù un tamm, "telefonet" meur a wezh, met war un dro int naturel, poblek. Kredet 'vije eo bet skrivet evit lakaat ar re gozh da c'hoarzhin, pezh ne ra ket sur a-walc'h : pet anezho a oar lenn e brezhoneg ?
N'eo ket evit krennarded eo bet skrivet kennebeut, ne glot ket ouzh kodoù ar stil, (lonkañ a ra kalzig an daou gañfard, sklaer eo pa seller MAT ouzh ar golo) koulskoude m'en dare ma n'eo ket int a c'hoarzhfe ar muiañ o lenn se.
Gwirion eo an ambiañs, du-mañ en em santer, ur perzh dreist eo ; ha Fañch Peru, ma n'eo ket paotr an itrikoù luziet, n'eus ket par dezhañ evit testeniañ brezhoneg yac'h bro-Dreger gant e bluenn. Gant se n'em eus ket keuz ouzh va frenadenn a-benn ar fin, marteze en em lakin da lenn traoù all gantañ... (un a priori em boa goude bezañ lennet dre red Bugel ar c'hoad er skolveur...). Skañv eo, berr, ha brav a-fed yezh.

01/04/2009 GMT 1

Kestell traezh evit kezeg ar mor, Yann-Ber Piriou (2001)

pevarlagad @ 20:11

Kestell traezh evit kezeg ar mor
Tost-tost ouzh va c'halon al levr barzhonegoù-mañ hag ar bladenn-arc'hant a ya gantañ, lec'h ma vez klevet ar barzh e-unan o tibunañ un nebeut barzhonegoù, eilet gant sonerezh Didier Squiban ouzh ar piano. Mouezh Yann-Ber Piriou zo don ha brav tre, hag ar sonioù ijinet war ar prim gant ar soner a ya mat tre gant an testennoù, un estlamm ! Da dañva a-nebeudoù avat, kement-se a c'houlennoù war ster ar vuhez, an amzer o tremen, an denelezh, a c'houlenn bout daskiriet war e bouezig kuit da blantañ enkrez ennoc'h.
El levr e karan an doare m'en deus Yann-Ber Piriou da adlavaret an traoù evel e kanaouennoù. Gouzout a ra dibab mat ar gerioù, plantañ e nadozioù el lec'h resis a raio mat deoc'h, evel un akuponkter. Me soñj din e ra se en un doare naturel, rak ne ziskouez ket e varzhonegoù bezañ frammet strizh : n'int ket mentet atav, na gwerzennaouet atav, na kempouez atav kennebeut. Ar gerioù a implij zo eeun alies, ar stummoù yac'h. Dre vras e santer preder un den o koshaat hag a daol ur sell seder a-walc'h war e amzer dremenet hag e donkadur. E demoù, e c'herioù, a oar bezañ modern, met dreist-holl int peurbadel.
Lennet em eus al levr en un tenn (goustadig) ar wezh kentañ, met ar pep saourusañ eo leuskel anezhañ da straniñ evit pigosat ar bomm-mañ-bomm pa vez amzer. Barzhonegoù 'zo o vezañ berr-tre eo aes !
Va re muiañ-karet : Gwelloc'h... ; Desket hon eus... ; Mamm an avel... ; Soutien pédagogique ; Teuziñ... ha kement 'zo ! ne gavan ket dreist E-touez ar bleunioù hag ar gwez, re a glichedoù enni evidon.

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust