Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

A ! Lenn...

20/11/2009 GMT 1

Hospitalo sepetaĝa, Walter Klag, Aostria (1990-1991)

pevarlagad @ 09:05

En esperanteg eo al levr-mañ. Talvezout a ra e ditl "An ospital e seizh estaj". Un danevell eo e gwirionez, skrivet en un doare dieub gant an aozer diwar danevell Dino Buzatti Sette Piani, a zo en italianeg el levrig divyezhek (n'em eus ket gellet profitañ eus an divyezhegez-se evit kompren gwelloc'h o vezañ ma ne gomzan ket italianeg, gwelet 'm eus memestra e oa pell testenn orin Sette Piani eus hini Walter Klag).
20 pennadig, berr-kenañ a-wezhioù, a ya d'ober an danevell. Skrivet eo en un doare eeun, gant ur geriaoueg diazez hag ur bern divizoù. Skrivet brav eo dre vras, nemet er fin ma klask Walter Klag, div wezh, fourrañ en e destenn fedoù gwir diwar-benn muntrerien ez eus bet anezho : terriñ a ra al lusk, a-fed istor met ivez a-fed skritur peogwir eo kalz hiroc'h ha diaesoc'h da lenn ar pennadoù-se.
Plijus eo mennozh an danevell (mennozh Dino Buzzati eta) : un den a ya da vezañ soagnet en ur glinikenn. Dre ma n'eo ket grevus e gleñved e loj e seizhvet estaj ar savadur. Seul glañvoc'h, seul izeloc'h, setu reolenn an ti ! Lakaet e vez da ziskenn tamm ha tamm evel ma c'heller soñjal... E rez-an-douar e varver.
Ne oa ket diaes da lenn, graet 'm eus div wezh memestra, an eil gwezh gant ur geriadur evit gwiriañ n'em boa ket treuzkomprenet traoù 'zo.
Tro 'm eus bet da soñjal, en ur lenn an danevell-mañ, n'eus ket da gaout mezh rak ar pezh a vez embannet e brezhoneg. En desped d'e sioù e ya pep skrid, en ur yezh "vihan", da binvidikaat ar bern...

19/11/2009 GMT 1

L'invitée, Simone de Beauvoir, Frañs (1943)

pevarlagad @ 23:08

L'invitée
Iskis kenañ e oa al levr-mañ da lenn ha sebezet on chomet pa m'eus bet serret anezhañ, o vezañ ma ne ouien tamm ebet eus petra e kaozee e gwirionez. Kinnig a ra ar skrivagnerez ur c'houblad karantezus, met dieub, a ziskouez kaout un emzalc'h modern-kenañ (skiant-faltaziek zoken bremañ m'omp aet war-gil a-fed moral abaoe ar bloavezhioù 70...) : e mod-se e c'hell pep hini mont da welet tu pe du, bevañ un avañtur bennak, ha distreiñ d'e gile da gontañ dezhañ troioù-distroioù e galon. Met pa ya an avañtur da sirius evit unan pe egile e vrañsell kempouez ar garantez hag e lak anezhi en arvar. Kement-se o tremen just a-raok an eil brezel-bed : ur ral eo lenn seurt skridoù diwar-benn ar prantad-mañ eus an Istor. Koulskoude e santer, en doare m'eo skrivet, en deus koshaet al levr a-fed foñs un disterig. Deskrivet eo munut-munut an disterañ soñj a dreuz empenn an tri fenndudenn hanter (un triad, e kreiz ar jeu, ha Gerbert da lakaat traoù 'zo er gouloù), ken munut ma chomen alvaonet o soñjal el labour ijinañ hag e resisded karakter pep tudenn.
En em laosket on da vont gant red an darvoudoù, pe an nann-darvoudoù kentoc'h, ha kavet mat a-benn ar fin met iskis kenañ, netra da welet gant ar romantoù amerikan a lennan diouzh boaz, dibosubl din deskrivañ gant gerioù eeun eus petra oa kaoz. Plijet on bet dre vras daoust m'em eus kavet hirig al levr un tamm... ha n'eo nemet en ur glask ur skeudenn evit va fennad em eus kavet, e Wikipedia, an alc'hwez evit kompren ar pezh 'moa lennet.
N'eo ket "L'invitée" ur gwir romant : deskrivet e vez ennañ an darempred a oa etre Sartre, Simone de Beauvoir hag Olga. Krog e oa ar skrivagnerez da sevel en he romant he soñjezon a brederouriez evit ar pezh a sell ouzh kann an emskiantoù etrezo hag ouzh posublted, pe get, ar c'hemm-ouzh-kemm. [L'Invitée est publié en 1943. Elle y décrit, à travers des personnages imaginaires, la relation entre Sartre, Olga et elle-même, tout en élaborant sa réflexion philosophique concernent la lutte entre les consciences et les possibilités de la réciprocité.]

Ne blij ket re din gouzout re a draoù diwar-benn al levrioù emaon o vont da lenn, met santout a ran 'mije tennet muioc'h eus va lennadenn pa 'mije gouezet kement-se a-raok. N'eus forzh, talvezout a rae ar boan memestra, ha savet ennon c'hoant bras da c'houzout muioc'h diwar-benn Simone de Beauvoir a oa, war a welan, ur plac'h a-benn ! (hag "a benn"...)

12/11/2009 GMT 1

Evel-se e oamp, Herve Herri (1982)

pevarlagad @ 13:27

Evel-se e oamp
Emañ al levr etre an dastumad eñvorennoù hag an danevelloù, o vezañ ma kont ar skrivagner buhez tud all egetañ a-wezhioù. Ar santimant 'm eus bet memestra da lenn e vuhez, daoust ma vije kreizennet an eñvorennoù war tem e labour a vouler. Aes eo da lenn, skrivet en ur brezhoneg lennek "klasel" ma c'heller lavaret, kuit a droiennoù lec'hel met gant ur geriaoueg resis ha spis. Plijadur em eus bet o lenn al levr-mañ peogwir e skeudenn mat tre Breizh an XXvet kantved (penn-da-benn, kazi) er gêrioù. Kalzig a fent zo el levr ivez, mousc'hoarzhet e vez, c'hoarzhet a-wezhioù ! Ur spered didrabas a ziskouez kaout ar skrivagner, hep bezañ pout, ar pezh a lak flour al lennadenn. Skoet on bet gant an diforc'h a ambiañs war ar prantad-labour gwezhall ha bremañ : diaes eo da empentiñ evidomp !
En desped d'e ditl divlaz ha d'e c'holo diamzeriet eo Evel-se e oamp ul levr bourrus a zesker ur bochad traoù ennañ.

05/11/2009 GMT 1

Dictionnaire des Utopies, Michèle Riot-Sarcey, Thomas Bouchet, Antoine Picon, Frañs (2002)

pevarlagad @ 11:08

Dictionnaire des Utopies
Kantreet ha digantreet en deus va ijin rak an titl brokus-mañ a-raok ne c'hellfen tapout krog em lennadenn da vat ! Traoù 'zo 'm boa divinet e vijent e-barzh (More, Fourier, ar yezhoù ijinet...) lod all avat zo bet dic'hortoz-krenn : "la grève générale", "internet", "l'imagerie pastorale dans les opéras", "le somnambulisme" ha meur a hini all...). Urzh al lizherenneg, doujet dre m'emaomp en ur geriadur, zo bet un abeg all da lenn al levr-mañ gant kement a blijadur ha da zegemer ar pennadoù evel kement a souezhadennoù. Ur misi !
Arabat chom gennet war ar pennad-digeriñ, start a-walc'h. Reiñ a ra an ton koulskoude : emaomp war un dachenn skiantel. Sirius ha diellet eo ar bras eus ar pennadoù. Desket 'm eus ur mor a draoù. Ar pennadoù, niverus, o plediñ gant prederouriezh pe teologiezh a vije ret kemer amzer evit o dielfennañ gant ar c'hemplezh m'int evit an amatourez ma z'on : ar geriaoueg arbennig zo enno oa dianav-krenn din a-wezhioù. Kavout a ra din koulskoude e ya an diaestaerioù-se d'ober pinvidigezh al levr-mañ en tu all d'al lennadenn gentañ ; ne ya ket e vouedenn da hesk. Talvoudus e c'hello bezañ kement pennad zo ennañ, implijet evel ma tle bezañ en ur geriadur : diouzh an ezhomm.
Plijet e vo ar vrezhonegerien gant meneg meuleudius Enez ar Rod p.214 moarvat !
261 pennad zo er geriadur-mañ (embannadur 2006) : 261 teñzor bihan, ha 261 dor a zigor war levrioù all 'm eus c'hoant da lenn. Sur on bremañ ne vo ket hir a-walc'h va buhez evit en ober ! Mennet on start da gregiñ gant "La philosophie pour les nuls" koulskoude ;-)

28/10/2009 GMT 1

Fin din skriva e brezhoneg ?, Mikael Madeg (2009)

pevarlagad @ 08:56

Fin din skriva e brezhoneg

Prenet 'm eus al levr peogwir eo ur stagadenn da "Ur sell a-dreñv war un oberenn", daoust d'ar rentaou-kont flemmus em boa lennet diwar e benn e-barzh "Ya" hag "Al Liamm", ma 'm eus soñj mat, peogwir en em santan bizet war-eeun : bep bloaz ez an da c'houlenn gant ar skrivagner hag-eñ eo bet embannet ur romant bennak nevez gantañ, peogwir e plij din lenn e romantoù dre vras, ha peogwir em eus desket ur bern traoù en ur ober, daoust ma vije anat en e holl skridoù lennegel techoù displijus 'zo (met daoust hag-eñ ne c'heller ket lavaret ar memes tra diwar-benn ar skrivagnerien all, ar re a skriv ouzhpenn ul levr ?). N'on ket a-du gant ar burutelladennoù : me gav din ez eus ur bern traoù gwir el levr-mañ. Abegoù zo da baranoia Mikael Madeg ; n'eo ket ur skrivagner doujet, na karet, gant ar vrezhonegerien, abalamour d'e bersonelezh a gredan, d'e berzhioù kasaüs o kregiñ gant "em..." : emgarantez,... Un emzalc'h bugel eo a-berzh ar vrezhonegerien (ne zeuont ket da vezañ e lennerien dre se) dreist-holl pa weler nag a voued a zo en e levrioù. Ne c'hellan ket muzuliañ ar pezh 'n eus degaset din a-fed brezhoneg, dija, hep kontañ ar sevenadur, ar blijadur da heuliañ e harozed hag ur vousfent soutil ral.
Krediñ a ra listennañ 39 abeg da baouez skrivañ romantoù a-raok lavaret e raio memestra ma peg ennañ, pezh a souetan. Mat eo e vije skrivet du war wenn seurt siliennoù n'int ket aes da bakañ daoust ma vijent damwelet tamm pe damm gant pep hini. Souezhet on bet gant traoù 'zo, da skouer ar fed 'vije feuket gant ar fent vez graet ouzh e bizhoni : alies em eus gwelet anezhañ o c'hoarzhin diwar e goust dezhañ war ar sujed se, war-eeun pe en e levrioù !
Faziañ a ra war ur poent, a gav din : krediñ a reer e vije bet o c'hortoz loreoù evit e oberenn a-hed e vuhez. Koulskoude eo anat din n'eus ket da c'hortoz brud war ur prantad ken berr. M'eo talvoudus e oberenn ne vo gwelet nemet war e lerc'h, ha ne raio nemet kreskiñ gant an amzer. Ne dalv ket kalz tra ar prizioù lennegel, ar pezh a zispleg mat en 10vet kraf, sujed int ouzh ar c'hiz, roet gant tud a rakvarn hervez ar skol-mañ-skol, lakaet tal-ouzh-tal skridoù n'heller ket keñveriañ...
C'hwerv eo soñjezonoù Mikael Madeg gant gwir abeg. Dre zichañs, dont a ra al levrig-mañ just war-lerc'h ur romant mat tre gantañ (sinet Mac Domnhaill). Me gav din eo talvoudus lenn ar pezh en deus da lavaret evit kompren gwelloc'h anezhañ met ivez evit teurel gouloù war bed ar skrivagnerien vrezhoneg : aner, met ret, evit adkemer pozioù Yann-Bêr Piriou...

19/10/2009 GMT 1

Mevelien an urzh 3 - Mestr an tremen, Yann-Fañch Jacq (2009)

pevarlagad @ 11:54

Mestr an tremen

Levr diwezhañ an heuliad teir levrenn Mevelien an urzh eo hennezh. Mont a ra mat gant an eil hini, o vezañ ma kendalc'h ar penndudennoù da bourmen en amzer, pezh a ro tro d'al lenner da vevañ fedoù pouezus 'zo eus an Istor.
N'on ket tik gant an itrik daoust ma ne vije ket fall : re a ober 'zo evidon, o lazhañ kement tra all. An tudennoù a anavezer abaoe teir levrenn zo estrañjourien evidomp c'hoazh, ur c'horf o deus, ket a ene. Meneg zo eus karantez, eus mignoniezh, met chom a ra e stad ar gerioù, ne vez ket bevet na gant an tudennoù na gant al lenner. Kregiñ a ra mat tre al levr koulskoude, desachet e vez an evezh diouzhtu, siwazh ne zalc'h ket war an hirder hag e c'heller enoeiñ daoust ma vije strilh war an ober.
Dipitus e kavan ar fin dreist holl, n'eo ket bet gouest ar skrivagner da adpakañ e holl rikoù en e sac'h a-raok mont kuit ; kontrol da se e tigor war tudennoù all c'hoazh... ur fin evit an trede levrenn n'eo ken, ouzhpenn : ret vije bet lakaat an tudennoù da zistreiñ en o metoù orin, pa ne vije nemet dre ar soñj, evit gellout muzuliañ an hent graet.
Ma, n'eo ket displijus da lenn kennebeut, dre m'eo aes hag a-vremañ. Klouar e choman, traken.

Comment écrire de la fantasy et de la science-fiction, Orson Scott Card, Amerika (1990)

pevarlagad @ 11:29

Comment écrireDiaes 'vije bet din chom diseblant dirak al levr-mañ, skrivet gant unan eus ar skrivagnerien em eus ar brasañ doujañs evito, gant ar pell e vezer kaset gant e ijinadennoù.
Unan eus gwellañ perzhioù al levr-mañ eo stil Orson Scott Card : ha pa vije en ul levr n'eus istor ebet ennañ e chom plijus tre da lenn, dont a ra a-benn ar skrivagner da fourrañ ur bern istorigoù diwar-benn e vuhez ha geneliezh e romantoù, ha da implijout ur bern skouerioù a-hend-all, tennet eus al lennegezh emañ o kaozeal diwar he fenn. En ul lec'h bennak e lak anezhañ e-unan da farouell o klask gwerzhañ un dra bennak d'an dremenidi war ar marc'had, ha gwir eo e c'hell e don tostaat eus se a-wezhioù, gant ar sklaer hag eeun m'eo e lavar, met dreist pep tra eo ar santimant a chom hini ul lennadenn blijus ha didaktik.
N'on ket sur e vije un hentenn beurvat evit en em lakaat da skrivañ avat, daoust ma n'em bije netra da rebech ouzh ar c'huzulioù a ro : ar fed e vijent kontet kentoc'h eget listennet a lak diaes an implij anezho. Kalz a guzulioù damheñvel kinniget en un doare berroc'h em eus kavet n'eus ket pell 'zo war lec'hienn ar gazetenn Solaris. E levr Orson Scott Card n'em eus ket kavet dedennus, kennebeut, ar c'huzulioù o tennañ d'ar c'hempouez etre ar vuhez familh hag al labour skrivañ, pe an alioù leun a furnez (met ken anat...) diwar-benn merañ an arc'hant a zeu diwar al labour graet (marteze eo ivez dre ma ne c'hell ket dedennañ seurt traoù skrivagner brezhoneg ebet...). Plijout a ra din, koulskoude, keñveriañ sevenadur ar Stadoù-Unanet gant hon hini.
Desket e vez a bep seurt, diwar-benn ar soñjoù, an itrik, an tudennoù hag o fsikologiezh (daoust ma ne vije ket ken aes hag ar pezh a ziskouez, eñ hag en deus ar stek evit se !), ar savboent... d'am c'hentañ lennadenn em boa kavet un tammig enoeüs ar pajennoù niverus diwar-benn an diforc'h etre skiant-faltazi ha moliac'h, met a-benn ar fin e kav din e teuont a-reizh, talvoudus eo gouzout ar pezh emaer oc'h ober ! Alies e chomen etre daou e oberennoù Orson Scott Card hag a dremen en ur bed a seblant bezañ krennamzerel da gentañ (un tammig evel en Enez ar Vertuz Youenn Olier).
Dedennus kenañ e kavan al levr-mañ gant Orson Scott Card evit kompren gwelloc'h an oberennoù skiant-faltazi pe moliac'h a blij din kement, intrañ un tammig muioc'h huderezh al levrioù-beajiñ-meur-se. Lennet e vez levr didaktik Orson Scott Card meur a wezh, digudenn, gant an niver a draoù dedennus a zo e-barzh. Talvezout a ra ar boan e brenañ.

13/10/2009 GMT 1

Un'... div, teir..., Awen Kerin (2009)

pevarlagad @ 20:36

Awen Kerin
Souezhus em eus kavet dizoloiñ un dastumad danevelloù e-touez al levrioù a gemero perzh er Priz ar Yaouankiz o tont : betek-henn ne oa bet nemet romantoù. Digempouez e kavan ivez : daoust ha ne vo ket techet ar grennarded da votiñ evit ar skridoù berrañ posubl, aesañ posubl da lenn ? Hag ouzhpenn eo bet skrivet al levr gant peder skrivagnerez disheñvel, pezh a zistero talvoudegezh ar priz e kenkaz vije roet d'al levr-mañ : domaj e kavan.
An holl draoù-se a soñjen a-raok kregiñ e-barzh ; koulskoude em eus kavet mat al levr. Evit un abeg pennañ : kavout a ra din eo kempoell an doare m'eo bet renket ar peder danevell, o tiskouez pep hini un oad disheñvel, kosoc'h-koshañ, e buhez un harozez bennak, disheñvel bep tro ivez. N'ouzon ket hag-eñ eo bet skrivet an danevelloù a-ratozh-kaer evit se, met ur soñj mat eo. Plijet on bet ivez gant an danevelloù o-unan, dreist-holl hini Mai-Ewen, fromus hag en ur yezh n'eus ket blaz ar skol warni, hep bezañ diaes da lenn.
N'on ket sur e vo dedennet ar baotred gant seurt lennegezh : n'eo ket dister, met ret eo bezañ gouest d'en em lakaat e plas ur vaouez, ar pezh ne vez ket goulennet alies gant ar baotred-lennerien, kontrol d'ar merc'hed a c'hell c'hoari pezh n'eus forzh peseurt haroz : un afer a voazamant ! abaoe keit all... met ul levr mat eo, aes da lenn, hag o plediñ gant temz-spered an tudennoù : rouez eo, dreist-holl evit an oadoù-se.

08/10/2009 GMT 1

Treid daouhualet, Kate Roberts, bro-Gembre (1936)

pevarlagad @ 08:14

Troidigezh ar romant-mañ zo deuet er-maez e brezhoneg e 1988.

El levraoueg-kêr e-kichen du-mañ 'm eus diskoachet al levr kaer-mañ n'em boa klevet anv biskoazh anezhañ. Ur golo divalav spontus a c'hell bezañ kaoz e vije c'hoazh e katalog Emgleo Breizh, gwell a se evit ar re zo stag ouzh an diabarzh muioc'h eget ouzh an diavaez.
Istor ur familh paour eus Norzh bro-Gembre eo, tro penn kentañ an XXvet kantved. Kontet eo eus an diabarzh, en ur daoler kalz a bled ouzh santimantoù an dud hep bezañ chuchu. Taolennoù brav-tre a zo a-hed al levr ha dispaket eo eus ar c'hentañ personelezh pep tudenn. Brav ha fromus eo, daoust m'em bije bet keuz e vije bet graet lammoù ken bras en amzer : ober a ra un tammig evel un heuliad danevelloù stag holl ouzh ar memes danvez (ar memes familh) hep na vije heuliet atav ar memes penndudenn. Daoust da se eo dreist, en ur brezhoneg eus ar c'hentañ gant Job Abasq (Didrouz !) daoust ma vije amsklaer frazennoù 'zo dre o hirder alies, abalamour m'int bet troet re feal marteze, n'ouzon ket.
War a seblant eo gwall vrudet Kate Roberts e bro-Gembre, domaj eo ne vije ket bet lakaet e brezhoneg levrioù all ganti ; n'eo ket hennezh he hini brudetañ.

30/09/2009 GMT 1

Glamorama, Bret Easton Ellis, Amerika (1998)

pevarlagad @ 20:45

Glamorama
Lenn Glamorama zo un tammig evel bezañ e-unan dirak ur mell boestad chokoladoù : goût a reer e vor klañv met n'heller ket herzel ouzh debriñ anezho betek an hini diwezhañ. Kregiñ a ra dousig ouzhpenn, c'hwek eo ar penn kentañ, ha pa gomprener eus petra zo kaoz e gwirionez eo re ziwezhat evit paouez !
Ar skrivagner-mañ n'en deus aon rak netra 'toare ; din-me e ro aon bras e ijinadennoù, hep kontañ ar fed int feuls sofkont : un doare en deus da ren e dudennoù a zegas kalz a suspens. Iskis eo, peogwir e tremen en ur metoù n'eo tamm ebet va hini, ha da gentañ e kemeran e levrioù gant ar soñj dispis n'hellin ket intrañ e ved, n'hellin ket bezañ lod e kudennoù dramm, arc'hant, merkoù... e binvidien. Fazian a ran, evel just, ha daoust d'an eur o treiñ n'on ket bet evit pozañ Glamorama e-pad ar 400 pajennad diwezhañ. An diskoulm, dic'hortoz krenn e-keñver al lodenn gentañ, n'eus lakaet ac'hanon da vagañ keuz o vezañ chomet dievezh war ar pezh a seblante din bezañ dister da gentañ, hag a oa pouezus a-benn ar fin, pezh a ziskouez pegen mat eo frammet e romant.
Ul levr evel hennezh zo un taol-pleustr evit al lenner, ur c'hentañ bolodenn ecstasy, distoubañ a ra un eston, ha pa vez douaret e vezer klañv. Dindan gazel-ge e oan betek re e-pad va lennadenn gentañ, me garfe gouzout perak dre un eil hini, siwazh ne vin ket gouest da adlenn anezhañ evit tennañ e vouedenn-danevelliñ dioutañ : kalz re feuls eo evidon. Abalamour da se eo e romant kentañ Moins que zéro va hini muiañ-karet evit poent : ar feulster ennañ a chome psikologel. Lenn a rin ar re all memestra. Ur skrivagner meur eo.

Mont e darempred gant an aozer(ez) | Dielloù | Sav da vlog ! Aes ha digoust